Difi - Kas 100 skrid e brezhoneg da g/K.L.T.
Miz Meurzh eo da gustum Mizvezh ar brezhoneg, un obererezh savet diwar intrudu Kuzul Rannvro Breizh.
Bezañ emaomp atav gant ar bandemiezh ha start eo siwazh, dibosubl zoken, en em gavet en-dro. Koulskoude e tle hon yezh bezañ gwelet.
Se zo kaoz e kinnig K.L.T. er miz Meurzh-mañ un difi d’an holl deskidi n’eus forzh peseurt live e vefent, d’ar re a souten K.L.T., d’an dud a youl vat e karg eus ar gevredigezh, da izili ar c’hevredigezhioù ezel eus K.L.T., da neb a garo kemer perzh : skrivañ e brezhoneg ur grouidigezh personel !
Embann a reomp an difi-mañ a-benn kaout 100 skrid e brezhoneg a-raok an 31 a viz Meurzh 2021. Frank penn da benn eo an dodenn kement hag ar stumm. Bez’ e c’hell bezañ ur skrid berr, un danevell vihan, un haiku, ur ganaouenn, ur varzhoneg, un disklêriadur karantez, rentañ-kont un obererezh pe un veaj, hunvre ur bed gwelloc’h...
K.L.T. hag e gelennerien a ginnig, dreist-holl evit ar re zo o komañs gant an deskiñ pe ar re n’int ket asur c’hoazh gant o brezhoneg, reizhañ, gwellaat pe pinvidikaat ar skridoù kaset.
Deomp dezhi asambles gant an defi-mañ ha kasit deomp ho skridoù da : klt@wanadoo.fr. Da c’houde e vint lennabl war lec’hienn K.L.T. ha graet e vo bruderezh anezhe dre ar rouedadoù sokial.
Bec’h d’ho kreion, bec’h d’ho klavier !
Baleadenn ober anaoudegezh gant traoñienn an Douron
Lusket gant Herve Lautrou
Bizitañ dismantroù Kastell Dinan & strouezheg Sant-Laorañs
Gwener 5 & 26 a viz Meurzh da 2e g.k. – Digoust
E Plouigno. Lakaat e anv : 02 98 67 71 92
Bizitañ dismantroù Kastell Pennhoad
Lusket gant Jean-Yves Corre
gant ur valeadenn 6 km bennaket
Gwener 19 a viz Meurzh da 2e g.k. – Digoust
E Sant-Tegoneg. Lakaat e anv : 06 88 14 23 53
![]() 02 98 63 98 79 - 06 82 77 10 10 - klt@wanadoo.fr Digor e vez ar burev eus al Lun betek ar Gwener 9e15 / 12e15 – 1e45 / 5e45 g.l. |
|
![]() |
![]() |
![]() |