Ur c'hevredad kevredigezhioù eo K.L.T. da gentañ penn gant ar soñj kas war-raok yezh ha kultur Breizh e bro Montroulez. Ditouriñ a reomp ivez, par mar c'hellomp, an holl re a faot dezhe gouzout hiroc'h diwar-benn ar pezh a vez graet er vro hag e Breizh a-bezh.
          • Mizvezh ar brezhoneg

          • Mizvezh ar brezhoneg
            Bro Montroulez
          •  

            Yaou 05 a viz Meurzh

            Klakenniñ : emgav etre brezhonegerien ha tud o teskiñ pe peurzeskiñ brezhoneg – Ostaleri An Ti Kozh e Montroulez – Adalek 6e d'abardaez – Digoust – Aozañ : K.L.T.

             

            Sadorn 07 a viz Meurzh

            Prezegenn gant Yann-Glaod ar Ruyet diwar prederiadennoù Albert Boché « Eus ar rannyezhoù d'ar yezh skrivet »

            Skrivagner e brezhoneg eo Yann-Glaod Ruied. Skrivet en deus pennadoù, barzhonegoù hag abadennoù evit ar vugale. Gant e labour e vez prederiet ivez diwar-benn deskadurezh war ar brezhoneg e Skol-Veuz Roazhon.

            E ti Skol Vreizh e Montroulez – 5e30 g.k. – Digoust – Aozañ : Skol Vreizh

             

            Lun 09 a viz Meurzh

            Tresadennoù-bev e brezhoneg e sinema La Salamandre e Montroulez – Aozañ : K.L.T.
             

            9e30 : Beaj vat Dimitri !, evit ar skolioù-mamm

            Pedet oc'h da veajiñ ho taoulagad digor frank ! Kaset voc'h da bell-vro gant istorioù tener, renet dreist-holl gant loened dudius ! Deuit d'o heul diouzh red fabloù o bedoù faltazius…
             

            2e g.k. : Ernest & Celestine, evit bugale ar c'hentañ derez

            E bed boutin an arzhed, e vez brud fall war an nen a gustum kamaradiñ gant al logod. Koulskoude e vo degemeret unan anezho gant Ernest, un arzh tev war ar riblenn, furlukin ha soner ma’z eo : Celestine vihan eo, un emzivadez he deus tec’het kuit rak bed dindanzouar ar grignerien. An daou unan en e-unan-se a skoazello hag a frealzo unan egile, war var treboulañ ar c’hizioù diazezet.

             

            Merc'her 11 a viz Meurzh

            Kafe brezhoneg (emgav etre brezhonegerien) e sal Marie Jacqu e Henvig – Adalek 3e g.k. – Digoust  – Aozañ : Kafe brezhoneg

             

            Yaou 12 a viz Meurzh

            Tresadennoù bev e brezhoneg e sinema La Salamandre e Montroulez – Aozañ : K.L.T.
             

            9e30 : Beaj vat Dimitri !, evit bugale ar skolioù-mamm

            Pedet oc'h da veajiñ ho taoulagad digor frank ! Kaset voc'h da bell-vro gant istorioù tener, renet dreist-holl gant loened dudius ! Deuit d'o heul diouzh red fabloù o bedoù faltazius…

             

            2e g.k. : Ernest & Celestine, evit bugale ar c'hentañ derez

            E bed boutin an arzhed, e vez brud fall war an nen a gustum kamaradiñ gant al logod. Koulskoude e vo degemeret unan anezho gant Ernest, un arzh tev war ar riblenn, furlukin ha soner ma’z eo : Celestine vihan eo, un emzivadez he deus tec’het kuit rak bed dindanzouar ar grignerien. An daou unan en e-unan-se a skoazello hag a frealzo unan egile, war var treboulañ ar c’hizioù diazezet.

             

            Sadorn 14 a viz Meurzh

            Staj brezhoneg evit tud ar vugale « Ar brezhoneg er skolioù… hag er gêr ! »  – E skol Diwan Kommanna – Eus 9e30 betek 12e30– Lodenn gentañ – 10 € – Aozañ : K.L.T.

             

            Merc'her 18 a viz Meurzh

            Kaozeadenn vrezhoneg gant Jean-René Mahé, Breizhad 2019 – E ostaleri An Tempo e Montroulez – 8e30 noz – Digoust – Aozañ : K.L.T.

             

            Yaou 19 a viz Meurzh

            Teatr brezhoneg gant Kañfarted Lanleya - La Manu en Perm', 41 Kae Leon - 2e30 g.k. - Digoust

            3 fezh-c'hoari : Piv a baeo ? (P.J. Helias), Ar biz er piñsin dour benniget » (P. J. Helias), Ar c'hav eneb atomek » (Naig Rosmor, P.M. Mevel).

             

             

             

            Gwener 20 a viz Meurzh

            Sonedennoù Shakespeare kinniget e saozneg, brezhoneg ha galleg en ur mod fentus ha dirollet, evel kustum. Div ganaouenn ouzhpenn, skrivet gant Shakespeare e-hunan ha laket e brezhoneg gant Strollad Kallag (evel ar sonedennoù). Keith Bradford, prezidant ar festival "Shakespeare en Trégor", a vez o c'hoari bep bloaz ur pezh dishañval gant Shaespeare e bro Lannuon, a raio un tamm kaozeadenn e galleg diwar-benn Shakespeare. Leurenn digor evit echuiñ : muzik, kanaouennoù, kontadennoù e brezhoneg penn-da-benn an taol-mañ !

            E ostaleri Bar des 2 rivières e Montroulez – 8e30 noz – Diouzh ho c'hoant da vont e-barzh – Aozañ : K.L.T. & Strollad Kallag

             

            Samedi  21 mars

            * Staj brezhoneg evit tud ar vugale « Ar brezhoneg er skolioù… hag er gêr ! »  – E skol Diwan Kommanna – Eus 9e30 betek 12e30– Eil lodenn – 10 € – Aozañ : K.L.T.

             

            * Staj kan-ha-diskan gant Annie Ebrel (gavotenn) & Yannick Dabo (plinn) – E ti Skol Vreizh eus 9e30 betek 12e30 & eus 2e betek 5e g.k. – 40 € – Aozañ : K.L.T.

             

            * Bizitañ Ti ar roued brodet – E Plouenan – 2e30 g.k. – Digoust – Aozañ : Ti ar roued brodet


            Gwareziñ ha treuzkas teknik ar roued nouet ha brodet eo pal pennañ ar gevredigezh "Ijin ha  Spered ar Vro". Ar roued brodet-se a oa implijet gwechall evit sevel koefoù, dilhad mod-kozh, ridozioù… Abaoe 2006 o deus ar broderezed dastumet teulioù, levrioù kozh, koefoù, evit adkavout ha mirout ar glad bev-se. Ur mirdi zo bet savet e 2014 gant ouzhpenn hanterkant koef eus ar vro, dilhad, skeudennoù, videoioù ha broderezhioù kaer. Gweladennoù a vez aozet hag evit ar wech kentañ e vo e brezhoneg.

             

            Merc'her 25 a viz Meurzh

            Nozvezh c'hoarioù e brezhoneg e ostaleri au Melar dit e Lokmelar – Eus 6e betek 10e noz – Digoust – Aozañ : Café épicerie le Melar dit & Ti ar Vro Landerne-Daoulas

             

            Sadorn a viz Meurzh

            Bizitañ dismantroù Kastell Penhoad e Sant-Tegoneg. Baleadenn 6 km bennaket hed-ha-hed ar Peñze – Displegadennoù gant Yvon Postec & Jean-Yves Corre – Emgav da 2e30 g.k. e milin Penhoad – Digoust – Aozañ : Kafe brezhoneg

             

            Sul 29 a viz Meurzh

            Staj QiGong gant Arno ABDUL-SATER - E ti Skol Vreizh e Montroulez – Eus 9e30 betek 12e30 – 30 €  – Aozañ : K.L.T.

            Titouroù / Lakaat e anv : https://www.weezevent.com/staj-qigong-klt-montroulez

            Ur medisinerezh dizarbenn pemdeziek eus hengounioù sinaek milvedel eo an Qigong. He fal kentañ zo chom war ar yec’hed an-unan evit un endro bevañ yac’h, da-geñver un difrae hevoud hollek pe un ambroug yac’hadel resis.

            YEZHOÙ HA YEC'HED, krouet e 2012, zo diazezet er greizenn sevenadurel keltiek Yezhoù ha Sevenadur, 12 bali Anjev e Sant-Ervlan (44). He fal zo kas obererezhioù hevoud e meur a yezh. Buhezet e vez an abadennoù gant Arno ABDUL-SATER, unan eus krouerien ar gevredigezh.

          • Mizvezh ar brezhoneg.png
      • Embannet gant ar gevredigezh K.L.T.
      • 04/03/2020
Logo KLT41 Kae Leon 29600 MONTROULEZ
02 98 63 98 79 - 06 82 77 10 10 - klt@wanadoo.fr
Digor e vez ar burev eus al Lun betek ar Gwener
9e15 / 12e15 – 1e45 / 5e45 g.l.
 
Adkavit K.L.T. war Icon twitter Icon facebook   Koumanantiñ d'al lizher-kelaouiñ
RÚgion Bretagne RÚgion Bretagne CommunautÚ de communes de Morlaix

 

á
Lakaet da drei˝ gantádiasite
Savet gantáDiateam