Logo kerne leon treger KLT Ur c'hevredad kevredigezhioù eo K.L.T. da gentañ penn gant ar soñj kas war-raok yezh ha kultur Breizh e bro Montroulez. Ditouriñ a reomp ivez, par mar c'hellomp, an holl re a faot dezhe gouzout hiroc'h diwar-benn ar pezh a vez graet er vro hag e Breizh a-bezh.
Kavout an izili
Recherche
Anv
Kŕr
Obererezhio¨
á
          • Kentelio¨ distaga˝ ha pouezmouezhia˝

          • D'ar merc'her 31 a viz Genver 2018
            8e30 noz
            Skol Vreizh
            41 Kae Bro Leon
            Montroulez

            Kaset da benn gant Yvon Le Gac / Youenn ar Gag
          • ABADENNOU  STUDI  HA  DUDI : AN  DISTAGADUR HAG AR POUEZMOUEZHIAÑ (2017)

            War betra e vo labouret ?
            Warlene, an dervezh diwezhañ, holl a-gevret, kelenner ha studierien, hon oa komzet eus ar c’hentelioù. Lod o doa diskouezet kaout c’hoant, ouzhpenn ar pezh a oa bet graet, da selaou enrolladennoù  brezhonegerien a-vihanik evit kompren gwelloc’h anezho…
            Div lodenn a vo klasket ober er c’hentelioù eta, tro un eur e vo studiañ ar pouez-mouezh ha tro un hanter eur e vo selaouet un enrolladenn brezhonegerien a-vihanik… Piv ? Ne c’hallomp ket lavaret c’hoazh… Klasket vo selaou dreist-holl brezhonegerien  « hengounel » da gentañ hag un nebeud a c’hiz nevez ivez….

            Petra a vo studiet diwar-benn ar pouez-mouezh ?
            Ur roll eus neuzioù fonetik ar brezhoneg hag a vo gwelet ha pleustret mod pe vod warne, a c’hallomp reiñ deoc’h :
            ar sistemoù pouezmouezhiañ e brezhoneg, distagañ ur vogalenn taolmouezhiet hir, ur gensonenn nerzhus, ur gensonenn dinerzh, distagañ ur vogalenn taolmouezhiet ha berr, en ur ger unsilabennek, e gerioù taolmouezhiet war an eil silabenn diwezhañ; kensonennoù kreñv ; kensonennoù gwan, anaout  lec’h an taol-mouezh er gerioù e KLT klasel. Ur sell war emdroadurioù zo bet gant ar brezhoneg, ar stropadoù gerioù a zo da vezañ distaget evel ur geriad hepken, gouzout pe hir pe berr eo ar vogalenn er gerioù unsilabennek, sandhi  kensonenn/vogalenn ; sandhi  kensonenn/kensonenn, etre ar gerioù, etre rannoù ar gerioù e-barzh ur ger kenaozet, roll ar sandhioù er  c’hemmadurioù diglok en anvioù-gwan war-lerc’h an anvioù-kadarn ; ar soniadoù :  [e] / [ε]   ;  [o] / []  ;  [γ] / [x] hag all… ; an taolioù-mouezh er frazenn… Soniadoù ha skrivadoù. ; an tremen a vras etre ar rannyezhioù hag ar reizhskrivadur. Reolennoù heverk ar gwenedeg.

            Setu  ur roll labour,  ur roll studi, … Dudi ha plijadur emichañs !
            N’eo ket sur avat e  c’hallimp  gwelet pep tra, gwelet e vo !

             

             

             

             

             

          • Kenavo.jpg
      • Embannet gant ar gevredigezh K.L.T.
      • 08/01/2018
Izili K.L.T.
Media
Albom
      • Gant red an dour...2016
      • Gant red an dour...2016
      • Gant red an dour...2016
      • Gant red an dour...2016
      • Gant red an dour...2016
      • Gant red an dour...2016
      • Gant red an dour...2016
      • Gant red an dour...2016
      • Gant red an dour...2016
Logo KLT41 Kae Leon 29600 MONTROULEZ
02 98 63 98 79 - 06 82 77 10 10 - klt@wanadoo.fr
Digor e vez ar burev eus al Lun betek ar Gwener
9e15 / 12e15 – 1e45 / 5e45 g.l.
 
Adkavit K.L.T. war Icon twitter Icon facebook   Koumanantiñ d'al lizher-kelaouiñ
RÚgion Bretagne RÚgion Bretagne CommunautÚ de communes de Morlaix

 

á
Lakaet da drei˝ gantádiasite
Savet gantáDiateam