Ur c'hevredad kevredigezhioù eo K.L.T. da gentañ penn gant ar soñj kas war-raok yezh ha kultur Breizh e bro Montroulez. Ditouriñ a reomp ivez, par mar c'hellomp, an holl re a faot dezhe gouzout hiroc'h diwar-benn ar pezh a vez graet er vro hag e Breizh a-bezh.
          • 2 - Skridoù an difi - Eilvet lodenn (45 da 58)

          •  

            45

            Tud Trinidad ha Tobago
            N'int ket re sot gant an tango
            setu kalz a
            zañs ar salsa
            Nemet Marïa gant he lumbago

             

            46

            Poent dit c'hoarzhin un tamm
            Skrignal gant tregont dant
            E-leizh da c'henoù, e-leizh da revr, a-raok leuskel flaer
            da vramm diwezhañ.

            Mark Kerrain

             

            47 - Gedour Rosko

            Er mintinvezh-se eus miz meurzh 1942 en em zistag div skeudenn diouzh ar vrumenn war chaoser porzh Rosko, en aochoù norzh Mor Breizh, e Breizh.

            François-Marie Roualec, kourser hag avanturier, a zo o parañ e sell ouzh an dremwell, daoulagad mouget dezhañ. Emañ e post e hanter skeudenn arem war ur sichenn greunvaen, e penn pellañ ar chaoser el lec’h m’edo eñ e-unan, kig ha gwad, 150 bloaz abretoc’h, a-benn gedal al listri o tont.

            Un nebeut metr dioutañ en em zalc’h an « oberschütze » Dieter Hermann, 21 bloaz. Paseal a ra goustadig war bavezoù ar chaoser, digas, o terc’hel e fusilh war e skoaz. Kalz koshoc’h e seblant bezañ gant e gapotenn liv vergl-gouevr warnañ hag un tok-houarn a skeud hanter-dremm anezhañ.

            Distonioù ur post bihan a sav deus « Tavarn ar Porzh », unan deus an ostalirioù a-regennoù dirak ar mor. Emañ Radio-Pariz o skignat ur ganaouenn en he brud e bro C’hall a c’houde meur a vloavezh :

            « Y'a d'la joie, bonjour, bonjour les hirondelles,
            « Y'a d'la joie, dans le ciel par dessus les toits,
            « Y'a d'la joie, et du soleil dans les ruelles,
            « Y'a d'la joie, partout y'a d'la joie.

            Ha setu Dieter kaset en-dro etrezek e vloavezhioù a grennard, pa veze e vamm, kelennerez war ar galleg er Goethe Gymnasium e Düsseldorf, o tibunañ pozioù ar ganaouenn en ur ober he labour tiegezh pe en ur zifaziañ he c’hopioù. Kanaouenn Charles Trenet, kanet gant Maurice Chevalier, a veze skignet alies war Radio Tour-Eiffel tapet dre wagennoù berr, ha strakadennoù ouzhpenn en a-dreñv.

            Gant e vamm nemetken e komz Dieter ar galleg. N’en deus ket gwelet anezhi abaoe daou vloaz dija. Chom a ra a-sav, skoet gant ar from. Envorennoù ha pozioù a za dezhañ a-strew :

            « Y'a d'la joie, la Tour Eiffel part en balade
            « Y'a d'la joie, partout, y'a d'la joie
            « C'est l'amour, bonjour, bonjour les demoiselles
            « C’est l’amour…

            Daoust d’ar brezel, d’ar vuhez soudard ha d’an troioù-ged enouüs er porzh e ta da vezañ neuz Dieter Hermann un tammig skañvoc’h ha dizoursi en trist devezh-mañ eus fin ar goañv. Ouzh e dreid e krog al lanv oc’h uhellaat da c’holoiñ an traezhennoù ledan. War c’horre an tonnoù e ta hag e ya ur gased goad gant bezhin tro-dro dezhi o rasklañ korf ar bagoù staget ouzh o c’hrogoù-mor. War un eor merglet e chom kludet ur c’hefeleg-mor, digas ouzh ur bagad morvrini o vitellat deus bezhin da vezhin. Savet eo ar vrumenn. En diabell, izel war ar mor, e spurmanter mein-res a laka ar c’houmoul war dec’h manier e-skour ouzh an dremmwel.

            -- Schau voraus ! Wirklich nirgends war es so unfessar wunderschönen wie hier !

            Pep gwezh ma tremen e-kichen skeudenn François-Marie Roualec, e kemer Dieter plijadur d’e chuchuiñ un nebeut gerioù evel ma vefe ur c’hamalad kozh a c’heller fiziout dezhañ traouigoù ar vuhez bemdeziek hep riskl nag engouestl. Daoust dezhañ gouzout ar c’hourser ken bouzar ha mut e klask e c’herioù galleg evit bezañ komprenet mat.

            -- Sell ‘ta ! E gwir n’em eus gwelet ur plas ken brav e neb lec’h !

            Hag ar soudard da genderc’hel en ur farsal :

            -- Sell ‘ta ! Ma welez ar Saozon eus a-bell. Te a lâr din. Es ist verstanden ? Kromprenet ?

            Ar memes kefridi a laka anezhe da vezañ tost an eil ouzh egile, daoust d’ar bloavezhioù : harzañ ar vartoloded hag ar soudarded Saoz da zilestrañ war douar Bro C’hall.

            Bro-karour eo Dieter hep bezañ ur penn bervet gant ar Führer. Sammañ a ra seder e gefridi, ha graet en deus eus ar c’hourser a vreizh e gompaer. Hag eñv n’o deus ket ar memes enebour ? Hag eñv ne oa ket bet siellet un euredenn nevez a-eneb d’ar Saozon gant dornad Petain da Hitler e Montoire ha gant diseur Mers-el-Kebir (1 300 martolod gall bet lazhet gant ar Royal Navy) ?

            Ar Saozon ! Pet deus oute en deus gortozet gwezharall François-Marie Roualec, un nebeut paotred gantañ, skoachet ma oant etre Rosko hag an Enez Vazh ? Eoriañ a rae brikoù an enebourien diouzh an noz e-barzh ar ganol war-hed hanter-taol un tenn-kanon. Mindrailhañ a raent an aod evel dalled araok ma veze laosket da vont a-skouladoù o c’horad da zoujañ : martoloded-gopraer hag a dreuze Mor Breizh a-benn palforsiñ, lazhañ, preizañ, entanañ. Pet pennoù deus oute en deus taolet er mor, faoutet ma vezent evel ur gozh vouled ? Deus kanodoù E Veurdez Grasius e tae a-benn François-Marie Roualec hag e letananted yaouank, o tiflukañ deus an dour gant feulster ar rinkined divoued, noaz pe dost, hag huzil war o c’horfoù, en ur yudal evit spontañ an enebour kement hag evit dieubiñ o javedoù chomet re bell stardet war ur mell pezh a gountellasenn. Edo paotred-all o c’hortoz war ar ribl gant o mouskidi war goupl o brec’h : peurechuiñ a raent al labour ha redeg war-lerc’h sujidi George III war an traezhennoù, an tevennoù hag ar reier ken a rentfent o ene d’an diaoul. Taolioù-kaer hag a dalveze a-vat un hanter-skeudenn arem, staliet ma oa bet e porzh Rosko e fin an XIXvet kantved gant ur gompagnunezh gouiziek !

            N’en deus ket Dieter Hermann en e gont kement a oberoù skedus. N’en deus nikun memes. D’ar muiañ tout, gant e gevrenn eus ar Wehrmacht, en deus asuret evezhaerezh ur charreadeg a brisonidi Saoz etre Abbeville ha Caen araok dont a-benn da gemer Roazhon e miz mezheven 1940, c’hwistañ etrezek Brest ha bezañ kasarniet e Rosko. O vezañ na a-raoskl, na daer, eo kountant-net eus e roll humbl a zifenner harzoù-mor Europa eus an douar bras.

            -- Schau voraus ! Sell ahont ! Lakaet o deus tarzhañ ur roc’h !

            E norzh pleg-mor Rosko e labour ur skipailh micherourien war vegenn Santez-Barba. A-holl-viskoazh en deus c’hoariet ar pikern roc’hellek a vir pasajig ar porzh ur roll a-bouez evit diwall an tolead ouzh an argadennoù o tont deus tu-all Mor Breizh.

            Ur gourdrouz a-c’houde kantvejoù, ha deuet da vezañ a-vremañ !

            Setu perak ez eus gwazed a-zegoù oc’h ober bec’h bemdez war-dro labourioù a vagoar. Bertimoù, pezhioù-kanol ha postoù-evezhiañ a zo savet war meur a lec’h a bep tu eus Bae Montroulez. Soudarded zo a grog dija d’en em staliañ, armaj ha kanonioù gante. Gellout a raint gwelout hep bezañ gwelet, rak ar morgleuzioù ha stalerezhdifenn a bep seurt a glok brav gant stumm ar reier ha plegoù an tachennoù.

            Etre Bro Holland ha Bro Spagn ez eus miliadoù a santieroù digoret evit sevel Moger Meuvor Atlantel ; miliadoù a santieroù a c’houlenn miliadoù a donoù houarnaj ; miliadoù a oberoù-difenn a zo da vezañ pourvezet gant armoù ha munisionoù. Ezhommoù mallus ha ret ! Peb tra a c’hell bezañ rekizisionet bremañ a-benn pourveziñ metal hep houarn d’an uzinioù armoù, deus skeudennoù a varc’hegerien betek oberennoù arz en ur dremen dre gleier an ilizoù.

            E miz meurzh-mañ eus 1942 eo deuet tro François-Marie Roualec da vezañ sakrifiet evit bec’h ar brezel. Setu ar pezh en deus klevet Dieter e Tavarn ar Porzh e-lec’h ma ra un ehan ur wezh an amzer evit evañ ur werennad « Champagn breizhat » (ur banne rom dindan dour Seltz). Plijout a ra Louise d’ar soudard yaouank ; patronez an davarn an hini eo, - tennañ a ra deus e vamm. Koulskoude n’en dije ket aet betek lâr dezhi e komprene galleg.

            En ur selaou kaozeadenn ar vartoloded o tiskargañ deus ur vag-gregin ur bern maerl bet draget un nebeut gourhed alese, en deus gouiet e tlefe bezañ lamet ar skeudenn arem gant implijidi ar barrez araok fin ar sizhun.

            Indiniet eo Dieter Hermann o soñjal e disparti an hini a adkav kasimant bemdez abaoe hir mizioù, da forzh peseurt eur, dindan
            forzh peseurt amzer pe stad an oabl. Met petra ober ? Krenn eo urzhioù Berlin, ha sklaer instruksionoù gouarnamant Vichy, ha war ar seblant ne daol ket pled kuzul ar barrez ouzh an haroz kozh-mañ lakaet en harlu e penn pellañ chaoser ur porzh war an diskar.

            E Montroulez ivez eo bet rikizisionet monumant ur c’hourser-all, breton ha brudet, Charlez Cornic, met ur vouladenn blastr eus e hanter-skeudenn a zo bet graet a-ziagent. Muioc’h a chañs en deus bet ur merdead-all e Sant Malo : salvetet deus an teuz eo bet skeudenn war dreid Robert Surcouf gant un nebeut keoderien a zo aet da weled pennoù bras soudard ha disoudard. Hag eñv ne oa ket bet kourser Sant Malo arouez ar stourm a-eneb Yann Saoz, e Bro-C’hall ha war an Douar-Bras, dre e vuhez hag e daolioù-kaer ?

            Soudard plaen ar c’hentañ klass Dieter Hermann n’en deus ket eñ nag a lec’h-dont nag a anaoudegezh. N’eus ket anv anezhañ zoken da welout o vont kuit e gomper kozh ! Ha graet e vo deus outañ ‘vel ma vez graet gant ur chidourenn pe ur gorzenn gozh a blomerezh ? Ket !... Henoazh en deus amzer vak dre chañs. Loar nevez zo hag an nozvezh vo du-dall tra ma vo uhelvor gant ar barr-amzer da zont.

            Hanternoz tremenet eo pa za un den gwiskamant soudard warnañ maez deus ur varakenn staliet er porzh. Gant al lañv eo savet an avel hag a vounta buan ha buan sa ar reter ar c’houmoul du-pod ha pounner. En ur dec’hout kuit e varellont an oabl liv ar c’hleiz gant torgennoù iskiz ha gourdrouzus oc’h en em reneveziñ hep ehan, o vezañ strewet a-gentizh stummet. Gouelini zo o klakenniñ, kaset gant ar gorventenn. Berr-ha-berr setu un amzer ne lakaer ket Job Lak-e-barzh maez an ti!

            Ur patrouilh motoriset zo o paouez tremen – gouzout a ouia an den ez eo an hini diwezhañ deus ar serr-noz. Pourmen a ra e sell epad hir amzer war an aochoù damsklerijennet a seblant flastret gant ar c’houmoul izel. Bountañ a ra ur garrigell war ar chaoser. Dre ma tosta en em zistag hanter-skeudenn kourser Kastell en damc’houloù : Dieter Hermann n’en deus morse gwelet anezhañ ken kreñv, na ken balc’h, kasimant dichek.

            Reiñ a ra un taol-lagad diwezhañ tro-war-dro ; neuze e krog ar soudard yaouank a-dro-vriad er skeudenn a oa bet dam-disiellet gantañ e-pad an devezh. Lezel a ra anezhañ kouezhañ didrouz e-barzh ur garrigellad maerl, laosket war ar chaoser, hervez e c’houlenn, gant ur martolod eus ar vag-gregin. Ur garrigell-goad brehioù hir dezhi hag emañ o vountañ anezhi betek diri ar c’halaj elec’h ma c’houlo anezhi.

            A-ziagent en doa Dieter Hermann taolet evezh da rodellat ur c’herdenn tro-dro d’ar skeudenn – meur a dro, hep skoulm – a-us rik ar sichenn. Ha dre-se, stardet gant un osierenn, en em sanka kourser Kastell-Paol, derez a zerez, er porzh, an dour louet anezhañ o vezañ turmudet laosk gant ar mare-lanv ha red ar ster Penzez. Ur jestr trumm gant an dorn ha setu François-Marie Roualec, kourser hag avanturer, aet en-dro e-barzh ar mor, dilezet d’e blanedenn nevez.

            *

            E-pad ar bloavezhioù-mañ a vrezel ez eo ar mor an dachenn ma vo treset warnañ planedenn Europa. Kuitet en deus Kastel-Paol Dieter Hermann hag e vagad e fin 1943 a-benn mont davet aochoù « Pas-de-Calais » lec’h ma oa gortozet Debarkamant ar strolladoù aliañset. Digabestret e vo e miz genver 1948 ar-lerc’h m’en do divinet porzh Sant-Nazer, serret betrabes er rann-vro Beauce ha meinet un nebeut henchoù.

            *

            En deiz a hiriv n’int ket ken an Alamanted, ar Saozon, ar C’halloued enebourien a-ziwar-lerc’h evel ma vezent kent. Sujidi He
            Meurdez a zilestr a-viliadoù hep armaj met gant o pakajoù, o gweturoù hag o c’haravanoù, eus ar ferry a ya bemdez davet Plymouth ha Rosko. Pep bloaz diouzh an hañv e vez aloubet gant an Alamanted al lojoù-maez hag an tachennoù-kampiñ eus Breizh, un tolead a blij dezho hag a vez ac’hubet, ar wezh-mañ e peoc’h, an traezhoù dioutañ.

            Lojiris eo deuet da vezañ tier « Blockhaus » begenn Santez-Barba hag ar saverezh dioute a veze heuliet gant Dieter Hermann deus tuall al lenn-porzh. Ankounaet eo bet hiriv-an-deiz kourser hag avanturer François-Marie Roualec. Sichenn greunvaen hag a zouge e hanter-skeudenn zo aet da vezañ savenn evit pladenn-douar an dik nevez, hag un nebeut tud kozh nemeken o deus soñj edo ur monumant, kent, e penn pellañ ar chaoser. Emañ aze bepred « Tavarn ar Porzh » met hiviziken eo anveet « Ostaliri-Ti-Krampouezh al Lann Aour ». Chomet eo e-barzh ar memes familh ha dalc’het abaoe 2005 gant Yvette Severe, merc’h bihan da Louise.

            N’eus ket pell, a-greiz kaozeadenn he fratikoù a-ziar neventioù an otoioù, he doa kontet Yvette penaos e oa bet gwelet ganti en he yaouankiz - 11 bloaz dezhi, dre-se e 1968 - , ur c’harr « kombi » Volskwagen fichet, nevez-flamm, o chom a-sav dirak ar stal. Kentañ gwezh dezhi gwelet unan. Kentañ gwezh dezhi ivez gwelet un tourist eus Bro Alaman.

            Blenier ar wetur, un den en e hanter-kant vloaz, a brezege mat galleg. Saludiñ seven en doa graet an holl dud en ur vont tre araok gourc’hemenn :

            - Ur rousig, mar plij. Ha gellout a ran kaout ur werennad rom ?

            - Deoc’h-c’hwi eo ar c’harr brav-se, a c’houlennas ar grennardez, divezh un tamm anezhi o vezañ diwar lignez tavarnourezed. Gellout a ran mont e-barzh ?

            Digoret frank he doa Yvette he daoulagad dirak ar minibus liv oranjez dezhañ, merkesennet gant ur VW glorius dindan ur werenndal penn-dre-benn. Maneañ en doa graet ar c’hlik-klak, an daol-bleg hag an doenn-da-zigor. Estlammet e oa en ur gomz dioutañ araok vilipat ar pikoloù kirri-kampiñ, gwir ranndioù war rojoù, a stank bep hañv ar gweled war ar mor evit ar pratikoù azezet war he savenn-douar…

            Arzour e oa perc’henn ar c’harr « Kombi », kizeller e Düsseldorf. E tachenn gampiñ Perharidy en doa en em staliet evit ar vakansoù ha dont a rae ingal er stal a veze graet « Tavarn ar Porzh » dioutañ c’hoazh.

            Ur wech en doa tostaet an estrañjour eus ar Jukebox, ur c’hozh mekanik war e dremenvan a lake ur c’hreunenn a zrantiz e kalon ar pratikoù. Aze e oa, steket ouzh ur voger dindan un nebeut fotoioù brasaet eus porzh Rosko araok ar brezel.

            Kemmet en doa an den ur bilhed dek lur evit pezhoù-arc’hant silet gantañ dre faout ar mekanik. En e goazez en em lakas :

            -- Ur rousig hag ur werennad rom, mar plij.

            Daou pe dri stirlink bennak ar-lerc’h ha setu pennvadoù kozh (« J’ai deux amours », « La java bleue », Y’a de la joie ») o tiwan ur pekad hirnezh ‘barzh ar stal gozig didud en eur-mañ deus ar mintin. O c’hervel ar plac’hig Yvette a gave bepred tra-mañ-dra d’ober adreñv ar c’hontouer e c’houlennas :

            -- Plij a ra dit ? Anavezout a rez ?

            -- O nann, dam, a zisklerias-hi. Kavout a ran gwelloc’h Adamo ha Johnny.

            -- Domaj ! Un aotrou, an hini eo ar c’haner-se.

            Sevel a reas ha lakaat un eil gwezh kanenn Charles Trenet. Neuze e welas Yvette daeroù o tiverañ war e zremm. En em c’houlenn a ra bepred, hanter-kant bloaz goude, hag eñv e oa he estrañjour misterius o ouelañ digant tristidigezh pe laouenidigezh.

            Ar plac’h bihan a spurmantas anezhañ div wezh, pe deir, e-pad an hañv 1968. Paseal a rae difonn war bavezoù ar chaoser ha chom asav e-pad munutennoù hir o sellout ouzh an donvor. Kement a draoù a c’hell bezañ ijinet pa vez ar mor o tichaliñ hag o tisoloiñ an aochoù-bev ken frank en dazre…

            Danevell savet gant Fañch Olivier ha lakaet e brezhoneg gant Yvonne Olivier

             

            48 - An den a chuchue e pleg skouarn an avel

            Kontadenn awenet gant annezidi Menez Are
             

            Avel o c’hwezhañ,
            Avel-viz o c’hwibanat,
            E delioù fav, mouch-avel,
            War pleuñv ar bobelan, aezhenn…
            Met trouz ebet en ti,
            Ha bugale sioul hiriv !

            « Hey ! Toni ! Diskenn ‘ta, pase poent eo dit dont davit da lein ! »

            Fuloret eo Mamm Toni er mintin-mañ, e gwir : n’eo ket dihunet, ar paotr, n’eo ket dibikouset, na walc’het kennebeut, ha loariañ a ra…

            Reizh ! Drailhkousket en deus, spontus ! Forzh penaos ez eo bepred ar memes tra pa c’hwezh an avel. Hag e-pad an noz-mañ… me lâr deoc’h ! avelaj…, forzh pegement ! avel greñv e-barzh an dervenn gozh dirak an ti, a zeue d’en em silañ dre skarioù ar prenestroù hag an nor. Ha dreist-oll c’hwibanadennoù an avel dre frailhoù prenestr e gambr.

            Ha neuze evel peb taol, ne chom dezhañ met sankañ don dindan e c’holc’hed ha klask soñjal eus tra-mañ tra all. Met peurliesañ ne ‘z eus d’ober : torret eo e huñvreoù donnañ gant c’hwezhadennoù skiltrus an avel.

            -- Ret eo din kavout un diskoulm d’ar gudenn, se n’hell ket padout, emezañ dezhañ e-unan, en ur wiskañ e chupenn war e gein, hag e votoù en e dreid.

            Un tammig goude, pa’z eo war blas ar marc’had gant e vamm, ne glev met komzoù diwar-benn an avel foll-mañ, o ren er vro a-c’houde ouzhpenn ur sizhun. Distoukal a ra Toni, eveljust, intereset ma ’z eo.

            -- Ha tra ebet d’ober eneb d’an avel, a lâr unan.

            -- Se ‘zo ar memestra gant an dour, eme un all, en em silañ a ra e peb lec’h.

            -- N’eo ket evit netra e vez lesanvet Pier Moanig…

            -- Ha klevet ‘peus eus an den a chuchu e pleg skouarn an avel, eme ar varc’hadourez. Lâret e vez ne c’hell ket ken an avel dont ‘barzh un ti war e lec’h. Sevel a ra ur vogerenn dirak an aotrou Keravel.

            Hag hi da gontañ muioc’h diwar-benn an den-se : gouzout a ouia piv eo peogwir emañ-hi o chom er Menez, eveltañ. War evezh emañ Toni, ha muioc’h-mui ken ma tiwan goustadig ur soñj en e benn : ma c’hell an den-se harz an avel da zont en e gambr eo eñ an hini a zlefe mont da gavout… A-benn nebeut e zeuio amzer ar vakañsoù, hag evel kustum ez aio Toni da dremen un nebeut devezhoù e ti e dud-kozh a zo o chom e-kichen ar menez. Neuze e c’hello mont…

            ****

            Brav an amzer ; savet eo abred ar paotr Toni ; pront ha kalonek e kemer e sac’h-kein hag en doa lakaet e-barzh anezhañ en araok un tamm bara, un aval hag e lamp dinamo, ha yao ! en hent etrezek ar c’hreisteiz, sa ar menez.

            E lez Koad Hir, ur c’hoad bras ha teñval, en em gav gant ur vaouez kozh : « Demat deoc’h, Mamm gozh, emezañ ». Ne respont ket ar vaouez kozh dezhañ, met goulenn digantañ :

            -- « Hag eñv ‘peus tra pe dra evidon ?

            -- « Setu amañ un aval, ma ‘peus c’hoant, emezañ.

            -- « Trugarez, Paotr yaouank. E pelec’h emaout o vont ?

            -- « ‘An war-zu ar menez da gavout an den a chuchu e pleg skouarn an avel. Marteze e anavezit anezhañ, keta ?

            -- « Emaout war an hent, a respont ar vaouez, me ‘zo o vont da sikour ac’hanout. Kae en-eeun gant an hent betek lein ar menez. Aze ‘po tu da welout deus a-bell tro-dro, hag e weli ul lenn a astenn e troad an duchenn Mikel. An den emaout o klask a chom rik e-kichen. »

            A-vec’h achiet he ger e tro he c’hein trumm, ha stlakal he daouarn, ha diouzhtu en un taol setu ur marc’h dirazo.

            -- ‘Vi ket pell gant ar marc’h-se, kae war e gein !

            Souezhet un tamm, met fiañs ennañ memestra, setu Toni war gein ar marc’h ha betek ar Roc’h Ruz en nebeut amzer.

            Evel ma oa bet lâret dezhañ gant ar vaouez kozh eo kaer-meurbet ar gwelva : neudennoù brumenn ar mintin o flotañ a-us ar menez, al lenn o skeredenniñ a-ziabell hag an duchenn Mikel oc’h islinennañ an dremwel. Diskenn a ra Toni deus e jav evit diskuizh un tamm, met, a-vec’h war an douar setu ar marc’h aet diwarwel !

            -- Daonet ! emezan, ret e vo din mont war droad bremañ.

            Ha kalonek, e kemer adarre penn an hent etrezek ar Su.

            ***

            Gweañ a ra e dreid kement a vein ‘zo, met mont gantañ memestra. Strizhañ a ra an hent tamm ha tamm, betek dont da vezañ un hent-don, ur wenojenn kleuzioù uhel a-bep tu dezhi ha manennoù a bep seurt warne, hag a ya betek ur vougev. Kurius ‘vel ma ‘z eo e tosta Toni outi ha spurmantiñ ur stumm teñval… un apostol bennak a zo o frifurchal aze war a seblant.

            -- Ha neuze, eme d/Toni, ezhomm sikour ho peus marteze ?

            Distreiñ a ra an den : bihan kentoc’h, ur c’hroc’henn loen warnañ ‘vel gwiskamant, blev distoupet, foutouilhet, ur mell penn-bazh en e zorn, ha war e benn un tok du erien ledan dezhañ. Tennañ a ra un tamm d’un dudenn diwar faltazi a vevje el lanneier ar vro.

            -- A ‘ta ! Evit ur wezh ! Setu amañ un den a zegouezh mat ! a gri-eñ. Ha n’az pije ket dre vurzhud un alumetez hag ur voujitenn, pe un draig bennak a zigas goulou un tammig e pep lec’h pa vez ezhomm ?

            Toni a gemer e sac’h, ha tenn e lamp-dinamo, e laka da vont hag e reiñ d’an den.

            -- Ur burzhud eo ! a respont an den evit e drugarekaat.

            Hag an den da vont pelloc’h er vougev sklaerijennet gant al lamp-dinamo. Ha n’eo ket pell evit kavout ar pezh a
            oa o klask :

            -- Setu, amañ ‘mañ, ar maen-se, a lâr en ur zont en-dro etrezek Toni ha diskouez dezhañ ur maen ront ha kleuz, manier ur skudell plat. Ezhomm groñs ‘m eus anezhañ evit ma oazadennoù louzoù, hag e gollet ‘m boa an noz diwezhañ en ur zont en-dro deus ar valeadenn. Trugarez dit, Paotrig, setu amañ da lamp burzhudus. Ha mar bez ezhomm e c’helli gervel ac’hanon, forzh pegoulz.

            -- Degouezhout oc’h brav ! Emaon o klask war lerc’h an den a chuchu e pleg skouarn an avel. Marteze e anavezit anezhañ, eme d/Toni en ur lakaat e lamp-dinamo en e sac’h.

            -- Hag e anavezañ ? Ya sur, ha n’eo ket marteze. Er menez, amañ, an holl zo anaoudegezh an eil d’egile. N’em eus ket amzer awalc’h evit mont d’az heul, met ma ‘z ez gant an hent-mañ e kavi anezhañ a-benn nebeut.

            -- Mersi a lâran deoc’h, Aotrou, a respont Toni.

            -- N’eus ket a Aotrou evidon ! Fil-Gorrig a vez graet ouzhin. Ale, ken ur wezh-all, Paotrig.

            Hag eñ gant e hent.

            ***

            A c’houde meur a eurvezh emañ Toni o kerzhout, ha skuizh eo bremañ. Ne ya ket ken buan. En ur dostaat ouzh ur wazh o vont kamm-jilgamm e traoñ ur prad e spurmant ur vran a c’halv warnañ :

            -- Ha tra pe dra ‘peus evidon ? a lâr-hi.

            Ha Toni, estonet un tamm, da reiñ dezhi ar c’hreun bara en doa lakaet en e sac’h araok mont kuit.

            -- Mersi dit, Paotr yaouank. Ha pelec’h emaout o vont, a c’houlenn ar vran.

            -- Emaon o klask un den a zo o chom tro-dro amañ, er Menez. Lâret e vez e c’hell chuchuiñ e pleg skouarn an aotrou Keravel evit e sioulaat.

            -- War an hent mat emaout, a respont ar vran. Ha gellout a ran sikour ac’hanout. Pign war ma c’hein, ha nijal a raimp d’e vete.

            « Ha penaos an diaoul e c’hellin-me derc’hel war gein ken vihan an evn ? » en em c’houlenn Toni. Tostaat a ra ar vran outañ, ha Toni a sav warni, hag hi da vrasaat, da vrasaat, ken ma ‘z eo bras awalc’h da zougen ar paotr. Flapañ a ra he divaskell, kemer he lañs ha nijal etrezek al lenn.

            Ne vo ket pell ar vran evit mont betek ur vilajenn, lezel Toni enni, adkavout he ment diaraok ha nijal kuit etrezek an norzh.

            ***

            Setu Toni o kerzhout er vilajenn e-lerc’h m’en em gav gant un den sioul, hegarat ha tavetek. Goulenn a ra Toni digantañ hag e anavez an den a chuchu e pleg skouarn an avel. An den, grik ebet gantañ, a gemer dorn ar paotr, hag asamblez ez eont en un ti er vilajenn.

            --Tud ‘zo ? a c’houlenn an den.

            Neuze e klev Toni trouz un den o fiñval a-dreñv ar speurenn, ha trumm en em gav gant ur paotr mentet etre, lunedoù pounner war e fri ha gwisket gant dilhad labour, blev reut foutouilhek dezhañ, evel ma vehe o tihuniñ. N’eo ket fuloret, met hegaset kentoc’h :

            -- Bob ! N’m boa ket lâret dit chom hep dont d’am gwelet pa vezan o labourat ? emezañ.

            Hag o welout Toni e kemer ur vouezh dousoc’h :

            -- Sell ‘ta, Paotrig ! Petra emaout o klask dre ar vro-mañ ?

            -- Emaon o klask war-lerc’h an den a chuchu e pleg skouarn an avel, a respont Toni.

            -- Evit ober petra gant an den-se ?

            Ha Toni da zisplegiñ dezhañ tout an istor.

            Neuze, echu an displegadenn, grik ebet gantañ, e ra an den un hej d’e zilhad goloet a vrenn-heskenn, e laka urzh en e vlev gant e zorn, ha tap e sac’h. Ha da d/Toni :

            -- Kae ‘barzh an oto ha lâr din pelec’h emaout o chom.

            Hag an daou da vont e ti mamm Toni.

            -- Daou, daou, daou.

            Un nebeut taolioù sec’h war an nor a zigor trumm.

            -- Demat deoc’h, a lâr an den. Toni en deus displeget din ez eus skarioù e prenestroù ho ti hag an avel d’en em siliañ e-barzh, ar pezh e harz da gousket ; moarvat int kozh. Labourat a ran en ur melezour-ti, ha gellout a ran kinnig deoc’h un diviz evit cheñch prenestroù ha dorioù an ti. Ha ma ‘peus c’hoant e vo posupl deoc’h paeañ tamm ha tamm. Eveljust e c’helloc’h kaout sikour gant ar gouarnamant pa ‘z e vo daou-weradur an dafar.
             

            Marc’had ‘zo bet siellet
            Hag an ti kempennet !
            Ha gant ar paotr Toni,
            Huñvreoù hir ha hir
            Hed e nozvezhioù sioulaet.

            Yvonne Olivier

             

            49 - Prad Tachenn ar plant

            Ma zad-kozh zo ganet e bloavezh 1896 ha marvet er bloavezh 1971, d'an oad a bemzek vloaz ha tri-ugent. N'eo ket bet gwall binvidik biskoazh en e vuhez met ur prad en doa, bet deuet dezhañ digant familh e wreg kentañ. Ha dezhañ eo atav daoust ma eo aet d'an anaon hanter kant vloaz zo peogwir n'en deus ket bet graet paper ebet abaoe. Un eontr kozh a bae an tailhoù setu 'n eus trubuilh ebet : war-dro ugent euro bep bloaz. Un dro bennak memestra e ranko bezañ reizhet an traoù. Tachenn ar Plant eo anv ar prad-se. Tachenn ar Plant zo anavezet gant tud ar vro rak eno 'oa bet diskennet parachutoù e mare ar rezistañs, e kreiz ar bloavezh 1944.

            E kreiz ar prad e tremen ur wazh-dour : an Dourdu an hini eo. N'eo ket gwall ledan rak amañ omp tost tre eus an eien.. Eno 'mañ an harz etre kumun Plouigno hag hini Plegad-Gwerann setu an hanter eus ar prad zo e Plouigno hag an hanter all e Plegad-Gwerann..

            Pa oan bugel, er prad-se veze troc'het ar foen ur wech ar bloaz. Al labour-se veze graet war hanter etre ma zad ha ma eontr ha goude e veze lodennet ar bernioù foen hanter-hanter evel just. Daoust ma oa ur valeadenn hir a-walc'h d'ober a-benn mont di, an dra-se 'oa eviton hag evit ar vugale all un abadenn eus ar c'hentañ, kalz bravoc'h eget vakañsoù en tu all d'ar bed e Maldives pe Seychelles pe me oar me. Un digarez da welet ma c'hendirvi ha kamaraded all ha ne welen ket alies. C'hoari gant an dour, lampat dreist an Dourdu eus Plouigno da Blegad, ruilhal war ar bernioù foen, pignat er gwez evel an holl vugale : plijadur a veze forzh pegement 'vit ar vugale. Evit ar re vras e oa un afer all : daoust ma oa un traktor bihan pe daou 'vit trec'hiñ ar foen, mesklañ ha dastum anezhañ chom a rae  labour d'ober gant ferc'hier : berniañ  ha kargañ ar foen er c'hirri. Ouzhpenn-se ne c'halle ket an traktor mont re dost eus ar rivier gant an aon na chomfe sac'het betek e gof e kreiz ar prad. An dra-mañ en em gave ur wech an amzer : ur gwall daol 'vit al labourerien met un abadenn 'vit ar vugale !

            Daou ugent vloaz zo n'eus tennet tamm foen ebet ken eus Prad Tachenn ar plant : gleb an douar e kement korn zo, ha re ziaes da labourat. Ne vez ket graet ar foen ken gant ostilhoù dorn. Bremañ e plas ar geot zo diwanet broen, drez, lann, balan, gwez haleg. Ur baradoz 'vit al loened gouez : lapoused a bep seurt, youc'hed, moc'h gouez.

            Petra 'vo graet bremañ gant prad Tachenn ar plant ? Gwerzhañ anezhañ ? Ne gaver den ebet da brenañ anezhañ goude ma vefe evit netra !!

            Er familh an holl dud zo a du 'vit lârout e tlee an eontr kozh bezañ perc'henn war prad Tachenn ar plant rak gantañ an hini eo eo bet paeet an tailhoù e-pad hanter kant vloaz.

            Emichañs 'vo graet ar paperioù ha reizhet an traoù e-keit ma chomo bev an eontr kozh.

            Herve Lautrou

             

            50

            C'hwezh fresk ar glav paseet
            War treuzoù an nor
            Un tenn-anal seder ha don.

            Anne BG

             

            51 - Ma merc'hed

            Al loar hag an heol

            Evel al loar,
            Brav ha kevrinus eo
            Fulennnus, hi a sklêrijenn ma spered, ma c'halon

            Evel an heol,
            Laouen ha kalonek eo
            Tommañ a ra ma spered, ma c'halon

            Ma merc'hed,
            Al loar hag an heol
            An noz hag an deiz
            Disheñvel, brav, karantezus
            Ma merc'hed, ma sterennoù
            Ma c'harantezioù, ma buhez

            Nolwenn Tanguy

             

            52 - Dahud

            Dindan ar mor en trepas he c'hastell
            Dahud a zañs gant tasmantoù
            Daonet Kêr Ys ha buhez diroll
            An holl zo bet beuzet
            Disoñjet he deus o anv abaoe pell
            Kanañ a ra e-pad an noz
            Gwenn evel al loar
            Etre maen gleb ha kozh
            Chom a raio e Kêr Ys da viken
            Ne c'hello morse mont kuit
            Dañsal a ra bemdez ha bep noz
            Deus ar goan betek an hañv
            Dañsal a ra atav hag atav
            Dahud a chomo en he c'hêr
            Chom a raio e Kêr Ys da viken
            Ne c'hello morse mont kuit

            Nolwenn Tanguy

             

            53 - Morganez

            Pa emaon pell diouzh ar mor,
            Mougañ a ran
            Ezhomm em eus eus dour sall.
            Gwagoù a ruilh e-barzh ma gwazhied.
            Ennon, santout a ran anezho o krozal pe o sioulaat.
            Gant an avel iodek, ma vlev a fiñv.
            Me zo ur vorganez, ur vorganez
            Me a gan bep noz ha bemdez
            Ar mor eo ma c'harantez
            Me ‘zo ur vorganez

            Nolwenn Tanguy

             

            54

            Faotañ a ra din bezañ gant tud, kig, eskern, dour ha gwad enno. Tud mes merc'hed kentoc'h.

            Disin

             

            55 - Sartre hag ar piz bihan

            Dalc’het em eus soñj eus ur vandenn-dreset am boa studiet gant va skolajidi. Warni e veze gwelet Achille Talon o strinkañ dour war e gleuz gant ur gorzenn-douriñ. Brav e oa an amzer. Digatar e oa an oabl. Oc’h ober ar memes tra edo e amezog Ernest. A-daol drumm e veze gwelet Achille o hejañ e zorn dehou dirazañ evel ma vefe o klask en em zizober diouzh ur mennozh droch. Met kreñvoc’h e voe ar mennozh-se eget e youl hervez. En em stagañ a reas da strinkañ dour war Ernest evit e vrasañ displijadur.

            Un tammig evel Achille e oa Paol e gwirionez. Bez e c’helle bezañ fur betek ma veze taget gant ur mennozh diskiant. Pe bez e c’helle c’hoarvezout darvoudoù diroll gantañ evel ma vije bet ganet dindan azon ar furlukin.

            Ur wech enta e voe pedet da zebriñ koan e ti dean Skol-Veur Aberdeen gant lennerien all. Un eskemm a oa etre Skol-Veur al lizhiri eus Roazhon ha hini Aberdeen.

            Un tammig aonik e oa. Estreget tri lenner all e oa gwreg an dean ha pennkelenner ar gevrenn c’hallek.

            Da gentañ e voe un digor-kalon aozet e-barzh ar sal-degemer. Porto a voe servijet dezho rak sot-nay e vez ar Vreizhveuriz gant ar gwin-se.

            Bep taol ma veze echu e werennad gantañ e veze skuilhet ur werennad all dezhañ. Neuze e krogas e benn da vezevenniñ goude ur pennad. Met ret e oa dezhañ chom din ha reut war e zivharr.

            Lakaet e voe al listri war un doubier wenn-kann. Ouzh taol neuze ! Pep hini en e blas. Ha setu an teodoù o tistagellañ. Ne oa ket fentus na plijus an abadenn avat. Komzet e veze diwar-benn Sartre hag an hanvoudelouriezh. Klask a rae Paol eñ mougañ e win.

            Avaloù-douar, piz bihan gwer gwer, lipig « gravy » hag un tamm kig bevin a voe lakaet war e asiedenn. Piz bihan ! Evel ma oar pep unan e lak ar Vreizhveuriz ar boued war gein ar fourchetezenn. Pezh a dalv e ranker bleniañ ar boued gant harp ur gontell. Ur sapre afer eo !

            A-benn ar fin en em zibabas madik a-walc’h. Tro-dro dezhañ e kendalc’he an dud da gaozeal dizehan. Komzet e veze diwar-benn ar varzhed skozat d’an taol-mañ : Ferguson, Burns ha me oar me.

            Erru e oa tro ar c’hig distrempet e-barzh al lipig rouz. Kalet e oa an tamm fleñch-se kouskoulde. Ha setu Paol oc’h ober e seizh gwellañ evit troc’hañ un tamm. Ripañ a reas ar gontell avat ha setu ar piz bihan a chome bev en e asiedenn o sachañ o skasoù war an doubier wenn-kann ; gleb teilh anezho gant al lipig rouz. Mezh ruz a oa war ar paourkaezh paotr evel-just. A-daol drumm e voe serret an holl begoù. Sevel a reas an dean. A-daol drumm e tigoras dor ar gegin. Dont a reas ur pikol labrador tre. Hag eñ oc’h eilpennañ ar c’hadorioù hag an daol. Hag ar piz bihan o tec’hout d’an daoulamm ruz diwar an asiedoù. Ha beuzet an doubier gant al lipig gravy.

            « - Do Shlainte ! » (yec’hed mat!) a huchas an dean en ur sevel e werennad win ruz.

            « - Failte ! » (donezone mat!)

            Jacques Yves Mouton

             

            56 - Moustrerig

            Dre vlotaat.          K a gemm e G
            Dre c hwezhan.     K a gemm e C h
                                       L an hini a garan
            Dre vlotaat.          T a gemm e D
            Dre c hwezhan.     T a gemm e Z

            Gislaine Moulin

             

            57 - Ur vojenn evit Gouel al labour(er)
            Ar vran hag al lapin : da selaou war https://youtu.be/MRuY-RHqFJA

            Itron vran war he gwezenn kludet
            A-hed an dervezh ne rae netra ebet
            Ul lapin gouez en ur welet anezhi
            A gred goulenn kement-mañ diganti :

            -Me ivez neuze a c’hellfe chom eveldout-te azezet
            Ha chom evel-se hep ober an disterañ tra ebet ?

            - Evel-just va mignonig e lostig gwenn
            Sell aze, war al leton e c’hellez astenn
            Ha bevañ, eürus ha disoursi hiviziken.

            Ha raktal Yannig da azezañ laouen
            Hag en em reiñ da gousket kerkent
            Tremen a reas Lanig al louarn du gant an naon
            Ha pa welas ar c’hrigner o kousket aze dispont
            A dostaas outañ didrouz, dinec’h ha diboan
            Evit ober gantañ ur c’hovad lipous ‘giz koan

            Evit bezañ e goudor da vat
            Azezet treñkilig-kaer ha dibreder
            E ranker bezañ plaset uhel-mat

            Herve Lossec

             

            58 - Virus gast !

            Trouz ebet tro-dro din, santad anken

            Sioul, o c'hortoz petra emañ an dud,

            Fin ar bed, barn d'ar marv mab-den ?

            Al laboused bihan zoken a chom mut


            N'eus anv nemet diwar-benn ar virus

            War ar gazetenn, er radio. En tele hep fin

            Gant pennoù-bras gouiziek, tud sirius

            Hag ivez riboterien dour o c'hlaourenniñ


            Pep hini zo kroufet-kloz en e di

            Mont da bourmen eo krak difennet

            Hir an amzer 'barzh va minic'hi

            Ne zeuio den 'bet hirio d'am welet


            Sell ! Ne harz ket ken ki-pastor va amezeg

            Ne glevan ket anezhañ, yantao, bouzaret ?

            Dirak du-mañ e vale un den war ar straed

            Cheñch a ra tu kerkent n'eus va gwelet


            Aon o deus pep hini rak egile, tudoù !

            Ha ma vefe hemañ mevel an ankoù

            Sellet outañ a-boan ma vez kredet

            N'eo ket ken ar bed m'eus anavezet


            Setu 'mañ deuet en-dro an heol bremañ

            Goude c'hwec'h miz glav hep ehanañ

            Erruet just asambles gant ar gaster virus-se

            Evel ma vefe oc'h ober goap ouzhpenn-se


            Marteze e kouezh warnon ar gwall

            Diwar c'hoari danvez-sorser hep feiz na reizh

            Ya, treiñ a ra ar bed war an tu fall

            Ma, biskoazh-kemend all, va zudoù keiz !


            E penn-kentañ e oa evel ma vefe ur c'hoari

            Hirio den ebet ne oar peur bennak 'vo echuet

            Peur e c'hellimp bevañ, laouen ha disoursi

            Evañ ur banne Coreff ti Tom gant mignoned


            Sentomp ouzh ar c'huzulioù aketus ha kempenn

            Dalc'homp fiziañs start en dazont mab-den

            Ha touiñ a ran deoc'h ar bed a cheñcho krenn

            Kenavo prestik, bugale, mignoned, kerent.

            Herve Lossec

             

          • ecrire ordinateur papier 6043544 v2.jpg
      • Embannet gant ar gevredigezh K.L.T.
      • 16/04/2021
Logo KLT41 Kae Leon 29600 MONTROULEZ
02 98 63 98 79 - 06 82 77 10 10 - klt@wanadoo.fr
Digor e vez ar burev eus al Lun betek ar Gwener
9e15 / 12e15 – 1e45 / 5e45 g.l.
 
Adkavit K.L.T. war Icon twitter Icon facebook Icon Instagram   Koumanantiñ d'al lizher-kelaouiñ
Région Bretagne Région Bretagne Communauté de communes de Morlaix

 

 
Lakaet da dreiñ gant diasite
Savet gant Diateam