Ur c'hevredad kevredigezhioù eo K.L.T. da gentañ penn gant ar soñj kas war-raok yezh ha kultur Breizh e bro Montroulez. Ditouriñ a reomp ivez, par mar c'hellomp, an holl re a faot dezhe gouzout hiroc'h diwar-benn ar pezh a vez graet er vro hag e Breizh a-bezh.
          • Votadegoù tier-kêr 2020

          • Votadegoù tier-kêr 2020, yezh ha kultur Breizh
          •  

            Itronezed, Aotrounez,

            KLT / Ti ar Vro Montroulez eo kevredad kevredigezhioù breizhat bro Montroulez a zo e bal diorren yezh ha kultur Breizh war an takad a-bezh.

            War ar renk emaoc’h evit an dilennadegoù ti-kêr a zeu. Fellout a ra deomp sachañ hoc’h evezh war yezh ha kultur Breizh. E-kreiz hor preder emañ an danvez-se, a zo e-kreiz ar gaoz ken ez eo hiziv an deiz, hag ho tivizoù, c’hwi hag a zo danvez dilennidi, o devo efedoù bras-bras er bloavezhioù a zeu.

            Moaien a zo da soñjal e vez komzet brezhoneg gant 210 000 a dud, war-dro, e Breizh, pa oa ouzhpenn ur milion a vrezhonegerien e penn kentañ an 20vet kantved. Se a zo kaoz eo bet renket ar brezhoneg gant an UNESCO e-mesk ar yezhoù e dañjer bras da vont da get. Ma ‘z eo gwir ne oa plas ebet evit ar brezhoneg, er c’hantved tremenet, nag er skol, nag er mediaioù, nag er vuhez foran, e weler memestra eo krog ar politikerezh unyezhek rik-se da gilañ un tamm evit laoskel plas d’an divyezhegezh. Muioc’h-muiañ e vez lakaet war-raok al liesseurted kulturel hag ar vad a ra an divyezhegezh, pe al liesyezhegezh zoken, evit sevel personelezh pep hini.

            Da goulz ar bedeladur ez eus lorc’h er Vretoned gant o identelezh hag e fell dezhe e chomo bev o yezh hag e vo treuzkaset d’ar rummadoù a zeu, da skouer dre ar skol, adalek ar skol-vamm betek ar c’hlas termen.

            Pouezus-kenañ eo perzh ar strollegezhioù lec’hel eta evit ma kresko buan al lusk-se ha ma vo respontet asambles d’an dae a zo ganeomp : ober ma vo adperc’hennet ar pezh a zo ul lodenn eus hor glad boutin, hag ober ma vo diorroet ur brezhoneg bev, ijinus, gouest da aesaat an ekonomiezh hag al liammoù sokial. Ar c’humunioù hag ar c’humuniezhioù kumunioù eo ar bazenn bolitikel an tostañ d’ar geodedourien : gante e vez stummet an endro e-lec’h ma vevomp bemdez. Gwall vras eo karg an dilennidi lec’hel war an dachenn-se neuze ‘ta. An dra-se a zo kaoz ma kinnigomp d’an holl listennoù war ar renk evit an dilennadegoù-se diskouez splann emaint a-du evit diorren ar brezhoneg ha kultur Breizh, hag ez int prest d’en em ouestlañ e obererezhioù pleustrek evit reiñ nerzh en-dro d’ar yezh ha da gultur Breizh war an takad bro a vo en o c’harg.

            Evit ma c’hallfe ar voterien gouzout peseurt obererezhioù emaoc’h en sell da lakaat e plas evit ar brezhoneg ma vezit dilennet e kinnigomp deoc’h leuniañ ar furmskrid berr amañ-kevret ha retorn anezhañ deomp. An difrae-mañ a zo harpet gant kalz a voterien. Sklaer ha keodedel eo, hag embann a raimp ho respontoù (pe ar fed ma ne vo respont ebet ganeoc’h) war hol lec’hienn : www.klt.bzh ha roet e vint d’ar c’hazetennoù a-raok an dilennadegoù, da bep keodedour da welet goude se.

            Sur omp ez oc’h dedennet gant an sujed-se a sell ac’hanomp holl, hag ho pediñ a reomp, Itronezed, Aotrounez, da zegemer hor gwellañ soñjoù.

             

            E-mesk ar c’hinnigoù amañ dindan e karfemp gouzout pere a lavarit bezañ prest da lakaat en pleustr e-kerzh ho respetadur ma vezit dilennet.

            1 – Ha prest oc’h da envel un den-dave (eilmaer, kuzulier-kêr dileuriet) evit ar brezhoneg ha kultur Breizh e-kerzh ar respetadur a zeu ? Envel un den-dave evel-se a vefe gwarantañ ur politikerezh mennet evit ar brezhoneg ha kultur Breizh, a vefe lakaet en pleustr ha heuliet gantañ e-barzh ar servijoù.

             

            2 – K.L.T. eo ar pourchaser e bro Montroulez evit an tañva eus ar brezhoneg er skolioù kentañ derez publik (evit 1 500 skoliad war-dro). Liammoù he deus hor c’hevredigezh gant Kuzul Departamant Penn-ar-Bed, ar c’humunioù a gemer perzh, ha gant Renerezh servijoù an Deskadurezh-Stad en Akademiezh, dre un c’henemglev pal war veur a vloaz (2017-2020). Kenarc’hantaouet eo ar stignad gant Kuzul Departamant Penn-ar-Bed (50%), Rannvro Breizh (18%) hag ar c’humunioù (32%). Ha prest oc’h da genarc’hantaouiñ ar stignad tañva eus ar brezhoneg er skolioù kentañ derez publik en ho kumun ?

             

            3.a – Ha prest oc’h da lañsañ pe da sikour lañsañ krouidigezh un hentenn skol divyezhek (nevez), publik ha/pe prevez, pe ur skol (nevez) dre soubidigezh (rouedad Diwan) ?

             

            3.b – Ha prest oc’h da ambroug en ur mod efedus diorroadur an hentennoù skol brezhoneg-galleg a zo dija en ho kumun ?

             

            4 – Kinniget eo ar garta “Ya d’ar brezhoneg” gant Ofis Publik ar Brezhoneg (www.opab-oplb.org). Pa vez sinet ar garta, ouzhpenn ma laka ofisiel an engouestloù kemeret gant ar strollegezhioù a-fet broudañ implij ar brezhoneg, e c’haller kaout sikourioù teknikel hag aveel. Pep strollegezh a zisklêr bezañ prest da dapout unan eus ar pevar live labelaat kinniget, a zibab an obererezhioù a lakao en pleustr hag a-benn pegoulz eo en sell da dapout al live-se. Betek-henn eo bet sinet ar garta-se en Breizh gant 774 aozadur prevez, 208 kumun ha 14 framm etrekumunel.

            • Ma vezit dilennet, ha ma n’eo ket sinet c’hoazh gant ho kumun, daoust ha prest oc’h da sinañ ar garta “Ya d’ar brezhoneg” ?

            • Ma vezit dilennet ha m’eo bet sinet ar garta “Ya d’ar brezhoneg” c’hoazh gant ho kumun, daoust ha prest oc’h da zisklêriañ e reoc’h ar pezh a zo dleet evit tapout al live war-lerc’h er garta ?

            • Ma vezit dilennet, daoust ha lavaret a rit e tifennoc’h hag e kasoc’h war-raok ar brezhoneg en ho kumuniezh kumunioù, peurgetket dre envel ur c’huzulier-kumuniezh hag ur gwazour brezhoneger en karg eus ar politikerezh yezh war an tiriad ?

             

            5 – Ha prest oc’h da harpañ ha/pe da ziorren ar c’hentelioù-noz en ho kumun (prestiñ salioù, brudañ, kelaouiñ an dud…) ?

             

            6 – Ha prest oc’h da harpañ ar pleustroù arzel (ober muzik, kanañ, livañ, dañsal…) liammet gant kultur Breizh ?

             

            Trugarez a lavaromp deoc’h evit an amzer a dremenoc’h o respont d’ar c’houlennaoueg-mañ.

            Amañ-kevret un daolenn evit ober sintezenn ho respontoù.

            Trugarez da gas ho respontoù deomp a-benn ar sadorn 29 a viz C'Hwevrer 2020,

            evel mar karoc’h, da :


            * klt@wanadoo.fr


            * K.L.T. - 41 Kae Leon 29600Montroulez / Morlaix

          • prochaine election conseillers municipaux conseillers communautaires dimanches 15 22 2020 toutes communes 0 728 430.jpg
Logo KLT41 Kae Leon 29600 MONTROULEZ
02 98 63 98 79 - 06 82 77 10 10 - klt@wanadoo.fr
Digor e vez ar burev eus al Lun betek ar Gwener
9e15 / 12e15 – 1e45 / 5e45 g.l.
 
Adkavit K.L.T. war Icon twitter Icon facebook   Koumanantiñ d'al lizher-kelaouiñ
Région Bretagne Région Bretagne Communauté de communes de Morlaix

 

 
Lakaet da dreiñ gant diasite
Savet gant Diateam