Ur c'hevredad kevredigezhioù eo K.L.T. da gentañ penn gant ar soñj kas war-raok yezh ha kultur Breizh e bro Montroulez. Ditouriñ a reomp ivez, par mar c'hellomp, an holl re a faot dezhe gouzout hiroc'h diwar-benn ar pezh a vez graet er vro hag e Breizh a-bezh.
          • Kaozeadenn vrezhoneg gant Arno Elegoed

          • D'ar merc'her 16 a viz Here 2019
            Ostaleri An Tempo
            Porzh Montroulez
            8e30 noz
            Digoust
          •  

            A orin eus Sant-Derc’hen e Bro Leon eo Arno Elegoed hag emañ bremañ o chom e Kemper. Kelenner sonerezh eo hag e ra war-dro ivez an ti-embann Bannoù-Heol a ginnig abaoe 20 vloaz bennak troidegezhioù eus Arzhig Du, Titeuf, Tintin... Levezonet eo bet gant e dad evit mont war-zu an deskiñ brezhoneg hag gant e vamm evit splujañ e-barzh bed ar sonerezh.

            E miz Meurzh 2019 eo bet anvet Arno Elegoed “brezhoneger ar bloaz” evit bezañ douget ar raktres levr-pladenn Kan ar Bed eus ar penn-kentañ betek ar fin, ul labour ramzel a bevar vloaz. El levr-pladenn-se ez eo ouzhpenn kant a oberourien, a ganerien hag a vuzisianed eus Breizh hag eus a lec'h all, bodet evit ar wech kentañ, a laka ac'hanomp d'ober ar c'haerañ beaj dre ar sonerezh a-gevret ganto.

            Un digarez, evit ar re vihan hag ar re vras, d'ober anaoudegezh gant sevenadurioù ar bed. Ur gouviadenn da veajiñ gant trizek pezh sonerezh eus broioù disheñvel (Tahiti, Sina, Suafrika, Arc’hantina, Bro-Saoz, Korsika, Spagn...), mesket brav gant soniadoù ar brezhoneg.

          • Foto   Arno Elegoed   2.jpg
      • Embannet gant ar gevredigezh K.L.T.
      • 08/10/2019
      • En savoir Plus
        Banno¨-heol

        Banno¨-heol

Logo KLT41 Kae Leon 29600 MONTROULEZ
02 98 63 98 79 - 06 82 77 10 10 - klt@wanadoo.fr
Digor e vez ar burev eus al Lun betek ar Gwener
9e15 / 12e15 – 1e45 / 5e45 g.l.
 
Adkavit K.L.T. war Icon twitter Icon facebook   Koumanantiñ d'al lizher-kelaouiñ
RÚgion Bretagne RÚgion Bretagne CommunautÚ de communes de Morlaix

 

á
Lakaet da drei˝ gantádiasite
Savet gantáDiateam