K.L.T. est la fédération des associations bretonnes du pays de Morlaix qui a pour objectif le développement de la langue et de la culture bretonnes sur l'ensemble du territoire.
          • Atalier war ar Memor e brezhoneg

          • Evit an eil gwech e kinnig servij Vas-Y, eus ar Fondation Ildys, un atalier « Ma memor ezhomm ‘m eus anezhañ » e brezhoneg, evit ur strollad 10 den, ouzhpenn 60 vloaz.
          •  

            Atalier war ar MEMOR e brezhoneg

             

             

            Solena Raynaudon-Kerzerho, ergoterapeutourez brezhonegerez anezhi eus ar Fondation Ildys a raio war-dro an atalier. Moaien e vo da gaozeal ganti diwar-benn un nebeud goulennoù a denn d’ar memor : petra eo ar memor ? Penaos e cheñch gant an oad ? Petra ober evit mirout un empenn yac’h ar pellañ ma c’heller ?

            Pal ar prantadoù-se a zo ivez diskouez penaos eo pouezus derc’hel gant omp obererezhioù pemdeziek a c’hell sikour da lakaat da labourat ar memor ha reiñ un nebeud alioù evit gwellaat ar memor er vuhez pemdez.
            Poelladennoù ha c’hoarioù a vo graet evit ma c’hellfe pep hini klask implij mont en-dro an empenn.

            Moaien zo da zeskiñ da n’eus forzh peseurt oad !

             

            An atelieroù a zo digoust. Ar 6 prantad a vo etre 10 eur vintin ha kreisteiz, da lun (e Montroulez pe e Sant-Martin-war-ar-Maez – N’ouzer ket c’hoazh e peseurt sal) :

            Al lun 13 a viz Genver
            Al lun 20 a viz Genver
            Al lun 27 a viz Genver
            Al lun 3 a viz C’Hwevrer 
            Al lun 10 a viz C’Hwevrer (gweladenniñ ur mirdi)
            Al lun 17 a viz C’Hwevrer

             

            Ma ‘z oc’h dedennet evit kemer perzh, pe ma anavezit unan a vije laouen da zont, kit e darempred gant Corinne Potin,

            kenurzhierez Vas-Y : 06 34 84 57 49  
            pe K.L.T. : 02 98 63 98 79 / 06 82 77 10 10

          • Atalier war ar Memor e brezhoneg
      • Publié par l'association K.L.T.
      • Le 29/11/2019
Logo KLT41 Quai de Léon 29600 MORLAIX
02 98 63 98 79 - 06 82 77 10 10 - klt@wanadoo.fr
Le bureau est ouvert du lundi au vendredi :
09h15 / 12h15 - 13h45 / 17h45
 
Suivez nous sur Icon twitter Icon facebook   S'abonner à la newsletter
Région Bretagne Région Bretagne Communauté de communes de Morlaix

 

 
Powered by diasite
Designed by Diateam