Logo kerne leon treger KLT Ur c'hevredad kevredigezhioù eo K.L.T. da gentañ penn gant ar soñj kas war-raok yezh ha kultur Breizh e bro Montroulez. Ditouriñ a reomp ivez, par mar c'hellomp, an holl re a faot dezhe gouzout hiroc'h diwar-benn ar pezh a vez graet er vro hag e Breizh a-bezh.
Kavout an izili
Anv
Kŕr
Obererezhio¨
á
          • Kaozeadenn vrezhoneg

          • D'ar merc'her 30 a viz Genver 2019
            Ostaleri An Tempo
            Porzh Montroulez
            8e30 noz
            Digoust
          •  

            Ganet eo Dominique Thepaut tri-ugent vloaz 'zo. E dud a oa labourerien douar anezho. Brikoli hag artichaod a veze gounezet er parkeier, moc'h ha vioù a oa ivez en atant. E vrezhoneg, desket er gêr e-touez an amezeien, a zo un tamm anezhañ blaz an douar gantañ.

            Kaset eo bet d’e unnek vloaz da skolaj ar C'Hreisker e Kastel-Paol. Eno, pa oa er c'hlasoù diwezhañ en deus gellet deskiñ lenn ha skrivañ brezhoneg. An Aotrou Choquer, genidik eus a Daole, a oa kelenner dezhañ d’ar poent-se.

            Goude un tamm studi war ar filozofi hag an teoloji eo bet belleget evit eskopti Bro Leon e bloavezh 1987.

            Anvet eo bet gant an Aotrou eskop aluzener evit studierien Skol-veur Brest ha chomet eo eno trizek vloaz. Goude-se eo bet anvet aluzener en arme.

            Kaset ha digaset eo bet da heul ar soudarded en Afghanistan, er C'Hosovo, el Liban, er C'Hongo hag en deus gwelet meur a den yaouank mervel.

            Anvet kure e parrez Kastell-Paol e 2017, emañ bremañ, azalek miz eost diwezhañ, person eno.

            Bezañ eo bet warlene unan eus ar veleien a roe da glevet un tamm sarmon bemdez, en abadenn « Pedenn an deiz » war RCF. Bep taol e plij dezhañ lavaret an oferenn e brezhoneg pa vez goulennet digantañ.

          • D. Thepaut.jpg
      • Embannet gant ar gevredigezh K.L.T.
      • 21/01/2019
Izili K.L.T.
Media
Albom
      • Gant red an dour...2016
      • Gant red an dour...2016
      • Gant red an dour...2016
      • Gant red an dour...2016
      • Gant red an dour...2016
      • Gant red an dour...2016
      • Gant red an dour...2016
      • Gant red an dour...2016
      • Gant red an dour...2016
Logo KLT41 Kae Leon 29600 MONTROULEZ
02 98 63 98 79 - 06 82 77 10 10 - klt@wanadoo.fr
Digor e vez ar burev eus al Lun betek ar Gwener
9e15 / 12e15 – 1e45 / 5e45 g.l.
 
Adkavit K.L.T. war Icon twitter Icon facebook   Koumanantiñ d'al lizher-kelaouiñ
RÚgion Bretagne RÚgion Bretagne CommunautÚ de communes de Morlaix

 

á
Lakaet da drei˝ gantádiasite
Savet gantáDiateam