Ur c'hevredad kevredigezhioù eo K.L.T. da gentañ penn gant ar soñj kas war-raok yezh ha kultur Breizh e bro Montroulez. Ditouriñ a reomp ivez, par mar c'hellomp, an holl re a faot dezhe gouzout hiroc'h diwar-benn ar pezh a vez graet er vro hag e Breizh a-bezh.
          • Kaozeadenn vrezhoneg gant Fabris Cadou

          • D'ar merc'her 15 a viz Genver 2020
            La Manu en Perm'
            Porzh a enor Ar Manu
            41 Kae Bro Leon
            Montroulez
            8e30 noz
            Digoust
          •  

            Ganet eo bet Fabris Cadou e 1973. Studioù war an istor en deus graet e Skol-Veur Roazhon II. Goude bezañ labouret e bed an touristelezh hag an tavarnioù, bevet en Iwerzhon, beajet kalzig en Europa, Oseania , Afrika hag Azia, en deus desket brezhoneg e 2008. Stummer war ar brezhoneg eo bet e-pad 7 vloaz. Ar C'hapes brezhoneg tapet gantañ e 2016 eo deuet da vezañ kelenner war ar brezhoneg hag an istor-douaroniezh en hentenn publik en Deskadurezh Stad. E skolajoù St Martin-war-ar-Maez, Kastell-Paol ha Plouneour-Menez e kelenn. E-karg eus kenurzhiañ ar Redadeg e bro Montroulez emañ.


            Kinniget e vo gant Fabris Cadou istor Skoazell Vreizh dre hanterouriezh un teulfilm savet e 1998 gant Loic Chapron (45'- Tregor Video). E galleg hag e brezhoneg eo. Kontañ a ra istor ar gevredigezh da vare he 30vet deiz-ha-bloaz. Kinnig a raio ivez al levr embannet gant Skoazell Vreizh e miz Here 2019 ha skrivet gant Christian Guyonvarch. Evit lidañ 50 vloaz ar gevredigezh ar wech-mañ eo bet embannet al levr, e brezhoneg hag e galleg, "Skoazell Vreizh, 50 vloaz a gengred."

             

          • Fabris Cadou   2.jpg
      • Embannet gant ar gevredigezh K.L.T.
      • 07/01/2020
      • En savoir Plus
        Skoazell Vreizh

        Skoazell Vreizh

Logo KLT41 Kae Leon 29600 MONTROULEZ
02 98 63 98 79 - 06 82 77 10 10 - klt@wanadoo.fr
Digor e vez ar burev eus al Lun betek ar Gwener
9e15 / 12e15 – 1e45 / 5e45 g.l.
 
Adkavit K.L.T. war Icon twitter Icon facebook   Koumanantiñ d'al lizher-kelaouiñ
RÚgion Bretagne RÚgion Bretagne CommunautÚ de communes de Morlaix

 

á
Lakaet da drei˝ gantádiasite
Savet gantáDiateam