Ur c'hevredad kevredigezhioù eo K.L.T. da gentañ penn gant ar soñj kas war-raok yezh ha kultur Breizh e bro Montroulez. Ditouriñ a reomp ivez, par mar c'hellomp, an holl re a faot dezhe gouzout hiroc'h diwar-benn ar pezh a vez graet er vro hag e Breizh a-bezh.
          • Kaozeadenn vrezhoneg gant Jean Roualec-Quéré

          • D'ar merc'her 20 a viz Here
            Ostaleri An Tempo
            8e30 noz
            Digoust
          •  

            Desavet eo bet Jean Roualec-Quéré war ar maez en Sant-Yann-ar-Biz. Diwar intrudu e dud en deus desket brezhoneg e Diwan hag an dra-se betek al lise. Entre daou ved e vevas neuze : brezhoneg ar skol deus un tu hag hini ar maezioù en tu all. E dud-kozh, Leoniz anezho, oa entreupreunerien deuet da labourat en Bro Dreger evit peizanted ar vro. Kustumet e oa neuze ar paotrig da vont ganto, da heuliañ anezho a-dreuz ar parkoù, da welet ha da glevet labourerien-douar dreist-holl pa oa poent an eost.

            Ar c’han a zo a-bouez bras evitañ ivez. Da zaouzek vloaz eo e krogas da zeskiñ kanañ asambles gant e vreur en Plistin ‘pad kentelioù Eugénie Parcheminer. Tro en deus bet ivez da zeskiñ kanaouennoù gant Marsel Guilloux, Sylvain Le Roux peotramant en ur selaou añreujistramañtoù. Un nebeut kanaouennoù en deus rastellet ivez en ur vont da welet ar re gozh.

            Entre 2016 ha 2018 en deus peurglokaet e studioù war ar brezhoneg hag an istor en ur ober un enklask diwar-benn peizanted kanton Taole. Kemeret en deus harp war buhez e familh evit kas al labour-se da benn. Ar memor, anvet Hamon Saliou et les siens (1873-1977*), en deus rastellet eilvet priz Marcel Lachiver 2019 (Skol Veur Caen).

            Dibaoe 2019 en deus adlañset un enklask bet leusket a-gostez hag a zo e bal dezhañ dastum geriaoueg, kredennoù ha buhez al labourerien-douar en brezhoneg en ur gemer harp war ur c’houlennaoueg vras. Un digarez eo evitañ da wellaat e doare da gaozeal ha da dreuskas ar pezh a vez desket gantañ pa ouzer ez eo bremañ kelenner brezhoneg hag istor-geografiezh e skolaj Tanguy Prigent (St-Martin-war-ar Maez).

             

            *Jean Roualec--Quéré, Hamon Saliou et les siens : étude ethno-historique d'une famille de paysans du canton de Taulé (1877-1973), sous la direction de Nelly Blanchard, Brest, 2018. Vous pouvez accéder à la version numérique ici : https://dumas.ccsd.cnrs.fr/dumas-03009187

             

          • Jean Roualec Quéré.jpg
      • Embannet gant ar gevredigezh K.L.T.
      • 13/10/2021
Logo KLT41 Kae Leon 29600 MONTROULEZ
02 98 63 98 79 - 06 82 77 10 10 - klt@wanadoo.fr
Digor e vez ar burev eus al Lun betek ar Gwener
9e15 / 12e15 – 1e45 / 5e45 g.l.
 
Adkavit K.L.T. war Icon twitter Icon facebook Icon Instagram   Koumanantiñ d'al lizher-kelaouiñ
Région Bretagne Région Bretagne Communauté de communes de Morlaix

 

 
Lakaet da dreiñ gant diasite
Savet gant Diateam