Ur c'hevredad kevredigezhioù eo K.L.T. da gentañ penn gant ar soñj kas war-raok yezh ha kultur Breizh e bro Montroulez. Ditouriñ a reomp ivez, par mar c'hellomp, an holl re a faot dezhe gouzout hiroc'h diwar-benn ar pezh a vez graet er vro hag e Breizh a-bezh.
          • Kaozeadenn vrezhoneg gant Yannick Larvor

          • D'ar merc'her 26 a viz C'Hwevrer 2020
            Ostaleri An Tempo
            Porzh Montroulez
            8e30 noz
            Digoust
          •  

            Ganet ha desavet eo bet Yannick Larvor e Plourac’h, bet dalc’hmat o labourat hag o chom er gumun-se a vro Gerne, nebeutoc’h a 400 annezad enni. Aet an tu kreñv gant e listennad tud e 2001 e vo c’hoazh war ar renk e miz Meurzh 2020 evit ar pedervet gwech. Dont a raio Yannick Larvor da zisplegañ deomp penaos en deus e garg a vaer cheñchet e vuhez gant soursioù ar pemdez a rank eñ dirouestlañ evel dilennad kentañ hag ivez lâret deomp pegen pinvidik eo bezañ e-mesk an dud ha lakaat da wir talvoudoù e servij an holl. Unan eus mouezhioù ar c’humunioù diwar ar maez eo ivez e-barzh kumuniezh tolpad-kêrioù Gwengamp-Pempoull.

             

            O terc'hel ur restaorant brudet e Plourac'h emañ Yannick ivez abaoe 35 bloaz e-lec’h ma teu miliadoù a dud bep bloaz d'ober un tamm lip d'e voued.

             

            Un den oberiant eo Yannick Larvor ha pa 'n dez amzer e vez gwelet e festoù-noz ar vro gant e strollad Lapoused noz. Kontañ a raio deomp ivez e festoù-noz kentañ gant e amezegez ha kanerez deuet da vezañ brudet, Annie Ebrel.

          • Yannick Larvor   4.jpg
      • Embannet gant ar gevredigezh K.L.T.
      • 10/02/2020
Logo KLT41 Kae Leon 29600 MONTROULEZ
02 98 63 98 79 - 06 82 77 10 10 - klt@wanadoo.fr
Digor e vez ar burev eus al Lun betek ar Gwener
9e15 / 12e15 – 1e45 / 5e45 g.l.
 
Adkavit K.L.T. war Icon twitter Icon facebook   Koumanantiñ d'al lizher-kelaouiñ
RÚgion Bretagne RÚgion Bretagne CommunautÚ de communes de Morlaix

 

á
Lakaet da drei˝ gantádiasite
Savet gantáDiateam