Ur c'hevredad kevredigezhioù eo K.L.T. da gentañ penn gant ar soñj kas war-raok yezh ha kultur Breizh e bro Montroulez. Ditouriñ a reomp ivez, par mar c'hellomp, an holl re a faot dezhe gouzout hiroc'h diwar-benn ar pezh a vez graet er vro hag e Breizh a-bezh.
          • Hent Telenn Breizh

          • Ur goulenn bennak da JoŰl Herrou ha Violaine Mayor, diazezourien ar gevredigezh Hent Telenn Breizh
          •  

            Violaine, Joël, piv oc’h ha petra a rit ?

            Izili diazezer ar gevredigezh Hent Telenn Breizh omp. Savet hon eus ar gevredigezh pemp bloaz warn-ugent zo, lidet e vo ar 25 bloaz e 2020, n’eo ket divizet c’hoazh an deiziad met bez a vo ur gouel bennak sur !

            Me eo Joël Herrou, kelenner on bet el liseoù, pa ‘m eus kejet gant Violaine em eus gouiet he doa ezhomm eus un delenn a-feson hag em boa graet unan dija met ne oa ket diwar-benn ar patrom reizh ha Violaine a oa ganti ur patrom reizh setu e oa bet krog gant Hent Telenn.

             

            Pelec’h ez poa bet ar patrom-se Violaine ?

            Ar patrom-mañ a oa tresadenn telenn Queen Mary eus ar 15vet kantved hag a zo bremañ e mirdi Edimgbourg. Gant Robert Bruce Armstrong e oa bet treset en 19vet kantved ha diouzh ar pezh a ouzomp ne oa ket bet savet un delenn evel-se na sonet gant an teknikoù istorel abaoe 300 vloaz zo.

             

            Penaos ez peus bet anavezet an delenn gozh ha perak ez peus bet c’hoant seniñ telenn mod kozh peogwir n’eo ket ken boutiñ ha se ar c’hoant-se ?

            Me zo a orin eus ar Cévennes, d’an oad a 15 vloaz em eus lennet diwar-benn ar Gelted, sevenadur ar Gelted hag evidon eo bet kreñv-tre dizoleiñ ma gwrizioù peogwir n’on ket a orin eus Breizh nag eus Iwerzhon met memestra ma hendadoù a oa Kelted peogwir e oant er Cévennes gwechall gozh ivez. Setu em boa lennet e oa an delenn e kreiz an holl vojennoù kelt, ur seurt arouez eus an heson, an traoù uhelañ ha bravañ er sevenadur kelt. Evel se eo deuet din ar c’hoant da seniñ an delenn gozh met er skolioù sonerezh e oa desket an delenn modern nemetken. Erruet on e Breizh da 16 vloaz hag en em gavet gant Joël en doa graet un delenn gant kerdin arem evel reoù an delenn gozh, padal emañ an delenn modern gant kerdin nilon, setu hon eus savet asambles kopi eus un delenn Queen Mary.

             

            Ne oas ket brezhonegerez a-vihan neuze ?

            Nann, desket em eus tammig ha tammig gant Joël.

             

            Ha te Joël, brezhoneger a-vihan out ?

            N’on ket, klevet em boa gant ma zud met difennet deomp kaozeal. N’eo nemet diwezhatoc’h em eus desket memes koulz ha Violaine gant un nebeut kentelioù, stajoù.

             

            Pelec’h ez peus desket seniñ telenn neuze Violaine ?

            Desket em eus an delenn modern er skolioù sonerezh met war un dro e oan dedennet gant ar mod kozh da seniñ deskrivet e dornskridoù evel hini Bunting, seniñ gant an ivinoù hag ar bizied war-eeun, eus an tu kleiz ha traoù evel-se. A drugarez da telenn Joël em eus gellet seniñ war un delenn istorel, o cheñch tout an teknikoù em boa desket evit seniñ er stumm istorel.

             

            Taolomp ur sell war Hent Telenn bremañ, savet eo bet ganeoc’h, neuze perak ha gant peseurt pal ? Peseurt disoc’h ho peus war-lerc’h 25 bloaz labour ?

            Ar wech kentañ em boa klevet un delenn evel-se e oa gant Stivell, komprenet em eus dirak ar son-se e oa ur son all c'hoazh da zizoleiñ, ha war-lerc'h ar son-se e kleven em eñvor e oa un « hent » diorradur (un « hent » e stêr japaneg evel ar judo, an aïkido..) a-bouez evit Breizh met ne veze ket anavezet tamm ebet. Setu perak em boa krouet un delenn war skeudenn telenn Stivell met ne sone ket c'hoazh evel an hini a gleven em eñvor ha c'hoant am boa da glevout ar son-mañ en-dro.

            Violaine : an delenn gentañ a oa mat dija met santet e veze muioc’h c’hoazh da zizoleiñ, ne oa ket peurechuet.

            Neuze ur wech kejet gant Violaine hon eus krouet Hent Telenn Breizh hep gouzout deomp petra e oa an hent, sur e oa un hent bennak met dre belec’h mont ne ouiemp ket ha setu perak an anv « Hent Telenn Breizh ».

             

            Krouet ho peus ar gevredigezh a-raok bezañ savet an delenn gentañ pe war-lerc’h neuze ?

            Memes bloavezh omp deuet a-benn da sevel an delenn Queen Mary kentañ hag hon eus krouet ar gevredigezh, just a-walc’h evit kas al labour da benn gant ur skipailh hag a oa bet krouet er gevredigezh. Bremañ ez eus un 30 a izili bennak, deuet da vezañ telennourien. A-hed ar bloavezhioù, Joël en deus savet telennoù ha me treuskaset ar seniñ dre stajoù, kentelioù. Embannet hon eus pladennoù hag ul levr diwar-benn istor an delenn gozh. Pal ar gevredigezh da gentañ-penn a oa kompren penaos ha perak ha bremañ, zoken ma vez desket bemdez c’hoazh,  treuskas hon skiant-prenet da-geñver ar benveg-mañ, he rummad tonioù hag he teknikoù seniñ evit chom hep koll, reiñ buhez en-dro d’ar glad adkavet ganeomp.

             

            Ur gerig diwar ar benveg  a zo dirazon bremañ ?

            Son an delenn gozh a zo ur son dispar, perzhioù ispisial gantañ : don ha sklintin, pinvidik e kensonioù (sonioù harmonik), gant un dason hir. Ar son-se a vez da gentañ-penn a drugarez d’an teknikoù sevel ar benveg. Ne veze ket graet evel-se evit an delenn a hiziv, da lâret eo plankennoù peget an eil ouzh eben met kleuzet ar c’hef dason en un tamm koad haleg en e bezh.
            Graet eo ar c’herdin en arem hag e c’hellont bezañ en aour. Stumm ar benveg a zo unan peurechuet evel hini ar violoñs bremañ lakaomp, savet war proporsionoù resis-tre

            An delenn zo ur benveg kozh-noë, kavet e veze en Ejipt kozh, unan zo kizelet e bro Palestin, eus ar 4vet milvet a-raok J.K. eo, hag er sevenadur kelt e vez kavet anezhi e mojennoù Iwerzhonat eus oadvezh an houarn (betek 500 goude J.K.). E-kreiz ar sevenadur e oa, benveg an doueed e oa, ar boudiged hag en istor e veze sonet gant ar roueoù, an intronezed, an dimezelled, ar varc’heien, an drouized hag ar varzhed. Ur benveg douget gant tud a vicher, un teknik uhel a oa ganto koulz evit sevel ar binvioù hag evit seniñ ganto. E leoù Breizh er grennamzer e vez kavet an delenn ivez : ar roue Orfeo, Tristan hag Izold. An delenn a oa ur benveg gwarezet gant ar gevredigezh kelt abalamour d'he barregezh da hesoniañ he endro. Ne oa ket ur sonerezh evit « ober brav » met evit gwellaat an aergelc’h, tonioù a oa evit holl degouezhioù ar vuhez, evit unvaniñ an dud.

             

            Tonioù telenn gozh ho peus adkavet ?

            Ya ! Chomet ez eus dornskridoù, ul lodenn vras zo bet distrujet gant an alouberien met chom a ra, evel da skouer hini Ap Huw eus Bro Gembre eus ar 16vet kantved. Ennañ vez kavet tonioù kozh eus Breizh-Veur gwechall. Labouret em eus war dorn-skrid Ap Huw skrivet gant seurt ieroglifoù evit deskrivañ ar biziatañ hag e-pad 200 vloaz den ebet na ouie penaos seniñ an dorn-skrid-mañ peogwir e oa skrivet evit bezañ sonet war telennoù kozh hag ar mod da seniñ a ya gante, a oa bet ankounac'het.

            A-drugarez d'an holl o deus labouret war an danvez-mañ abaoe ar bloavezhioù 1970 on deuet a-benn da lenn ar sonerezh a oa war an dorn-skrid ha da seniñ. Neuze em eus enrollet ur bladenn diwar dorn-skrid Ap Huw. Liammet eo ouzh ar yezh, ar sonerezh meur-mañ ne veze ket skrivet an talm hag evit kaout al lusk e ranker kanañ ha lusk ar yezh an hini eo hag a sikour da gompren lusk ar sonerezh evit reiñ buhez dezhañ en-dro.

             

             

            Petra a c’hellomp souhetiñ da Hent Telenn Breizh ha deoc’h evit an dazont ?

            Hetiñ a rafemp da Vreizh a-bezh adkavout he zelenn, hag e vefe un delenn hag un telenner e pep ti evel ma oa gwechall. Ur barzhoniezh kozh a lâr d'an delenn : « Pep tiegezh a zo toniet diouzh da skouer ». Kavout a ran brav-tre, an delenn a sinifi an heson en ti.  

          • violaine mayor ici avec son conjoint joel herrou qui a 3559291.jpg
      • Embannet gant ar gevredigezh K.L.T.
      • 28/11/2019
      • En savoir Plus
        Hent Telenn Breizh

        Hent Telenn Breizh

Logo KLT41 Kae Leon 29600 MONTROULEZ
02 98 63 98 79 - 06 82 77 10 10 - klt@wanadoo.fr
Digor e vez ar burev eus al Lun betek ar Gwener
9e15 / 12e15 – 1e45 / 5e45 g.l.
 
Adkavit K.L.T. war Icon twitter Icon facebook   Koumanantiñ d'al lizher-kelaouiñ
RÚgion Bretagne RÚgion Bretagne CommunautÚ de communes de Morlaix

 

á
Lakaet da drei˝ gantádiasite
Savet gantáDiateam