Ur c'hevredad kevredigezhioù eo K.L.T. da gentañ penn gant ar soñj kas war-raok yezh ha kultur Breizh e bro Montroulez. Ditouriñ a reomp ivez, par mar c'hellomp, an holl re a faot dezhe gouzout hiroc'h diwar-benn ar pezh a vez graet er vro hag e Breizh a-bezh.
          • 4 - Skridoù an difi - Pedervet lodenn (67 da 75)

          •  

            67 - Lidoù miz Meurzh

            Ar gwennidelled 'lar : ur miz breton eo.
            Laboused all a gan : miz ar varzhed eo.
            Merc'hedigoù 'hiboud : evit deiz ar vaouez
            Petra 'peus graet da vat, ha savet 'peus da vouez ?

            Digarezit plac'hed n'on ket ur paotr disi
            Pa sav ar sev er gwez hag ar gwad em gwizhi,
            Tapoud a ran ur bic hag ur banne whisky
            Evit kaout kouraj ha bezañ dizoursi.

            Neuze diwar ma dorn – na diaes a-wechoù !
            Brezhoneg leiz ma beg, e skrivan linennoù
            D'ur vrezhonegerez a-dreñv ur maskl kuzhet.

            An aotroù Prosper Proux a bedan diehan
            Evit kavout awen ha pellaad ma foan.  
            Gant ma plijo dezhi ma fozioù entanet !

            (Kevret delwenn Prosper Roux e Gwerliskin)

            Jean Le Clerc de La Herverie

             

            68 - Trouz ar mor

            Klevet 'peus ar mintin-mañ
            Trouz ar mor o tihunañ
            Klevet 'peus en noz-mañ
            Trouz ar mor oc’h en em ledañ
            Klevet a rit noz-deiz
            Trouz ar mor o vont a-zehou hag a-gleiz
            Klevet a reoc’h o vuhez-pad
            Trouz ar mor oc’h ober vad
            Klevet a rafec’h da viken
            Trouz ar mor o kanañ e grevollenn

            Jean Gouérec

             

            69 - An teuz

            N'eus ket pell c'hoazh, e-pad ma oan o vale war-dro an ti on en em gavet gant ur paotr kozh gwisket gant dilhad a c'hiz kozh. Boutoù-koad gant torchoù foen, paltok ha bragez voulouz, boned du.

            Nec'het a-walc'h en doa lakaet ac'hanon gant e zilhad, e vod d'en em zalc'her, e bouez-mouezh, kavout a rae din e anavezen anezhañ.

            An heol a oa tost da vont da guzhat ha ne oa ket re sklaer ken. An den a chome pell a-walc'h ouzhin. Ne welen ket mat e fas.

            Hag e lavaras din: « Ganet on amañ ha ne anavezan netra ebet ken ».

            Respont a raen dezhañ: « N'eo ket poent meurlarjez ha n'em eus ket c'hoant farsal ».

            « Selaou va faotr, emezañ, ne glaskan ket farsal. Deuet on en-dro abaoe un nebeut amzer. Hag e c'hellan lavaret an dra-mañ dit. Ar bed e-lec'h ma 'm eus bevet zo aet da get. Kavet em eus an ti, nemet ne oa loen ebet war e dro, na yer, na kezeg, na saout, na laboused gouez. Ar parkeier ne vezont ket anavezet ken. Pelec'h emañ ar c'hleuzioù, ar c’hirzhier ? ».

            Nec'het-mik e c'houlennis digantañ: « Met piv oc’h-c'hwi? ».

            Mont a rae atav war-raok, hep respont.

            « Gwelet em eus sacherien hag ousthilhoù bras spontus er parkeier. Dreist-holl em eus gwelet ur sacher bras o treiñ douar ha ne oa lapous bet war e lerc'h. Spontus eo! N'eus buhez ebet ken en douar-se! An douar ne harpo ket pell ken, mont a raio gant an avel pe gant an dour beuz. Lavaret a ran dit, an douar zo re gozh evit ma vefe graet goap outañ. War an hent fall emaoc'h ».

            Aon a oa krog ennon. Ouzhpenn e oa deuet an noz ha ne welen ket an den ken. Ur paz a raen war-raok. Ne oa den ebet ken. N’em boa ket gellet mont pell koulskoude. Kaer em boa furchal n’em eus kavet roud ebet anezhañ.

            Piv ‘oa ? Ne c'hellen ket gouzout. Koulskoude em boa anavezet anezhañ...

            Bernard Jézéquel

             

            70 - Tour kastell penhoat

            Klevet em eus ar barr-avel
            O c’hwezhañ 'barzh tour ar c’hastell
            Gwelet em eus eur pechan maen
            O kouezhañ pounner war eun drezenn

            Pa oant o sevel dreuz ar c’hoat
            Kae-ta kae-ta ho
            Da welet dismantroù Penhoat
            Kae-ta dillo

            Klevet em eus aze eur mouezh
            Deuet euz an tu-hont d’ar bez
            Eur gwerzh o kontañ ouel ha gwad
            Deuet an dour 'barzh va zaoulagad

            Pa oant o sevel dreuz ar c’hoat
            Kae-ta kae-ta ho
            Da welet dismantroù Penhoat
            Kae-ta dillo

            Da vuhez zo 'vel eur valafenn
            An amzer teu buan da zispenn
            Da yaouankiz zo tost ha pell
            Ar vilin vras a dro he c'hrufell

            Pa oant o sevel dreuz ar c’hoat
            Kae-ta kae-ta ho
            Da welet dismantroù Penhoat
            Kae-ta dillo

            Eur bugelig oa o c’hoarzhin:
            Mouezh ha telenn 'barzh Myrzinn
            kontañ din an amzer da zont
            Eur vuhez 'vefe hep droug na spont

            Pa oant o sevel dreuz ar c’hoat
            Kae-ta kae-ta ho
            Da welet dismantrou Penhoat
            Kae-ta dillo dillo

            Marcel Bihan

             

            71 - ARGOL, bro va c'havell

            E penn Breiz-Izel e anvezan
            Eur gêrig vrao ha dudius
            Argol eo, gant kement a garan
            He mêzioù glas, he mor trouzus
            He roc'hoù bras, he avelioù gouez
            Hag a stok warno gant kounnar
            Anvez' a ran an êzenn ken fresk
            A ra dezhi pokoù dispar

            Anvez' a ran he bleunioù brug ruz
            A zo 'vel tan war ar c'hleuzioù
            He lann hag he balan ken frondus
            He menhir kreiz ar mêzioù
            Klevout a ran, na pegen plijus
            Trouz ar Stêr-Aon, kichen ar vil
            Klevout a ran son an angelus
            Pa sav an heol diouzh ar mintin

            Anvez' a ran an tiegezhioù
            Kousket ken brao kreiz ar glaster
            An toennoù kozh hag ar mogerioù
            Melenet holl gant an amzer
            Va ilizig, he zour dantelez
            A zo dispar kreiz ar vered
            Hag ar volz kaer, e mein benerez
            Netra kaeroc'h n’heller gwelet

            Yvette Lucas

                   

            72 - Mintin hañv

            Emañ an eur kaer abred
            Ruziet gant an heol
            E tre brumenn an nevez-amzer
            E tigor delioù al liorzh
            Digor a ran didrouz
            Gouloù sklaer a zo, ha 'barzh
            Ar mintin roz,
            E vefe kredet o welet aour.
            An amzer a zo kaer
            Al laboused a gan sklaer
            An douar a zo klouar
            Met n'eo ket c’hoazh an hañv tomm
            Meurzh a lavar da labous " kanañ "
            Ebrel a lavar d’ar fleurenn " digor "
            Demat d’an nevez-hañv

            Plijus eo selaou trouzioù an natur da vintin-vat.

            Yvette Lucas

                           

            73 - Hag evit Pask : Tri vi bihan

            Ar yar zu n’eus goret
            Tri vi bihan o deus kavet
            Tri vi bihan,
            En paper ruz hag alaoueret
            Ar mintin-se 'barzh ar solier
            Tri labous bihan zo ganet
            Tri labous met setu aze
            E chokolad, e oan neuze.

            Yvette Lucas

                   

             

            74 - Chañchamant

            Atav 'meus bet dudi gand al lapoused. E 1950 e oa stank al laboused, re vihan, re vras, ur bern a veze gwelet tro-dro deomp. Setu ar vugale o doa plijadur neizhiata, da yaou pe da sul vintin.

            Ar c’hoajoù, ar parkeier a oa stank gant gwrizioù, gant drez, hag ar gwez a veze diskaret bep tregont vloaz evit kaout koad d’ar siminal, pe d’ar fornell. Setu e-barzh ar c’hoajoù ar gwez ne vezent ket re huel.

            E skol ho pefe klevet « me 'meus kavet viou brini, viou sparfilli ha me oar ». Ha goude « me 'meus 20 seurt vioù », « me 'meus muioc’h evitañ ».

            Koulskoude tout ar vioù ne veze ket kemeret, ar vioù bihanañ dineizhet a veze 'vioù driskli, vioù mouilc’hi, vioù tridi, ar re se a veze niverus. Maread piged a veze ivez tro-dro deomp setu an dineizhañ a veze graet uhel e-barzh ar gwez start a-wechoù krimpal betek krec'h, rouez e veze al laboused lesket sioul. Ar vioù brini, rouesoc’h, o doa talvoudegezh. Lod zo a veze ral gwelet : vioù kezeg-koad, kaouenned, houidi, sparfilli, yer-dour ar re ze a veze o klask war o lerc’h evit eskemm gant bugale all.

            Ur wech 'meus kavet 2 vi skoufled e-barzh un neizh bras, izel, ur metr hanter uhelder hepken, penaos ul lapous gouest da nijal ken huel, en em laka d’ober e neizh ken tost d’an douar, farsus.

            Ar vi brasañ 'meus bet kavet gant ur mignon, ur vi kefeleg-mor, ar c'hefeleg bras pas an hini bihan, al lapous-se a ra e neizh war an douar brug, alies e-kreizig-kreiz ar Menez Are, e kostez mirdi Park an Arvorig.  

            Difoupañ neizhioù a oa reizh, soñj ebet ganeomp e vefe un dra fall, kement a laboused a oa tro-dro deomp. Tout ar vugale o doa plijadur krimpal uhel evit dastum vioù e-barzh un neizh pig, ha pa veze ur vi nemetken e veze gortozet 6 devezh all evit kaout 7 vi. Ral e vefe 8 deus outo.

            A-wechoù a veze cheñchet vioù e-barzh an neizhioù, lakaet vioù pig e-barzh un neizh drask ha me oar. Kemm a veze etre neizhioù laboused bihan hag ar re vras memestra. Evit kaout meur a seurt vioù e veze savet ur vi dre spes, setu al laboused bihan ne vezent ket graet kalz a drouk deus outo. Kaout a ra din 'meus bet betek 25 /30 vi disheñvel .

            Al laboused bihan a veze stank, ar boc’hruz kirius, ar strinkerez-dour gand he lost atao o fiñval, ar pennglaou, kalz anezhe ne ouiemp ket o ano.

            An dra-se zo aet da goll.

            Betek ar bloavezhioù 1950 / 1960 e oa stank ar c'hleuzioù, an atantchoù ivez.  E-barzh pep atant e oa saout, kezeg, moc’h, yer, lapined, ha me oar. Bernioù kolo, foen, teil e pep leur, gwinizh, kerc’h, heiz, beterabez, melchen, patatez, ruta, kolza, panez, lin…er parkeier, e-touesk louzeier founnus. Al laboused a gave boued forzh pegement, memes e goan e veze avaloù, boued war ar c'hleuzioù, ar gwrizioù, bord an hentchõu e-touesk an drez, ar strouezh. Ar c'hlujiri a gave melchon d’ober o neizh war an douar. Pegen brav  sellet ouzh ur c'hlujar gant 15 pe 16 bihan war e lerc’h. Marteze n'em eus ket gwelet an dra-se abaoe 50 vloaz. Ma n'eo ket trist !

            Ar c'hleuzioù zo bet diskaret, war ar c'hleuzioù e oa koad, drez, spern gwenn, spern du, avaloù ha per gouez... traoù da zebriñ.

            Bremañ e vez gwelet parkeier gant 10/20 devezh-arat maïz, gwinizh, leton, patatez… ne vez ket mesket an hadoù. Penaos kaout boued, greun, preñv disheñvel, kaout ur lojeiz brav, kaout ur c’horn klet d’ober un neizh. Pebezh mare !
            Hag ouzhpenn n’eo ket echu, an atantchoù a gresk atao, al louzoù chimik a vez implijet alies abaoe 50 vloaz... An douar zo drailhet a-nebeudoù. Pegeit e pado evel-se ?

            Difoupañ neizhoù n'eo ket brao, koulskoude n'eo ket hon yaouankiz a zo kaoz ma 'z eo ken rouez al laboused. Ar mod da labourat an douar, ar skuilhañ louzoù zo kalz gwasoc'h. Peur e echuo an dizeur-se ? 

            Jean-Yves Cloarec

             

            75 - Ar gozhni    

            Un tamm skrid diwar-benn « Les mots de ma vie » (Bernard Pivot).

            Koshaat n’eo ket brav, koshaat a ro un taol revr, ma 'm bije kredet em bije lavaret ur rann galon, fall-du, poanius, euzhus, blinus, da vervel.  Gwelloc’h 'meus kavet taol revr, a zo un anv-gwan nerzhus ha n’eo ket trist.

            Koshaat zo un taol revr abalamour ne vez ket roet da c’hoût peur eo bet krog, ha nebeutoc’h c'hoazh peur e echuo. Nann n'eo ket gwir e koshaomp abaoe omp ganet.

            Bet on bet 'pad pell amzer, ken fresk, ken yaouank ken dudius. Brav e oan e-barzh va c'hroc’hen. Ni en em gave alouber, dic’hloaz. Ar vuhez dirak. Memes da hanter-kant vloaz e oa atao gwall vat. Memes da dri-ugent. Io io me lavar deoc’h atao e oan leun a gigennoù, leun a nerzh, leun a vennadoù, leun a c’hoant, leun a dan.

            Atao on barrek, mes siwazh, etretant 'meus gwelet sell ar re yaouank, ar wazed hag ar merc'hed, kreiz o buhez, en o c'hreñvañ tout, sellet pizh ouzhin, ne oan ket ken eus o renk, lakaet un tamm a-gostez, memes gant tud par ouzhin.

            Gwelet 'meus en o daoulagad n'o doa ket ken trugarez en va c'heñver. koant int , doujus, gouest da veuleudiñ mes didruez. Hep soñjal oan erruet e-barzh oad an apartheid.

            Ur wech b'ar ar metro e Pariz ur plach yaouank zo savet evit leuskel he flas din. Souezhet on bet, me gave din oan paotr a ugent vloaz atao. Gwashoc’h, n'em eus ket cheñchet soñj.   

            Ur wech all war-dro va seizh vloaz a daou-ugent daou gevell yaouank farsus ha plijus «  Jules ha Matheo » daou vloaz pe daou vloaz hanter d'ar muiañ tout,  o deus galvet  ac’hanon  en  ur  huchal « Papy ». Penaos bugale ken bihan ha ne anavezont ket kalz ac’hanon a ouie va oad. Souezhet, sebezet, mantret on bet, soñj 'mo atao eus ar mare-se.

            Stourm ouzh ar gozhni zo e-giz treiñ kein dezhi,  bevañ eo ar gwellañ tout e-keit ha ma pado. Nompas treiñ kein d'al labour, da bourmen, da lenn, da gas un taol fourchetez, da c’hoari koukou, da hunvreal.

            Ober e zalaroù diwezhañ a zeuio abred a-walc’h, emichañs ne bado ket pell, a-raok ma teuio al lamm-chouk-a-benn diwezhañ.

            Da c’hortoz pegen brav eo ar vuhez ! 

            Jean-Yves Cloarec  

             

             

          • prosper proux 500x270.jpg
      • Embannet gant ar gevredigezh K.L.T.
      • 16/04/2021
Logo KLT41 Kae Leon 29600 MONTROULEZ
02 98 63 98 79 - 06 82 77 10 10 - klt@wanadoo.fr
Digor e vez ar burev eus al Lun betek ar Gwener
9e15 / 12e15 – 1e45 / 5e45 g.l.
 
Adkavit K.L.T. war Icon twitter Icon facebook Icon Instagram   Koumanantiñ d'al lizher-kelaouiñ
Région Bretagne Région Bretagne Communauté de communes de Morlaix

 

 
Lakaet da dreiñ gant diasite
Savet gant Diateam