Logo kerne leon treger KLT Ur c'hevredad kevredigezhioù eo K.L.T. da gentañ penn gant ar soñj kas war-raok yezh ha kultur Breizh e bro Montroulez. Ditouriñ a reomp ivez, par mar c'hellomp, an holl re a faot dezhe gouzout hiroc'h diwar-benn ar pezh a vez graet er vro hag e Breizh a-bezh.
Kavout an izili
Recherche
Anv
Kŕr
Obererezhio¨
á
          • Devezh-studi KEAV

          • D'ar sadorn 24 a viz C'hwevrer 2018
            Kreizenn Amzer-Nevez
            Pla˝vour
            Koust an devezh : 28 euro (mizo¨ pedagogel & pred)
            Fichenn lakaat e anv ama˝ dindan
          •  

            ROLL AN DEVEZH
            Adalek 9 eur 1/2 : degemer ha banne kafe

             

            Da 10 eur nemet 1/4
            gant Yvon GOURMELON, DEVRI : Ur sell war ar geriadur enlinenn.


            Ar geriadur DEVRI, ur geriadur istorel savet gant Martial Menard hag a c'haller sellet outañ dre internet, a zo ul labour divent savet gant un den hag a oa ledan e ouiziegezh war ar brezhoneg hag a laboure kalz. Alese un binvidigezh souezhus hag a ro un daolenn eus implij ar gerioù er skridoù dre ar c'hantvedoù hag a ro buhez d'un tamm mat a c'herioù peuzankouet.

            Evel gant ar braz eus al labourioù a seurt-se ez eus gwanderioù ivez. Klasket e vo displegañ ar re en emgaver gante er geriadur istorel-se.

            Didouezañ an daou du, ar pezh zo mat hag ar pezh n'eo ket kenkoulz, n'eo ket distruj, n'eo nemet klask gwelet sklaer. Ar geriadur DEVRI a chomo ur bennoberenn hag a sikouro ar vrezhonegerien, dreist-holl pa ouezint diwall ouzh gwanderioù ur seurt labour.
             

            Yvon Gourmelon: E Plougastell-Daoulas eo ganet, Brezhoneger a vihanik eo. Kelenner matematik eo bet e Brest hag e Gwengamp. O chom e Bulat (a zo e kichen Kallag) emañ. Liesseurt eo e oberennoù. Skrivañ danevelloù ha romantoù en deus graet gant an anv-pluenn Yann Gerven, (an dastumad danevelloù diwezhañ : Traou nevez ; ar romant diwezhañ : Diskrap e Skrabyar). Romantoù evit ar grennarded en deus savet ivez. Studiadennoù skiantel ledañ en deus skrivet kenkoulz all. Hag ul labour yezhoniezh a bouez en deus graet ivez. Kemeret en doa perzh evit sevel an hentenn yezhadur evit ar skolajoù Diwan. Evezhiadennou yezh a vez gantañ en Al Liamm alies. Skrivet en deus ouzhpenn-se meur a studiadenn yezh, an oberenn diwezhañ eo al levr « yezh adur » gant Keit-Vimp-Bev.
             

            Da 12 eur 1/2
            Merenn

             

            Da 2 eur gk gant Mark KERRAIN, KRENNLAVAROÙ HA YEZHADUR


            Pep skor zo talvoudus da zeskiñ ur yezh : anvioù-lec'h, anvioù-tud, kanaouennoù, krennlavaroù. Ma ne c'hall ket an holl kanañ (dre leziregezh alies) e c'hall an holl deskiñ ha kelenn krennlavaroù : gerioù ha yezhadur a gaver enne. Kinnig a c'haller ur 100 krennlavar da zeskiñ reolennoù diazez hag ivez studiañ an islavarennoù, ha dreist holl an islavarennoù keñveriata, peuzdianav d'ar re yaouank ha deskerien nevez. Ouzhpenn-se e vo klasket gwelet pere eo ar fazioù stankañ e brezhoneg hag a ranker difaziañ seul wech m'o c'hlever.
             

            Mark Kerrain: Ganet e Runan, e kanton Pontrev, e Treger, brezhonegerien e dud hag amezeien. Kas a reas e studioù war ar brezhoneg hag ar saozneg e Skol-Veur Roazhon. Kelenn a reas er skolioù-noz, e KEAV, hag e liseoù da gentañ, e Skol-Veur Roazhon goude. Sevel a reas an hentenn evit deskiñ brezhoneg „Ni a gomz brezhoneg“, embannet gant TES. Krouiñ a reas Sav-Heol, (kentelioù-noz ha ti-embann). Ouzhpenn embann levrioù kelenn e skrivas hag e troas meur a levr, danevelloù, barzhonegoù, istorioù evit ar vugale. Gantañ e voe troet an daou "Harry Potter" kentañ. Plijout a ra dezhañ dispakañ krennlavaroù ha kanañ brezhoneg: daou zastumad en deus embannet, hag ur bladenn a garfe ober ma kavfe sonerien troet gant ar brezhoneg en-dro dezhañ.


            Tro 5 eur – 5 eur ½ Bilañs an devezh-studi

          • images.png
Izili K.L.T.
Media
Albom
      • Gant red an dour...2016
      • Gant red an dour...2016
      • Gant red an dour...2016
      • Gant red an dour...2016
      • Gant red an dour...2016
      • Gant red an dour...2016
      • Gant red an dour...2016
      • Gant red an dour...2016
      • Gant red an dour...2016
Logo KLT41 Kae Leon 29600 MONTROULEZ
02 98 63 98 79 - 06 82 77 10 10 - klt@wanadoo.fr
Digor e vez ar burev eus al Lun betek ar Gwener
9e15 / 12e15 – 1e45 / 5e45 g.l.
 
Adkavit K.L.T. war Icon twitter Icon facebook   Koumanantiñ d'al lizher-kelaouiñ
RÚgion Bretagne RÚgion Bretagne CommunautÚ de communes de Morlaix

 

á
Lakaet da drei˝ gantádiasite
Savet gantáDiateam