Logo kerne leon treger KLT Ur c'hevredad kevredigezhioù eo K.L.T. da gentañ penn gant ar soñj kas war-raok yezh ha kultur Breizh e bro Montroulez. Ditouriñ a reomp ivez, par mar c'hellomp, an holl re a faot dezhe gouzout hiroc'h diwar-benn ar pezh a vez graet er vro hag e Breizh a-bezh.
Kavout an izili
Recherche
Anv
Kŕr
Obererezhio¨
á

Montroulez Gwechall

Pennadoù savet gant Patrick Favreau

 

1 - Kannadig Montroulez - Miz Genver 2006

Hemañ eo ar c’hentañ eus ur rummad a zek pennad-skrid. Enno e klaskor, gant sikour ano Brezhoneg ar ruioù hag ar plasennoù, reiñ un tanva d’al lennerien eus ar pezh ez oa Montroulez en amzer gent.

Da stagañ ganti, e komzor eus kreiz ar gêr gloz: Plasenn ar C’hoc’hu ha tro-war-dro dezhi.

E nec’h ar blasenn emañ Ru ar Vur, a yae teir lodenn d’hec’h ober gwechall: Ru ar Vur, eus ar Pave betek Ru al Letern; Ru an Noblañs, eus Ru al Letern betek ar Vanell Vihan; ha Ru Sant Erwan, eus ar Vanell Vihan betek Banell an Archerien e-lec’h ma’z edo Porzh Sant Erwan. Ru ar Vur eo a reer bremañ avat eus ar ru hed-ha-hed.

Pa saver ganti e weler c’hoazh, en dorn dehoù, ar pazennoù a gase da Iliz ar Chabistr a yoa uheloc’hig eget iliz ar C’hreiz-kêr e Kastell-Paol. Gwerzhet e voe gant Kuzul ar Barrez, goude an Dispac’h bras, ha lakaet da ober mengleuz gant ar prener. Kouezañ a reas en he foull e 1806 en ur lazhañ 5 den.

An tiez-prenn kozh a yoa a-fas da "di ar rouanez Anna" a yae ganto ul lodenn eus ar blasenn en traoñ. Setu ma’z oa houmañ bihanoc’h eget bremañ. E-keñver Ru al Letern ez edo ar "justis", ma veze lakaet an dorfetourien d’ar marv.

Er penn all eus ar blasenn emañ Banell an Amann. A bep lec’h eus a Vreizh-Izel e tigased an amann da Vontroulez da labourat evit e werzhañ da gas er-maez eus ar vro goude.

E traoñ ar blasenn, e korn Banell an Amann ha Plasenn an Dosenn, ez edo Chapel Sant Jakez. Daou di, stok-ouzh-stok ganti, a stanke an hent etre an div blasenn. Diskaret e voent e 1834.

 

2 - Kannadig Montroulez - Miz C'hwevrer 2006

E korn ar Ru Vras ha Plasenn ar C’hoc’hu e weler c’hoazh imaj farsus Paotr Montroulez, daou-bleget dindan vec’h ar vuhez e Montroulez da neuze, gant he diaezamanchoù a beb seurt digaset gant ar brezelioù, an tailhoù hag ar gwirioù da

baeañ . . .

Diwezhañ imaj eo hemañ eus Paotr Montroulez a c’halled gwelet gwechall war diez kozh n’emaint ket mui bremañ.

Deomp bremañ gant ar Ru Vras, anezhi unan eus ruioù koshañ Montroulez. Ru marc’had al lien ez oa houmañ. Ar wiaderien, 18 lev tro-war-dro, a ranke digas o lien d’ar varc’hadourien a yoa o stalioù a beb tu d’ar ru. Ar re-mañ o c’hase d’ar porzh da werzhañ er-maez ar vro, ha diwar ar c’hoñvers-se eo ez oa deuet, eus ar XVIvet betek an XVIIIvet kantved, pinvidigezh Montroulez hag ar vro tro-war-dro. Gant arc’hant al lien e voe savet, er XVvet ha XVIvet kantved, an “tiez pondale”.

En 18 eus ar ru ez oa, war a lavar lod, ur vatezh, ur plac’h kalonek o chom. Setu amañ an istor a gontont diwar he fenn: E 1522 e lakaas ar Saozon an tan war Vontroulez evit en em veñjiñ war ar Vretoned o devoa graet kement all dezho diagent e Bristol e-lec’h m’o devoa kaset al listri Saoz d’ar foñs c’hoazh ouzhpenn. Sevel a eure ar vatezh un trap e trepas teñval he zi ha digeriñ ur rañvell evit beuziñ he c’hav. Ha setu Saozon, pevar-ugent anezho, ha kouezhañ ennañ war o fenn gant an deñvalijenn, hag i holl beuzet raktal. Kerkent ha paket gant ar Saozon avat e voe taolet ar plac’h kalonek dre brenestr he zi, hag hi marv-mik.

 

3 - Kannadig Montroulez - Miz Meurzh 2006

E penn all ar Ru Vras, etre Ru ar Vur ha Ru Pont an Itron-Varia, ez edo Plasenn ar Pave gwechall. Houmañ ez oa ar blasenn nemeti er gêr gloz er XVIIved kantved. Ned eo ket plasenn ken bremañ avat, ru ne lavaran ket, hag Ar Pave (Kozh) eo a reer anezhi peurvuiañ.

Ur ru strizh a dreuze ar blasenn da neuze. Ru ar Pave ez oa hec’h anv.

Tiez-pondale kaer-meurbed a yoa en-dro d’ar blasenn. Kalz imajoù a yoa warnezho, evel hini holl anavezet ar Soner a c’haller gwelet c’hoazh e korn Ru an Itron-Varia. Dirazañ e teue Muzisianed Kêr da siniñ da noz gouel Sesil. A-zioc’h imaj ar soner ez edo imaj Sant Martin, hag a-zioc’h hemañ, hini Sant Mikael. E kompagnunezh imajoù all a beb seurt, evel re tud oc’h evañ, ez edo an daou sant.

Eus a greiz ar blasenn e weled tri font-gwinteris da zont e kêr: Pont an Itron-Varia, e-tro-kein an Ti-Kêr, dreist ar ganol a gleuzad etre ar C’hevleud hag ar Jarlo; Pont Bourret, e-kostez Ru Vrest, en ur penn eus Ru ar Pave; - Ru Vrest n’oa ket anezhi c’hoazh d’an ampoent avat - ha Pont an Ospital e penn all Ru ar Pave.

E-kichen Pont an Ospital ez edo Tour an Arc’hant. Ennañ e veze kognet, gwechall, arc’hant (doubled hag hanter-wenneien) evit Duked Vreizh.

Diskaret e voe an tour ha tiez kaer ar blasenn en XIXved kantved pa voe eeunet ha ledanaet an Hent Bras Roial a yae a Baris da Vrest en ur dremen dre Blasenn ar Pave ha Ru Bourret.

 

4 - Kannadig Montroulez - Miz Ebrel 2006

E penn all Ru an Itron Varia, ur wech tremenet ar pont, en em gaved war ur blasenn dirak an Ti-Kêr kozh, er-maez eus ar gêr gloz. E miz Even 1610 e voe diazezet ar maen kentañ anezhañ. Ker ez oa bet koustet hennezh da gêr Vontroulez daoust na voe ket peursavet biskoazh. A-benn ar fin e voe lakaet an Ti-Kêr kozh da ober magajenn, stal-labour, marchosi hag ostaleri zoken.

En XVIIIved kantved, el lodenn eus ar blasenn a sko war Hent ar Gar bremañ, ez edo marc’had ar pesked hag al legumaj, hag, en e gichen, stok-ouzh-stok gant an Ti-Kêr, ur velin: ‘Melin an Duk’. Rag-enep, er penn all eus ar blasenn, ez edo Plas al Louzoù.

E 1831 ez oa prest an Ti-Kêr kozh da gouezhañ en e boull. Setu ma prenas Kuzul ar Barrez, e 1835, stal ar pesked, ar velin ha kement a yoa stag outi ha diskar peb tra, Ti-Kêr, melin hag all. E 1843 ez oa peursavet an Ti-Kêr nevez.

Gwechall, pa c’halled gwelet c’hoazh mur Vontroulez, e weled ivez ar C’hevleud o redek a-zindan Pont Bourret. Hennezh a yoa ur pont maen etre Ru ar Pave e-barzh ar gêr gloz ha Ru Bourret er-maez anezhi.

E plas abri ar busoù bremañ, e forc’h Ru Bourret ha Rue de l’Observatoire n’emañ-hi ket mui bremañ, ez oa un ti bras gant un tour eizhkognek, e anv Otel St Prix.

E Rue de l’Observatoire ez edo ar c’hoariva kozh a voe fontet gant an Aotroù Cadeville. Gwerzhet e voe c’hoariva kozh e 1888 pa voe digoret an hini nevez e Ru Vrest.

Er bloaz-se eo ivez e voe diskaret Otel St Prix ha Pont Bourret, ha goloet ar C’hevleud evit ober ur blasenn nevez: Plasenn an Tri Letern pe An Tri Letern da gomz berroc’h. Place Emile Souvestre eo bet lakaet e Galleg avat, en enor d’an eskrivagner Breton brudet a vevas etre 1806 ha 1854.

 

5 - Kannadig Montroulez - Miz Mae 2006

Deomp bremañ war hor c’hiz betek Plasenn ar Pave. Gwechall, e-kichen Tour an Arc’hant, ez oa ur pont dreist ar Jarlo, e ano Pont an Ospital. En tu all d’ar rivier en em gaved war Blasenn an Ospital. E miz Gwengolo 1607 eo e voe diazezet maen kentañ an ospital gozh. Ur c’hwec’h-ugent paour bennak a veze maget enni e 1659. Poan a veze ganto, rak mont dre gêr da glask a raent goude gwerzhañ ar bara hag ar c’hig a roed dezho da zibriñ en ospital.

Un darvoud mantrus a c’hoarvezas e nozvezh ar 6 a viz Genver 1731: Ur c’houlaouenn war elum a gouezhas dre skar ur plañchod ha setu an tan o kregiñ en ospital hag en tiez tro-war-dro. Meur a zervezh e padas an tan-gwall a bulluc’has an ospital hag ur pemzek ti bennak ouzhpenn.

Jean-Baptiste-Elie de Pontcarré, aotroù Viarmes, ganet e Paris e 1702 hag intandant Breizh d’an ampoent, a c’hourc’hemennas ma vije diskaret an ospital evit digeriñ ur blasenn nevez ha zo anvet bremañ Plasenn Viarmes.

En un tu eus ar blasenn-se, a-hed ar Jarlo, ez edo marc’had ar pesked, pa voe digaset hemañ eus a-drek an ti-kêr. Dindan an amzer e chome ar pesked neuze, war stalioù maen-benerezh; setu ma c’houlennas ar besketaerien hag ar gouraterien, e 1894, ma vije savet un doenn evit diwall o marc’hadourezh ouzh an heol hag ar glav.

Kaset e voe, un nebeud bloavezhioù goude, marc’had ar pesked d’ar c’hoc’hu nevez savet e Plasenn Sant Dominik. Goloet e voe ar Jarlo ha distrujet ar poulloù pe lennoù-kannañ e miz Kerzu 1898. Dalc’het eo bet an anv avat ouzh al lec’h a reer Marc’had ar Pesked Kozh anezhañ c’hoazh hiziv an deiz.

E-kichen ar marc’had, e plas ‘Les Morlaisiennes’ kentoc’h, ez edo an aoditor e-lec’h ma veze barnet an dud. Outañ ez edo ar prizon kozh. War bileri ez oant o daou rak redek a rae ar Jarlo dindano.

E stad fall ez oa ar batis a gouezhas ul lodenn anezhañ en he foull e 1791. D’an ti-kêr e voe kaset ar brizonierien neuze. Ur pennad amzer goude e voent kaset erfin da skolaj Kreac’h Joli a zeuas da vezañ ar prizon nevez.

E penn Banell ar C’hoc’hu bremañ - Ru ar Prizon da neuze - ez oa ur pont dreist ar Jarlo, e anv Pont ar Prizon pe ar Pont Born.

 

6 - Kannadig Montroulez - Miz Gwengolo 2006

 

Ha setu ni bremañ en tu all d’ar Jarlo, war Blasenn Sant Dominik. Deuet eo an anv-se eus an iliz hag ar gouent ha zo en un tu eus ar blasenn.

Savet e voe ar re-se etre 1238 ha 1250 pa roas duk Breizh, Pêr ar 1añ en anv, lesanvet Pêr Vrizhkloareg, e vaner hag e verjezoù a-hed ar Jarlo da gêr Vontroulez evit ma savjed eno ur gouent dominikaned. Menec’h eus a urzh sant Dominik a vevas enni eta betek 1481 ma teuas ur gongregassion jakobined eus an Holland da gemeret o flas.

Er gouent eo e veze lojet ivez an dud a galite a zeue da Vontroulez, evel Anna Vreizh e 1503 ha Mari Stuart e 1548, hag enni eo c’hoazh e voe bodet Stadoù Breizh a-benn teir gwech: ar wech kentañ e 1557, an eil gwech e 1674 hag an trede gwech e 1772.

Ul libraeri zispar, e-leizh a levrioù a briz enni, a yoa er gouent. Tud lennek ha gouiziek an amzer-se, evel ar skrivagner-buhezioù-sent Albert Le Grand, a zeue di da studiañ.E 1792, da vare an dispac’h bras, e voe dispartiet nec’h an iliz diouzh an traoñ anezhi gant ur

plañchod ha lakaet an iliz da ober magajenn bublik gant boued-chatal en nec’h ha marchosi en traoñ.

E 1870 e teuas da vezañ koc’hu ar greun ha fermet e voe ivez da Gompagnunezh Butun an Orn evit lojañ butun enni.

E 1874 e tigasad libraeri gêr e nec’h an iliz. En iliz e voe digoret ar muze un nebeud amzer goude hag eno emañ-eñ atav hiziv an deiz.

Lakaet e voe ar vuhez er gouent da chom a-sav da vare an dispac’h bras ha troet ar batis e kazarn e-pad ur pennad.

Koshañ monumant zo e Montroulez eo ar gouent ha zo bremañ war roll ar monumanchoù istorik abaoe 1983.

E 1895 e savad ur c’hoc’hu e-kreiz ar blasenn evit digas ennañ marc’had ar pesked a yoa kentoc’h e Marc’had ar Pesked Kozh.

Gwechall, en tu all eus ar blasenn, ez oa ur ru, tiez a beb tu dezhi. Unan eus an tiez-se, un ostaleri he anv ‘Le Pelican Royal’, a roas e anv d’ar ru a raed Rue du Pelican anezhi da neuze.

 

7 - Kannadig Montroulez - Miz Here 2006

Kuitaet ganeomp Plasenn Sant Dominik, setu ni o pourmen a-hed ar Jarlo. Jardinoù ha berjezoù a yoa a beb tu d’ar rivier gwechall: jardin ha berjez ar gouent en tu-mañ ha jardin ha berjez ar Prioldi en tu all a-geñver. N’edo ket Ru Bariz c’hoazh d’an ampoent.

Ale ar Boan-Benn gant ar poulloù-kannañ pe lennoù a voe digoret e 1857 pa roas Minister ar Brezel ul lodenn eus batisoù ha tachennoù ar gouent da gêr Vontroulez.

Eus a belec’h e teu ano an ale emit-hu? Gwechall, e teue Montrouleziz e-leizh da chapel ar gouent da bidiñ Sant Avertin da lamet o foan-benn dizwarnezho, rak ur sant diboanier eo Sant Avertin.

Setu ma anvad ar blasenn a yoa e-kichen ar chapel da neuze Plasenn ar Boan-Benn. Imaj ar sant a c’haller gwelet c’hoazh en iliz Sant Melani. Un imaj all anezha˜n, eus ar XVIvet kantved, a yoa ivez er chapel a-dre˜nv ’g iliz Sant Vazhe. E muze eskopti Kerne e Kemper emañ-eñ bremañ.

E 1843 e savad, hed-ha-hed an ale, ur skol kentañ derez evit ar baotred, ur skolaj, ur skol kentañ derez evit ar merc’hed hag ur skol evit ar baotred hag ar merc’hed bihan.

Ur pont dreist ar Jarlo a savad ivez e 1845 evit mont da bakañ Ru Bariz.

Lez-varn Vontroulez eo deuet ar skolaj da vezañ e 1894.

Devet e voe skol ar baotred hag ar merc’hed bihan gant an tan-gwall e 1981. Ti ar Re Gozh zo en he flas bremañ.

E 1906 e savad bainioù o anv ‘Les Bains Modernes’ war ribl ar Jarlo evit kemeret plas ar re a yoa kentoc’h e lec’h m’emañ ar sinema ‘Le Rialto’ bremañ. ‘Les Bains Modernes’ a zeuas da vezañ les ‘Bains-Douches’ e 1934 betek 1986 ma voent serret.

E penn all Ale ar Boan-Benn, en tu all da Hent Pariz, emañ Ar Sec’horeg e-lec’h ma veze lakaet an dilhad nevez kannet da sec’hiñ.

 

8 - Kannadig Montroulez - Miz Du 2006

Echu ganeomp hon tamm tro e-kostez kouent ar Jakobined ha tro-war-dro, distroomp bremañ un tamm war hor c’hiz evit mont pelloc’hik etrezek Ru Bariz a stagad gant al labourioù evit he digeriñ e diwezh ar bloaz 1835.

En ur penn anezhi ez oa un dosenn a roas hec’h ano d’ar blasenn savet warnezhi: Plasenn an Dosenn. Pladet e voe an dosenn e 1834 hag er bloavezh-se eo e voe diskaret ivez daou di evit digeriñ hent da vont war-eeun da Blasenn ar C’hoc’hu.

Marc’had ar c’haol a veze war ar blasenn e lec’h ma werzhed ivez frouezh ha pell evit ar golc’hejoù. Setu ma rae lod "Plasenn al Legumaj Bihan" eus ar blasenn-se.

En tu eus ar blasenn e lec’h m’emañ ar Sonothèque, en traoñ, ez oa ur poull-kannañ, ul lenn vras.

An Aotroù Boulineau a zalc’he ostaleri e lec’h ma’z edoa La Buvette du Dossen kentoc’h. Ul lodenn eus ar blasenn a yae gant an ostaleri setu ma voe prenet houmañ gant kêr en avis he diskar evit frankaat ar blasenn.

D’an ampoent e c’halle Montrouleziz gwelet o Tivogediñ siminal vras melin-vïer Boulineau a yoa e-tro-kein.

L’Hôtel de Provence, ur batis kaer harp ouzh la Renaissance, a yoa unan eus otelioù bras kêr da neuze. Ar c’hezeg, hag a veze lojet er marchosi dindan an otel, a deue er-maez dre Ru Bariz .Tinell vat a veze dalc’het en otel; prejoù-boued bras, enno ouzhpenn ugent meuz, a veze servijet enni. Anavezet mat ez oa an otel ha tud vrudet a reas o diskenn enni evel ar priñs Jérôme Bonaparte, breur yaouankañ an impalaer Napoleon IIIe e 1852, ar skrivagner Alexandre Dumas e miz Gouhere 1869, ha Prosper Merimée ivez marteze Tristan Corbière a gustume dont di da roulañ hag ober chervad.

 

9 - Kannadig Montroulez - Miz Kerzu 2006

Bremañ n’eo douar Plouyann nemet ul lodenn eus kumun Vontroulez. Koulskoude, betek deroù an ugentvet kantved, Plouyann a oa ur gumun anezhi hec’h unan. Met dija ul lodenn vat eus ar gumun a oa sellet outi evel pa vije eus Montroulez, evel lakaomp karterioù Koadsec’ho ha Troudoustenn. Al lec’hioù-se, memes tra, a oa anoioù brezhonek outo, (miret e galleg! ). Aes eo da gompren: gant un enklask graet e 1928 diwar-benn implij ar brezhoneg er parrezioù, Plouyann a oa “brezhoneg dreist-holl hag un tammig galleg” evit ar prezegennoù hag evit ar c’hatekiz.

Plouyann a oa d’ar poent-se ur gumun diwar maez. Ur bourk bihan gant un iliz (XV-XVI),un ti-kêr ha komersanted evel an holl vourkchoù.

Anoioù brezhonek a oa ouzh ar c’hêriadennoù e-lec’h ma veve labourerien-douar. Manerioù ivez e peb korn eus ar barrez.

E-kichen an hent-tizh emañ atav maner an Nec’hoad. Perc’hennet e oa bet gant ar Jeneral Flô, ganet e Lesneven ha marvet en e vaner (1804-1887).

Kavet e vez, bremañ, lise al labour-douar e-kichen maner Susinioù (XVI-XVII). Prenet e oa bet e-pad an Dispac’h gant Charles Cornic (1731-1809), moraer brudet, bevet ha marvet er maner-se.

Tro-dro da zismantroù maner ar Veuzit ez eus bet savet bremañ ur c’harter nevez: tiez, bras ha bihan, un dachenn labour ha kenwerzh, ha servijoù.

E-kichen chapel Santez Jenovefa (Azginivelezh) ken brav, emañ maner Kerozar, ur plas dudius.

E maner Koad Kongar, bremañ kreizenn varc’hekaat, eo ganet ar barzh brudet, Corbière (1845-1875) savet gantañ Les Amours Jaunes.

Maner Penn ar Ru a zo bremañ e-touesk tier Koadsec’ho. Bet e oa bet maner Nikolas Coatanlem, moraer brudet. Er maner-se e oa bet savet ar “Manu” kentañ evit ar butun. Joseph Dupleix (1697-1763) en deus bevet eno, e dad o vezañ rener ar “Manu”. Evel-se eo kresket Troudousten, ur gêriadenn a veve enni labourerien ar Manu.

 

10 - Kannadig Montroulez - Miz Genver 2007

Ar Marichal Foch (1851-1929), ha zo bet savet ur monumant dezhañ war blasenn ar bourk, a zeue en hañv d’e vaner Trofeunteunioù. Ur gomunite leanezed zo o chom ennañ bremañ

Ur maner all, maner Kêr ar Rous, a voe savet war vord Rivier Vontroulez e diwezh an XVIIIvet kantved. Ul lec’h kaer meurbet eo gant ur park bras. Distroet eo bet ar rivier e traoñ ar maner evit aesaat mont-ha-dont ar bagoù, rak unan eus birvidikañ pezhier Breizh ez oa Montroulez neuze.

Er pennad-skrid dïaraok e lavared ez oa Plouyann ur barrez Vrezhoneg. E weled a reer splann pa seller ouzh an anoioù-lec’h : Koad Serc’hoù diwar ar ger kozh serc’h, Nec’hoad diwar cnoch > cnech > krec’h / nec’h ha koad, ar Veuzid diwar beuz, Koad Kongar, Penn ar Ru diwar runt > run ha Trofeunteunioù diwar tnou > trow / traoñ, ha Kêr Ar Rous pa ne ve ken.

N’eo ket istor Blouyann manerioù ha labour-douar nemetken avat. A-raok ar Brezel Bras dija ez oa troet Montrouleziz war ar c’hirri-nij. E 1911 e voe dalc’het fest kentañ ar c’hirri-nij war ul lodenn eus tachenn ar c’hoursioù kezeg. E-pad un nebeud bloavezhioù e voe implijet al lec’h-se c’hoazh. E 1931 e voe graet ar studïadennoù kentañ evit kaout ur gwir dachenn evit ar c’hirri-nij. Choazet e voe ul lec’h plaen etre maner Trofeunteunioù hag hent Lannuon. Etre 1933 ha 1936 e voe graet al labourioù hag e 1939 e voe digoret war an ton bras. E 1940, p’edo an Alamanted er vro, e voe implijet ha kresket ganto. Aerborzh Montroulez eo deuet al lec’h da vezañ da vat bremañ gant ar gompagnunezh Brit Air ha tachenn ar servijoù.

E 1954 e voe staget Plouyann ouzh Montroulez. Daoust da se e vez graet alïes ‘an Aotroù Maer’ eus an eil-maer evit Plouyann pe "an Itron Vaerez" bremañ pa’z eo ur vaouez ha zo bet lakaet da eil-maerez.

 

11 - Kannadig Montroulez - Miz C'hwevrer 2007

Distroomp bremañ da Vontroulez. Setu ni dirak an Ti-Kêr, war ar Pave Nevez. Brasañ plasenn Vontroulez eo bet houmañ poent zo bet. Un enezennig tric’horn, er-maez eus ar gêr gloz, ez oa ar blasenn er XVvet kantved, en he zro dour ar C’hevleud eus un tu, hini ar Jarlo eus an tu all hag hini ar ganol kleuzet etrezo e-tro-kein an Ti-Kêr. El lec’h anvet Fri an Daou Zour, e lec’h m’emañ ar c’hïosk bremañ, e red an diw rivier an eil en eben da ober Rivier Vontroulez: an Dosenn. Plasenn ar Gentrell ez oa ano ar blasenn da neuze. An enezennig ha ribloù an dour a veze implijet evel kalajoù setu ma kemeras an dud ar pleg da zont di da gomz eus o aferioù. Ur pont, e ano Pont Pichon, a voe savet dreist ar Jarlo e kreiz ar XVvet kantved evit mont da bakañ Plasenn Forn Sant Melani a veze anvet Plasenn al Laezh da neuze.

E 1728 e voe goloet ar rivierioù ha paveet ar blasenn a read anezhi hiviziken, abalamour da se, ar Pave Nevez.

En ur vont etrezek ar Pont Bras e welomp ar c’hïosk a voe kinniget da Vontroulez gant Auguste Ropars, doktor er gwir ha prezidant muzisïaned kêr.

An neb a sello ouzh ar c’hïosk a dost a welo, stag outañ, ur plak bet lakaet e 1973 e koun hag e memor ostajoù 1943. D’ar 25 a viz Genver 1943 e voe taolet, eus Hent ar Gar, ur c’hreunadenn er “salons Kivijer” a yoa ‘Soldatenheim’, mess ar soudarded Alamant neuze; Meur a soudard a voe gloazet. 400 den a voe aretet ha bodet war ar blasenn kerkent hag antornoz. 60 anezho a voe kaset da dachenn ar c’hirri-nij e Plouyann hag ac’hano da gamp ar maro Buchenwald. 27 anezho nemetken a zistroas beo eus al lec’h euzhus ha dinatur-hont.

Ar blasenn a voe anvet e Galleg ‘Grand Place’ pa voe frankaet betek al lec’h m’emañ ar Pont Bras bremañ, ha goude Place Thiers d’an 8 a viz C’hwevrer 1883, hag erfin Place des Otages d’ar 26 a viz Kerzu 1973 evit derc’hel soñj eus an darvoud kriz ha kalet-se.

 

12 - Kannadig Montroulez - Miz Meurzh 2007

Deomp pelloc’hik bremañ, war-zu Ti an Douristed a yoa gar an treñ bihan kentoc’h. E 1910 e stagad gant al labourioù evit sevel al linennoù hent-houarn. E 1912 e voe digoret ar re-mañ hag e 1934 e voent serret. Diw linenn a yoa neuze: an eil, e kostez Leon, a dremene dre Gae Leon dirak ar Manu hag ar porzh, dre Borzh an Traezh goude, hag ac’hano betek gar Sant Martin; eben, e kostez Treger, a hede Rivier Vontroulez, a dreuze ar pont nevez e Treizh an Dour Du(v) da vonet betek Plouezoc’h. Eno ez oa ur forc’h hag ac’hano ez ae an treñ bihan betek Primel ha, diwar ar bloaz 1914, betek Plistin

E-kichen gar an treñ bihan emañ ar Pont Bras. E 1859 e c’houlennas an impalaer Napoleon an IIIe en ano ma vije savet ul linenn hent-houarn a yaje eus Pariz betek Brest en ur dremen dre Vontroulez. Daoust da enebïezh an Ti-Kêr o devoa c’hoant da lakaat ar gar er Marc’hallac’h, e voe boulc’het, d’an 20 a viz Gouere 1861, al labourioù sevel ar Pont Bras a voe desinet ar plañ anezhañ gant an ijinierien Fenoux ha Planchat. D’an 22 a viz Du 1863 ez oa echu Pont Bras e bevarzek gwareg ha d’ar 25 a viz Ebrel 1865 e voe digoret al linenn hent-houarn gant an Ao. Béhic, Ministr al Labourioù Publik. Lakaet eo bet abaoe war roll Monumanchoù an Istor.

D’an 29 a viz Genver 1943 e voe bombardet ar Pont Bras gant ar Royal Air Force. Distruj e-leizh a eure ar vombardamant rak seizh den ha tri-ugent a voe lazhet, en o zouez kalz a vugale eus skol Itron Varïa Lourd, seizh den na voent ket kavet ha pevar ha tregont a voe gwall c’hloazet. Kant hanter-kant batis a voe touchet en o zouez ugent a voe distrujet da vat.

E 1902 e reas an Ao. Cloarec, kannad Montroulez, ur gompagnunezh evit studïañ penaos kas ar veajourien gant un treñ-dre-fun, ar funikulaer, eus ar Pave Nevez betek gar Sant Martin. Ar gar a vije e plas ‘Ti ar Pab’, e-harz ar Pont Bras, e-kostez Leon. D’an 10 a viz Mae 1905 e stagad da doullañ an tunel. Ne voe ket kaset al labourioù da benn biskoazh avat ha dilezet e voe ar projet dre vank a arc’hant

Setu echu ganeomp hon tamm tro. Kalz a draoù all a vez c’hoazh da gontañ diwar-benn al lec’hioù istor ken niverus en hor parrez. Evidomp-ni avat, ez eo erru poent deomp klozañ ar rummad pennadoù skrid-mañ. N’hon eus bet ken c’hoant, drezo, nemet da reiñ d’al lennerien un tañva eus pinvidigezh o farrez hag o broudañ d’hec’h anavout gwelloc’h. Ar miz a zeu e tigorimp ur rummad nevez gouestlet an dro-mañ da Vontrouleziz vrudet.

 

13 - Kannadig Montroulez - Miz Ebrel 2007

Evit digeriñ ar rummad pennadoù-skrid nevez-mañ diwar-benn Montrouleziz vrudet e komzor ar miz-mañ eus Emil Souvestr.

Da geñver 200ved bloavezh e c’hinidigezh ez eus bet dalc’het, e 2006, ur c’hollok, un espozisïon, e muze ar Jakobined, ha publïet meur a skrid.

E 1806 e voe ganet Emil Souvestr. E yaouankiz a dremenas, en e bart e-unan, etre Montroulez hag ar maez tro-war-dro. Taolet e voe er-maez eus skolaj Pont-Ivi evit bezañ graet e benn fall. Mont a eure diwezhatoc’h da Roazhon evit studïañ ar gwir hag eno e hentas barzhed yaouank. P’en devoa lakaet en e spered dont da vezañ ur skrivagner brudet ez eas da Bariz e lec’h ma stagas da skrivañ pezhioù-c’hoari. O vezañ ma’z oa ginidig a Vreizh e voe resevet mat e-mesk rummajoù zo. Distreiñ a rankas da Vontroulez avat rak ma’z oa prin an arc’hant gantañ ha m’en devoa paket ivez kleñved ar gêr. Ac’hano ez eas d’an Naoned evit digeriñ ur stal-levrioù. Tost ez oa e soñjoù da re ar republikaned hag ar sant-simonïaned hag ivez da re ar gristenien brogresisted, setu ma tigoras ur skol verc’hed ha ma teuas da vezañ intereset gant an diskiñ lenn ha skrivañ d’ar vicherourien. Mont a eure war ar vicher gazetenner o skrivañ e meur a gazetenn. Dont a reas en-dro goude se da Vontroulez e lec’h ma labouras evel alvokad e-pad ur frapad rak ezhomm en devoa da vezañ en e vro c’hinidig. Eno e veze alïes e stal levrioù Ledan a yoa pinvidig-meur e levrioù. Enni e tizoloas ar skrivagner kontadennoù, kredennoù ha gizioù Breizh. Kuitaat Montroulez a rankas ur wech c’hoazh ouzhpenn avat e 1838 gant ar c’holera a yoa oc’h ober e reuz dre ar vro. N’edo ket ar voul gantañ: e romant kentañ e lec’h ma tifenn e tal ar merc’hed kement hag ar baotred a zeuas e gouloù e 1835. Er bloavezh-se eo e voe publïet ivez Les Derniers des Bretons, anezhañ ur rummad studïadennoù diwar-benn Breizh, hag a reas berzh. Kalz a skrijoù a savas Souvestr a zeuas da vezañ brudetoc’h brudetañ diwar neuze. Digemeret a reas Victor Hugo, Alexandre Dumas ha Jules Michelet en e saloñs. Prederet ez oa gant ar c’histïonoù sosïal, setu ma publïas meur a skrid militant kentelius ha klouarik un tamm. P’en devoa lakaet en e benn ez oa karget da gelenn ar bobl e paouezas da vont e-touez pennoù bras ha speredet kaer e amzer evit komeret perzh e kentelioù publik dirak ar vicherourien. Abalamour d’e soñjoù a republikan e soutenas republik yaouank-flamm 1848 hag ez eas war ar renk da vezañ kannad eus Penn ar Bed. Chom a reas er-maez avat. Ur gador e Skol an Administrasïon a road dezañ neuze. Meurbet e voe dipitet pa gomeras Louis-Napoleon Bonaparte ar galloud ha ma komeras an Eil Impalaerded plas ar Republik. E 1853 ez eas kuit d’ar Suis evit ober ur rummad kaozeadennoù a reas ur berzh bras. Soñjal a reas mont di en-dro ar bloaz war-lerc’h, nemet e tremenas d’ar 5 a viz Gouhere 1854 en e di war ar maez. Kalz skrijoù a beb seurt en devoa savet hag hiziw an deiz en em renter kont pegen talvoudus ez int.

Da c’houzout hirroc’h: Emile Souvestre, rummad glas, e ti Skol Vreizh.

 

14 - Kannadig Montroulez - Miz Mae 2007

Job Coat ha teatr brezhoneg ar bobl

D’an 30 a viz Du 2005 e oa bet c’hoariet e galleg La fille aux cinq amoureux e Ti ar re Yaouank e Montroulez gant ar strollad Commedia dell’ Are, renet gant Pascal Péron. Ar pezh-choari-se Plac’h ar pemp amourouz savet e brezhoneg gant Job Coat a zo unan eus an nebeut a bezhioù-c’hoari gant an Arlikin a gaver en teatr brezhoneg.

Anavezet mat ez oa Job Coat (1798-1858) e Montroulez. Hemañ paotr an teatr a yoa micherour er Manu ha pep tra a rae war un dro : c’hoarier, rener strollad, leurenner ha saver pezhioù-c’hoari. Tri ferzh zo d’an den dibar-mañ.

Da gentañ en deus savet an teatr kêr e brezhoneg gant Auguste Ar C’horre eus a Lannuon a rae koñkurañs outañ ; en o raok e veze c’hoariet ar pezhioù war ar maez war leurioù ar c’hirri. Teir gwech ar sizhun e c’hoarie Coat, ur wech er sal Gwilherm (ru ar Feunteunioù), ur wech all er sal Toussaint (plasenn ar Marc’hallac’h), hag ur wech all c’hoazh e sal Ar Renaissance (Plasenn an Dosenn).

Da c’houde, a-douez ar pemzek c’hoarier bennak en e strollad, ez oa teir maouez, pa veze c’hoariet rolloù merc’hed gant paotred nemetkent diagent. Setu ar pezh he dije respontet Félicité ar Bail, brudetañ c’hoarierez e strollad, d’ar beleg a yoa ouzh he c’hofes : Ma fé, otro curé, petra fot dec’h ? Pé c’hoari eno, pe c’hoari er gêr ! (Ma feiz, Aotrou Person, petra a faot deoc’h ? Pe c’hoari eno, pe c’hoari er gêr ! hervez an testeni dastumet gant Ar Braz hag en e zoare skrivañ).

Da ziwezhañ e voe Job Coat ar skrivagner brezhoneg a savas ar muiañ a bezhioù-c’hoari, ouzhpenn kant pezh-c’hoari, a zo kollet bremañ evit an darn vrasañ anezho : lod a yoa pezhioù-c’hoari klasik galleg (Les trois Horace) lakaet gantañ e brezhoneg, lod all diwar pezhioù-c’hoari brezhoneg (Louis Eunius), ha lod all c’hoazh un niver bras a velodramoùgalleg (La Tour de Nesle), ha tri fezh-c’hoari gant an Arlikin, bet studiet gant un den eus an Holland, Bloklander. Kouerien diwar dro, micherourien ha micherourezed ar Manu dreist-holl, eme Luzel, eo ar re a zeue da welet e bezhioù-c’hoari : arabat ankounac’haat ez oa Montroulez ur gêr a veze klevet koulz brezhoneg koulz galleg enni en XIXvet kantved, rak tud ar bobl a gomze brezhoneg, an holl anezho pe dost.

Brudet ken ken ez oa Job Coat ma lavar deomp Ar Braz e teuas holl Vontrouleziz d’e obidoù. Gant e varv ez eus bet kollet ur gwir skrivagner brezhoneg eus ar bobl.

 

 

Izili K.L.T.
Media
Albom
      • Gant red an dour...2016
      • Gant red an dour...2016
      • Gant red an dour...2016
      • Gant red an dour...2016
      • Gant red an dour...2016
      • Gant red an dour...2016
      • Gant red an dour...2016
      • Gant red an dour...2016
      • Gant red an dour...2016
Logo KLT41 Kae Leon 29600 MONTROULEZ
02 98 63 98 79 - 06 82 77 10 10 - klt@wanadoo.fr
Digor e vez ar burev eus al Lun betek ar Gwener
9e15 / 12e15 – 1e45 / 5e45 g.l.
 
Adkavit K.L.T. war Icon twitter Icon facebook   Koumanantiñ d'al lizher-kelaouiñ
RÚgion Bretagne RÚgion Bretagne CommunautÚ de communes de Morlaix

 

á
Lakaet da drei˝ gantádiasite
Savet gantáDiateam