Logo kerne leon treger KLT Ur c'hevredad kevredigezhioù eo K.L.T. da gentañ penn gant ar soñj kas war-raok yezh ha kultur Breizh e bro Montroulez. Ditouriñ a reomp ivez, par mar c'hellomp, an holl re a faot dezhe gouzout hiroc'h diwar-benn ar pezh a vez graet er vro hag e Breizh a-bezh.
Kavout an izili
Recherche
Anv
Kŕr
Obererezhio¨
á
          • Teatr brezhoneg : Ti ar Medisin

          • D'ar sul 25 a viz C'hwevrer 2018
            Sant-Martin-war-ar-Maez
            Pol Sevenadurel Ar Roudour
            3e30 g.k.

            10€ mar bez prenet en a-raok
            13€ war al lec'h
            Prena˝ bilhidi en a-raok : sadorn 10, 17 & 24 a viz C'hwevrer etre 2e g.k. ha 6e, tavarn-lennegezh ar Roudour
          •  

            Emañ an aotrou Gwion Berrou, doktor-medisin, o tigemer tud klañv en e di.
            Klevet a reer anezho o komz kenetrezo en ur c’hedal o zro. O gwelet a reer pep hini d’e dro gant ar medisin. Ganig Keruhella, ur medisin war e leve a zo deuet ivez da gaout an aotrou Berrou. Ur mignon kozh dezhañ hag en doa kuitaet ar vicher evit sevel ur strollad c’hoariva brezhoneg. Ha marvailhoù ganto o daou diwar-benn medisinerezh ha diwarbenn
            ar pezhioù o doa c’hoariet asambles en o yaouankiz. Pezhioù-c’hoari o tennañ d’ar c’hleñvejoù ha d’ar vedisined, just awalc’h. Neuze e vez gwelet a bep eil pennadoù eus ar pezhioù-c’hoari-se.

            Tammoù pezh c’hoariet :

                Ar medisin en desped dezhañ (krennamzer),
                Kamm ki pa gar (Molière, 1670),
                Knock (Jules Romain, 1920),
                Kleñved an Tougn (Jarl Priel, 1950).

            C’hoariet gant : Goulc’han Kervella, Nicole Le Vourc’h, Jakez ar Borgn, Régine Boujean, André Ollivier, Maryvonne Berthou, Guy Berthou, Typhaine Corre, Maxime L’Hostis, Pierre Izoird, Brigitte Juricic, Elouan Bordais, Caroline Nivard, Anjela Etienne.
            Renket ha leurennet gant : Goulc’han Kervella.
            Kinkladur : Didier Porchel, Josue Rajpop, Henri Sotin.
            Gwiskamañchoù : Nolwenn Castel.
            Goulou & Son : Egareg Kervella.
            Skritell : Didier Porchel

          • Ti ar Medisin v2.jpg
      • Embannet gant ar gevredigezh Kafe Brezhoneg
      • 17/01/2018
Izili K.L.T.
Media
Albom
      • Gant red an dour...2016
      • Gant red an dour...2016
      • Gant red an dour...2016
      • Gant red an dour...2016
      • Gant red an dour...2016
      • Gant red an dour...2016
      • Gant red an dour...2016
      • Gant red an dour...2016
      • Gant red an dour...2016
Logo KLT41 Kae Leon 29600 MONTROULEZ
02 98 63 98 79 - 06 82 77 10 10 - klt@wanadoo.fr
Digor e vez ar burev eus al Lun betek ar Gwener
9e15 / 12e15 – 1e45 / 5e45 g.l.
 
Adkavit K.L.T. war Icon twitter Icon facebook   Koumanantiñ d'al lizher-kelaouiñ
RÚgion Bretagne RÚgion Bretagne CommunautÚ de communes de Morlaix

 

á
Lakaet da drei˝ gantádiasite
Savet gantáDiateam