Logo kerne leon treger KLT Ur c'hevredad kevredigezhioù eo K.L.T. da gentañ penn gant ar soñj kas war-raok yezh ha kultur Breizh e bro Montroulez. Ditouriñ a reomp ivez, par mar c'hellomp, an holl re a faot dezhe gouzout hiroc'h diwar-benn ar pezh a vez graet er vro hag e Breizh a-bezh.
Kavout an izili
Anv
Kŕr
Obererezhio¨
á
          • Tan Miz Du 2018 : 19vet bloavezh

          • Eus ar gwener 02 a viz Du betek ar sul 09 a viz Kerzu 2018
            Bro Montroulez
            48 abadenn
            28 aozer ha keveler
            17 kumun
          • Roll abadennoù Tan Miz Du 2018 (19vet bloavezh)

             

            Baleadenn lutined Halloween evit bugale ambrouget, adalek 3 bloaz
            Baleadenn a ra war-dro 3 c'hm gant kontadennoù ha klask un teñzor

            Gwener 02 a viz Du da 2e30 g.k.
            E skol gozh Boneur – Prizioù : 7 € dre zen / 6 € adalek 4 den
            Aozañ : ADDES

             

            Taol lañs Tan Miz Du
            Dibunadeg dilhad Klasel gant Laurane Croguennec

            Gwener 02 a viz Du da 6e d'abardaez


            E kêr chanter ar SE⸍cW er Manu e Montroulez
            Aozañ : K.L.T.

             

            Gouel Bro Plistin
            Sadorn 03 a viz Du
            - E sal An Dour Meur e Plistin, staj dañsoù a Vro Dreger (mont pelloc'h), eus 2e betek 5e30 g.k.
            - E sal An Triskell e Gwiglann, stage dañsoù (holl liveoù) a Vro Dreger, eus 2e betek 5e30 g.k.
            - E skolaj ar Penker e Plistin, staj muzik (treujenn-gaol, kan, violoñs, akordeoñs, bombard & binioù), muzik da zañsal a Vro  
            Dreger, eus 2e betek 6e d'abardaez
              Lakaat e anv : 02 96 35 06 28 / tianholl@plestinlesgreves.com
            - E skolaj ar Penker e Plistin, stajoù brezhoneg (tud o komañs, fals-deraouidi, barrek), eus 2e betek 6e d'abardaez
            Lakaat e anv ha titouroù : 06 62 15 60 90 – Priz : 6 €
            Aozañ : Dañs Treger

             

            Baleadenn lutined Halloween evit bugale ambrouget, adalek 3 bloaz
            Baleadenn a ra war-dro 3 c'hm gant kontadennoù ha klask un teñzor

            Sadorn 03 a viz Du da 2e30 g.k.


            E skol gozh Boneur – Prizioù : 7 € dre zen / 6 € adalek 4 den
            Aozañ : ADDES

             

            Baleadenn ar mintin abred evit tud deuet ha bugale ouzhpenn 7 vloaz
            Dihun an natur e tarzh an deiz e lanneier ha kribennoù ar Menez Are. Dijuni gant produioù ar vro e fin ar valeadenn.

            Sul 04 a viz Du da 7e40 diouzh ar mintin
            E skol gozh Boneur – Prizioù : 9 € (dindan 14 vloaz) & 15 €
            Aozañ : ADDES

             

            Stajoù terouer Kernevodez

            Sul 04 a viz Du da 10e (staj kan) ha da 2e g.k. (staj dañsoù)
            E kreiznn Jean Quéré e Landivizio – Prizioù : 5€ ar staj, 8 € an daou
            Lakaat e anv : secretariat.landivisiau@gmail.com pe 06 61 09 48 07
            Aozañ : Strollad Bro Landi & Dañserien Lann Tivizio

             

            Devezh an dañs Treger
            Sul 04 a viz Du eus 10e30 betek 6e30 d'abardaez
            E sal An Dour Meur e Plistin
            * 10e30 : Koñkour muzik a Vro Dreger, tonioù da vale ha tonioù a-boz – Diouzh ho c'hoant da vont e-barzh
            * 12e : Pred-boued lusket gant kanerien – 6 € (dindan 12 vloaz), 12 € , 15 € (pred + fest-deiz) – Mirout e bred betek ar 1añ a viz Du, Ti an holl 02 96 35 06 28 / tianholl@plestinlesgreves.com
            * 2e g.k. : abadenn muzik da zañsal (inscription avant le 02 novembre à Ti an Holl), koñkour dañsoù a Vro Dreger (lakaat e anv : Ti an holl 02 96 35 06 28 pe d'ar sul 04/11 adalek 1e30 g.k.), fest-deiz – Priz : 5 €
            Aozañ : Dañs Treger

             

            Abadenn vuzik a Vro Iwerzhon
            Sul 04 a viz Du adalek 6e30 d'abardaez
            E ostaleri An Ty Coz e Montroulez – Digoust
            Aozañ : Le Ty Coz

             

            Sinema, nozvezh filmoù diwar-benn an harlu
            Degemer mat gant Anne Gouerou & Open the border gant Mickaël Baudu
            Filmoù e brezhoneg istitlet e galleg

            Lun 05 a viz Du da 8e30 noz
            Sinema Le Douron e Plistin – 4,5 €
            Aozañ : Dañs Treger

             

            Prezegenn Didier Bécam
            CDioù Bro Dreger (1988-2018) : kanerien ha sonerien Bro Dreger

            Merc'her 07 a viz Du da 8e30 noz
            E Ti an Holl e Plistin – Digoust
            Aozañ : Dañs Treger

             

            Lec'hanvadurezh : bodad labour
            Merc'her 07 a viz Du da 8e30 noz
            E ti Skol Vreizh er Manu e Montroulez – Digoust
            Aozañ : K.L.T.

             

            Klakenniñ : emgav etre brezhonegerien ha tud o teskiñ
            Yaou 08 a viz Du adalek 6e d'abardaez
            E Ostaleri An Tempo e Montroulez – Digoust
            Aozañ : K.L.T.

             

            Kan 'ban dañs
            Yaou 08 a viz Du adalek 7e30 noz
            E sal ar Mille Club e Plouenan – Digoust
            Aozañ : Tud ar Vro

             

            Sinema
            Ober anaoudegezh gant filmoù Bastian Guillou
            3 film a vo diskouezet : Ar paotr houarn, Gwallzarvoud ar fisel & Koad ar skeulioù
            Filmoù e brezhoneg istitlet e galleg

            Gwener 09 a viz Du da 6e d'abardaez


            E mediaeg Plourin-Montroulez – Digoust
            Aozañ : Médiathèque de Plourin-lès-Morlaix & KLT

             

            Ar brezhoneg er skolioù hag... er gêr : staj evit tud ar vugale
            Sadorn 10 a viz Du eus 9e30 betek 12e30
            E mediaeg (sal Angela Duval) Pleiber-Krist
            Aozañ : Div Yezh Pleiber-Krist & K.L.T.

             

            Devezh-studi evit brezhonegerien gant Mark Kerrain
            Sadorn 10 a viz Du eus 9e30 betek 5e g.k.
            E ti Skol Vreizh e Montroulez – Priz : 20 €
            Aozet : K.L.T.

             

            Fest-noz kanet
            Gant Le Roux / David, Les Mangeouses d'oreilles, Lagadig / Rivière, Tchikidi, Les Commères, Cornec / Trebaol

            Sadorn 10 a viz Du da 8e30 noz
            E sal ar gouelioù e Plufur – 6 €
            Aozañ : L'assoc' Kipik

             

            Gouel Bro Plistin : saloñs al levrioù
            Korn lenn evit ar vugale, chut ! pleget e vez..., kaozeadennoù-tabutoù, diskouezadeg

            Sul 11 a viz Du eus 10e betek 6e d'abardaez
            E sal An Dour Meur e Plistin – Digoust
            Aozañ : Dañs Treger

             

            Piv, penaos, ha petra ?
            Komedienn bolis e brezhoneg penn-da-benn gant strollad Gwerliskin & strollad Kallag

            Sul 11 a viz Du da 4e g.k.

            Piv zo bet kad da lazhañ aotrou maer ur gêr vihan sioul deus Kreiz-Breizh ?

            Penaos ur muntr ken spontus, da zeiz ar marc’had ouzhpenn, pa oa bodet tout an dud evit enoriñ un den meur ha madelezhus evit ar barroz ?

            Petra zo kaoz d’ar muntr-se ? Pesort itrikoù, pesort drouksoñjoù a oa ’barzh penn ar muntrer a-benn ober un torfed ken euzhus ?

            Ur pezh-c’hoari fentus ha dirollet, daoust d’an tem da vezañ sirius. Deoc’h-c’hwi da welet…
            Ha kalz a blijadur deoc’h, mechañs, ur wech ouzhpenn !

            Skrivet ha kempennet gant Sylvain Botrel ha Marie-Hélène Morvan
            Leurennet gant Marie-Hélène Morvan
            Sklêrijennet gant Gildas Marc
            C’hoariet gant : Michelle Allès, Sylvain Botrel, Joy Canac, Amélie Lautrou-Le Jeune, Herve Lautrou, Marie-Hélène Morvan, Martine Postic

            E C'hoariva Bro Montroulez – 5 & 8 € (digoust dindan 16 vloaz)
            Aozañ : Théâtre du Pays de Morlaix

             

            Racont'histoires : evit ar vugale
            Merc'her 14 a viz Du da 11e
            E levraoueg Ar Beuzit e Montroulez – Digoust
            Aozañ : Les bibliothèques de Morlaix & K.L.T.

             

            Kafe brezhoneg : kaozeadeg vrezhoneg
            Merc'her 14 a viz Du da 3e g.k.
            E sal Marie Jacq e Henvig – Digoust
            Aozañ : Kafe brezhoneg

             

            Kontadennoù Canterbury : teatr e brezhoneg (hag e saozneg)
            Merc'her 14 a viz Du da 9e noz

            A-ziwar Geoffrey Chaucer, brudetañ barzh meur saoz ar grenn-amzer. Abadenn kaset e brezhoneg hag e saozneg, div gontadenn oc’h ober anezhi : « Ar Pardoner » hag « An Itron a vBath ».

            Bro-Saoz, 14vet kantved, bec’h zo er vro. Iliz Roma a zo o vont d’an traoñ. Emañ a vosenn-zu o redek, o kas ganti ar paourkaezh tud da zigentañ. Ar re o deus bet ar chañs da chom o deus c’hoant cheñch penn d’ar vazh : kaout gwirioù nevez, deskadurezh...

            War un dro dic’hortoz, sirius, flemmus, farsus, a-unan gant ar merc’hed, setu div eus kontadennoù Canterbury war al leurenn.

            E sal An Dour Meur e Plistin – Prizioù : 5 & 10 €
            Aozañ : Strollad Mat ar Jeu

             

            Da belec'h ez a Breizh ?
            Kollok war dalc'hoù ekonomik ha sevenadurel Breizh

            Gwener 16 a viz Du eus 9e betek 5e30 g.k.

            Ar gomzerien


            E lise Suscinio e Montroulez – Digoust ha digor d'an holl
            Titouroù ha lakaat e anv : 02 98 62 17 20 – skol.vreizh@wanadoo.fr
            Aozañ : Ar Falz / Skol Vreizh

             

            Ar brezhoneg er skolioù hag... er gêr : staj evit tud ar vugale
            Sadorn 17 a viz Du eus 9e30 betek 12e30
            E mediaeg (sal Angela Duval) Pleiber-Krist
            Aozañ : Div Yezh Pleiber-Krist & K.L.T.

             

            Lenn albomoù, e brezhoneg hag e galleg
            Sadorn 17 a viz Du da 11e
            E ti Dialogues e Montroulez, e Livres in room e Kastell-Paol hag e L'Ivresse des mots e Lambaol-Gwimilio
            Aozañ : Levraouegoù bro Montroulez

             

            Teñzorioù ar C'Hragoù hag an dazont par Bernard Jézéquel
            Baleadenn 1e30 e brezhoneg e lanneier ar C'hragoù

            Sadorn 17 a viz Du da 2e g.k.
            Er C'hragoù er C'hloastr-Plourin
            Aozañ : Bretagne Vivante

             

            Baleadenn dindan al loar evit tud deuet ha bugale ouzhpenn 7 vloaz
            Baleadenn etre kribennoù ar Menez Are ha geunioù ar Yeun-Elez ouzh lampoù dre eoul. Soubenn ognon e fin ar valeadenn

            Sadorn 17 a viz Du da 8e noz
            E skol gozh Boneur - Prizioù :
            9 € (7-14 vloaz) & 13 €
            Aozañ : ADDES

             

            Marc'had Nedeleg gant 40 diskouezer
            Sul 18 a viz Du eus 10e betek 6e d'abardaez
            E sal ar Roudour e Sant-Martin-war-ar-Maez – 1 € da vont e-barzh, (digoust - 18 vloaz)
            Aozañ : Kuzul Skoazell Diwan Montroulez

             

            Baleadennoù ar bleinoù evit tud deuet ha bugale ouzhpenn 7 vloaz
            Etre lanneier ha kribennoù, eus mammennoù an Elorn betek an Tuchenn Gador.

            Sul 18 a viz Du da 2e g.k.
            E skol gozh Boneur – Prizioù : 6 € (dindan 14 vloaz) & 8 €
            Aozañ : ADDES

             

            Prezegenn "Des Modes et Nous" gant Gwendal Jacob, Christophe Le Guern & Laurane Croguennec
            Dilhad Bro Landi ha tro-war-dro

            Sul 18 a viz Du da 3e g.k.
            E sal Lyautay e Landivizio – Diouzh ho c'hoant da vont e-barzh
            Aozañ : Dañserien Lann Tivizio

             

            Kaozeadenn vrezhoneg gant Yann-Ber Kemener
            Merc'her 21 a viz Du da 8e30 noz

            Ganet eo bet Yann-Bêr Kemener e 1950 e Douarnenez ha bremañ emañ o chom e ledenez Kraozon. Studiet en deus alamaneg e Skolioù Meur Brest ha Roazhon hag er memes koulz en deus addesket yezh e hendadoù, ar brezhoneg, en doa klevet da vare e vugaleaj war ar pemdez.

            E-keit m'en deus kelennet alamaneg ha brezhoneg e skolaj ha lise Jean Moulin e Kastellin, en deus stourmet en Emsav sevenadurel Ar Falz evit treuzkas yezhoù ha sevenadur Breizh ha kas anezho war-raok. Evit-se en deus lakaet da zont er-maez en ti-embann Skol Vreizh e Montroulez meur a levr diwar-benn Breizh, pemp kaier-vakañsoù evit skolidi ar c'hentañ derez, an hentennoù kelenn « Prim ha Dillo » ha « Pell ha Fonnus » hag ivez eizh levrig divyezhek diwar-benn troioù-kaer Moutig, un oan bihan ribardellus hag abil o vevañ e Menez-Are.

            En eizh kontadenn divyezhek-mañ e lak war-wel penaos eo a bouez al liesyezhegezh evit an darempredoù, penaos doujañ d'an natur, penaos n'eo ket aes ober un diforc'h etre ar wirionez hag ar sorc'hennoù,  penaos e vez komprenet liv al livadurioù pe feson an traoù en ur mod disheñvel gant pep hini ac'hanomp, ar pezh a ro e binvidigezh da ved hor c'hreizon. Meskañ a ra neuze ar fablennoù-mañ, diazezet war danvez Breizh, an hunvre gant ar wirionez ha digor int ivez war ar bed a-bezh.

            P'emañ bremañ war e leve e kendalc'h da skrivañ levrioù diwar-benn kumun e yaouankiz Terrug, evel prezidant ar gevredigezh EOST a ra war-dro an istor, ar sevenadur hag ar glad. Embannet eo bet an 11vet levr eus ar rummad levrioù-se anvet «Pourmenadennoù e Gorre Terrug » e miz Even 2018.

            Skrivañ a ra ivez pennadoù e brezhoneg er c'hazetennoù  Ya !, Al Lanv hag Al Liamm evel an danevell  «Kevrin Menez-Liavaen» (Du - Kerzu 2016). Gounezet en deus trede priz kenstrivadeg «Tan Miz Du» e 2017 gant an danevell «Psikoz Noe». E 2018 en deus embannet e romant kentañ «Penaos eo marvet Yann Pilhaouaer ?» en ti-embann Skol Vreizh.


            E ostaleri An Tempo e Montroulez – Digoust
            Aozañ : K.L.T. & La Baie des Livres

             

            Kan 'ban dañs
            Yaou 22 a viz Du adalek 7e30 noz
            E sal ar Mille Club e Plouenan – Digoust
            Aozañ : Tud ar Vro

             

             

            Sinema : Les sillons de la liberté (ar peizant breton diwezhañ)
            Tre dirak René Duranton, sevener

            Sadorn 24 a viz Du da 3e g.k.


            E sinema l’Etoile e Karanteg – Prizioù : 4,5 et 7,5 €
            Aozañ : Sinema Karanteg

             

            La Baie des Livres : foar levrioù ar re yaouank
            Dodenn : Hollved 7

            Sadorn 24 ha sul 25 a viz Du eus 10e betek 6e d'abardaez
            Sadorn 24 da 10e30 : roidigezh prizioù kenstrivadeg skeudennaouiñ danevelloù brezhoneg
            Sadorn 24 da 5e g.k.: sonadegig Klaris Lavanant gant bugale tri c'hlas divyezhek eus Bro Montroulez


            E sal ar Roudour e Sant-Martin-war-ar-Maez – Digoust
            Aozañ : La Baie des Livres

             

            Teatr brezhoneg gant stal-labour teatr KLT & strollad Kañfarded Lanleia
            Gwener 30 a viz Du da 8e30 noz

            E sal liesimplij Ar C'hloastr-Plourin – Diouzh ho c'hoant da vont e-barzh
            Aozañ : Ti-kêr Ar C'hloastr-Plourin & KLT

             

            Ar brezhoneg er skolioù hag... er gêr : staj evit tud ar vugale
            Sadorn 01 a viz Kerzu eus 9e30 betek 12e30
            E skol ar Boan Benn e Montroulez
            Aozañ : Div Yezh Montroulez & K.L.T.

             

             

            Foar al levrioù, tre dirak kalzig a aozerien
            Sadorn 1añ a viz Kerzu eus 10e betek 5e g.k.
            E ti Skol Vreizh e Montroulez – Digoust
            Aozañ : Skol Vreizh

             

            Endervezh c'hoarioù a-stroll e brezhoneg : evit ar vugale hag an dud deuet
            Sadorn 1añ a viz Kerzu da 2e30 g.k.
            E ostaleri Ti Guénolé e Lokenole – Digoust
            Aozañ : Kuzul Skoazell Diwan Montroulez

             

            Celtic Fiddle Festival : kenderviezh kelt
            Muzik a Vro Iwerzhon, a Vro Skos ha Breizh

            Sadorn 1añ a viz Kerzu da 8e30 noz


            E sal ar Roudour e Sant-Martin-war-ar-Maez – 6, 20 pe 25 €
            Aozañ : Sal ar Roudour

             

            Sinema : Je ne veux pas être paysan
            Tre dirak Tangi Le Cras, sevener

            Sul 02 a viz Kerzu da 4e g.k.
            E sinema La Salamandre e Montroulez – 5,5 €
            Aozañ : Cinéma La Salamandre & K.L.T.

             

            Racont'histoires : evit ar vugale
            Merc'her 05 a viz Kerzu da 11e
            E mediaeg Les Ailes du Temps e Montroulez – Digoust
            Aozañ : Les bibliothèques de Morlaix & K.L.T.

             

            Kontadenn Luduennig : abadenn margodennoù e brezhoneg
            Yaou 06 a viz Kerzu da 10e30 & 3e15 g.k.


            10e30, e sal ar gouelioù e Pleiber-Krist – Priz : 3 €
            3e15, e sal ar gouelioù e Kommanna – Priz : 3 €
            Aozañ : K.L.T.

             

            Klakenniñ : emgav etre brezhonegerien ha tud o teskiñ
            Yaou 06 a viz Kerzu adalek 6e d'abardaez
            E Ostaleri An Ty Coz e Montroulez – Digoust
            Aozañ : K.L.T.

             

            Fest-noz
            Gant Auverd’Jack ha kanerien ar vro

            Sadorn 08 a viz Kerzu da 9e noz
            E sal ar gouelioù e Bodsorc'hel – Priz : 6 €
            Aozañ : Dañserien Botsorhel

             

            Ar brezhoneg er skolioù hag... er gêr : staj evit tud ar vugale
            Sadorn 08 a viz Kerzu eus 9e30 betek 12e30
            E skol ar Boan Benn e Montroulez
            Aozañ : Div Yezh Montroulez & K.L.T.

             

            Baleadenn ar mintin abred evit tud deuet ha bugale ouzhpenn 7 vloaz
            Dihun an natur e tarzh an deiz e lanneier ha kribennoù ar Menez Are. Dijuni gant produioù ar vro e fin ar valeadenn.

            Sul 04 a viz Du da 7e40 diouzh ar mintin


            E skol gozh Boneur – Prizioù : 9 € (dindan 14 vloaz) & 15 €
            Aozañ : ADDES

             

            Baleadenn ar bleizi bihan evit bugale ambrouget, adalek 3 bloaz
            Katell (kanerez) ha Yann ((konter) a ya war roudoù Mari Madeg, an hini he doa bet anavezet bleiz diwezhañ ar Menez Are...

            Sul 09 a viz Kerzu da 10e15
            E skol gozh Boneur – Prizioù : 7 € & 6 € adalek 4 den
            Aozañ : ADDES

             

             

            Baleadenn ar c'horriganed evit bugale ambrouget, adalek 3 bloaz
            Baleadenn e-barzh hentoù don, lanneier ha dangoadoù. Prantadoù diskuizh gant kontadennoù ha margodennoù.
            Sul 09 a viz Kerzu da 2e30 g.k.

             

             


            E skol gozh Boneur – Prizioù : 7 € & 6 € adalek 4 den
            Aozañ : ADDES

             

            Treizour
            Gant kelc'h keltiek Korriged Is hag ar ganerien ha kanerezed Annie Ebrel, Ifig Flatrès, Lors Landat, Nolùen Le Buhé, Jean-Pierre Quéré, Christian Rivoalen, Sylvie Rivoalen, Marthe Vassallo

            Sul 09 a viz Kerzu da 4e g.k.

            Ur c’horf o luskellat, un den o sell wae e lec’h evit mont war-raok, un dorn o tresañ an divent, Treizour eo an den-se. Ar jestr-se a ya deus an dorn d’ar c’horf a-bezh,hini ar pouleñver eo, ur fiñvadenn diarsav a gas an dud d’o vagou, daved an dianavez, hag a gasho endroe gwasket ar porz.

            Mont war-raok a zo sell warlec’h kenkoulz. Un neudenn a zo bet roet deomp hag a ra an neuenn kreiket c’hoazh gant jestr ar bulzun, gant ul livnevez, d’an eil rummad d’egile, d’an eil devezh d’egile, kenstagaén kejadennou hag hengouniou e-barzh ur guriad frank, espar ha fiñvus memestra.

            Daou hent dishenvel war wel hag en em groaz hanter hent. Ar gejadenn gant Cecile Borne, dañserez ha melluzez, klaskerez teñsorioù hag eñvorennoùha Gilles Sergent, koroller ha dedennet- tre gant dañsoù Breizh hag a implij an dañvez poblek-se en un doare a vremañ .

            Etre an dañs hengounel hag an dañs a vremañ, deus ar jestr a vicher betek ar c’horf o tañsal an hed a zo dister evit an hini a oar kaout ur sell disheñvel ha krouiñ kroazadurioù nevez.

            Treizour a zo un arvest a zo en em savet e-pad mizioù a eskemmoù pinvidik etre dañserien, kanerien ha korollerien hervez ar
            menoz e c’hellfe en em veskañ ar skiantoù- prenet a bep seurt, e c’hellfe kejañ an traoù hengounel hag an traoù a-vremañ, e c’hellfe respont kanaouennoù an amzer tremenet da sonioù an amzer vremañ, hag en em gav asambles kanerien ha dañserien, tud a vicher ha karerien nemetken, evit heuliañ asambles roudou an tremenven, an treuzkasadur, an eskemm.


            Korfoù oc’h en em adkavout o-unan, o tihuniñ, oc’h en em vagañ dre o c’hwrizioù, dre un dañvez a zañsoù hengounel treuzkaset dezho a-hed bloavezhioù hag heñvelaet ganto, ken a vez cheñchet o vod da fiñval.

            Mouezhioù oc’h en em voazañ an eil d’eben, oc’h en em resisaat dre an daremprejoù e-keñver ar re all, dre al levenez da
            vodañ war al leurenn evit ar wech kentañ.

            Korfoù o tañsal hag en em ziskleriañ hep tamm reberezh ebet, o kenober an eil gant egile, oc’h ijinañ gant ar pezh int un darempred gant korf egile.

            Sonioù treuzkaset ha rannet hervez istor pep hini e-unan.

            Un darvout hiniennel ha memestra a-stroll, evit ijinañ ha klask don ar pezh a vefe tu  hor c’horfoù, hor c’hanoù hag hon dañsoù treuzkas.

            Padelezh an arvest 1e15

            8 kaner, 20 dañser

            Evit an holl

            E sal Ar Roudour e Sant-Martin-war-ar-Maez – 6, 13 pe 16 €
            Aozañ : K.L.T.

             

            Titouroù ouzhpenn war al lec'hiennoù internet-mañ :

            Kevredigezh Dañs Treger : danstreger.wordpress.com
            Kevredigezh Addes : arree-rando.com
            Salon du livre jeunesse : labaiedeslivres.com

          • TAN MIZ DU SKRITELL 2018.jpg
Izili K.L.T.
Media
Albom
      • Gant red an dour...2016
      • Gant red an dour...2016
      • Gant red an dour...2016
      • Gant red an dour...2016
      • Gant red an dour...2016
      • Gant red an dour...2016
      • Gant red an dour...2016
      • Gant red an dour...2016
      • Gant red an dour...2016
Logo KLT41 Kae Leon 29600 MONTROULEZ
02 98 63 98 79 - 06 82 77 10 10 - klt@wanadoo.fr
Digor e vez ar burev eus al Lun betek ar Gwener
9e15 / 12e15 – 1e45 / 5e45 g.l.
 
Adkavit K.L.T. war Icon twitter Icon facebook   Koumanantiñ d'al lizher-kelaouiñ
RÚgion Bretagne RÚgion Bretagne CommunautÚ de communes de Morlaix

 

á
Lakaet da drei˝ gantádiasite
Savet gantáDiateam