Ur c'hevredad kevredigezhioù eo K.L.T. da gentañ penn gant ar soñj kas war-raok yezh ha kultur Breizh e bro Montroulez. Ditouriñ a reomp ivez, par mar c'hellomp, an holl re a faot dezhe gouzout hiroc'h diwar-benn ar pezh a vez graet er vro hag e Breizh a-bezh.
          • Kenstrivadeg danevelloù

          • Foar levrioù ar re yaouank Bro Montroulez
            20 & 21 a viz Du 2021
            Pol sevenadurel ar Roudour
            Sant-Martin-war-ar-Maez

            Reolennoù kenstrivadeg danevelloù

            Dodenn : Kont warnon / Conte sur moi
          •  

             

            Reolennoù kenstrivadeg danevelloù evit lennerien-krennarded 11-15 vloaz

            1.  Aozet eo ar genstrivadeg-mañ gant ar gevredigezh La Baie des Livres  
                 (www.labaiedeslivres.com) hag ar c'hevread K.L.T. (www.klt.bzh) hag e gevredigezhioù ezel.

            2.   Digor eo ar genstrivadeg d'an holl dud.

            3.   Danvez an danevelloù a rank bezañ da gentañ penn evit lennerien / krennarded etre 11 ha 15
                  vloaz.

            4.   Ar skridoù a vo savet e brezhoneg peurunvan.

            5.   Ar skridoù a rank bezañ krouidigezhioù gwirion ha bet diembann betek-hen.

            6.   Ne vo kaset nemet un danevell dre genstriver.

            7.   Skriverezet e vo ar skrid.

            8.   Niver a arouezennoù en destenn : etre 15 000 ha 20 000 arouezenn d'ar muiañ hep kontañ an  
                  esaouennoù.

            9.   Dodenn : "Kont warnon / Conte sur moi".

            10. N'hell ket izili ar juri kemer perzh er genstrivadeg.

            11. 500 € a vo roet d'an hini a yelo ar maout gantañ, 300 € d'an eilvet ha 200 € d'an trivet.
                  Bez' e c'hell ar juri chom hep reiñ ar prizioù ha/pe reiñ prizioù kalonekaat.

            12. Roet e vo ar prizioù da-geñver Foar levrioù ar re yaouank Bro Montrouez e Sant-
                  Martin-war-ar-Maez d'ar sadorn 20 a viz Du 2021. Bez' e ranko al loreidi bezañ e Sant-
                  Martin-war-ar-Maez da resev ar prizioù.

            13. Ar gwirioù war ar skrid a chom gant an oberourien.

            14. Embannet e vo an teir danevell loreet e-barzh ar gelaouenn Al Liamm.

            15. Ar skridoù a rank bezañ kaset da g/KLT a-benn ar sul 31 a viz Here 2021 :
                  KLT 41 Kae Bro Leon 29600 Montroulez pe klt@wanadoo.fr. Titouroù ouzhpenn :
                  02 98 63 98 79 – 06 82 77 10 10

            16. Dre gemer perzh er genstrivadeg-mañ e tisklêr ar perzhiad asantiñ d'ar reolennoù ha da zivizoù
                  ar juri.

          • 2.jpeg
      • Embannet gant ar gevredigezh K.L.T.
      • 10/06/2021
      • En savoir Plus
        La Baie des livres

        La Baie des livres

Logo KLT41 Kae Leon 29600 MONTROULEZ
02 98 63 98 79 - 06 82 77 10 10 - klt@wanadoo.fr
Digor e vez ar burev eus al Lun betek ar Gwener
9e15 / 12e15 – 1e45 / 5e45 g.l.
 
Adkavit K.L.T. war Icon twitter Icon facebook Icon Instagram   Koumanantiñ d'al lizher-kelaouiñ
Région Bretagne Région Bretagne Communauté de communes de Morlaix

 

 
Lakaet da dreiñ gant diasite
Savet gant Diateam