Ur c'hevredad kevredigezhioù eo K.L.T. da gentañ penn gant ar soñj kas war-raok yezh ha kultur Breizh e bro Montroulez. Ditouriñ a reomp ivez, par mar c'hellomp, an holl re a faot dezhe gouzout hiroc'h diwar-benn ar pezh a vez graet er vro hag e Breizh a-bezh.
          • Dilennadegoù-departamant e Penn-ar-Bed - Ar re war ar renk goulennataet gant 21 gevredigezh

          • Dilennadegoù-departamant e Penn-ar-Bed – 20 & 27 a viz Mezheven 2021
            Brezhoneg : 7 goulenn ouzh an dud war ar renk evit bezañ er galloud seveniñ en departamant
          •  

            Da goulz ar bedeladur ez eus lorc'h er vretoned gant o identelezh ha gwall niverus eo ar re anezhe a fell dezhe e chomfe bev o yezh hag e vefe treuzkaset d'ar rummadoù o tont, peurgetket dre ar skol, adalek ar skol-vamm betek ar c'hlas termen. Setu m'eo hollbouezus perzh ur strollegezh lec'hel evel an departamant evit lakaat al lusk-se da greskiñ ha talañ ouzh an dae a zo eus ar fed adperc'hennañ hor glad boutin hag ober evel-se ma vo diorroet ar brezhoneg, ober anezhañ ur yezh vev, nerzh krouiñ enni, a aesa an ekonomiezh hag al liammoù sokial. Ur bern traoù zo bet graet e Penn-ar-Bed met kalz-kalz zo d'ober c'hoazh evit gounit an emgann evit ma vo bev hor yezh e fin ar c'hantved-mañ. War ar renk emaoc'h evit bezañ er galloud seveniñ en departamant, ha, ma tegouezh deoc'h gounit en dilennadegoù a zeu e miz Mezheven 2021, ho po divizoù mil bouezus da gemer war an dachenn-se. Se zo kaoz e c'houlennomp ganeoc'h, ni kevredigezhioù hag a gas ar brezhoneg ha sevenadur Breizh war-raok e Penn-ar-Bed, respont d'ar goulennoù-mañ da heul. Embannet e vo ho respontoù e-touez hon izili hag er mediaioù.

             

            1- Daoust hag a-du oc'h evit ma vefe ur post besprezidant/besprezidantez gant galloudoù gwir gouestlet d'ar brezhoneg ha da sevenadur Breizh, diorren ur servij a-espres evit se, gant tud o labourat ennañ ingal ?
             

             

            2- Emañ ar brastres 2016-2021 evit ar brezhoneg o tostaat d'an dibenn. Hag a-du oc'h evit ma vefe savet ur brastres liesvloaziek nevez, palioù nevez gantañ, gant ur budjed savet diouzh ar  palioù-se ha gwir eskemmoù etre ar servijoù evit ma vo brezhoneg en holl dachennoù a bledit gante ? Petra oc'h prest d'ober evit ma vo gwelet muioc'h ar brezhoneg er vuhez sokial, sevenadurel hag ekonomikel ?
             

             

            3- An tañva eus ar brezhoneg a vez roet er skolioù kentañ derez, lakaet en plas gant an departamant, a zo un doare da skignañ ar yezh e-touez ar re yaouank hag ar familhoù ha da reiñ c'hoant dezhe da vont pelloc'h, betek mont, marteze, e hentennoù divyezhek pe dre soubidigezh. Hag a-du oc'h evit ma vefe kinniget an tañva-se er c'helc'hiad 3 (1 eur ar sizhun) en holl skolioù, publik pe dindan gevrat, ha goulenn e vefe kemeret en karg gant ar Stad, evel ma vez graet e Korsika pe en Elzas ? Ha prest oc'h da gemer intruduioù kreñv, asambles gant strollegezhioù all eus Breizh, evit komz ouzh ar Stad evit ma responto d'ar goulenn-se ?
             

             

            3bis- da c'hortoz ken e vo lakaet an tañva-se en holl skolioù, muioc'h-muiañ a eurvezhioù brezhoneg a vez goulennet gant skolioù publik Penn-ar-Bed, ha n'haller ket ober diouzh o c'hoant abalamour d'an niver a eurioù arc'hantet gant an Departamant (334 eur). Ha lavaret sur a rit e vo kresket ganeoc'h an niver a eurioù-se evit tapout 400 eur (koust : 60 000€) d'ar bihanañ ?  
             

             

            4- Ha prest oc'h da lavaret e vo roet skoazelloù an departamant (skoaziadoù) d'ar strollegezhioù, embregerezhioù, kevredigezhioù hag all, gant ma vo implijet an div yezh gante, brezhoneg/galleg, evel ma vez graet evit ar pezh a denn d'an endro da skouer ?
             


             

            5- Hag a-du oc'h evit ma vefe divyezhek brezhoneg/galleg pep tra war kement skor kehentiñ a zo en holl servijoù dindan an departamant hag en aozadurioù publik a zo tro-dro dezhañ ?
             

             

            6- Ha gallout a rit asuriñ e rofet ur plas brasoc'h d'an deskiñ brezhoneg er stummadurioù kinniget da wazourien an departamant, adal ma vezont tutet betek evit pezh a sell ouzh o raktresoù hiniennel a-fet stummadur micherel, o tibab kentoc'h doare ar c'hentelioù noz hag ar stummadurioù hir ?
             


             

            7- Hag a-du e vefec'h evit ma vefe savet ur c'huzul « Brezhoneg ha sevenadur Breizh » a vefe bodet ennañ  galloud seveniñ an departamant hag ar c'hevredigezhioù a bled gant an danvez-se ?

             

            Respontoù gortozet a-benn ar gwener 11 a viz Even 2021

             

            Sinerien :


            Association ADDES, Arvorig FM, Daoulagad Breizh, Div yezh Breizh, Diwan Breizh, Deskiñ d’an Oadourien (DAO), C’hoariva, Keit Vimp Bev (KVB), Kelenn, K.L.T. - Ti ar Vro Montroulez, Kuzul ar Brezhoneg, Mervent, Radio Kerne, Radio Kreiz Breizh (RKB), Raok (Brezhoneg e Kreiz-Breizh), Stumdi, Ti ar Vro Kemperle, Ti ar Vro Landerne-Daoulas, Ti ar Vro Lesneven, UBAPAR, Sked.

          • Elections departementales 2021 liste des candidats pour la collectivite europeenne d Alsace large.png
      • Embannet gant ar gevredigezh K.L.T.
      • 02/06/2021
Logo KLT41 Kae Leon 29600 MONTROULEZ
02 98 63 98 79 - 06 82 77 10 10 - klt@wanadoo.fr
Digor e vez ar burev eus al Lun betek ar Gwener
9e15 / 12e15 – 1e45 / 5e45 g.l.
 
Adkavit K.L.T. war Icon twitter Icon facebook Icon Instagram   Koumanantiñ d'al lizher-kelaouiñ
Région Bretagne Région Bretagne Communauté de communes de Morlaix

 

 
Lakaet da dreiñ gant diasite
Savet gant Diateam