Logo kerne leon treger KLT Ur c'hevredad kevredigezhioù eo K.L.T. da gentañ penn gant ar soñj kas war-raok yezh ha kultur Breizh e bro Montroulez. Ditouriñ a reomp ivez, par mar c'hellomp, an holl re a faot dezhe gouzout hiroc'h diwar-benn ar pezh a vez graet er vro hag e Breizh a-bezh.
Kavout an izili
Anv
Kŕr
Obererezhio¨
á
          • Devezh Etrebroadel ar Yezh-Vamm

          •  

            Devezh Etrebroadel ar Yezh-Vamm


            Evit ur bern tud emañ ar yezh unan eus ar merkoù a vez e kalonenn o identelezh, ha dleet eo deomp briata ha reiñ lid d’an arouez-mañ a zo ur penn difer da Vab-Den, eme un arbennigour war wirioù Mab-Den er Broadoù Unanet.


            “An ere gant hon amzer tremenet ha n’heller ket diouer anezhañ an hini eo, ar c’hevre pennañ evit hor sevenadurioù, kement hag ar benveg ret evit mont e darempred hag eskemm gouiziegezh, eñvor hag istor” eme Fernand de Varennes, un arbennigour war wirioù Mab-Den ar minorelezhioù er Broadoù Unanet, en un diskleriadenn da geñver Devezh Etrebroadel ar Yezh-Vamm d’an 21 a viz C’hwevrer ha Bloavezh Etrebroadel ar Yezhoù Genidik e 2019.


            Roet en deus an daneveller arbennik da c’houzout “penaos e vez lakaet alies er jeu gant kudenn ar yezhoù dalc’h gwirioù Mab-Den ar minorelezhioù hag ar pobloù genidik, en tu all d’an dalc’h yezhel ha sevenadurel diazez”. Roet en deus da c’houzout ez eus galloud gant ar yezh ivez, hag an diouer a zeskadurezh dre yezhoù minorelaet ha genidik pe an diouer a implij gant ar pennadurezhioù-stad en deus degaset forc’herezh ha zoken disprizadur.


            “Da geñver lidañ pinvidigezh ha kened taolenn yezhoù ar bed ez eo ret dilezel an ideologiezh a lavar e rank pep kevredigezh ha pep stad kaout ur yezh hepken en ur skarzhañ kuit ar re all, pa’z emañ an ideologezh-se a-enep gwirioù-yezh ar minorelezhioù hag ar pobloù genidik. Un digarez da reiñ brud ha da lidañ liesseurted ar yezhoù hag ar sevenadurioù an hini eo Devezh Etrebroadel ar Yezh-Vamm neuze, kement ha da anavezout ha da ziwall holl wirioù Mab-Den ar minorelezhioù hag ar pobloù genidik a sell ouzh ar yezh”.


            Ar yezh hag an deskadurezh an hini eo ivez a vo dalc’h forom 2019 ar Broioù Unanet war Gudennoù ar Minorelezhioù, ha foromoù rannvroel da zont aozet dindan respet an Ao. Daneveller Arbennik eus ar Broioù Unanet Fernand de Varennes.

            Kelenner dreist-ordinal staget ouzh Rannskol ar Gwir Skol-Veur Pretoria en Afrika ar Su eo Fernand de Varennes, kelenner keñveret Cheng Yu Tung e Rannskol ar Gwir Skol-Veur Hong Kong, ha kelenner keñveret e Kreizenn Iwerzhon Gwirioù Mab-Den (Irish Centre for Human Rights) e Skol-Veur Broadel Iwerzhon-Galway. Unan eus arbennigourien pennañ ar bed war dachenn gwirioù ar minorelezhioù er gwir etrebroadel eo, gant ouzhpenn 200 a embannadurioù en un 30 a yezh zisheñvel.


            Lod eus ar pezh a vez graet outo Argerzhadurioù Arbennik eus Kuzul Gwirioù Mab-Den eo an Danevellerien Arbennik. Strollad arbennigourien dizalc’h brasañ e reizhiad gwirioù Mab-Den ar Broioù Unanet eo an Argerzhadurioù Arbennik, anezho gwikefre dizalc’h eus ar C’huzul evit diazezañ ar fedoù hag evezhiañ, hag a ra war-dro stad dibar ar vro-mañ-bro pe kudennoù tematek er bed a-bezh. A youl vat emañ arbennigourien an Argerzhadurioù Arbennik, n’eus ket ur skipailh eus ar Broadoù Unanet anezho ha n’int ket gopret evit al labour a reont. Dizalc’h ouzh forzh peseurt stad pe aozadur, emaint e sez dindan o anv dezho.


            Evit gouzout hiroc’h pe goulenn titouroù ouzhpenn, kit e darempred gant an Ao. Damianos Serefidis (+41 79 500 0032; dserefidis@ohchr.org). Evit gouzout hiroc’h diwar-benn ar respet, kit da welet www.ohchr.org/en/issues/minorities/srminorities/

          • DEYV   web  2.jpg
      • Embannet gant ar gevredigezh K.L.T.
      • 21/02/2019
Izili K.L.T.
Media
Albom
      • Gant red an dour...2016
      • Gant red an dour...2016
      • Gant red an dour...2016
      • Gant red an dour...2016
      • Gant red an dour...2016
      • Gant red an dour...2016
      • Gant red an dour...2016
      • Gant red an dour...2016
      • Gant red an dour...2016
Logo KLT41 Kae Leon 29600 MONTROULEZ
02 98 63 98 79 - 06 82 77 10 10 - klt@wanadoo.fr
Digor e vez ar burev eus al Lun betek ar Gwener
9e15 / 12e15 – 1e45 / 5e45 g.l.
 
Adkavit K.L.T. war Icon twitter Icon facebook   Koumanantiñ d'al lizher-kelaouiñ
RÚgion Bretagne RÚgion Bretagne CommunautÚ de communes de Morlaix

 

á
Lakaet da drei˝ gantádiasite
Savet gantáDiateam