Ur c'hevredad kevredigezhioù eo K.L.T. da gentañ penn gant ar soñj kas war-raok yezh ha kultur Breizh e bro Montroulez. Ditouriñ a reomp ivez, par mar c'hellomp, an holl re a faot dezhe gouzout hiroc'h diwar-benn ar pezh a vez graet er vro hag e Breizh a-bezh.
          • Kaozeadenn vrezhoneg gant Jean-René Mahé

          • D'ar merc'her 30 a viz Gwengolo 2020
            E ti K.L.T. / Skol Vreizh Ar Manu
            41 Kae Leon, Montroulez
            8e30 noz
            Digoust

          •  

            Betek e 43 vloaz ne ooare Jean-René Mahé, eus Gwerliskin, na lenn na skrivañ. Goude ur stourm ouzh an dislennegezh hag un engouestl e-pad ouzhpenn ugent vloaz e-barzh Addeski, ur gevredigezh hag a labour evit reiñ un deskerezh diazez d’an dud, eo bet anvet Jean-René Mahé e 2019 Marc’heg e Urzh ar Palmez Akademek.


            Gloazet e skoaz ne c’hell ket ken lakaat e anv evit labourioù a-zorn. Kemer a ra perzh neuze e-barzh ur stal-labour lenn ha skrivañ ha c’hwec’h miz war-lerc’h e oar disifrañ ha kompen un nebeud linennoù. A-ziagent, e vuhez pad, e tispake arañjamantoù evit kuzhat e dislennegezh d’e familh, d’e vignoned, war e labour hag e-barzh e vuhez pemdez.


            Fin 2019 eo bet anvet Breizhad ar bloaz da-geñver Trec’hioù Breizh, rekompañsoù breizhek roet bep bloaz abaoe 2014 da dud heverk o deus graet traoù evit ar vro e-barzh tachennoù a bep seurt.

          • JR Mahé   2.jpg
      • Embannet gant ar gevredigezh K.L.T.
      • 27/09/2020
Logo KLT41 Kae Leon 29600 MONTROULEZ
02 98 63 98 79 - 06 82 77 10 10 - klt@wanadoo.fr
Digor e vez ar burev eus al Lun betek ar Gwener
9e15 / 12e15 – 1e45 / 5e45 g.l.
 
Adkavit K.L.T. war Icon twitter Icon facebook Icon Instagram   Koumanantiñ d'al lizher-kelaouiñ
Région Bretagne Région Bretagne Communauté de communes de Morlaix

 

 
Lakaet da dreiñ gant diasite
Savet gant Diateam