Ur c'hevredad kevredigezhioù eo K.L.T. da gentañ penn gant ar soñj kas war-raok yezh ha kultur Breizh e bro Montroulez. Ditouriñ a reomp ivez, par mar c'hellomp, an holl re a faot dezhe gouzout hiroc'h diwar-benn ar pezh a vez graet er vro hag e Breizh a-bezh.
          • 3 - Skridoù an difi - Teirvet lodenn (59 da 66)

          •  

            59 - Ur varzhoneg diwar-benn al laboused

            Labous labous va dous
            Nij kuit va eostig
            Pell pell va zurzhunell
            Klask kuzh va boc'hruz
            Uhel a-walc'h va moualc'h
            En ul lec'h laouen va c'haouenn
            Don er c'hoadoù va fennglaou
            Tenn da alan va morvran
            Serr da vegig va filipig
            Lak da vask va drask
            Diwallit Diwallit
            Tavit Tavit
            Kuit Kuit
            Mab-den a vo amañ Mab-den a zo amañ.

            Marie-Jo Sourty-Le Guellec

             

            60 - Un termaji an amzer a-vremañ e Peñzez

             

            Du-mañ adalek a-raok an hañv e teu un nebeut karavanennoù war ar blasenn war vord ster Peñzez, e-lec’h ma vez kavet servijoù digoust evito.

            Ar wech-mañ n’eo ket ur garavanenn a zo deuet d’en em staliañ war ar blasenn vihan met ur roulotenn e stumm ur varikenn stlejet gant ur marc’h poster du.

            Gwelet m’eus ar roulotenn, al loen disterniet o peuriñ war an dachenn leton, hag an den o lakaat orjal hag ur paotr-saout tredan en dro d’al leton .

            Dic’hortoz eo da welet kement-se an deiz a hiriv war blasenn Peñzez e-skoaz hanter kant vloaz zo pa deue amañ termajied ha foraouarien da chom e-pad meur a zevezh ma veze an amezeien war evezh ha difiziañs outo.

            Ar soñj a deuas diouzhtu din deus an deiz all p’edon o tont d’ar gêr deus Montroulez p’am boa kemeret an hent a gas da Lokenole a-hed stêr Montroulez. O loc’hañ edon deus kêr pa welis un hir a aridennad kirri-tan em raok ha ne z’aent ket gwall fonnus . Tu ebet da vont hebioù, re strizh e oa an hent gant kerniel tro, patianted a oa ret kaout.

            Pelloc’h e welis ur gweturaj a z’ae trankilig, goustadig tre,met a-benn ar fin pa c’hellis tremen hebiou pa oa deuet va zro  e welis a-dost ar roulotenn, stlejet gant ur marc’h du hag ar blenier azezet en araok,  ranjennoù en un dorn ha seder daoust d’an niver bras a girri-tan a dremene tost dezhañ war e du kleiz.

            Ar roulotenn-se eo a zo deuet da chom kichen du-mañ war ar blasenn vihan, klasket m’eus mont e darempred gant an den, aes eo bet komz gantañ: an den a oa o tont deus Kameled, goude bezañ bet ar bloavezhioù a-raok er Vendée, er Morbihan, e Kreiz Breizh gant e roulotenn, met er bloaz mañ n’en doa ket gellet mont d’an Normandie evel m’en doa bizet setu perak en doa soñj ober tro Norzh Finistère evel ma lavare. Fardet eo bet ar roulotenn gantañ penn da benn, ar marc’h stlejer a zo ur poster deus ar Poitou, anvet eo Spiral.

            Yves Riou, anv an den, a zo war dro dek vloaz ha tri ugent, pesketaer eo bet war bagoù porzh Kameled o pesketa grilhed-mor a-vaez d’ar Maroc. Pa m’eus goulennet digantañ hag-eñ e oa tu da vont e brezhoneg gantañ en deus respontet nann din, ha kontet an dra souezhus-mañ : « war ar vag, pesketaerien Kameled ne gomzent ket brezhoneg, hag ez’eont e penn ar vag da gaozeal galleg, re Vorgat a oa a-ekipaj ganto az’ae e diadreñv ar vag da gaozeal brezhoneg. »

            Aet on gant Glenn va mab bihan da welet an den hag e roulotenn, da flourañ penn ha moue Spiral ha da dennañ ur poltred.

            An deiz war-lerc’h e oa ar sul pa deu tud da bourmen war ribl ar stêr, Yves Riou gant e roulotenn ha Spiral en deus graet kalz berzh, ar familhoù gant bugale a oa laouen o vont tost, da welet anezho, da ober goulennoù ha da dennañ poltriji.

            Ur bern kaoc’h a oa war al leton, kavet en deus fret buan-tre gant tud tik gant bleunioù pe legumaj, hervez ar perc’hen, ar marc’h a gustum ober war dro ugent bern kaoc’h bemdez!

            Al lun vintin m’oa soñj mont da welet anezhañ endro evit mont pelloc’h gant ar gaoz, met goude div nozvezh e Peñzez an termaji a oa aet kuit war-zu Plouenan, ne chome roud ebet war ar blasenn war o lerc’h, pa ne vefe al leton touzet brav!

            Herve Rivoallon

             

            61 - Thibaut : ur gejadenn dic'hortoz e Peñzez

            Du-mañ e miz Kerzu e vez kalz gouelioù deiz-ha-bloaz : hini an tad-kozh, ar vamm-gozh, ar mab-kaer, daou vab bihan, Gouel Nedeleg hag ar bloaz nevez ouzhpenn evit echuiñ ! Ma n'eus ket bet kement a dud bodet er memes devezh, an ti a zo bet bev bemdez koulskoude ha profoù a zo bet e-leizh !

            Ne oa nemet ar c'hozh tamm kleñved kovid a oa o nijal a-us d'ar vro hag o hegasiñ ac'hanomp pa ne veze anv nemetañ war ar skrammoù, er radioioù, war ar c'hazetennoù ha marvailhoù war an dra-se gant an dud : labour d'ar gelaouerien da c'hlaouriñ, da zuañ paper, holl ken barrek an eil hag egile da c'hoari o faborien !

            Dec'h, p'edomp o sellet hag-eñ e valee mat ar gouloù en iliz evit oferenn disul da zont, e iliz Peñzez, un den a zo deuet da zisglaviñ e porched an iliz, glav a rae ingal abaoe ar mintin. An den-se, ur sac'h bras war e gein a lavaras deomp e oa o vale abaoe c'hwec'h eur vintin dindan ar glav, o tont deus Lokireg, kousket en doa bet en un hangar war ar c'holo hag e oa bet dihunet mintin abred gant paotr an atant deuet d'ober war-dro ar chatal. Gleb-teil e oa hag evitañ e oa ar gwashañ devezh bale en doa bet abaoe ma oa loc'het deus Alençon e bro Normandie. Ha ni, Annie va gwreg ha me o sellet an eil ouzh egile gant ur sell truezus war an den ha da ginnig dezhañ da zont war eeun betek ar gêr da lojañ ; a-du e oa bet heb ober ardoù.

            An den-se  bras, oajet a hanter-kant vloaz, a zo en em lakaet en e aes en ti, displeget en doa deomp perak edo war an hent : tremenet e oa dre Menez Sant Mikael, hag e oa en e soñj mont dre Gastell-Paol betek Brest e-lec'h ma oa ur mignon dezhañ e karg deus ti Emmaus ha war-lerc'h ez afe da Sant-Nazer hag echuiñ an dro betek Alençon. Thibaut e anv en doa beajet kalz e broioù estren (India, Afrik an Norzh, Afganistan, bro Spagn) abaoe ma oa bet skoet gant ur gwall-zarvoud en e familh daouzek vloaz zo. Eñ a oa artizan toer e Charleroi e bro Beljia, un devezh pa oa o labourat war un doenn e resevas un taol pellgomz evit kemenn dezhañ ar gwall-zarvoud a oa c'hoarvezet gant e gamaradez hag e vab a c'hwec'h vloaz. Lazhet e oant bet o daou en o  c'harr-tan. War-lerc'h ar gwall daol skrijus-se ken strafuilhet ma oa n'eus ket gellet derc'hel penn na stourm : gwerzhet gantañ e di hag e stal artizan hag aet war an hentoù.

            War-lerc'h an dro-mañ Thibaut en doa soñj mont d'ober tro Europa en ur loc'hañ deus bro Pologne e-pad daou pe dri bloaz.

            Bremañ pa n'emañ ket en e gêr, en deus prestet e di evit lojañ ur c'houblad tud deus Georgie gant ur c'hrouadur bihan hag a oa o kousket en o oto e-tal e di war ar blasenn e Alençon.

            Chomet eo ganeomp da zebriñ koan da sec'hiñ e zilhad, da gousket, da gemeret e zijuniñ, da gaozeal diwar-benn e familh : e vamm, e c'hoarezed, ar familh Emmaüs m'eo tost-tre deus outi ; hag ar glac'har a chom speg en e galon daoust m'en deus klasket kas anezhañ kuit pell ... en aner.

            War-dro dek eur vintin, kemeret gantañ e sac'h-kein a ugent lur pouezh, loc'het e oa war-zu Kastell : Annie zo aet da ambroug anezhañ betek pont Peñzez evel ma vez graet gant  pelerined Sant Jakez...

            Herve Rivoallon

             

            62 - Gwellañ kan he deus ar vran eo he hini hec'h unan

            Bloaz 'zo bremañ e vez kontet ar re varv
            Bloaz 'zo bremañ e vez pulluc’het hon frankiz
            Stalabard Radio ar Sperejoù Bras
            Mesk-ha-mesk gant hini internec’het

            Re nebeut a dud evit diskwel orin an droug
            Re nebeut a dud evit diskoachañ an ongant nemetañ
            Kevala : bodañ an arc’hant… kas an dour d’ar mor.
            Kevatal ? : Ingaliñ etre un nebeut re… ar re ‘oar neuial.

            Ur boue 'vo kaset d’ar mediaoù ha d’ar sperejoù klañv
            Dezhe da safar ar c’homzoù a ra d’an dud bezañ dall
            Ur gouriz plom ‘vo staget ouzh ar re n’hallent ket chom war neuñv
            Dezhe da vagañ foñs ur bed aet d’ar strad

            Kanomp meuleudi ar modernite, hini ar c’hozh industri
            Kanomp meuleudi ar farsite, hini ar furlukined a ra dimp sentiñ
            Kanomp meuleudi ar prosperite, an hini a vez maget gant labour ar re baour
            Kanomp requiem al liberte, an hini a vez mouget gant stalabard ar Stad C’hall.

            Yann Redkorf

             

            63 - Ur wech e oa ur familh

            Ur wech e oa ur familh hag he doa c'hoant digustumañ he buhez
            Daou vugel a oa ganto
            merc'hed ne oant ket, daou baotr ne lâran ket, seizh ha dek vloaz ganto
            evit sevel ur raktres ober tro ar bed, setu unan ha ne vo ket aes

            Tri bloaz en a-raok e oant krog da brepariñ an traoù
            Chom ur bloavezh hep labourat ne oa ket spontus
            Rak e vo moaien paouez da baeañ an ti ruz
            Prest e oa dija ar familh da ijinañ hentoù

            Dre broioù an Asia, an Indonesia, an Oseania hag Amerika ar Su
            Gwelet broioù hep par, bevañ e kreiz an natur
            Se a blij dezho, sur!
            Broioù pinvidik pe gêraozet, ne vo ket tu

            Bevañ e-pad deizioù ha deizioù gant ar familh hepken
            A oa un aventur dedennus
            A-raok na 'z afe kuit ar vugale karantezus
            Pell diouzh tiez o c’herent.

            Yann Audran

             

            64 - Petra zo kaoz zo aet kalzig bagoù pe kiri nij diwar wel e tric'horn ar Bermudez ?

            An deiz all e oan oc'h en em walc'hiñ er gibell. E-barzh an dour e oa daou pe dri zamm gloan bihan o fiñval. Komprenet 'm boa buan a-walc'h eus pelec'h e oant deuet : an deiz-se 'm boa lakaet loeroù nevez, ha daou pe dri zamm bihan 'oa chomet speget dindan ma zroad pe etre ma bizied-treid marteze.

            Pa 'm boa digoret toull-bont ar gibell 'oa en em lakaet an dour da dreiñ buan a-walc'h en ur vont kuit gant un trouz spontus. Hag an tammoù gloan 'oa aet da heul, lonket gant an toull-bont.

            Abaoe an deiz-se 'm eus komprenet penaos e tremen an traoù er mor. Un toull-bont bras zo en tu-bennak. Anez da se e talc'hfe live ar mor da uhelaat gant tout an dour 'vez lakaet ennañ gant rivier Montroulez, hini Peñzez, an Dourdu, an Douron, ha meur a hini all c'hoazh. Live ar mor 'dlefe mont ken uhel ha pont bras Montroulez. Ha koulskoude ne ra ket : ha perak 'ta ?

            D'am soñj emañ toull-bont bras ar mor en tu bennak e kreiz tric'horn ar Bermudez hag eno, ur wech an amzer bigi bras pe bigi bihan, pe kirri-nij 'vez lonket gant an toull-bont-se evel an tammoù gloan er gibell.

            Herve Lautrou

             

            65 - Toccata

            Arabat krediñ ne vez kontet nemet istorioù chas pladet e kazetennoù pep korn bro, pell alese. Sed-aze ar pezh a zisklerio deoc'h an istor-mañ eo bet souezhet ganti betek tud al lezenn a vicher. Istor ar c'hi Toccata an hini eo, e-giz ma 'z eo bet disliberet gant kazetennoù ar vro ha dalc'het ganeomp e-touesk hon dastumad gwellañ danevelloù bet embannet.

            Eus pelec’h e teu an anv Toccata? 'Blam d'an harzhadennoù graet gantañ sur a-walc’h : Toccata en devoa ur vuhez trist ha reuzeudik e loch-ki Teirbron, parez vihan a vro Dreger. Un dervezh a chañs e teuas un den en e hanter kant vloaz hag a zigasas anezhañ gantañ e Sant Divy nepell alese. Graet propik an traoù gant hemañ pa voe lakaet un ardivink dindan kroc'hen an aneval skrivet ennañ anv ha chomlec'h e berc'henner kenkoulzh hag anv ar c'hi.

            Rediet da guitaat ar vro 'pad pell amzer abalamour d’e labour e bed ar pellgomz e voe glac'haret-tre ar pec'henner nevez-mañ pa ne c'helle na degas ar c'hi gantañ na fiziañ anezhañ d'un den tost dezhañ. Em zizober eus ar c’hi a reas neuze ha digas anezhañ en ul loch-ki dalc'het gant ur gevredigezh eus kef-lev an departamant.

            Pa tistroas eus a bell vro, meur a vloavezh da c'houde, e oa bet disoñjet ar c'hi gantañ. Pep tra a dremen gant an amzer, petra fell deoc’h… Etretant avat un intañv eus ar vro en tu all d’e bevar ugent vloaz en doa kemeret ar c'hi gantañ kuit d’an daou chom o-unan, ar c'hi kenkouzh hag eñ. Met daoust ha ne gave ket e lod gant e bec'henner nevez pa 'z ae da bourmen war ar maez pe war vord ar mor gant an hini kent, yaouankoc'h ha difall ? Mont kuit a reas ar c’hi atav.

            Paket ar c'hi o kantreal evelkent e voe digaset-eñ d'e loch-ki a orin. A drugarez d'an ardivink dindan kroc’hen e voe galvet e berc'henner, ken laouen all da gaout anezhañ en-dro. Kement ha ma voe dispignet un 125 € evit an taksi ha 400 € all a-fed frejoù mezeg-loened pa tegouezhas da d/Tocatta bezañ klañv.

            Treiñ a rae ar bed war e drankilite pa klevas anv an den e bevar ugent vloaz eus e vignon kollet. Gwir eo ne jom ket seurt kelloù kuzhet pell en ur vro ken bihan ha bro Dreger Vras. Rak dav eo lavaret eo d’e bec'henner kentañ eo a voe bet fiziet an aneval pa ne oa ket bet cheñchet an titouroù skrivet war an ardivink dindan kroc’hen ! Ne oa ket ur seurt degouezh diouzh grad an an hini kozh ha gervel a reas ar perc'henner all a-benn pakañ Toccata gantañ en-dro… pezh a nac'has hennezh ober, anat deoc'h.

            Aheurtet e tibabas an hini kozh mont da gomisardi Lannuon evit dougen klemm : laeret e oa bet e gi digantañ ! Siwazh, hanterouriezh ar boliserien na gasas da netra pa ne faote da hini ebet plegañ.

            Setu arru an afer dirak al lez-varn ha galvet an den en e bevar ugent vloaz da zont ... asambles gant ar c’hi. Hag an holl e sal ar breujoù, ar c'hi e kreizh hag an daou zen a bep tu dezhañ.

            Diplegadoù, breudoù... hag an daou zen da ouelañ druz! An holl a voe lakaet diaes gant an afer luziet-mañ, betek ar c'hi hervez rentañ-kont ar c'hazetenner.

            Heuliañ pizh al lezenn a felle d'ar prokulor met petra a c'helle ar gwir en ur seurt degouezh? Ma vez al leveoù piaouet gant an hini e vezont en e gerzh hervez ar c'hod sivil, hennezh oa bet cheñchet nevez 'zo ha ne vez ket mui graet gant al loened e-giz pezhioù arrebeuri. Siwazh ar c'hemm-mañ a zo erruet da c'houde lod eus ar fedoù graet anv anezho en istor-mañ... Ha gant piv ez ayo ar ger diwezhañ en ur seurt "casus belli" ?

            Disoc'h an tabut a seblante bezañ e vije an hini kozh ar gwir perc'henner met e oa ret dezhañ paeañ ar fredoù bet dispiget da bareañ ar c'hi. An holl a voe lakaet diaes, ar barner da gentañ pa oa dezhañ dibab hep breutadur. Reiñ ur varnadenn mod Salomon? Ma vije bet ur penn moc'h c'hoazh… met ur c'hi e oa ha Lannuon n'emañ ket e bro Sina, alato!

            Sed-aze ma teuas d'ar barner ur menozh dreist - hervezañ e-unan - hag a c'hellfe, piv oar, degouezhout war ur varnadurezh padus hag a gasfe anezhañ war-raok ouzhpenn-se. Lakaat ar c'hi da zibab gant piv e felle dezhañ bevañ : sed aze e vennozh!

            Disterniañ Toccata e rafe evit gouzout davet piv ez ae, hag an hini diwezhañ-mañ a vefe mestr warnañ. Eurvad al loen eo e oa anv anezhañ, neketa ?

            E-mod se e voe graet. Ha da lipat daouarn piv ez eas gwellañ mignon mad-den a gav deoc'h ? Ar barner madelezus an hini eo! Ne jome mui dezhañ nemet daskoriñ fredoù ar medisin-loened... Ha d'an daou all mont da evañ ur banne asambles ha frealziñ an eil egile!

            Per ar Bihan

             

            66 - Ul limerig evit ar vugale

            Furlukin ar sirk Zavata

            A oa aet un deiz da besketa.
            Tapet ur garpenn.
            « Bravat kravatenn ! »
            Ha gwisket er sirk Zavata.
             
            Morvan Bechard

             

             

          • escale au treustel yves riou en roulotte avec spiral 4480232.jpg
      • Embannet gant ar gevredigezh K.L.T.
      • 16/04/2021
Logo KLT41 Kae Leon 29600 MONTROULEZ
02 98 63 98 79 - 06 82 77 10 10 - klt@wanadoo.fr
Digor e vez ar burev eus al Lun betek ar Gwener
9e15 / 12e15 – 1e45 / 5e45 g.l.
 
Adkavit K.L.T. war Icon twitter Icon facebook Icon Instagram   Koumanantiñ d'al lizher-kelaouiñ
Région Bretagne Région Bretagne Communauté de communes de Morlaix

 

 
Lakaet da dreiñ gant diasite
Savet gant Diateam