Logo kerne leon treger KLT Ur c'hevredad kevredigezhioù eo K.L.T. da gentañ penn gant ar soñj kas war-raok yezh ha kultur Breizh e bro Montroulez. Ditouriñ a reomp ivez, par mar c'hellomp, an holl re a faot dezhe gouzout hiroc'h diwar-benn ar pezh a vez graet er vro hag e Breizh a-bezh.
Kavout an izili
Recherche
Anv
Kźr
Obererezhioł
 
          • Tan Miz 2017 : 18vet bloavezh

          • Bro Montroulez
            23 a viz Here - 10 a viz Kerzu
            Tost da 50 abadenn war 16 kumun !
            21 aozer ha keveler !
          •  

            Diskouezadeg "Anna découvre La Bretagne" gant Anna Magron, livourez skeudennaouerez a orin eus Lublin, Polonia

            Anna oc'h ober anaoudegezh gant Breizh

            En em ouestlañ a ra Anna Magron, a orin eus Lublin e Poloniz, d'an arz dindan stummoù disheñvel evel al livadur, ar skeudennaouiñ, krouidigezh bruderezh pe bizeier, kinklerezh-diabarzh tier pe teatroù margodennoù... Emañ o chom e Breizh abaoe 2001 hag e liv amañ kalz taolennoù gant doareoù disheñvel : livadur gant dourliv, eoulliv, pastel... E 2017 e sav al livadurioù evit skeudennaouiñ al levr «Moutig ar riboter» bet embannet gant Skol Vreizh. Dre an diskouezadeg-mañ e anavezomp gwelloc'h taligoù liesseurt he arz.

            Betek an 08 a viz Kerzu
            E ti Skol Vreizh, da eurioù digor ar burevioù
            Aozañ : Skol Vreizh

             

            Un devezh war varc'h-houarn war an hent glas evit bugale 8-11 vloaz brezhonegerien anezhe

            Un devezh war velo war an hent glas etre Montroulez ha ti-gar ar gerveur : 16 kilometr. Loc'hañ : 10 eur, ru Bréhat e Montroulez, distro e-tro 3e g.k. Pik-nik da gas. Lakaat e anv : herve.rivoallon@wanadoo.fr ou youennespe@gmail.com

            Lun 23 a viz Here da 10e
            Digoust
            Organisation : K.L.T.

             

            Lid-digeriñ Tan Miz Du ha digorlid diskouezadeg Anna Magron


            Gwener 27 a viz Here da 6e
            E ti Skol Vreizh, Ar Manu, e Montroulez
            Aozañ : K.L.T. & Skol Vreizh

             

            Tok 'n Emil, abadenn brezhoneg-galleg gant Awenn Plougoulm

            Adalek 3 bloaz, 45 munut

            Sul 29 a viz Here da 3e30 g.k. – Diouzh ho c'hoant da vont e-barzh
            E sal ar gouelioù e Pleiber-Krist
            Aozañ : Div Yezh Pleiber-Krist

             

            Sonadeg Dom Duff, Breizh Power Folk

            Auteur-compositeur-interprète, Dom Duff joue de sa voix et de ses guitares avec une énergie créatrice qui n'appartient qu'à lui. L'année 2000 est un tournant dans sa carrière : il sort de ses cartons des compositions personnelles et se lance sur les routes en solo, traçant son chemin en toute liberté, avec conviction et originalité. Ses chansons atypiques interpellent le public et les professionnels qui reconnaissent en lui une nouvelle forme d'expression musicale bretonne. La véritable aventure musicale commence avec des tournées bretonnes et internationales. Loin des formats, Dom Duff crée un folk acoustique puissant que les Anglo-saxons appellent à juste titre Power Folk. Tantôt poétique, tantôt engagé, il nous fait découvrir ou redécouvrir toutes les subtilités et les couleurs de sa langue maternelle : le breton. Une langue qu'il sait faire vibrer au gré de ses émotions, de ses coups de gueule, de ses coups de coeur. Ses mots collent à sa musique, lui apportant une sonorité acoustique rageuse qui ne laisse pas indifférent.

            Meurzh 31 a viz Here da 8e30 noz
            E pol sevenadurel Ar Roudour e Sant-Martin-war-ar-Maez – Eus 6 betek 14 € da vont e-barzh
            Mirout e blas / he flas : 02 98 15 20 90
            Aozañ : K.L.T.

             

            Klakenniñ : emgav etre brezhonegerien ha tud o teskiñ
            Yaou 02 a viz Du adalek 6e d'abardaez
            Ostaleri an Ty Coz e Montroulez – Digoust da vont e-barzh
            Aozañ : K.L.T.

             

            Baleadenn lutuned Halloween : baleadenn gant sonerezh ha kontadennoù hed-ha-hed an droiad
            Gwener  03 a viz Du da 2e30 g.k.
            E skol gozh Boneur – 7 €, (6 € adalek 4 den) evit kemer perzh
            Mirout e blas / he flas dre ret : 02 98 99 66 58
            Aozañ : ADDES

             

            Nozvezh kontadennoù diwar-benn an Ankoù, kontadennoù dibunet gant Youenn Daniel ha muzik gant Fred Boudineau


            Gwener 03 a viz Du da 6e d'abardaez
            E ti Korneg e Sant-Riwal – 10 €, (9 € adalek 4 den) evit kemer perzh
            Mirout e blas / he flas dre ret : 02 98 99 66 58
            Aozañ : ADDES

             

            Baleadenn lutuned Halloween : baleadenn gant sonerezh ha kontadennoù hed-ha-hed an droiad
            Sadorn 04 a viz Du da 2e30 g.k.
            E skol gozh Boneur – 7 €, (6 € adalek 4 den) evit kemer perzh
            Mirout e blas / he flas dre ret : 02 98 99 66 58
            Aozañ : ADDES

             

            Gouel Bro Plistin


            Sadorn 04 a viz Du

            - E sal An Dour Meur, staj dañsoù a Vro Dreger, eus 2e betek 5e30 g.k.

            Animatourez : Annick Michel. Muzisianed : Louis Abgrall & Anne Cam. Keveler : Kelc'h keltiek Plistin

            - E skolaj ar Pennkêr, staj muzik (treujenn-gaol, kan, biell, violoñs, akordeoñs, bombard & binioù), muzik da zañsal a Vro Dreger, eus 2e betek 6e d'abardaez

            - E skolaj ar Pennkêr, staj brezhoneg, eus 2e betek 6e d'abardaez

            6 € evit kemer perzh
            Aozañ : Dañs Treger

             

            Prezegenn : troidigezhioù ar bibl e brezhoneg betek hirie, gant Tepod Guillamot


            Sul 05 a viz Du da 3e g.k.
            E sal ar barrez, 2 plasenn Lourdes e Landivizio – Digoust da vont e-barzh
            Aozañ : Kafe brezhoneg

             

            Ur sulvezh e brezhoneg : istorioù farsus ha kanaouennoù brezhoneg
            Sul 05 a viz Du da 2e30 g.k.
            E ti ar c'hevredigezhioù e Sant-Seo – 5 € da vont e-barzh
            Aozañ : Skol Diwan Montroulez

             

            Muzik Bro Iwerzhon
            Sul 05 a viz Du adalek 8e30 noz
            Ostaleri an Ty Coz e Montroulez – Digoust da vont e-barzh
            Aozañ : an Ty Coz

             

            Devezh an dañs Treger

            Sul 05 a viz Du eus 10e30 betek 6e30 d'abardaez
            E sal An Dour Meur e Plistin

            * 10e30 : Koñkour muzik a Vro Dreger, tonioù da vale ha tonioù a-boz – Diouzh ho c'hoant da vont e-barzh

            * 12e : Pred-boued lusket gant kanerien – 6 € (dindan 12 vloaz), 12 € , 15 € (pred + fest-deiz) – Mirout e blas betek ar 1añ Du, Ti an holl 02 96 35 06 28

            * 2e g.k. : abadenn muzik da zañsal, koñkour dañsoù a Vro Dreger (lakaat e anv en ur delefoniñ da Ti an holl 02 96 35 06 28 pe devezh an abadenn adalek 1e30 g.k.), fest-deiz – 5 € da vont e-barzh
            Aozañ : Dañs Treger

             

            Baleadenn abred diouzh ar mintin, e-barzh lanneier ha war kribennoù ar Menez Are
            Sul 05 a viz Du da 7e45 diouzh ar mintin
            E skol gozh Boneur – 15 €, (9 € evit ar 7-14 vloaz) evit kemer perzh
            Dijuni gant produioù ar vro ur wech distroet
            Mirout e blas / he flas dre ret : 02 98 99 66 58
            Aozañ : ADDES

             

            Skrabeul e brezhoneg
            Lun 06 a viz Du da 10e
            E ti MAJ e Montroulez - Digoust evit kemer perzh
            Aozañ : Kelc'h Sevenadurel Brezhonek

             

             

            Bizitañ e brezhoneg diskouezadeg Angela Duval & Marcelle Delpastre

            L'une, à Germont dans le Limousin, fait chanter l’occitan. L’autre, à Traon-an-dour en Trégor, magnifie le breton. Deux femmes, carnets noircis de poèmes dans leurs poches de sarrau, entre traites et chemins creux. Après guerre, elles voient s’effriter leur monde paysan. Elles vont continuer à nous dire ce monde, à se battre pour leur langue. Marcelle Delpastre et Marie-Angèle Duval pour l’état-civil. Deux femmes singulières dont cette exposition retrace le parcours.

            Cette exposition s'adresse à tous les publics, adultes comme enfants, auxquels un carnet de visite est proposé. Dans un décor inspiré par la vie rurale, les éléments biographiques cotoient les textes des deux poétesses, en version bilingue breton / français et occitan / français. Proposée par la Bibliothèque du Finistère / Levraoueg Penn ar Bed, elle a été réalisée en 2013 par l'association Rhizomes. Visible jusqu'au 7 novembre pendant les heures d'ouverture de la médiathèque ou sur rendez-vous auprès de la mairie de Commana.

            Lun 06 a viz Du da 6e d'abardaez
            Mediaeg Kommanna – Digoust
            Aozañ : ti-kêr Kommanna

             

            Gouel Bro Plistin
            Lun 06 a viz Du da 8e30 noz
            E sinema Le Douron e Plistin – 4,5 € da vont e-barzh
            Treizhourien, Kizeller douar, Dihun 'ta milin – Films VO brezhoneg istitlet – Tre dirak Kenan An Habask, realizatour – Tud pedet : Jean-Pierre Quéré, Annie Ebrel, Marthe Vassalo & Awen Prigent

            Treizhourien

            Ur c’helc’h keltiek un tamm disheñvel diouzh ar re all ec’h eo. War-du ar c’hrouiñ eo troet Korriged Iz abaoe un dek vloaz bennak. Dilezet eo bet an dilhad hengounel gante ha troet int gant an dañs a-vremañ. Kaset gant eizh mouezh veur eus Breizh e vo eztaolet a-unlusk gant 22 zañser war ar memes leurenn. Treizour a zo anezhañ ur c’hammed nevez en un hengoun troet bepred war-du an amzer da zont.
            Film savet gant Thierry Salvert & Kenan An Habask
            52 munut, 2017, Coproduction Tita productions, France Télévisions Bretagne, TVR, Tébéo, Tébésud, Brezhoweb

            Kizeller douar

            Mont a refomp betek Benac’h evit ober anaoudegezh gant Awen Prigent, ur paotr yaouank ampart war ar c’hizelladur hag ar poderezh. Labourat a ra gant ar pri evit sevel oberennoù brav ha dic’hortoz a-wechoù…
            Film savet gant Kenan An Habask
            13 munut, 2016, France Télévisions Bretagne

            Dihun’ta milin

            Dihun eo en-dro milin Penn ar Stank e Terrug. Ar gevredigezh Eost he deus kaset da benn labourioù ramzel evit kempenn anezhi.
            Film savet gant Kenan An Habask
            13 munut, 2016, France Télévisions Bretagne

            Aozañ : Dañs Treger

             

            Kafe brezhoneg : kaozeadeg vrezhoneg
            Merc'her 08 a viz Du da 3e g.k.
            E sal Marie Jacq e Henvig – Digoust da vont e-barzh
            Aozañ : Kafe brezhoneg

             

            Racont'histoires : evit ar vugale
            Merc'her 08 a viz Du da 4e30 g.k.
            E mediaeg Les Ailes du Temps e Montroulez – Digoust da vont e-barzh
            Aozañ : Les bibliothèques de Morlaix & K.L.T.

             

            Kan e-barzh an dañs, kanaouennoù e galleg hag e brezhoneg eus Gorre ha Goueled Leon
            Yaou 09 a viz Du da 8e30 noz
            E sal ar Mille Club e Plouenan
            Aozañ : Tud ar vro

             

            Nozvezh c'hoarioù a-stroll e brezhoneg : evit ar vugale hag an dud deuet
            Gwener 10 a viz Du da 8e30 noz
            E ti Skol Vreizh e Montroulez – Digoust evit kemer perzh
            Aozañ : Kuzul Skoazell Diwan Montroulez

             

            Marc'had Nedeleg : gant 40 diskouezer
            Sul 12 a viz Du eus 10e betek 6e d'abardaez
            E pol sevenadurel Ar Roudour e Sant-Martin-war-ar-Maez – 1 € da vont e-barzh (- 18 vloaz : digoust)
            Aozañ : Diwan Montroulez

             

            Gouel Bro Plistin : Saloñs al levrioù

            Sul 12 a viz Du eus 10e betek 6e d'abardaez
            E sal An Dour Meur e Plistin – Diouzh ho c'hoant da vont e-barzh
            Aozañ : Dañs Treger

             

            Botoù-koad dre-dan : teul-film e brezhoneg (istitlet e galleg)

            Er bloavezhioù 70, e fell d’ur vandennad tud yaouank a vro Bagan cheñch buhez ha cheñch ar bed. Brav a vefe d’o zud ma teufent da vezañ medisined, beleien pe ofiserien a vor. Int-i gav gwelloc’h dont da vezañ furlukined, ‘’bevañ ha labourat er vro’’. Beaj e bro o utopia pa savont strollad c’hoariva Ar Vro Bagan a zo o paouez lidañ e 40 vloaz.

            Sul 12 a viz Du da 5e15 g.k.
            E sinema Le Majestic e Kastell-Paol – 4 € da vont e-barzh
            Tre dirak Soazig Daniellou, realizatourez ha Bob Simon, komedian
            Aozañ : sinema Le Majestic

             

            Kontadenn Luduennig : teatr margodennoù e brezhoneg

            Diwar ur gontadenn bobl anavezet gwechall e-barzh Kreiz-Breizh ha betek ar Rusi memes ! Un abadenn leun a varzhoniezh savet espres-kaer evit ar vugale eus ar skol-vamm beter ar CM, hag a blij d'an holl, bras ha bihan.

            Meurzh 14 a viz Du
            10e30, sal Michel Colombe e Kastell-Paol – 3 € da vont e-barzh
            3e g.k., skol ar Moguerou e Rosko – 3 € da vont e-barzh
            Aozañ : K.L.T.

             

            Racont'histoires : evit ar vugale
            Merc'her 15 a viz Du da 3e g.k.
            E levraoueg La Boissière e Montroulez – Digoust
            Aozañ : Les bibliothèques de Morlaix & K.L.T.

             

            Kan e-barzh an dañs, kanaouennoù e galleg hag e brezhoneg eus Gorre ha Goueled Leon
            Yaou 16 a viz Du da 8e30 noz
            E sal ar Mille Club e Plouenan
            Aozañ : Tud ar vro

             

            Prezegenn (e galleg): Ur vreizhadez war spluj e Bro Laos etre 1967 ha 1975 gant Marie-Claire Jacq

            En 1967, Marie-Claire Jacq rejoint son mari laotien à Vientiane. Elle y découvre la vie riche et bigarrée de cette capitale alanguie, dont elle connaît la langue. Passé l’émerveillement des premiers jours, la jeune maman se retrouve, au gré des mutations de son époux, loin des siens, dans l’ancienne cité royale de Luang Prabang. Commence alors une nouvelle existence, sur les bords du Mékong, remplie des bruits de la jungle et des échos rapprochés de la guerre. Récit d’une vie d’expatriée, son livre Nostalgie du Mékong dit l’envoûtement et la fascination que suscite cette contrée. Complété par le récit de deux voyages ultérieurs, le livre offre un témoignage sur les mutations qu’a connues le Laos au cours des cinq dernières décennies.

            Gwener 17 a viz Du da 8e30 noz
            E ti Skol Vreizh e Montroulez – Digoust da vont e-barzh
            Aozañ : K.L.T.

             

            Baleadenn kontadennoù ha natur, baleadenn heñchet evit ober anaoudegezh gant glad naturel ha sevenadurel ar Yeun-Elez


            Sul 19 a viz Du da 2e g.k.
            E skol gozh Boneur – 8 €, (6 € evit ar re 7-14 vloaz) evit kemer perzh
            Mirout e blas / he flas dre ret : 02 98 99 66 58
            Aozañ : ADDES

             

             

            Laz-kanañ : Mouezh Paotred Breizh

            25 bloaz zo e kan ar c'hor Mouezh Paotred Breizh e vro. Graet gantañ ar choaz da stourm evit sevenadur Breizh, e kemer e zanvez e yezh ar vro, he istor, he c'hredennoù, he zud hag he broioù, oc'h ober atav al liamm etre an hengoun ha krouidigezh a-vremañ.

            Ur skeudenn heñvel-bev eus Breizh, he nerzh, he sell digor war ar bed.

            Klask a ra Mouezh Paotred Breizh treuzkas d'ar selaouerien o levenez da ganañ. Ar mouezhioù, dous pe kreñv, ar c'hanaouennoù, sakr pe disakr, ar muzik, pep tra a zegas from, gred pe birvilh.

            Sul 19 a viz Du da 4e30 g.k.
            Iliz Sant Vazhe e Montroulez – 10 € da vont e-barzh
            Aozañ : K.L.T.

             

            Kaozeadenn vrezhoneg gant Jeanne Bocquenet Carle, écrivain

            Ganet eo Jeanne Bocquenet e 1977 hag aet d’ar skol er rouedad Diwan. E-touez skolidi gentañ skol Diwan Sant-Brieg hag skolajidi gentañ Skolaj Diwan Ar Releg eo bet. Kemer perzh e avañtur Diwan hag ar brezhoneg e Breizh a zo bet a-bouez en he buhez. Desket he deus e oa ur yezh ur binvidigezh. Setu perak he deus, da c’houde, heuliet studioù LEA (Langues Etrangères Appliqué) : saozneg, spagnoleg ha suedeg. Un digarez evit beajiñ hag ober anaoudegezh gant ar bed. Met ne kuitaer ket Breizh e pad pell ! E 2000 e tistro Jeanne da labourat gant skipailh TV Breizh. Adalek ar poent-se e labouro pemp bloaz er c’hleweled. Abadennoù sonerezh, kazetennoù sevenadurel met ivez c’hoarioù evel Koh-Lanta. E 2005 e kuita Paris gant he gwaz evit en em staliañ e Sant-Brieg ha neuze e krog da skrivañ. War-lerc’h mizioù enklaskoù ha skitur e echu ur romant diwar-benn Anna Vreizh a vo embannet gant Anne Carrière. Daou rann a vo da Les Insoumis hag ur vicher nevez, skrivagnerez ! Levrioù all a zeuio da heul, atav levezonet gant Breizh hag ar sevenadur kelt, ha dreist-holl levrioù evit ar grennarded : rummad ar Finsterrae, Survivre, Que tombent les étoiles…
            Merc'her 22 a viz Du da 8e30 noz
            E ostaleri An Tempo e Montroulez – Digoust da vont e-barzh
            Aozañ : K.L.T.

             

            Teatr brezhoneg : An arvest, gant stal-labour teatr K.L.T.
            Yaou 23 a viz Du da 8e30 noz
            E ti ar re yaouank (MJC) Montroulez – Digoust da vont e-barzh
            Aozañ: MJC Montroulez & K.L.T.

             

            Botoù-koad dre-dan : teul-film e brezhoneg (istitlet e galleg)

            Er bloavezhioù 70, e fell d’ur vandennad tud yaouank a vro Bagan cheñch buhez ha cheñch ar bed. Brav a vefe d’o zud ma teufent da vezañ medisined, beleien pe ofiserien a vor. Int-i gav gwelloc’h dont da vezañ furlukined, ‘’bevañ ha labourat er vro’’. Beaj e bro o utopia pa savont strollad c’hoariva Ar Vro Bagan a zo o paouez lidañ e 40 vloaz.

            Gwener 24 a viz Du da 6e d'abardaez
            E sal an ti-kêr e Plourin-Montroulez - Digoust da vont e-barzh
            Tre dirak Soazig Daniellou, realizatourez
            Aozañ : Médiathèque de Plourin-lès-Morlaix & K.L.T.

             

            Staj teatr, digor d'an holl (tud o komañs ha tud gant skiant-prenañ), lusket gant Bláithín Conneely-Alain
            Fent du an teatr iwerzhonat
            Sadorn 25 a viz Du eus 10e30 da 6e d'abardaez
            Sul 26 a viz Du eus 9e30 da 5e g.k.
            E bod-arsav Sant-Kadou, ru ar skol – Prizioù : 45 ou 55 €
            Lakaat e anv / hec'h anv : 06 38 78 35 15
            Aozañ : C'hoariva

             

            La Baie des Livres : foar levrioù ar re yaouank
            Dodenn: Sot-rik !


            Sadorn 25 & sul 26 a viz Du eus 10e betek 6e d'abardaez
            Sadorn 25 da 10e30 : reiñ prizioù eilvet kenstrivadeg danevelloù La Baie des livres / KLT
            E pol sevenadurel ar Roudour e Sant-Martin-war-ar-Maez – Digoust da vont e-barzh
            Aozañ : La Baie des Livres

             

             

            Baleadenn dindan al loar
            Sadorn 25 a viz Du da 8e noz
            E skol gozh Boneur – 13 €, (9 € evit ar re 7-14 vloaz) evit kemer perzh
            Soubenn ognon roz Rosko ur wech echu gant ar valeadennn
            Mirout e blas / he flas dre ret : 02 98 99 66 58
            Organisation : ADDES

             

             

            Staj brezhoneg evit tud o komañs pe damderaouidi
            Sadorn 25 a viz Du etre 9e ha 5e g.k.
            E ti Skol Vreizh e Montroulez – Priz : 25 €
            Aozañ : K.L.T.

             

            Kof ha kof gant Ar Vro Bagan : teatr brezhoneg

            Arvest I
            Deiz Meurlarjez e 1932, e ostaleri Sav-Heol, dalc’het gant Laouig ha Soaz. Emeur oc’h aozañ ar gouel. Ur pesketaer hag ur martolod-brezel a zo o klask kaout Finn, ar verc’h-henañ, da fortuniañ.

            Arvest II
            Miz Gouere 1954. Inouet eo Jaig, mab Finn, er vro. Klañv eo defod mont da Bariz. Touristed e-leizh a zo krog da zont d’an aod. ‘Benn ar fin e chomo Jaïg er gêr hag e kresko an ostaleri evit ober ur sal-zañs, “Kalypso”.

            Arvest III
            E 1976. Fall ar stal gant ar balioù. Dont a ra “Kalypso” da vezañ ur voest-noz, “Ar Pifoun”.

            Gant Yvon Etienne ha Jacky Bouilliol eo kaset ar c’hanaouennoù hag ar sonerezh en-dro. Lakaet e vez an dud da zañsal er sal.

            Enor ha Gloar da sonerien ha kanerien an dañsoù “kof ha kof” !

            Sul 26 a viz Du da 3e g.k.
            E TST Kastell-Paol – Eus 5 betek 13 € da vont e-barzh
            Aozañ : Brezhoneg War-Raok

             

            Kan e-barzh an dañs, kanaouennoù e galleg hag e brezhoneg eus Gorre ha Goueled Leon
            Yaou 30 a viz Du da 8e30 noz
            E sal ar Mille Club e Plouenan

             

            Clarisse Lavanant & Dan ar Braz – Bevañ en unvaniezh

            Cela fait 15 ans que les deux artistes enregistrent dans le même studio. Depuis 2011, ils sillonnent les routes avec les compositions de l’un et de l’autre et chants du répertoire breton. Ils reviennent avec leur premier album Harmonie, composé et écrit à quatre mains avec des chansons inédites dont certaines en langue bretonne. Sur scène, le duo rempli d’énergie, d’humour et de simplicité, est accompagné par le guitariste David Er Porh.

            Gwener 1añ a viz Kerzu da 8e30 noz
            E C'hoariva Bro Montroulez – Eus 6 betek 20 € da vont e-barzh
            Aozañ : Le Théâtre du Pays de Morlaix

             

            Devezh-studi evit brezhonegerien gant Jean-Do Robin
            Sadorn 02 a viz Kerzu eus 9e30 betek 5e g.k.
            E ti an douristed e Montroulez – Priz : 20 €
            Aozañ : K.L.T.

             

            Foar al levrioù, tre dirak kalzig a aozerien
            Sadorn 02 a viz Kerzu eus 10e betek 5e g.k. 10h à 17h
            E ti Skol Vreizh e Montroulez – Digoust da vont e-barzh
            Aozañ : Skol Vreizh

             

            Klakenniñ : Emgav etre brezhonegerien ha tud o teskiñ
            Yaou 07 a viz Kerzu adalek 6e d'abardaez
            E ostaleri an Ty Coz e Montroulez – Digoust da vont e-barzh
            Aozañ : K.L.T.

             

            Le Bagad Landi & l'ensemble Bleuniadur – Kbarré Breton
            Arzourien pedet : ar strollad Mo'jo, ar c'hanerezed Lynda Ropars & Awenn Plougoulm


            Sadorn 08 a viz Kerzu da 8e30 noz
            E pol sevenadurel Ar Roudour e Sant-Martin-war-ar-Maez – Eus 6 betek 14 € da vont e-barzh
            Aozañ : Bagad Landi

             

            Baleadenn abred diouzh ar mintin, e-barzh lanneier ha war kribennoù ar Menez Are
            Sul 10 a viz Kerzu da 8e30 diouzh ar mintin
            E skol gozh Boneur – 15 €, (9 € evit ar 7-14 vloaz) evit kemer perzh
            Dijuni gant produioù ar vro ur wech distroet
            Mirout e blas / he flas dre ret : 02 98 99 66 58
            Aozañ : ADDES

             

            Baleadenn ar bleizi bihan, war roudoù bleizi diwezhañ ar Menez Are
            Sul 10 a viz Kerzu da 10e15
            E skol gozh Boneur – 7 €, (6 € adalek 4 den) evit kemer perzh
            Mirout e blas / he flas dre ret : 02 98 99 66 58
            Aozañ : ADDES

             

            Baleadenn ar c'horriganed, baleadenn e-barzh hentoù don, lanneier ha dangoadoù. Prantadoù diskuizh gant kontadennoù ha margodennoù.


            Sul 10 a viz Kerzu da 2e30 g.k.
            E skol gozh Boneur – 7 €, (6 € adelek 4 den) evit kemer perzh
            Gwestell hag evajoù ur wech echu gant ar valeadenn
            Mirout e blas / he flas dre ret : 02 98 99 66 58
            Aozan : ADDES

             

            Le Bagad Landi & l'ensemble Bleuniadur – Kbarré Breton
            Arzourien pedet : ar strollad Mo'jo, ar c'hanerezed Lynda Ropars & Awenn Plougoulm


            Sul 10 a viz Kerzu da 3e30 g.k.
            E sal ar Vallon e Landivizio – 12 € (digoust evit ar re dindan 12 vloaz) da vont e-barzh
            Aozañ : Bagad Landi

          • Skritell   Affiche TMD 2017.jpg
Izili K.L.T.
Media
Albom
      • Gant red an dour...2016
      • Gant red an dour...2016
      • Gant red an dour...2016
      • Gant red an dour...2016
      • Gant red an dour...2016
      • Gant red an dour...2016
      • Gant red an dour...2016
      • Gant red an dour...2016
      • Gant red an dour...2016
Logo KLT41 Kae Leon 29600 MONTROULEZ
02 98 63 98 79 - 06 82 77 10 10 - klt@wanadoo.fr
Digor e vez ar burev eus al Lun betek ar Gwener
9e15 / 12e15 – 1e45 / 5e45 g.l.
 
Adkavit K.L.T. war Icon twitter Icon facebook   Koumanantiñ d'al lizher-kelaouiñ
Région Bretagne Région Bretagne Communauté de communes de Morlaix

 

 
Lakaet da dreiń gant diasite
Savet gant Diateam