Ur c'hevredad kevredigezhioù eo K.L.T. da gentañ penn gant ar soñj kas war-raok yezh ha kultur Breizh e bro Montroulez. Ditouriñ a reomp ivez, par mar c'hellomp, an holl re a faot dezhe gouzout hiroc'h diwar-benn ar pezh a vez graet er vro hag e Breizh a-bezh.
          • K.L.T. zo o klask un den yaouank (paotr pe plac'h) evit ur c'ho˝je keodedel adalek miz Genver 2020

          • Aotreet eo K.L.T. da zegemer yaouankizo¨ dindan ur c'ho˝je keodedel.
            Adalek miz Genver 2020 e vo moaien da duta unan yaouank mennet gant yezh ha kultur Breizh.
          •  

             

            Ur c’hoñje keodedek gant K.L.T. (Kerne – Leon - Treger)

             

            Ur c’hevredad kevredigezhioù breizhek eo hon c’hevredigezh e bro Montroulez. He fal eo kas war-raok yezh ha kultur Breizh war he zachenn a-bezh dre gentelioù tañva eus ar brezhoneg er skolioù, kentelioù-noz, stajoù, ur festival..

             

            Ar skipailh, tud a-vicher ha tud a youl vat ennañ, a faot dezhañ degemer un den yaouank mennet gant treuzkas ar brezhoneg hag e sevenadur. Gant e / he heñcher e kenlabouro ar youlad.ez en do / he do da seveniñ ar gefridi-mañ :

             

            - Kemer perzh e-barzh aozañ ha diorren ar rouedadoù sokial : lakaat da anavezout lec’hienn

            internet KLT, sikour da grouiñ doareoù kehentiñ nevez (lizher-kelaouiñ, kontoù facebook,

            twitter...)

             

            - Degas e sikour evit teurel evezh ouzh ar c’heleier, renkañ ar pennadoù kazetennerezh hag an

            teulierezh.

             

            - Gant ar skipailh, kemer perzh e-barzh buheziñ ha kelaouiñ an dud war ar foromoù

            kevredigezhel.

             

            - Degas e sikour hag e soñjoù evit sevel ur skeudennaoueg hag ur videaoueg ha sikour da

            adrenkañ an dielloù.

             

            - Ijinañ binvioù kehentiñ evit an abadennoù a bep seurt aozet pe kenurzhiet gant ar gevredigezh

            (festival Tan Miz Du, mizvezh ar brezhoneg, gouel Breizh, kaozeadennoù…).

             

            - Kizidikaat ha kemer perzh e-barzh obererezhioù war-zu krennarded ne vezont ket gwelet er

            gevredigezh evit poent (lakaomp sonerezh ha brezhoneg, sport ha brezhoneg…). Ar re

            yaouank a gomz gant ar re yaouank !

             

            Digor eo ar gefridi-mañ d’an holl re yaouank brezhoneg gante dre ret. Barregezh ispisial all ebet goulennet.

             

            Evit kaout muioc’h a ditouroù, mont e darempred gant K.L.T.

          • sc.png
      • Embannet gant ar gevredigezh K.L.T.
      • 30/10/2019
Logo KLT41 Kae Leon 29600 MONTROULEZ
02 98 63 98 79 - 06 82 77 10 10 - klt@wanadoo.fr
Digor e vez ar burev eus al Lun betek ar Gwener
9e15 / 12e15 – 1e45 / 5e45 g.l.
 
Adkavit K.L.T. war Icon twitter Icon facebook   Koumanantiñ d'al lizher-kelaouiñ
RÚgion Bretagne RÚgion Bretagne CommunautÚ de communes de Morlaix

 

á
Lakaet da drei˝ gantádiasite
Savet gantáDiateam