Ur c'hevredad kevredigezhioù eo K.L.T. da gentañ penn gant ar soñj kas war-raok yezh ha kultur Breizh e bro Montroulez. Ditouriñ a reomp ivez, par mar c'hellomp, an holl re a faot dezhe gouzout hiroc'h diwar-benn ar pezh a vez graet er vro hag e Breizh a-bezh.
          • Ur goulenn bennak da b/Pascal An Inta˝v, prezidant ar gevredigezh Da˝s Treger

          • Da˝s Treger a zo ur gevredigezh eus Plistin, war harzo¨ Bro Montroulez, ezel eus K.L.T.
            Gante e vez lakaet war wel sevenadur ar vro, dreist-holl klask adlakaat an da˝s Treger da veva˝ en-dro.
            Ama˝ dindan ur goulenn bennak da Paskal an Inta˝v, prezidant ar gevredigezh.
          •  

            Atersadenn Paskal an Intañv

             

             

            Paskal, lâr deomp piv out ha petra eo da labour evel prezidant Dañs Treger ?

            Paskal an Intañv eo ma anv hag on en em gavet prezidant ar gevredigezh tri bloaz zo bremañ. Setu ma labour eo labour ur prezidant evel e-barzh n’eus forzh peseurt kevredigezh dre vras a soñj din, da lâret eo kaout ur sell un tamm hollek gant tout ar pezh a vez graet gant ar gevredigezh ha dreist-holl neuze kas da benn raktres bras ar gevredigezh e-pad ar bloaz, da lâret eo aozañ Gouel Bro Plistin a vez graet ur wech ar bloaz ganeomp, en-dro d’an Dañs Treger da gentañ hag un toullad traoù all a vez kinniget ganeomp a-hend-all en-dro da sevenadur Breizh dre vras.

             

            Ha pegoulz, gant piv hag evit ober petra e oa bet savet Dañs Treger ?

            Dañs Treger a oa bet savet e 1997, digentañ tout e oa Louis Bizec ma ‘m eus soñj mat a oa kelenner e skolaj Plistin ha d’ar c’houlz-se e oa un toullad tud en Bro Dreger a oa gant ar soñj klask adlakaat an Dañs Treger da vevañ peogwir e oa un dañs hag a oa bet kollet, hag a oa bet ankouaet, ha tammoù restachoù a oa bet kavet memestra, tammoù testenioù e-barzh levrioù peotramant traoù enrollet, ha tud evel Bernard Lasbleiz da skouer en devoa graet ur sapre labour evit mont da welet an dud ha klask dastum tout ar pezh a c’halle bezañ, tonioù muzik hag all, hag ouzhpenn da se neuze e oa bet kavet un toullad testenioù eus an dañs evel ma vije graet gwechall gozh, ha diwar se neuze e oa un toullad tud o devoa soñjet marteze e vefe moaien da glask dañsal an dañs-se en-dro, hag e-kostez Plistin e oa bet ur skipailh tud neuze en-dro da Louis Bizec da c’houlz-se o doa lakaet e-barzh o fenn mat e vefe sevel ur gevredigezh evit kas tout an traoù-se war-raok, labourat war an dachenn-se, klask reiñ e blas en-dro d’an dañs-se e-barzh ar vro.

             

            Petra a vo kavet e-barzh Gouel Bro Plistin 2019 ?

            Neuze evel bep bloaz, etre daou week-end emañ ma karez, ar week-end kentañ zo en-dro d’an dañs da vat, an dañs Treger, d’ar sadorn a vez stajoù ganeomp, stajoù dañs, stajoù sonerezh, kan, brezhoneg ivez. D’ar sul emañ Devezh an dañs Treger, an devezh a-bezh gouestlet d’an dañs Treger gant koñkourioù sonerien, koñkour dañs, fest-deiz, ur pred kanet ivez. Ar week-end diwezhañ neuze e vez an eil prantad bras ganeomp ma karez, saloñs al levrioù. Hag etretant neuze e-kerzh ar sizhun e vo ivez sinema e brezhoneg, prezegennoù, c’hoariva e brezhoneg ivez.

             

            Un abadenn ha na c’heller ket chom hep gwelet anezhi pe kemer perzh e-barzh ?

            Hag a vefe da choaz, etre an holl ? O la la ! Se zo ur sapre goulenn. Diaes eo se. Ma c’h eo evit an dañs Treger e vez c’hoant da zont e lârfen a-walc’h Devezh an Dañs Treger peogwir eo se an devezh brasañ. ‘C’h an da lâret daou dra memestra : saloñs al levrioù zo ur pezh machin ganeomp memestra hag a-bouez hag evit ar brezhoneg ar bloaz-mañ e lârfen a-walc’h ar pezh-c’hoari a vo d’ar gwener Piv ? Penaos ? Ha petra ?

             

            Ar pred kanet ?

            Ar pred kanet a zo e-kerzh Devezh an dañs Treger hag a zo ur c’houlz pouezus ivez hag a blij kalz d’an dud.

             

            Ha petra a c’hellomp souhetiñ da Dañs Treger evit an dazont ?

            Me a lârfe a-walc’h kaout tud prest da zont e-barzh, da gregiñ e-barzh, da sikour, da gemer perzh kar an dud eo nerzh ar c’hevredigezhioù hag ezhomm a vez eus tud atav, ha ma vefe tud kontant da zont e-barzh e vefe met gwell a se.

          • Paskal an Intanv   2.jpg
Logo KLT41 Kae Leon 29600 MONTROULEZ
02 98 63 98 79 - 06 82 77 10 10 - klt@wanadoo.fr
Digor e vez ar burev eus al Lun betek ar Gwener
9e15 / 12e15 – 1e45 / 5e45 g.l.
 
Adkavit K.L.T. war Icon twitter Icon facebook   Koumanantiñ d'al lizher-kelaouiñ
RÚgion Bretagne RÚgion Bretagne CommunautÚ de communes de Morlaix

 

á
Lakaet da drei˝ gantádiasite
Savet gantáDiateam