Logo kerne leon treger KLT Ur c'hevredad kevredigezhioù eo K.L.T. da gentañ penn gant ar soñj kas war-raok yezh ha kultur Breizh e bro Montroulez. Ditouriñ a reomp ivez, par mar c'hellomp, an holl re a faot dezhe gouzout hiroc'h diwar-benn ar pezh a vez graet er vro hag e Breizh a-bezh.
Kavout an izili
Anv
Kŕr
Obererezhio¨
á
          • Mizvezh ar brezhoneg

          • Eus an 02 betek an 30 a viz Meurzh 2019
            Bro Montroulez
          •  

            Sadorn 02 a viz Meurzh


            * Staj brezhoneg (evit tud desket pe damzesket, kelennerien, skolaerien…) gant Mark Kerrain, skrivagner, kelenner brezhoneg e Skol-Veur Roazhon 2. Embannet en deus un hentenn evit deskiñ brezhoneg, levrioù evit ober skol, troidigezhioù, barzhonegoù, danevelloù, kanaouennoù.
            9e30 – 5e g.k. – E ti KLT / Skol Vreizh e Montroulez –  20 € an devezh – Aozañ : KLT

             

            * Staj gwerzioù ha kanaouennoù da zañsal, terouer Plinn ha Fisel, kan 'ban dañs, gant Jean Herrou & Violaine Mayor
            2e – 6e g.k. – Sal liesimplij Plouneour-Menez – Holl liveoù – 30 & 20 € – Aozañ : Hent Telenn Breizh

             

             

            Merc'her 06 a viz Meurzh
             

            * Prezegenn gant Hervé Lossec : kunujennoù, mallozhioù ha karadegezhioù all

            "La couleur et le goût de la langue bretonne qui enrichissent aussi notre français. Des mots et des expressions colorées et imagées que l'on n'apprend plus à l'école ni en cours du soir. Un patrimoine à sauvegarder absolument". Conférence en français et breton sous forme humoristique à partir d’une soixantaine de dessins de Nono.

            6e30 d'abardaez – E ti KLT / Skol Vreizh – Digoust – Aozañ : KLT

             

             

            Yaou 07 a viz Meurzh
             

            * Tresadennoù-bev evit ar vugale

            9e30 – C’hwezh vat ar c’harotez (45’)

             

            2e g.k. – Azur hag Asmar (1e39’)


            Sinema La Salamandre e Montroulez – 2,5 € – Aozañ : KLT

             

            * Klakenniñ : emgav etre brezhonegerien ha tud o teskiñ
            Adalek 6e d'abardaez e ostaleri An Ty Coz e Montroulez – Digoust – Aozañ : KLT & Le Ty Coz

             

             

            Sadorn 09 a viz Meurzh
             

            * Da-geñver an Diviz Bras Broadel, meur a zen eus ar bed politikel hag eus bed ar c'hevredigezhioù a zeuio da rannañ o soñj gant an dud . Dodenn : demokratelezh, keodedourelezh hag an digreizennañ.


            Eus 2e30 betek 4e30 g.k. – E ti Ar Falz / Skol Vreizh e Montroulez – Diviz enrollet ha skignet goude war France Bleu Breizh Izel – Aozañ : Ar Falz – KLT – France Bleu Breizh Izel

             

             

            Lun 11 a viz Meurzh
             

            * Tresadennoù-bev evit ar vugale
             

            9e30 – Azur hag Asmar (1e39’)

            Sinema La Salamandre e Montroulez – 2,5 € – Aozañ : KLT

             

             

            Merc'her 13 a viz Meurzh
             

            * Kafe brezhoneg
            3e g.k. – Sal Marie Jacq e Henvig – Digoust


             

            Sadorn 16 a viz Meurzh
             

            * Staj evit tud ar vugale (Brezhoneg er skolioù...hag er gêr !). Evit ar gerent (an dud-kozh ivez) o deus lakaet o bugale er skolioù brezhoneg-galleg.
            9e30 – 12e30 – Kreizenn Ti Kastellis – Aozañ : KLT & Brezhoneg War Raok – 10 €

             

            * Staj de kan-ha-diskan (dañsoù Plinn & Fisel) gant Annie Ebrel & Eric Menneteau
            9e30 – 5e g.k. – E ti KLT / Skol Vreizh & Ti Penn an Aod e Montroulez – 40 € an devezh – Aozañ : KLT
             

            * Teatr brezhoneg gant Strollad Bro Landi ha 4 fezh-c'hoari nevez
            - Pillulennou
            - Paotr ar c’hentelioù
            - Teir gwech e Pariz
            - Ar buanna, ar gwella

            E-pad an ehanoù, kanaouennoù hag istorioù gant Pèr ar Go, Jo Kermoal, Marc Paugam, François Caroff.

            8e30 noz – Sal Tournemine e Landivisiau – 7 € – Aozañ : Breizhtival

             

             

            Sul 17 a viz Meurzh
             

            * Oferenn e brezhoneg gant al laz-kanañ Mouez Bro Landi
            10e30 – Iliz Landivisiau – Aozañ : Breizhtival

             

            * Teatr brezhoneg gant Strollad Bro Landi ha 4 fezh-c'hoari nevez
            - Pillulennou
            - Paotr ar c’hentelioù
            - Teir gwech e Pariz
            - Ar buanna, ar gwella

            E-pad an ehanoù, kanaouennoù hag istorioù gant Pèr ar Go, Jo Kermoal, Marc Paugam, François Caroff.

            3e g.k. – Sal Tournemine e Landivisiau – 7 € – Aozañ : Breizhtival

             


            * Sonadeg ar strollad Teir (Vassalo-Ebrel-Le Buhé), abadenn Paotred

             

            Kanañ evel a vez graet a-viskoazh, ha kanañ evel n'eus ket bet biskoazh graet... Pelloc'h, donoc'h, tostoc'h deus kalon ar c'hanaouennoù hag an dud.

            Du solo palpitant à la polyphonie novatrice, avec profondeur et audace : l'aventure partagée de trois des plus belles voix de la musique bretonne ! Marthe Vassallo, Nolùen Le Buhé et Annie Ebrel optent pour le rebrousse-poil : leur nouveau spectacle sera consacré… aux « chansons d’homme » ! Avec l’humour et la sensibilité qui caractérisent le trio, Paotred interrogera la parole et l’image masculines dans les chansons traditionnelles de Bretagne : de l’évidente inégalité hommes-femmes à une bien plus subtile histoire des solidarités et des fragilités, et de ce que les hommes endurent des autres hommes… Dans une collaboration renouvelée avec la compositrice Frédérique Lory, pour un travail polyphonique toujours plus audacieux.
             

            4e30 g.k. – Sal ar Roudour e Saint-Martin-war-ar-Maez – 15 € - Aozañ : KLT & Big Bravo Spectacles

             

             

            Meurzh 19 a viz Meurzh
             

            * Tresadennoù-bev evit ar vugale


            11e – C’hwezh vat ar c’harotez (45’)

             

             2e g.k. – Azur hag Asmar (1e39’)

             

            Sinema Le Majestic e Kastell-Paol – 2,5 € – Aozañ : KLT

             

             

            Merc'her 20 a viz Meurzh
             

            * Kaozeadenn vrezhoneg gant Soazig Le Buhan

            Sevel raktresoù evit ober anaoudegezh gant hon bro, he sevenadur hag he glad, en ur virout digor ar speredoù war binvidigezh ar vuhez sevenadurel tro-dro dimp, eo ar pezh a blij da Soazig Le Buhan. Kement-se a ra koulz war e amzer labour ha war he amzer vak.

            Mediatourez sevenadurel eo-hi e Ti ar Vro Treger-Goueloù e Kawan abaoe 2 vloaz bremañ, goude bezañ bet o labourat e Roazhon war ar memes danvezioù.

            A-benn donaat ar preder ha lakaat e pleustr al lavaredoù rannet gant ar vugale hag an dud yaouank ec'h a Soazig da veajiñ ingal. Iran, Indez, Aljeria, Ginea Konakri ... Mont a ra da gantreal a-gleiz hag a-zehou a-drugarez d'ar c'hejadennoù graet ganti war ar pemdez. Awenet e vez gant an holl veajoù-se evit sevel abadennoù a bep seurt  er skolioù, skolajoù, liseoù pe e-pad ar vakañsoù.

            8e30 noz – Ostaleri An Tempo e Montroulez – Digoust – Aozañ : KLT

             

             

            Sadorn 23 a viz Meurzh
             

            * Staj evit tud ar vugale (Brezhoneg er skolioù...hag er gêr !). Evit ar gerent (an dud-kozh ivez) o deus lakaet o bugale er skolioù brezhoneg-galleg.
            9e30 – 12e30 – Kreizenn Ti Kastellis – Aozañ : KLT & Brezhoneg War Raok – 10 €

             

             

            Yaou 28 a viz Meurzh
             

            * Baleadenn war roudoù gwez espar Lokenole. Baleadenn lusket gant Yvon Postec & Bernard Jézéquel (Breizh Vev) – Eus 2e betek 4e g.k.


             

             

            Sadorn 30 a viz Meurzh
             

            * Staj kan-ha-diskan evit mont da heul gavotenn Kalanel ha kan 'ban dañs, gant Jean Herrou & Violaine Mayor
            2e – 6e – Sal liesimplij Plouneour-Menez – Holl liveoù – 30 & 20 € – Aozañ : Hent Telenn Breizh


            * C'hoarioù a-stroll evit bugale ha tud deuet


            Adalek 4e g.k. (betek eur an digor-kalon !) e Ti Guénolé e Lokenole – Digoust – Aozañ : KLT & Ti Guénolé

          • th v2.jpg
      • Embannet gant ar gevredigezh K.L.T.
      • 26/02/2019
Izili K.L.T.
Media
Albom
      • Gant red an dour...2016
      • Gant red an dour...2016
      • Gant red an dour...2016
      • Gant red an dour...2016
      • Gant red an dour...2016
      • Gant red an dour...2016
      • Gant red an dour...2016
      • Gant red an dour...2016
      • Gant red an dour...2016
Logo KLT41 Kae Leon 29600 MONTROULEZ
02 98 63 98 79 - 06 82 77 10 10 - klt@wanadoo.fr
Digor e vez ar burev eus al Lun betek ar Gwener
9e15 / 12e15 – 1e45 / 5e45 g.l.
 
Adkavit K.L.T. war Icon twitter Icon facebook   Koumanantiñ d'al lizher-kelaouiñ
RÚgion Bretagne RÚgion Bretagne CommunautÚ de communes de Morlaix

 

á
Lakaet da drei˝ gantádiasite
Savet gantáDiateam