Ur c'hevredad kevredigezhioù eo K.L.T. da gentañ penn gant ar soñj kas war-raok yezh ha kultur Breizh e bro Montroulez. Ditouriñ a reomp ivez, par mar c'hellomp, an holl re a faot dezhe gouzout hiroc'h diwar-benn ar pezh a vez graet er vro hag e Breizh a-bezh.
          • 1- Skridoù an difi - Lodenn gentañ (1 da 44)

          • Mizvezh ar brezhoneg 2021
            100 skrid gortozet
            75 skrid bet
            Ne oamp ket pell diouzh hon c'hlaoustre !
            A-benn ar bloaz a zeu e vo...
          •  

            1 - E giz Anjela Duval

            Bugale klas ar re CM1, skol Jean Piaget Montroulez

             

            2 - Ar suner-gwad !

            Istor ur bugel anvet Lukaz eo. E vamm a gas anezhañ d’un ti satanazet evit prouiñ eo kalonek ha kreñv. Mont a ra Lukaz e-barzh an ti satanazet. Teñval eo an ti. Hag a-daol-trumm un huchadenn a dorr an didrouz. Aon en deus Lukaz rak klevet en deus an trouz spontus. A-daol-trumm e tifoup ur suner-gwad hag e sell pizh ouzh Lucaz. Ar suner-gwad a red davet Lukaz. Spontet eo eñ ha redek a ra kuit met strebotiñ a ra Lukaz hag ar suner-gwad a dosta outañ. Ur bal vras a zo a-gleiz da Lukaz. Kemer a ra ar bal ha DAO ! war benn ar suner-gwad. Badaouet eo ar suner-gwad. Kerzhout a ra Lukaz kuit. Savetet eo, biken ne zeuio en-dro d’an ti satanazet ! Kontañ a ra Lukaz an abadenn d’e vamm.

            Maya Noël (11 vloaz)

             

            3 - An dourell liv

            Ur wech e oa, ur wech ne oa ket, met ur wech e oa bepred, un dourell er c'hastell kuzh e koajoù Sant-Tegoneg. Kastell Penhoad e oa ha Liv anv an dourell. An dourell-se ne oa ket evel ar re all. A-dreñv ar gloued e oa, un devezh bennaket, ha dirazi un devezh all ! Finval a rae ! Cheñch plas a rae ! Pegen souezhus !

            Simon hag Alban a oa gwarded al lec'h. Tri den, Maeldan, Karmen ha Lizon o doa divizet kempenn dalc'h an dourell. Mont a reont esaeal da guzhat a-dreñv ur bod bleunioù.

            Aet eo Klet da glemmichal ouzh ar polis, abalamour he doa an dourell flastret e droad.

            Serr e oa an nor ha kuzh e oa Karmen, Maeldan ha Lizon a-dreñv ur bodig.

            Huchal a reas Maeldan :

            - Sellit ouzh an dourell ! Fiñval a ra !

            Ha Lizon ha Karmen da lavarout :

            - Sioul !

            - Ya ! Ya ! Gwelet em eus ! a lavaras Karmen. Chuchumuchuiñ a rae.

            Aet e oa bet an dourell da zebriñ kistin ha bleunioù, evel boaz.

            Da c'houde o deus klevet an dourell o kanañ. Trist e oa ar ganaouenn. Evel ma vefe bet an dourell un den bac'het enni.

            Setu o deus komprenet diouzhtu ne oa ket un dourell met un den.

            Antronoz war ar gazetenn e oa skrivet :

            "Aet eo ur plac'hig pemp bloaz anezhi, Liv hec'h anv, diwar wel!".

            Komprenet he doa Karmen e oa ar memes den, Liv hag an dourell.

            Met perak ?

            Lizon, Maeldan ha Karmen o deus komprenet e oa Liv un hudourez gouest da vezañ un dourell a-wechoù hag un den gwechoù all.

            Carmen & Lizon Trevou
            10 & 8 vloaz
            Skol divyezhek Jacquard - Brest

             

            Barzoniezh Venance Fortunat

             

            4 - Ar boked

            Perag ew kàer ar boked ‘kouezhiñ?

            E c’houlenne ur c’hrouadur genin

            Ha me lâred dehoñ ‘n ur vinc’hoarzhin:

            Kàer-meurbed int a-gaost ‘kouezhant bepred

            ‘Valañsal en awel pa vênt kavet

            Setu perag ew kàer an dud ‘we, ket?

            Er mod-se ‘tremenant da ged iwe

            Ha ne dostait ked douzh ar re neuse

            É lâred ag an amser beurbadel

            Edan an ebr glas nend eus james tra

            Ha gwezh ‘bed ne chañcha na zichañcha

            Sur emant-hè é lâred gevier ‘ta

             

            5 - Ar Peulvan

            Evel ho maen war-saw d'an neñv,

            Ma c'halon sonn, davedoc'h-hu,

            Kuzet he fassïon a-dreñv,

            a roul nos-ha-dez 'vel un wi.

            Na glaw, na erc'h, na awel, ne

            viront ouzhoc'h da sell'd douzh 'n oapl.

            'Veldoc'h tra na'm miro neuse

            da sell'd douzh ho kenved ma zap.

            'Hed an amser, 'vel na gemmit,

            Pedit 'widon na chañch ma sell

            'so waet ganeoc'h bet 'n Avalid.

            Med c'hwi 'vo ganin, petra 'vo gwell?

             

            6 - Ar stered war ar maesow

            War ar maesow ‘so stered splann

            Kenn sklaer hag an tan e Gouel-Yann

            Teñwal, du-pod pa weler mann

            En teñwal ‘kendalc’h hoc’h emgann.

            Na bez ‘weler stered e kaer

            Heb arvar ‘lârin n’int ket sklaer

            Kenkouls hag oc’h-hu spes ha tàer

            Warnon ‘sour, ouzh ho kenved, dàer.

            Na c’hwi iwez ma flac’hedow

            Bravoc’h oc’h diwar ar maesow

            Kàerroc’h-meurbed ‘wid ar reow

            A ruilh o buhez e kaeriow.

             


            7 - Sonet ar garantez mod Breizh


            Kas ‘meus douzhoc’h-hu, ha me hoc’h argarzh.

            En Ifern don ha berw ra veec’h kouehet.

            Ha dall ho taoul’gad douzhin ne sellet.

            Laosket ho korf kàer en tan-broud a darzh.


            Douzh ho karantez e c’hanas ar barz

            A so toemm-mad aweidoc’h n’er c’haret

            Genoc’h glac’har b’e galon ‘vez chomet

            ‘so é koll e spered fin ged ho marzh.


            Nawazh a p’ema-heñv ged ar filhenn

            Ne sanay grik douzh pekani ‘neus joa

            ‘Med boem’t dirag ‘r rouanes a vraventez.


            Ataw ‘so lewenez ged ar goantenn.

            Ne c’hell ked he dorn touch da vrankoù ‘r gwez

            A splannay he blew êl goulow-an-dez.

             

            8 - En tu 'rall d'ar Staer


            En tu 'rall d'ar Staer

            'so ur bed dianaw krenn.

            Eno 'ma 'chom 'nan vrav, pell 'so 'deus-hi làeret.

            Eneñv din toemm eiti, geti 'ma perc'hennet.

            Pediñ 'rasen bemdez eid na ve koll't ma fenn

            Pewgwir 'weled ma c'horf a-dost-da-dost douzhti,

            Pezh na virahe ket 'hanin da voud tristeg.

            Trital 'ra ma c'halon é moned daweti,

            Tri-ugentved joa waet ha da'm zeuiñ, 'so penneg.

            Trichet 'vo ma c'harantez geti a-belloc'h ?

            A-benn 'tay 'n awel vad ag ar Gevred-isel,

            'Abandonin ma mezhig hag en ur selled douzh

            Abati he bro ha, geti klask c'hoariell.

             

            9 - Alhwez 'r garantez

            Tener, an evned a gane

            Telenn a sone nos-ha-dez

            Tenn e kaoser ar ger doussañ

            Sañsipl dirag 'n hani a garañv

            Santes! bemdez bemnos eh an

            Sa'n nor serret mei ho kalon

            Kalet ma oan 'klask digoro

            Kawet ne ran ked moiand sonn

            Kar n'onn ked alhwez 'r garantez.

             

            10 - Hemb titl

            Re na vutumant ked

            ‘Rant ked strivoù eid butumiñ.

            N’ouiant ked pessort bourrapted

            A ra é vutumiñ.

             

            Re ne neus bet biskoazh

            Ar santimant a garantez

            ‘boania eid he c’hawouid nawazh.

            Àrne ‘sour trist neuse…

            Venance Fortunat

             

            11 - Istor souezhus Maï Manac’h eus Benac'h


                Ganet e oa Maï Manac'h, Marie Louise le Manach, d'ar c'hwec'h a viz C'hwevrer 1869 e Benac'h, e Aodoù-an-Arvor.  He zad a oa miliner e Prat Gwegen. Bras oa an tiegezh: ur familh a zek a vugale, nav baotr ha ur plac'h nemetken, Maï, ar chwec'hvet e oa . Tenn oa ar vuhez rak ne oa ket kalz a arc'hant en ti. Brezhoneg a veze er gêr evel just, mont a reas Maï da skol ar paotrezed ha dont a reas buan a-walc'h da gomz galleg flour.

                E 1885 e c'hoarvezhas un dra hag a deuas da vezañ pouezus tre e buhez Maï : perc'henned milin he zud a bedas anezhi da vont ganto da Baris da obidoù Victor Hugo, un tanva eus ar vuhez e Paris evit Maï ! Ar bloaz war-lerc'h ez eas da labourat da Sant Brieg, en un ostaleri, ha goude-se ez eas da chom da Bariz, da Montmartre. Ne ouezer ket re penaos e tremenas he bloavezhennoù kentañ e Pariz, war a leverer e voe matezh, gwerzhañ bleunioù a reas er straedoù ivez, met e miz Even 1893 e voe kondaonet da zaou viz toull-bac'h evit bezañ bet gwelet en noazh en un davarn e Montmartre !

                E Monmartre e reas anaoudegezh gant Simon Gugenheim, marc'hadour legumaj dre vicher ha mont a rejont o-daou da vevañ da Vro-Saoz, da Londrez. Dimeziñ a rejont e 1894 met Simon Gugenheim a varvas er blaovezh 1900. Er memes blaovezh e reas Maï anaoudegezh, en 'Hotel Savoy' e Londrez gant un duk, Antoine d'Orléans, mab bihan da Louis-Philippe ha da Roue Bro-Spagn Fernando VII. Gantañ e teuas Maï da anavezout ur bed all, bed pennoù bras Europa. E 1902 e teuas en-dro da Venac'h da brenañ un ti. Met e Paris e oa o chom, e lec'h ma teue Antoine d'Orléans bemdez d'he welet. Alies ez aent da veajiñ, da Sevilla e Bro-Spagn pe da Londrez ha dont a reas Maï da vezañ barrek war ar saozneg . Resevet e voe ivez d'ar mare-se gant ar pab, Pie X. Met p’en em rentas kont Mai ne oa ket feal an duk e voe fuloret hag e torras e zent dezhañ gant he disheolier !

                Deuet en-dro da Londrez e 1910 e reas anaoudegezh gant Robert Mond, un den pinvidik-mor, « Roue an Nikel » a veze graet outañ. Bevañ a reas gantañ etre Londrez, Benac'h, Pariz ha Dinard. Dimeziñ a rejont e miz Kerzu 1922 ha dont a reas Maï da vezañ unan eus pinvidikañ maouezed ar bed. E 1929 e prenas Robert Mond kastell « Koad an Noz » e Benac'h, ur prof oa evit tri-ugent vloaz Maï . Ur breur dezhi a deuas da vezañ maer Benac'h ha lakaat a reas Maï sevel un ti-kêr nevez, un ti-post, ur jañdarmeri, ur sal-gouelioù ha lakaat a reas ivez ober gwerennoù livet nevez evit an iliz. E 1932, dre berzh Roue Bro-Saoz George V, e teuas Robert Mond da vezañ Sir Robert, setu e teuas Maï da vezañ « Lady Mond ». D'ar mare-se ivez e labouras Maï evit sevenadur Breizh , evit al lennegezh hag ar gouren . Degemer a rae gourenerien e Kastell an Noz, bet oa bet gant e vreur e penn ar FALSAB hag anvet oa bet da "varzhez a enor" e Gorsedd Breizh.

                 Sir Robert a varvas e 1938. Maï, bet diskuliet gant unan bennak evit bezañ bet armoù en he gerzh er c’hastell, a voe lakaet en toull-bac'h e Gwengamp evit un nebeud mizioù e-pad ar brezel, ha dont a reas soudarded eus Bro Alamagn da vevañ e Kastell Koad an Noz.    

                Goude ar brezel e lakaas Maï sevel ur c'hastell nevez e kreiz bourk Benac'h, dirak an ti-kêr, « Kastell Mond ». Pa voe tost da vezañ echu ar c'hastell, edor o vont da lakaat an doen warnañ, e verzas Maï e oa re dost ar savadur d'an hent hag e veze kuzhet an ti-kêr gantañ. Lakaat a reas disevel ar savadur ha sevel anezhañ a-nevez dek metrad pelloc'h.
                
                Bevañ a reas Maï er c'hastell-se betek fin he buhez. D'an 21 a viz Du 1949 ez eas da Anaon e Benac'h, oadet a 80 vloaz. Douaret eo e chapel Lokmaria e Benac'h.

                « Bevañ buhez ar briñsed hep ankounac’haat he gwrizioù » setu buhez Maï Manac’h.

            Marguerite Noël

             

            12 - Ma c'hizhier bihan

            Ma c'hizhier bihan a blij din kalz. Ur gazhez gwenn ha griz am eus, hag an eil a zo du ha gell, a liv gant chokolad, hennezh a zo ur c'hazh. Blev hir ha stanko deus. Friponed int o daou. Ganet int c'hwec'h miz zo 'barzh kav ma zi. O mamm oa du, blev flour he doa, he zaoulagad melen o sellet ouzhin gant teneridigezh. Ar gazheg-se ne oa ket din, den ne ouie deus pelec'h e teue ha da biv e oa. Dibabet he doa chom ganin em zi e-pad ar vakañsoù bras. Ur chañs oa evidon, ken fentus ha brav e oa. Met pemzektez zo, eus ar mintin ur sulvezh eo bet lazhet gant ur c'harr war an hent, siwazh ! Ma breur en deus douaret anezhi dindan ur wezenn en ma liorzh, n'emañ ket pell ! Gant o flouradennoù hag o « ronrontherapie », al loened-se a ro kalzh plijadur d'an holl dud. 

            Josiane Tanguy

             

            13 - Kanaouenn evit ar skolaer Georges Bonic

            Selaouit mat tudoù ker
            Ha selaouit penn da benn
            En em gavet deomp ur skolaer
            Deuet deus a-bell
            Deuet deus Rostrenn

            ‘M eus ket lavaret war e benn
            Ez eus re a vleo melen  
            ‘M eus ket lavaret da lampat
            Eo gwelloc’h ‘vit ur c’hazh-koad

            ‘M eus ket lavaret pa oa yaouank
            ‘Neus ket bet graet a droioù-kamm
            ‘M eus ket lavaret pa oa bugel
            ‘Neus ket bet laeret un aval

            Ha daoust ma ‘z eus un difenn
            Marteze ‘neus tapet an tu
            Da zrebiñ e vara gwenn
            A-raok lonkañ e vara du

            ‘M eus ket lavaret tudoù vat
            Da skolaer Doue an tad
            ‘M eus ket lavaret tudoù ker
            Doue zo mestr da skolaer.

            ‘M eus ket lavaret tudoù kaezh
            ‘Viche bet gwall varc’hadour
            ‘Niche gwerzhet ur sailhad laezh
            Evit kaout daou sailhad dour

            Yalc’h ur skoaler a zo treut
            Biken ne raio fortun
            Ha zo paseet dindan e viz-meud
            Nebeutoc’h a arc’hant ‘vit a vutun

            ‘M eus  ket lavaret tudoù kaezh
            Bezañ skolaer zo micher aes

            Pa ur bugel ne ouie ket lenn
            ‘Neus bet lavaret kaoc’h-ki gwenn
            Pe da skrivañ ‘noa ket an tu
            ‘Neus bet lavaret kaoc’h-ki du

            Met selaouit mamm ha tad
            O bugel zo etre daouarn mat

            O bugel ne vo ket ken sot
            Ha person Sant Herbot
            Peotramant hini Bolazeg
            A gav evel marc’h ha kazeg

            Ne lârin ket e foñs ar puñs
            Ni vez kavet ar gwin ruz
            Ne lârin ket e kreiz al lenn
            Ni vez kavet chistr melen

            Ne lâro ket ar paotr bihan
            Emañ al laezh war gorre an dienn
            Ne lâro ket ar verc’hig koant
            Gant dour vez graet an amann

            Ne lârin ket pa vez kurun
            Eo Sant Per o vrammat
            Ne lârin ket ar butun
            Ha n’eo ket graet … da vutunat

            Ha pa weloc’h ken laouen
            Ar bugel ‘vont gant Bonic
            E viche gwir ur binijenn
            Ober skol ar louarnig

            Met an amzer a dremen
            Me ‘m eus evit ur skolaer
            Pep hini rank ober e hent
            Hag an hent d’an dud a zo berr

            Ha pa ne ya ket war e c’hiz
            An amzer an amzer zo laer
            A laer d‘an holl hon yaouankiz
            Ha memes hini ar skolaer

            Setu en em gavet ar poent
            Da lâret dezhañ kenavo
            Marteze ‘gomero an hent
            A gaso anezhañ betek e vro

            Ha c’hwi bugale gwelit gwelit
            Ar bugel zo emzivad
            Rak aet Aotrou Bonic kuit
            Aet eo d’ar gêr ar skolaer mat

            Dreist ar bloaioù lamm chouk-e-benn
            Hag e dreid a dere e kreiz Rostrenn

            Trugarez  trugarez vras
            Hag en e vuhez nevez
            Ma vevo ouzhpenn kant vloaz
            Ha penn da benn gant levenez

            Degasit traoù war an daol
            Da zrebiñ ha da evañ
            Da lâret deomp mestr-skol
            Eo atao brao dezhañ bevañ

            Trugarez trugarez Aotrou
            A lâr an holl vugale
            Ha ma rank mont warc’hoazh
            Sonn e benn a c’hell bale.

            Guy Chever

             

            14 - E «Sklerijenn» Tour Bras Sant Jermen !

            Bihan eo va c’halon-din, rak echu eo ganin lenn al levr skrivet gant Yeun Ar Gow : E skeud Tour Bras Sant Jermen. Pegen plijus al levr-se daoust ma vije gant diaezamantoù a-wechoù, met ne vern. Me am bije anvet al levr-se : E «sklerijenn Tour Bras Sant Jermen», kement en deus degaset din. Taolenniñ a ra Yeun Ar Gow e yaouankiz en e levr : e vuhez gant e dud, e vuhez er skol, e veaj gant e vaeronez e Lourdes. Taolenniñ a ra ivez buhez an dud d’ar poent-se (e penn kentañ an ugentvet kantved) tro-dro da Bleiben. Un digarez evit deskiñ penaos a veve an dud ur c’hantved zo. C’hoarzhin a reomp, ar pezh a ro kalon deomp evit mont pelloc’h gant al levr. Ur brezhoneg eus Pleiben gant gerioù klevet nemet du-se. Pegen brav e zoare da skrivañ ha da zegas e soñjoù. Gant pep linenn el levr-se e vez kavet un dra bennak evit pinvidikaat hon brezhoneg. Dre va soñj, eo Yeun Ar Gow e-touez ar re varrekañ evel skrivagner. Gouzout a ouie lakaat war wel pinvidigezh ha braventez ar yezh.
            Prenet ‘m eus ul levr all skrivet gantañ. Mall zo warnon lenn anezhañ.

            Jo Calvez

             

            15 - Ar Johnniged

            Skrivañ a ran ur pennadig diwar-benn ar Johnniged, paotred eus Rosko ha Bro Leon aet da werzhañ ognon e Breizh-Veur. Gant ma labour e giz bleinier am eus bet kaset eno ur bern legumach hag ognon en o zouezh. Bremañ n'ouzon ket ma chom c'hoazh tud oc'h ober ar vicher-se, met n'eus ket pell e oa Johnniged o werzhañ ognon war-dro Kerdiz, Poole, Southampton pe e lec'h all. An hini kentañ o vont di e oa Ollivier Henri er bloavezh 1828. Er c'hantved goude edont war-dro 1 500 Johnnie o werzhañ ognon, o "china"e giz ma veze lavaret. Ur wech treuzet ar mor, ha ne oa ket ur blijadur atao d'ar mare-se, ne oa ket ano deus ar Brittany-Ferries, e rankent mont gant o ognon betek ar vagajenn e-lec'h ma veze staliet ar gompagnunezh, bodet en-dro d'ar mestr e karg deus ar skipailh. Ur wech en em gavet war an dachenn e choment eno da vevañ e-pad ar miziou da zont. Ober pakadoù ognon, poaniañ war o marc'h-houarn dre hentoù ar vro, sed-aze devezhiad ar Johnniged. En em skoazellañ a raent, met kevezerezh a veze ivez etrezo. Arabat kredapl mont da beuriñ war dachenn ar re all ! Abred diouzh ar mintin, karget o belo ganto, ha yao da glask pratikoù d'o marc'hadourezh evit rastellañ "shilinkoù". Bell-breakers (torrerien-sonerezh) e veze graet outo gant ar saozon, met degemeret mat e vezent memestra, anavezet ma'z edont gant an dud, boazet da welet anezho o foetañ bro dre straedoù ar vro. Ne oa ket ur vuhez aes pell diouzh Breizh. Bevañ a raent diwar neubeut hag alies e oa krennarded ha memes bugale en o zouez, deuet ivez da ober al labour "china ognon". Lod anezho o deus kollet o buhez, skubet gant ur c'hlenved bennak pe beuzet e-pad an dreuzadenn. Er bloavezhioù 1898 ha 1899 e Gwernenez ha dirak Kalais e oa bet lazhet Johnniged e bourzh listri aet da goll. Met er bloavezh 1905 a-dal Sant-Malo, an Hilda, o tont deus Shouthampton a zo bet kaset war ar reier gant ar mor dirollet. War-dro 125 den o deus kollet o buhez. En o zouezh 70 Johnnie o tont d'ar gêr. Er gwall-zarvoud, betek 27 eus kleder, 11 eus rosko pe 10 eus Ploueskad… Spered ar Johnniged a zo chomet bev e Rosko, er mirdi, gouel an ognon pe c'hoazh e brezhoneg rosko. Gerioù hanter-vrezhoneg hanter-saozneg o deus graet berzh amañ! Marteze ur fazi bennak a zo en em silet e-barzh ar pennad-mañ met plijadur am eus bet o skrivañ an istor-mañ. Awenet on bet diwar lennadenn levr an Tad Medar "Paotred an ognon", sikouret evit ar rakskrid gant Naig Rozmor.

            Jean Creff

             

            16 

            C'hwezh fresk ar glav paseet
            War treuzoù an nor
            Un tenn-anal seder ha don

            Anne BG

             

            17 - Erru eo an nevez amzer

            Bremañ eo brav al liorzhoù.
            Plijadur 'meus da labourat e-barzh !
            Kalz bleunioù 'meus e-barzh ma jardin : bokedoù laezh, roz-kamm hag a-raok-pell louzaouenn-an-hañv, setu.
            "An douar a zo kozh, met sot n'eo ket".
            Me a blij din selaou kan al laboused.

            Ken a-benn an hañv, kenavo !

            Alain Reguer

             

            18 - Ni legumaj al liorzh

            Karotez, avaloù-douar, saladenn, betarabez ruz, irvin ruz, piz bihan … n’omp ket tev tre met pasianted !
            Evit brasaat buan-ha-buan deuit da zourañ ac’hanomp un tamm ha dreist-holl deuit da gomz ganeomp e brezhoneg bemdez, evel just !
            Trugarez ha ken ar c’hentañ war ho pladoù !

            Gaëlle de Franco

             

            19 - Ma merc'hed

            Al loar hag an heol

            Evel al loar,
            Brav ha kevrinus eo
            Fulennnus, hi a sklêrijenn ma spered, ma c'halon

            Evel an heol,
            Laouen ha kalonek eo
            Tommañ a ra ma spered, ma c'halon

            Ma merc'hed,
            Al loar hag an heol
            An noz hag an deiz
            Disheñvel, brav, karantezus
            Ma merc'hed, ma sterennoù
            Ma c'harantezioù, ma buhez

            Nolwenn Tanguy

             

            20 - Dahud

            Dindan ar mor en trepas he c'hastell
            Dahud a zañs gant tasmantoù
            Daonet Ker Ys ha buhez diroll
            An holl zo bet beuzet
            Disoñjet he deus o anv abaoe pell
            Kanañ a ra e-pad an noz
            Gwenn evel al loar
            Etre maen gleb ha kozh
            Chom a raio e Ker Ys da viken
            Ne c'hello morse mont kuit
            Dañsal a ra bemdez ha bep noz
            Deus ar goan betek an hañv
            Dañsal a ra atav hag atav
            Dahud a chomo en he c'hêr
            Chom a raio e Ker Ys da viken
            Ne c'hello morse mont kuit.

            Nolwenn Tanguy

             

            21 - Morganez

            Pa emaon pell diouzh ar mor,
            Mougañ a ran
            Ezhomm em eus eus dour sall.
            Gwagoù a ruilh e-barzh ma gwazhied.
            Ennon, santout a ran anezho o krozal pe o sioulaat.
            Gant an avel iodek, ma vlev a fiñv.
            Me zo ur vorganez, ur vorganez
            Me a gan bep noz ha bemdez
            Ar mor eo ma c'harantez
            Me ‘zo ur vorganez.

            Nolwenn Tanguy

             

             

            22 - Baleadenn e krec’h an Douron

            Ur valeadenn a oa kinniget gant Herve e krec’h an Douron, e-kreiz dismantroù kastell Dinan, strouezheg Sant-Laorañs ha traoñienn an Douron.

            Kastell Dinan zo bet distrujet. Chom a ra mogerioù kozh ha kalz a vein evel mein siminal. Ar c'hastell-se a oa kelc'hiet gant douvezioù don.

            Bamet on bet dirak an natur-se ken brav ma oa.

            Kroget hon eus gant ar valeadenn a-hed ur park e-lec'h ma oa bet maiz, dre un hent gleb. Etre an hent hag ar park e oa bet drastet an douar gant moc'h-gouez. Spontus e oa !

            Ur wech erruet e-barzh ar pikol koad hon eus kerzhet betek ma oamp erru e-krec'h an douvezioù.

            Na don an hent serzh-se ! Met ne vern ! Aet omp d’an traoñ ! Skourroù ha gwrizioù a oa a-hed an hent ivez ha ret e oa deomp bezañ war evezh ! Met a-benn ar fin e oa aesoc'h deomp krapat betek en nec’h, a-dal ! Ur gwir blijadur e oa evit an holl daoust d'ar maskloù.

            Herve a zisplege deomp tout an traoù diwar-benn ar c'hastell, dedennus kenañ e oa...

            A-hed an hent en deus diskouezet Herve pegen barrek e oa ivez diwar-benn an natur. Diskouezet en deus deomp roudoù yourc'hed. Ur gwir baradoz eo ar c'hoad-se evito.

            Amañ e-pad ar brezel diwezhañ e c’helle kalz a rezistanted kuzhat e-kreiz ar c'hoad, a-drugarez d'an dismantroù, d'ar melloù mein e pep lec'h. Dre ur wenodenn e veze moaien da zont e-kreiz ar c'hoad ha kas ar c'heloù d'ar rezistanted, war-droad pe march-houarn .

            Pelloc'h, ur wec'h erruet dirak an Douron, an douar a oa goloet gant bleunioù gouez, kignen, diskraboù. Kavet zo bet ivez ur vi bran.

            Evit echuiñ ar valeadenn hon eus gwelet ur maen-sonn e-barzh ar strouezheg, kalz a rezistanted a oa bet lazhet eno.

            N'em eus ket gwelet an amzer o tremen ken dedennus ha kentelius ma oa ar valeadenn.

            Bernadette Baucher

             

             

            23 - Pinocchio ar penn-pour brabañsour
             
            E-barzh liorzh burzhudus moereb Filomena, en em glev an holl da sabatuiñ, evel ur familh eürus. Mont a ra an traoù didrouz plaen ha flour; pep hini a oar petra en deus d'ober, pep hini a oar lakaat e boan da vezañ reizh e-giz Mamm Natur faot dezhi an traoù da vezañ. Ne zeufe ket soñj d'al legumaj a gresk aze, da gemer an eil plas egile. Pep hini a oar mat-tre petra a zo d'ober, ha moereb Filomena n'he deus ket da glemm deus fich-trubuilhoù, a blij dezhe mont amzer hag amzer da sevel reuz du-mañ du-hont, n'eus forzh pegen cheuc'h vez ar gompagnunezh.

            War bouezig, ha dre gàerig, ar bokejoù kabusin a dres o hent dre-greiz  delioù glas ar c'houlourdr evit mont da lakaat gouloù splann war an avaloù-douar dilufr.

            Gwir eo memes tra, ar maligorned hag ar melc'hwed ruz a oar dont alies dre zindan ha war skoach, da strafuilhañ ar c'hreskañs trankil-se. Kavout a ra moereb Filomena, legumachoù aflijet war o lec'h, ha daoust d'ar boan hag ar glac'har, rankout a ra krennañ drailhennoù, beb mintin. Goulaouenn Velenig, ar goulourdrennig vraz, he deus kollet div eus he delioù, etre ar re vravañ evel-just. Ur vezhekadenn poanius!

            Steredenn Wenn, an domatezenn, ne glemm ket anezhi pa wel ar vreudeur Troell ne anavez ket, o krimpat war he garioù ur c'hwezh ken dudius ganto, evit mont laez da zigoriñ o bokejoù gwenn dre-douesk he frouezhennoù ogosig azv. Kavout a ra an dra-se brav, lavaret a ra: «Un dra vat eo bezañ holl a-unan. Ret n'em sikour. Hon paour-kaezh breudeur Troell, ne vijent ket gouest da welout an heol birviken ma rankjent redek war an douar e-pad tout o zammoù buhez».

            Da lavaret ar wirionez, al liorzh-se a zo ur gwir baradoz, lec'h eo plijus da legumaj ober o dever legumachoù: labourat da vat da greskiñ, tevaat, kemer liv ha kargañ o c'horfoù gant blaz mat. Ar pezh zo, er bloaz-mañ, ez eus c'hoarvezet un dra, en deus lakaet bec'h e-barzh an holl buhezioù. Ur souezh! Ur penn-pourig en deus kavet an tu da chom bev goude ar goañv. Moereb Filomena he deus disoñjet anezhañ e-kreiz ar c'hornig douar turc'haet d'ar c'hreisteiz.

            Ar penn-pourig-se, e-lec'h mont kuit d'an nevez-amzer e-giz eo ar voazamant bep bloaz evit ober plas d'ar c'houlourdr, en deus en em lakaet da greskiñ, kenañ-ken.

            Ken bras eo deut, kollet en deus e benn! En em gemer evit roue al liorzh a ra, peogwir eo uheloc'h evit tout ar re a zo en-dro dezhañ. Soñjit! Memes Paskweten, an artichaodenn, a zo deuet da soñjal eo bihan en e gichen. Moereb Filomena a zo chomet etre daou soñj e-pad pell, ma n'he deus ket gellet ober he soñj da dennañ anezhañ. Re vrav e oa. Laosket he deus anezhañ da zont bras, ha brasoc'h-bras, mar troe c'hoant dezhañ. Ne ouie ket peseurt penn fall e vefe deuet hennezh da vezañ diwezhatoc'h, ar penn-pourig-se. Aet eo betek badeziñ anezhañ!  Goulaouenn Velenig, ar goulourdrennig, a gont he deus klevet anezhi lavaret e anv: 'Pinocchio', en arbenn d'ar gaou-fri a deu hir war e benn.

            N'eus ket da lavaret, brav eo, bras eo, ha glas splann eo a penn-pourig-goañv-se. Pezh zo, e oar sell deus ar re all gant daoulagad fier-ruz, ha kaozeal a ra gant komzoù ne vezont ket klevet morse e-barzh ul liorzh.

            «Sellit deus outoc'h, sellit deus ho stad divalav, o tiskrapat an douar evel preñved... Da c'hoarzhin a zo o sellout deus outoc'h! Ken bihan! Ken lous!  Sav! Ret vefe doc'h kaout kalon! Gwelit ma stumm hep par, amañ, tost ouzh an oabl glas!»

            Gwir, gwir, n'eo ket farsal, lavaret a ra an traoù-se, hep dont ruz gant ar vezh. Bloñs-Divloñs ar meloñs, en deus brudellet ar gaoz da  C'houlaouenn Velenig, ar goulourdrennig. Gouez eo aet. Ruz eo c'hoazh he daoulagad ganti, gant an daeroù, hag he zorkad blev melen cheuc'h, a zo aet a-dreuz war an tu kleiz deus he fenn.

            «Kemerit ac'hanon da roue! Gouest oc'h da welout, al liorzh-mañ a zo ma douar, peogwir n'eus den ebet gwelloc'h evidon da eveshaat ac'hanoc'h holl asambles, c'hwi, paour-kaezh falleganigoù pladet war an douar. Unan bennak amañ, c'hellfe arvestal ar c'hornichonigoù hag an harikoù glas en em weañ evel naered dindan an delioù, en un taol-lagad? Unan bennak amañ, vefe gouest da soniñ alarm, mar karfe ul lapin dont da zebriñ unan eus outoc'h? Me ma-unan, a zo ar roue, n'eus ket da vreutaat.»

            Goulaouenn Velenig, ar goulourdrennig vraz, a zo skuizh-marv o klevout kement rogentez. Piv eo ar brabañsour teod hir-se  n'eus tamm blaz dezhañ e-kichen Bloñs-Divloñs ar meloñs, pe kichen Steredenn Wenn, an domatezenn, hep lavaret an holl anvioù?  Ne zegouezh ket d'ur penn-pour bezañ roue, den ebet n'en deus klevet un dra ken amoet-se, gwech ebet! Hag ouzhpenn, piv en deus ezhomm eus ur roue e-barzh ul liorzh lec'h omp holl troad-oc'h-troad, abaoe ma eo bet plantet ar c'hleuzioù gant moereb Filomena?

            - Troad-oc'h-troad, respet, ha saour!', en em laka  an holl legumachoù da skroeñjal, aet drouk en o c'horfoù o selaou teod-fall ar brabañsour-se.

            - Ezhomm a zo deus outomp holl war an douar, ha ken talvoudus omp holl. Hep disoñjal den ebet. N'eus forzh pegen bras, peseurt liv, peseurt saour, n'eus forzh pe mare ar bloaz e teuomp dindan an heol tomm.'

            Sklerijenn Vras, an harikenn c'hlas, a gomz un tammig kreñvoc'h evit ar re all. E-pad an amzer-se, an Avel en devez atav e zivskouarn digor bras, ha savet war an tu e klev trouz, a soñj dezhañ e vefe deuet ar mare da sevel... Ar mare da renkañ ur fest bihan evitañ  e-unan. Ur fest evit  kreñvaat e nerzh war-nes mont da netra, goude dezhañ bezañ chomet da feneantiñ e-kreiz an hañv.

            Un dra lâret, un dra graet. Hep dale, a-nes dezhañ goût dare, Pinocchio ar brabañsour hir e deodig, ken uhel war e c'har hir, en em gav tapet e-kreiz ur gwall fourrad avel. En em gavout a ra e-barzh ur barr-amzer ken rust, a soñj dezhañ ne echuo ket morse. Troiñ a ra, diskorntroiañ a ra ivez, dont a ra tev  ur mare, ha plad dillo war-lerc'h. Tev ha plad, lec'h ha lec'h. Daeroù a red war e vizaj, ha klemm a ra. Hopal a ra da C'houlaouenn Velenig, ar goulourdrennig, da laoskel he delioù braz uhel walc'h evit dezhañ skoachañ dindan, med netra tout. Kàer en deus hopal, ne zeu den da sikour, den ebet ne glev anezhañ. E fri hir a zo aet kromm, miser en deus o klask tennañ e anal. Dont a ra tevoc'h-tev, ront evel ur volotenn. Soñj a ra dezhañ emañ o vont da greviñ.

            Asped a ra Pinocchio ar penn-pourig: «-Kemerit truez, boulc'hurun!»

            Da ziwezhañ, an Avel n'eo ket ken fall-se anezhañ. Klevout a ra, ha laoskel a ra anezhañ da adkavout e neuz cheuc'h ha disteñget adarre.

            Koulskoude, Pinocchio a gav gwelloc'h chom bihan, souchal a ra, tostaat a ra e benn ouzh an douar, e lec'h vo aes da guzhat ouzh an avel karn-se. Ne faot ket dezhañ bezañ roue ken. E fri hir a zo deuet bihanik, bihanik, hag un enebrez chichant a zo deuet war e vizaj. Goulaouenn Velenig, ar goulourdrennig, ne anavez ket anezhañ mui.

            Lavaret a ra: «Deus ta Pinocchio, deus ganeomp ! »

            «Ac'hubit da blas e-barzh liorzh moereb Filomena. Goûd a rez e c'hellfes bezañ gwall istimet? Gant da benn sonn ha plom, n'az pefe ket da bar evit spontañ kuit al laboused a zeu da veketañ ac'hanomp. Ni a vo fier deus outout!»

            «Troad-oc'h-troad, respet, ha saour!', en em laka  an holl legumachoù da zamgomz a-unvouezh. Sederaet en em gavont. Goude-se, trankil hag eürus adarre, mont a ra annezourien  al liorzh burzhudus-se, d'o labour, sioul ha didrouz. Mont a ra an traoù, plaen ha flour a-nevez.

            Pep hini a oar petra en deus d'ober.

            Suzanne Guerrot

             

            24 - Livioù an amzer

            DU evel ludu e-barzh ar siminal goude ar flammoù,
            ROUS evel al louarn rous e-kreiz ar maezioù,
            AOUR evel mouezh flour ar rimadelloù,
            RUZ evel ur boc’hruz o c’hwitellat el liorzhoù,
            GLAS evel daoulagad c’hlas er menezioù  ,
            ROZ evel ar baradoz goude hor stourmioù,
            GWENN evel sklêrijenn an heol diouzh ar beureoù,
            ORANJEZ evel frouezh nevez en hor gwerjeoù,
            MELEN evel ur wenanenn en-dro d’ar bleunioù,

            Erru eo an nevez-amzer ! Esperañs zo en amzer da zont !

            Coralie Droit

             

            Limerigoù Mark Kerrain

            Ul limerig (limerigoù el liester), pe limrig (diwar ar ger heñvel e kembraeg), zo un tamm barzhoneg pemp gwerzenn ouzh hec'h ober, gant al linenn ziwezhañ peuzheñvel peurvuiañ ouzh an hini gentañ. Iskis pe farsus e vez peurvuiañ, hudur a-wechoù.

            25

            Setu, deuet eo an nevez-hañv

            gwisket eo gant bokedoù laezh

            hag an evned a zo bremañ

            o kanañ war ar maez.

             

            26

            Me gar an ostaleri

            banneoù ha kaniri

            bremañ eo trist ar bed

            hep banne na kan ebet

             

            27

            Ur wech e oa ur pesketaer eus Plouezoc’h
            a ‘n em gavas gant ur vorganez ‘tal ur roc’h
            « Me garfe, emezi, Ganeoc’h-c’hwi dimeziñ.
            -Ya, laouen, eme Yann, ma teuit eus Llanfairpwllgwyngyllgogerychwyrndrobwllllantysiliogogogoch.

             

            28

            Truez ouzh ar paourkaezh kovid
            oa erru e kof Job e Panvrid !
            Ar virus roe bec’h
            met ne voe ket trec’h,
            ma voe skubet ha skarzhet ha beuzet en e skid.

             

            29

            Na trist ar goañv, Katell, e Kemperle !
            Amzer re yen ‘vit neuial pe vale,
            pe  roeñvat war al Laita,
            ha mont goude da baotreta
            ha tommañ kof ouzh kof barzh ar gwele.

             

            30

            Paotr Penmarc'h roas e galc'h en deiz all
            D'un azen en e bark da chutal:
            met al loen dizesk
            a grede oa ur pesk
            a chaokas, ha paotr Yann neuze d'hinnoal.

             

            31

            Ma moereb kozh Soazig Jegou
            a ra pep tra gant manegoù
            divegañ ar fav
            dishiliañ hogoù fav
            ha dibunañ barzhonegoù.

             

            32

            Ma nizez Aziliz eus Pariz

            'deu da Vreizh da zebriñ brennig kriz

            Hi o chaok 'n o c'hrogenn

            Hag e lavar ouzhpenn

            Ar re-se zo gwelloc'h eget piz.

             

            33

            SON BLANQUER

            Piv eo an den drouk
            Piv eo al loen fall
            zo ‘klask lazhañ hor yezh
            e Pariz e Bro-C’hall.
            -Blanquer da sutal
            -Blanquer da sutal

            Kasoni en e benn
            Kasoni en e revr
            Piv zo ‘vougañ hor yezh
            nemet ar paotr Blanquer.
            -Blanquer da sutal
            -Blanquer da sutal

            Drougiezh en e benn
            Falloni er penn all
            Kasomp brulu Blanquer
            da strakal da Vro-C’hall.
            -Blanquer da sutal
            -Blanquer da sutal

             

            34

            Gwiskañ d'ar bleiz gall kroc'hen un dañvad
            A garfe ar politiker breizhat
            Ha goude-se e leuskel da redek
            Er park ma tiwallomp ar brezhoneg

             

            35

            E-lec'h ma staot ur c'hi e staoto daou pe dri
            E-lec'h ma staot un olifant ne staoto na mil na kant.

             

            36

            Ar marichal Bugeaud pa servije Bro-C’hall
            a vouge bugale ha mammoù mesk-ha-mesk
            e kevioù Kabilya ... Ne oa ket labour fall
            pa lenner e anv war dal ur skol e Brest.

             

            37

            Un dañserez diboell, eus Garmisch-Partenkirchen,
            'Oa e Breizh o teskiñ dañsal ar gavotenn :
            « Gant div pe deir c'hentel Me gred ne vin ket pell l ! »
            C'hoazh 'maint ouzh he gortoz e Garmisch-Partenkirchen.

             

            38

            Pa oa kouezhet Yannig Kadeg
            er poull, na pebezh grakadeg!
            dirollet gant ar c'hoarzh
            kof ur ran a darzh
            hag he stripoù war benn Yannik Kadeg.

             

            39

            Yannig vihan eus kêr Gwened
            Pa oa o klask tapout raned
            A oa kouezhet er poull
            Ha gleb oa e doull
            Ma c'hoarzhe outañ ar poullad raned.

             

            40

            Pluñv o nijal en-dro din-me
            Pluñvennoù erc’h eo ar re-se
            Anouedet ma bizied
            Hastomp d’ar gêr ma vo gwasked
            Kuñvoc’h e vo pluñv ma gwele.

             

            41

            Me 'mañ atav ar brezhoneg
            ganin-me em c’halon
            hag e vlaz c'hwek bepred em beg pa bokan d’am itron.

             

            42

            E Pariz o deus kant kuzul,
            hag enno tud fur e-leizh,
            Gant pemzek mil euro ar miz
            n'eus ket ken bras furnez e Breizh.

             

            43

            En Afrika ar marmouz  gouez
            a glask e voued e-barzh ar gwez.
            oar dibluskañ e vananez.

            ***

            En Europa an dud re skuizh
            n'int mat da vann gant o dek biz
            gant o dek biz n'ouzont o'r mann
            na dibluskañ frouezh o-unan.

             

            44

            Poent dit c'hoarzhin un tamm
            Skrignal gant tregont dant
            E-leizh da c'henoù, e-leizh  da revr, a-raok leuskel  flaer
            da vramm diwezhañ.

            Mark Kerrain

             

          • Me garje bout   reizhet 2 v2.jpg
      • Embannet gant ar gevredigezh K.L.T.
      • 16/04/2021
Logo KLT41 Kae Leon 29600 MONTROULEZ
02 98 63 98 79 - 06 82 77 10 10 - klt@wanadoo.fr
Digor e vez ar burev eus al Lun betek ar Gwener
9e15 / 12e15 – 1e45 / 5e45 g.l.
 
Adkavit K.L.T. war Icon twitter Icon facebook Icon Instagram   Koumanantiñ d'al lizher-kelaouiñ
Région Bretagne Région Bretagne Communauté de communes de Morlaix

 

 
Lakaet da dreiñ gant diasite
Savet gant Diateam