Logo kerne leon treger KLT Ur c'hevredad kevredigezhioù eo K.L.T. da gentañ penn gant ar soñj kas war-raok yezh ha kultur Breizh e bro Montroulez. Ditouriñ a reomp ivez, par mar c'hellomp, an holl re a faot dezhe gouzout hiroc'h diwar-benn ar pezh a vez graet er vro hag e Breizh a-bezh.
Kavout an izili
Recherche
Anv
Kŕr
Obererezhio¨
á
          • Kaozeadenn vrezhoneg gant Fra˝sez Favereau

          • D'ar merc'her 20 a viz Gwengolo 2017
            Ostaleri Le Tempo
            Porzh Montroulez
            8e30 noz
            Digoust
          •  

            Frañsez Favereau zo bet, da gentañ, er bloazioù dek ha tri-ugent, kelenner saozneg e lise publik Karaez ha goude-se kelenner brezhoneg e Gwengamp e-pad un toullad bloavezhioù, e-keit ha ma oa o prientiñ un dezenn Stad (soutenet a-benn 1984) diwar-benn brezhoneg Poullaouen ha tro-war-dro. Kelennet en deus brezhoneg e-pad ouzhpenn ugent vloaz e skol-veur Breizh-Uhel (Roazhon 2) evel mestr-prezegenner hag al lennegezh war un dro evel kelenner skol-veur.
             

            Savet en deus ur guchennad levrioù a bep seurt hag anavezet eo gant kalz brezhonegerien evit bezañ savet geriadurioù. Meur a hini zo bet embannet hag adembannet (geriadurioù livet glas, gwer, melen ha ruz pelloc'h - ar geriadur godell deut er-maez e 2017). Danvez darn zo bet laket war Internet ivez evel ar geriadur bras kresket kalz gantañ. Nevez so eo bet embannet e levr Celticismes, ur studi etimologel eus gwrizioù kozh ar brezhoneg hag ar c'heltieg.


            Abaoe 2010 emañ war e leve. Anvet eo bet da neuze prezidant Kuzul skiantel nevez Ofis publik ar brezhoneg ha war ar memes tro en deus kenlabouret ingal gant TES, Ti-embann ar skolioù, evit pourchas dafar pedagogel d'ar skolioù divyezhek.

          • Francis Favereau  2.jpg
      • Embannet gant ar gevredigezh K.L.T.
      • 07/09/2017
      • Gouzout hiroc'h
        Site Francis Favereau

        Site Francis Favereau

Izili K.L.T.
Media
Albom
      • Gant red an dour...2016
      • Gant red an dour...2016
      • Gant red an dour...2016
      • Gant red an dour...2016
      • Gant red an dour...2016
      • Gant red an dour...2016
      • Gant red an dour...2016
      • Gant red an dour...2016
      • Gant red an dour...2016
Logo KLT41 Kae Leon 29600 MONTROULEZ
02 98 63 98 79 - 06 82 77 10 10 - klt@wanadoo.fr
Digor e vez ar burev eus al Lun betek ar Gwener
9e15 / 12e15 – 1e45 / 5e45 g.l.
 
Adkavit K.L.T. war Icon twitter Icon facebook   Koumanantiñ d'al lizher-kelaouiñ
RÚgion Bretagne RÚgion Bretagne CommunautÚ de communes de Morlaix

 

á
Lakaet da drei˝ gantádiasite
Savet gantáDiateam