Ur c'hevredad kevredigezhioù eo K.L.T. da gentañ penn gant ar soñj kas war-raok yezh ha kultur Breizh e bro Montroulez. Ditouriñ a reomp ivez, par mar c'hellomp, an holl re a faot dezhe gouzout hiroc'h diwar-benn ar pezh a vez graet er vro hag e Breizh a-bezh.
          • Emvodoù kelaouiñ an distro skol

          • E Montroulez, Sant-Tegoneg, Plouneour-Menez, Kommanna...
          •  

            Abalamour d’an enkadenn yec’hedel e kinnig K.L.T. ar bloaz-mañ, en ur mod disheñvel, kelaouiñ an dud dedennet gant ar c’hentelioù brezhoneg ha stalioù-labour a bep seurt a vo anezhe e Montroulez, Sant-Martin-war-ar-Maez pe Sant-Seo.

             

            Tri emvod kelaouiñ a vo dalc’het e ti K.L.T. / Skol Vreizh (41 Kae Leon er Manu) da 8e noz :

            - Merc’her 09 a viz Gwengolo :     Emvod evit ar re zo o komañs gant an deskiñ brezhoneg, eil ha trede bloavezh

            - Yaou 10 a viz Gwengolo :           Emvod evit ar re zo el live 4 betek al live « brezhonegerien »

            - Merc’her 16 a viz Gwengolo :     Emvod evit ar stalioù-labour Teatr & Kan

             

            Roll-labour an tri emvod-se : kinnig an holl kursusioù deskiñ, sevel ar strolladoù, eurioù, koust, prezañtiñ ar gelennerien hag an animatourien.

            Dav e vo e-pad an emvodoù-se diwall ouzh ar re all : gwalc’hiñ ho taouarn, gwiskañ ur maskl, chom war-hed ur metr diouzh ar re all...

             

            Emvodoù all er vro :

            - Lun 14 a viz Gwengolo - Sant-Tegoneg - Ti ar c'hevredigezhioù - 6e d'abardaez

            - Meurzh 15 a viz Gwengolo - Plouneour-Menez - Sal Foyer - 6e d'abardaez

            - Meurzh 15 a viz Gwengolo - Kommanna - Sal Le Saint - 7e noz

            - Yaou 17 a viz Gwengolo - Plouganoù - Ti ar c'hevredigezhioù - 6e d'abardaez

             

          • Emvodoù kelaouiñ.jpg
      • Embannet gant ar gevredigezh K.L.T.
      • 26/06/2020
Logo KLT41 Kae Leon 29600 MONTROULEZ
02 98 63 98 79 - 06 82 77 10 10 - klt@wanadoo.fr
Digor e vez ar burev eus al Lun betek ar Gwener
9e15 / 12e15 – 1e45 / 5e45 g.l.
 
Adkavit K.L.T. war Icon twitter Icon facebook Icon Instagram   Koumanantiñ d'al lizher-kelaouiñ
Région Bretagne Région Bretagne Communauté de communes de Morlaix

 

 
Lakaet da dreiñ gant diasite
Savet gant Diateam