Ur c'hevredad kevredigezhioù eo K.L.T. da gentañ penn gant ar soñj kas war-raok yezh ha kultur Breizh e bro Montroulez. Ditouriñ a reomp ivez, par mar c'hellomp, an holl re a faot dezhe gouzout hiroc'h diwar-benn ar pezh a vez graet er vro hag e Breizh a-bezh.
          • Tan Miz Du 2021

          • 22vet bloavezh
            17 a viz Here - 28 a viz Du
            Bro Montroulez
          •  

            Kenstrivadeg fotoioù


            Dodenn : An dour o sodiñ e bro Montroulez
            Reolennoù ha lakaat e anv war : www.klt.bzh
            Aozañ : K.L.T.

             

            Canterbury Tales gant Strollad Madarjeu


            Teatr e brezhoneg hag e saozneg
            Sul 17 a viz Here da 4e g.k.
            5, 8, 11 ou 15 € da vont e-barzh
            Mirout e blas :  02 98 15 22 77 / contact@tpmx.fr
            E C'hoariva Bro Montroulez
            Aozañ : C'hoariva Bro Montroulez

             

            Stal-labour brezhoneg
            Meurzh 19 a viz Here, meurzh 2 & 16 a viz Du eus 5e g.k. betek 6e30
            E sal ar patronaj e Taole
            Titouroù : 02 98 67 17 42 / 02 98 67 14 40

             

            Kaozeadenn vrezhoneg gant Jean Roualec-Quéré


            Merc'her 20 a viz Here da 8e30 noz

            Desavet eo bet Jean Roualec-Quéré war ar maez en Sant-Yann-ar-Biz. Diwar intrudu e dud en deus desket brezhoneg e Diwan hag an dra-se betek al lise. Entre daou ved e vevas neuze : brezhoneg ar skol deus un tu hag hini ar maezioù en tu all. E dud-kozh, Leoniz anezho, oa entreupreunerien deuet da labourat en Bro Dreger evit peizanted ar vro. Kustumet e oa neuze ar paotrig da vont ganto, da heuliañ anezho a-dreuz ar parkoù, da welet ha da glevet labourerien-douar dreist-holl pa oa poent an eost.

            Ar c’han a zo a-bouez bras evitañ ivez. Da zaouzek vloaz eo e krogas da zeskiñ kanañ asambles gant e vreur en Plistin ‘pad kentelioù Eugénie Parcheminer. Tro en deus bet ivez da zeskiñ kanaouennoù gant Marsel Guilloux, Sylvain Le Roux peotramant en ur selaou añreujistramañtoù. Un nebeut kanaouennoù en deus rastellet ivez en ur vont da welet ar re gozh.

            Entre 2016 ha 2018 en deus peurglokaet e studioù war ar brezhoneg hag an istor en ur ober un enklask diwar-benn peizanted kanton Taole. Kemeret en deus harp war buhez e familh evit kas al labour-se da benn. Ar memor, anvet Hamon Saliou et les siens (1873-1977), en deus rastellet eilvet priz Marcel Lachiver 2019 (Skol Veur Caen).

            Dibaoe 2019 en deus adlañset un enklask bet leusket a-gostez hag a zo e bal dezhañ dastum geriaoueg, kredennoù ha buhez al labourerien-douar en brezhoneg en ur gemer harp war ur c’houlennaoueg vras. Un digarez eo evitañ da wellaat e doare da gaozeal ha da dreuskas ar pezh a vez desket gantañ pa ouzer ez eo bremañ kelenner brezhoneg hag istor-geografiezh e skolaj Tanguy Prigent (St-Martin-war-ar Maez).

            Evit mann ebet da vont e-barzh
            E ostaleri An Tempo e Montroulez
            Aozañ : K.L.T.

             

            Baleadenn lutined Halloween


            Evit bugale ambrouget, adalek 5 bloaz
            Meurzh 26 a viz Here da 2e15 g.k.
            Priz : 8 €
            Mirout e blas en a-raok 02 98 99 66 58 / arree-randos.com
            E skol gozh Boneur
            Aozañ : ADDES

             

            Lid-digeriñ Tan Miz Du
            Gwener 29 a viz Here da 6e
            War leurenn ti-kêr Montroulez
            Sonadeg gant Bagad Morlaix
            Aozañ : K.L.T. & ti-kêr Montroulez

             

            Mouezh Paotred Breizh


            Sul 31 a viz Here da 4e g;k.
            E iliz Sant-Per e Plouganoù
            5 pe 10 € da vont e-barzh, digoust evit ar re dindan 18 vloaz
            Aozañ : Association des amis de l’orgue de Plougasnou

             


            Baleadenn dindan al loar - An Ankou


            Tud deuet ha yaouank adalek 12 vloaz
            Sul 31 a viz Here da 6e40 d'abardaez
            Priz : 15 €
            Mirout e blas 02 98 99 66 58 / arree-randos.com
            E skol gozh Boneur
            Aozañ : ADDES

             

            Klakenniñ, emgav etre brezhonegerien ha tud o teskiñ


            Yaou 4 a viz Du da 6e d'abardaez
            E ostaleri an Ty Coz e Montroulez
            Evit mann ebet da vont e-barzh
            Aozañ : K.L.T. & An Ty Coz

             

            Baleadenn lutined Hallowenn
            Evit bugale ambrouget, adalek 5 bloaz
            Gwener 5 a viz Du da 2e15 g.k.
            Priz : 8 €
            Mirout e blas 02 98 99 66 58 / arree-randos.com
            E skol gozh Boneur
            Aozañ : ADDES

             

            Baleadenn Loup-Garou
            Evit bugale ambrouget, adalek 7 vloaz
            Sadorn 6 a viz Du da 2e15 g.k.
            Prizf : 8 €
            Mirout e blas 02 98 99 66 58 / arree-randos.com
            E skol gozh Boneur
            Aozañ : ADDES

             

            Staj kan-ha-diskan gant Annie Ebrel & Yannick Dabo


            Sadorn 6 a viz Du eus 9e30 betek 12e30 & eus 2e betek 5e g.k.
            Priz : 40 €
            E ti Skol Vreizh e Montroulez
            Aozañ : K.LT.

             

            Teatr brezhoneg gant Strollad Kallag & Strollad Gwerliskin

            Piv, penaos ha petra ?


            Sul 7 a viz Du da 3e g.k.
            5 pe 7 € da vont e-barzh
            E sal ar gouelioù e Pleiber-Krist
            Aozañ : Div yezh Pleiber

             

            Abadenn muzik Bro Iwerzhon


            Sul 7 a viz Du adalek 6e30 d'abardaez
            Evit mann ebet da vont e-barzh
            E ostaleri an Ty Coz e Montroulez
            Aozañ : An Ty Coz

             

            Noz eus Soazig Daniellou
            Film e brezhoneg, is-titlet e galleg. Tre dirak ar realizatourez

            Lun 8 a viz Du da 8e30 noz
            5 € da vont e-barzh
            E sinema An Douron e Plistin
            Aozañ : Dañs Treger & sinema An Douron

             

            Maner Laou, teul-film e brezhoneg eus Maï Lincoln, is-titlet e galleg.
            Tre dirak ar realizatourez


            Merc'her 10 a viz Du da 8e45 noz
            5,5 pe 7,5 € da vont e-barzh
            E sinema l’Étoile e Karanteg
            Aozañ : K.L.T.

             

            Abadenn Héritages gant Camille Le Jeune & Baleer bro (Trio Thomas-Faure-Davay), daou vuzisian hag ur c'haner,

            heklev gwerzioù ha sonioù dastumet gant Luzel er c'hantved diwezhañ.
            Gwener 12 a viz Du da 8e30 noz
            9 pe 12 € da vont e-barzh
            E sal an Dour Meur e Plistin
            Aozañ : Dañs Treger

             

            Abadenn kontadennoù skeudennaouet gant Fabrice Mondejar
            Contes de Bretagne / Breizh eo ma bro
            Sadorn 13 a viz Du da 6e d'abardaez
            3, 4 pe 5 € da vont e-barzh
            E Ti an holl e Plistin
            Aozañ : Dañs Treger

             

            Staj brezhoneg kaset da benn gant Mark Kerrain
            evit brezhonegerien damzesket ha desket

            Mark Kerrain, zo bet ganet e Runan (Bro-Dreger) e 1952. Kelenn a ra brezhoneg er skol-noz e Roazhon adalek 1969 : da gentañ e voe gant Skol an Emsav e-pad un 20 vloaz bennak, ha goude gant Sav-Heol, adalek 1991 betek 2011. Unan eus paotred skipailh Yod-Kerc'h eo bet, evel un toullad studierien er bloavezhioù 1970. Bet eo e-touez saverien Unvaniezh ar Gelennerien Brezhoneg e 1980 gant Tudual Kalvez ha Jean-Claude Morvan ha Beatris Jouin. Kelenner brezhoneg eo bet e Skol-veur Breizh-Uhel goude bezañ bet pell amzer o vont a lise da lise. Skrivet en deus meur a bennad e-barzh Al Liamm ha Bremañ, troet danevelloù ha romantoù, savet un nebeud kontadennoù hag un toulladig kanaouennoù, darn anezho evit ar vugale, hag aozet danvez-kelenn.


            Sadorn 13 a viz Du eus 9e30 betek 12e30 & eus 2e betek 5e g.k.
            E ti Skol Vreizh e Montroulez
            Priz : 20 €
            Aozañ : K.L.T.

             

            Clarisse Lavanant a gan Breizh


            E koun Glenmor 25 bloaz goude e varv

            Dek vloaz goude albom kentañ he zrilogiezh gouestlet da C’H/Glenmor e kendalc’h Klaris Lavanant – a orin eus Montroulez – da lidañ Breizh. Glenmor, ur vammenn dihesk a awen eviti hag ur bern oberourien, sonaozourien ha kanerien eus Breizh.

            Lodenn gentañ : Madelyn Ann
            Sul 14 a viz Du da 4e g.k.
            E sal ar Roudour e Sant-Martin-war-ar-Maez
            7, 13 ou 17 € da vont e-barzh
            Aozañ : K.L.T.

             

            Saloñs al levrioù

            Al lennegezh e Breizh
            Sul 14 a viz Du eus 10e betekt 6e d'abardaez
            E sal an Dour Meur e Plistin
            Evit mann ebet da vont e-barzh
            Aozañ : Dañs Treger


            Devezh Dañs Treger gant Kenleur
            Sul 14 a viz Du adalek 9e30
            * 10e-12e30 : staj dañs Treger
            * 2e g.k. : konkour dañs Treger & fest-deiz (leurenn digor)
            E sal ar gouelioù e Plistin
            Evit mann ebet da vont e-barzh
            Aozañ : Dañs Treger


             

            Kaozeadenn vrezhoneg gant Anna Duval Guennoc


            Merc'her 17 a viz Du da 8e30 noz
            E ostaleri An Tempo e Montroulez
            Evit mann ebet da vont e-barzh
            Aozañ : K.L.T.

             

            Baleadenn e brezhoneg evit ober anaoudegezh gant traoñienn an Douron, lusket gant Herve Lautrou


            Bizitañ dismantroù Castel Dinan ha maki Sant-Laorañs
            Yaou 18 a viz Du da 2e g.k.
            E Plouigno. Ret lakaat e anv : 02 98 67 71 92
            Aozañ : K.L.T.

             

            Baleadenn kontet dindan al loar
            Tud deuet ha yaouank adalek 10 vloaz
            Sadorn 20 a viz Du da 7e45 noz
            Priz : 13 €
            Mirout e blas 02 98 99 66 58 / arree-randos.com
            E skol gozh Boneur
            Aozañ : ADDES


             

            Gilles Servat a-bouez-kerden


            Ur sell war-dreñv a ra Gilles Servat war e ganaouennoù o deus graet berzh bras hag e kempenn e re nevez.
            Sadorn 20 a viz Du da 8e30 noz
            Mirout e blas :  02 98 15 22 77 / contact@tpmx.fr
            E C'hoariva Bro Montroulez
            Aozañ : C'hoariva Bro Montroulez

             

            10vet foar al levrioù evit ar re yaouank
            Dodenn : Conte sur moi / Kont warnon
            Sadorn 20 & sul 21 a viz Du eus 10e betek 12e30 & eus & 1e30 betek 6e d'abardaez
            Sul 21 da 4e g.k., abadenn margodennoù gant
            Awenn Plougoulm. Evit an holl – 3/4e


            E sal ar Roudour e Sant-Martin-war-ar-Maez
            Evit mann ebet da vont e-barzh
            Aozañ : La Baie des Livres

             

            Baleadenn al leinoù
            Evit tud deuet ha yaouank adalek 10 vloaz
            Sul 21 a viz Du da 1e45 g.k.
            Priz : 8 €
            Mirout e blas 02 98 99 66 58 / arree-randos.com
            E skol gozh Boneur
            Aozañ : ADDES

             

            Staj dañs Bro C'Hlazig lusket gant Isabelle Quintin
            Sul 21 a viz Du eus 10e30 betek 4e30 g.k.
            Prizf : 6 €
            Lakaat e anv : secretariat.landivisiau@gmail.com
            E sal Kervanous e Landivizio
            Aozañ : Kelc'h Keltiek Dañserien Lann Tivizio

             

            Ober anaoudegezh gant toponimiezh Breizh gant Loïk Chapel
            Prezegenn evit nevezidi
            Merc'her 24 a viz Du da 6e d'abardaez
            E sal ar gouelioù e Kommanna
            Evit mann ebet da vont e-barzh

            Aozañ : K.L.T. & Pays d’art et d’histoire

             

            Sonadeg Brieg Guerveno


            Da-geñver troiad an Transmusicales ha gant Eighty ha Bye Bye Panke ivez.
            Yaou 25 a viz Du adakel 9e noz
            Er SEW e Montroulez
            Evit mann ebet da vont e-barzh
            Aozañ : ar SEW

             

            Foar levrioù Skol Vreizh
            Tre dirak kalzig a skrivagnerien
            Sadorn 27 a viz Du eus 10e betek 5e g.k.
            Evit mann ebet da vont e-barzh
            E ti Skol Vreizh e Montroulez
            Aozañ : Skol Vreizh

                

            Marc’had Nedeleg / gant 30 diskouezer

            Sul 28 a viz Du eus 9e betek 6e d'abardaez
            Diouzh ho c'hoant da vont e-barzh
            E sal sokiosevenaduel Plouyand e Montroulez

            Aozañ : Kuzul Skoazell Diwan Montroulez

             

             

             

             

             

             

             

             

             

             

             

             

             

             

             

             

             

             

             

             

             

             

             

             

             

          • TMD – SKRITELL A3  BIHAN  – 2021.jpeg
      • Embannet gant ar gevredigezh K.L.T.
      • 12/10/2021
      • En savoir Plus
        ADDES Randonnées

        ADDES Randonnées

        La Baie des Livres

        La Baie des Livres

Logo KLT41 Kae Leon 29600 MONTROULEZ
02 98 63 98 79 - 06 82 77 10 10 - klt@wanadoo.fr
Digor e vez ar burev eus al Lun betek ar Gwener
9e15 / 12e15 – 1e45 / 5e45 g.l.
 
Adkavit K.L.T. war Icon twitter Icon facebook Icon Instagram   Koumanantiñ d'al lizher-kelaouiñ
Région Bretagne Région Bretagne Communauté de communes de Morlaix

 

 
Lakaet da dreiñ gant diasite
Savet gant Diateam