Logo kerne leon treger KLT Ur c'hevredad kevredigezhioù eo K.L.T. da gentañ penn gant ar soñj kas war-raok yezh ha kultur Breizh e bro Montroulez. Ditouriñ a reomp ivez, par mar c'hellomp, an holl re a faot dezhe gouzout hiroc'h diwar-benn ar pezh a vez graet er vro hag e Breizh a-bezh.
Kavout an izili
Recherche
Anv
Kŕr
Obererezhio¨
á
          • Kaozeadenn vrezhoneg gant Tifenn LinÚatte

          • D'ar merc'her 18 a viz Ebrel 2018
            Ostaleri An Tempo
            Porzh Montroulez
            8e30 noz
            Gratuit
          •  


            A orin eus Plougastel-Daoulaz eo Tifenn Linéatte. Dibaoe he bugaleaj ez eo dedennet gant danvez Breizh hag ar broioù Kelt. D'an oad a driwec'h vloaz e oa etre daou soñj : pe mont da studial an danvez Kelt pe mont war ar studioù c'hoariva. Divizet he doa mont da Skol-Veur Brest d'ober anaoudegezh gant ar brezhoneg. E-pad tri bloaz e oa chomet du-hont o studial, ha goude se e oa aet evel studierez Erasmus da vro Iwerzhon da genderc'hel war he studioù e-pad 3 bloaz c'hoazh. Goude bezañ bet tapet he Master war tem ar mitologiezh Iwerzhonat e tiviz distreiñ da Vreizh evit kenderc'hel da zeskiñ brezhoneg.


            E-pad he studioù he doa dalc'het gant ar c'hoariva amatour memestra, ha tro he doa bet da c'hoari e-barzh filmoù berr pe heuliadoù, koulz e brezhoneg, saozneg ha gouezeleg. Derc'hel a rae kreñv he huñvre mont da aktourez. Gwelet a rae penaos e oa tu liammañ ar pezh he doa desket e-kerzh he studioù hag an arz. Dibaoe 7 vloaz bremañ e vez o labourat e bed ar c'hoariva e brezhoneg hag e galleg. Tro he deus bet da labourat gant Ar Vro Bagan, Piba, Paritito, La Obra, hag ivez e bed ar c'hleweled gant JPL Films ha France 3 Breizh.
             

            Ar bloaz paseet he doa savet he strollad c'hoariva "Fiziañs". Muioc'h mui e vez troet da ginnig pezhoù-c'hoari gant temoù sokial ha klask a ra ivez mont war-zu ar c'hoariva a vez graet "korfel" anezhañ.

          • Tifenn Lineatte.jpg
      • Embannet gant ar gevredigezh K.L.T.
      • 17/04/2018
Izili K.L.T.
Media
Albom
      • Gant red an dour...2016
      • Gant red an dour...2016
      • Gant red an dour...2016
      • Gant red an dour...2016
      • Gant red an dour...2016
      • Gant red an dour...2016
      • Gant red an dour...2016
      • Gant red an dour...2016
      • Gant red an dour...2016
Logo KLT41 Kae Leon 29600 MONTROULEZ
02 98 63 98 79 - 06 82 77 10 10 - klt@wanadoo.fr
Digor e vez ar burev eus al Lun betek ar Gwener
9e15 / 12e15 – 1e45 / 5e45 g.l.
 
Adkavit K.L.T. war Icon twitter Icon facebook   Koumanantiñ d'al lizher-kelaouiñ
RÚgion Bretagne RÚgion Bretagne CommunautÚ de communes de Morlaix

 

á
Lakaet da drei˝ gantádiasite
Savet gantáDiateam