Ur c'hevredad kevredigezhioù eo K.L.T. da gentañ penn gant ar soñj kas war-raok yezh ha kultur Breizh e bro Montroulez. Ditouriñ a reomp ivez, par mar c'hellomp, an holl re a faot dezhe gouzout hiroc'h diwar-benn ar pezh a vez graet er vro hag e Breizh a-bezh.
          • Tan Miz Du 2019 : 20vet bloavezh

          • Bro Montroulez
            Tost da 50 a abadennoù gouestlet da yezh ha kultur Breizh !
            Eus ar 26 a viz Here betek ar 1añ a viz Kerzu 2019
          •  

            Diskouezadeg Drig
            50 tresadenn kazetennerezh e brezhoneg, istitilet e galleg

            Abaoe pemp bloaz e vez kavet e pep niverenn kazetenn Ya! un dresadenn diwar-benn danvez ar sizhun. C'hoant en deus DRIG da lakaat ar vrezhonegerien da vousc'hoarzin en ur brederiañ e memes tro.  Alies e kav DRIG ul liamm etre ar pezh a c'hoarvez er bed a hirio ha sevenadur ar bobl evel ar c'hrennlavarioù pe an troioù-lavar e brezhoneg. En diskouezhadeg savet evit Tan Miz Du en deus dibabet DRIG kinnig war-dro 50 tresadenn e brezhoneg istitlet e galleg.


            E-doug ar festival pad
            E ti Skol Vreizh e Montroulez
            Aozañ : Skol Vreizh

             

            Staj brezhoneg ar vro, kaozeadennoù gant brezhonegerien a-vihanik, pourmenadenn, beilhadeg…
            Eus ar sadorn 26 a viz Here da 9e betek ar sul 27 da 5e g.k. – Prizioù : 60 €, 40 € evit an dud o klask labour (predoù ha bod war al lec'h)
            Er Favet e Lanneanou
            Lakaat e anv : hentdon@gmail.com / 06 43 12 31 67
            Aozañ : Henchoù treuz & Hent don - https://www.brezhonegbrovear.bzh/

             

            Stajoù sonerezh, kan ha dañs
            Akordeoñs diatonek gant Yannig Noguet, kan-ha-diskan gant Rozenn Talec, violoñs gant Lemaître, e Ti ar Bobl, dañs Leon gant Tud ar vro e lise kozh Kernegues e Montroulez

            Sadorn 26 a viz Here eus 2e betek 5e g.k. – Prizioù : 30 €, 5 € evit ar staj dañs Leon
            Organisation : Mont da Zañsal http://montdazansal.e-monsite.com/

             

            Baleadenn Un hunvre aerouant, Abaoe ouzhpen 1 000 bloaz e vez un aerouant o kousket dindan ar Menez Are gwarezet gant pobl vihan ar c'hoadoù. 3 c'hilometr, bugale adalek 5 bloaz
            Sadorn 26 a viz Here da 2e30 g.k. – Prizioù : 8 € (7 € adalek 5 den)
            Loc'hañ : skol gozh Boneur
            Aozañ : ADDES – Mirout e blas : 02 98 99 66 58

             

            Lid-digeriñ Tan Miz Du
            Tre dirak Lena Louarn, besprezidantez er Rannvro, karget eus yezhoù Breizh
            Abadennouigoù : Stalioù kan bro Montroulez & Duo Gazag

            Sadorn 26 a viz Here da 6e d'abardaez
            E Oaled ar maezioù e Plouigno
            Aozañ : K.L.T.

              

                                                                           Duo Gazag

             

            Fest-nozig & Fest-noz Mont da Zañsal
            gant Talec Noguet Quartet, Le Bour Bodros, Jean-Pierre Quéré & Christian Le Maître, Yves Berthou / Dorian Creignou, Stalioù kan bro Montroulez

            Sadorn 26 a viz Here da 8e30 noz – Priz : 7 €
            Fest-nozig da 2e g.k. – Digoust
            E Oaled ar maezioù e Plouigno
            Aozañ : Mont da Zañsal

            Talec Noguet Quartet

             

            Diskouezadeg Des habits et vous !
            Dilhad hengounel bro Landivizio 1850-1950. Diskouezadeg dilhad o kontañ 100 vloaz gwiskamantoù hengounel Bro Chelgen

            Eus ar 27 a viz Here 2019 betek ar 14 a viz C'hwevrer 2020.
            Digoust
            Eurioù digor, pellgomzit d'an niverenn-mañ : 02 98 68 41 98
            E kreizenn-displegañ porzhioù-bered Gwimilio
            Aozañ : Kreizenn-displegañ porzhioù-bered Gwimilio & Dañserien Lann Tivizio.

             

            Skrabeul e brezhoneg
            Lun 28 a viz Here da 10e diouzh ar mintin – Digoust
            E ti MAJ (Morlaix Animation Jeunesse) à Morlaix
            Aozañ : Kelc’h Sevenadurel bro Montroulez

             

            Baleadenn Bleiz-garv, da-geñver abadennoù Halloween. 3 c'hilometr, bugale adalek 6 vloaz
            Lun 28 a viz Here da 2e30 g.k. – Prizioù : 8 € (7 € adalek 5 den)
            Loc'hañ : skol gozh Boneur
            Aozañ : ADDES – Mirout e blas : 02 98 99 66 58

             

            Baleadenn Rond ar c'horriganed, gant ehanoù kontañ istorioù ha margodennoù o kemer perzh. 2,5 gilometr, adalek 3 bloaz
            Sadorn 02 a viz Du da 10e15 diouzh ar mintin – Prizioù : 8 € (7 € adalek 5 den)
            Loc'hañ : skol gozh Boneur
            Aozañ : ADDES – Mirout e blas : 02 98 99 66 58

             

            Baleadenn Lutuned Halloween, gant sonerezh hag istorioù dindan sin... ar mallozh!
            War-dro 3 c'hilometr, bugale adalek 4 bloaz

            Sadorn 02 a viz Du da 2e30 g.k. – Prizioù : 8 € (7 € adalek 5 den)
            Loc'hañ : skol gozh Boneur
            Aozañ : ADDES – Mirout e blas : 02 98 99 66 58

             

            Gouel Bro Plistin
            Sadorn 02 a viz Du eus 2e betek 6e g.k.

            Staj dañsoù a Vro Dreger (holl liveoù)
            E kreizenn An Dour Meur e Plistin

            Staj diwar-benn derobe Gwengamp (holl liveoù)
            E sal liesimplij Tremael

            Staj sonerezh diwar-benn sonerezh da zañsal Bro Dreger
            E skolaj ar Penkêr e Plistin

            Priz evit ar stajoù a-us : 7 €

            Staj brezhoneg evit brezhonegerien da 2e g.k. : studiañ brezhoneg kreiz Bro Dreger, gant Tangi Jikel
            3e30 g.k. : reiñ un tañva eus ar brezhoneg da tud ar vugale : kentelioù evit ar gerent, endervezh c'hoarius evit ar vugale
            E skolaj ar Penkêr e Plistin
            Den gour e-unan : 10 €, familh (kerent + bugel / bugale) : 20 €

            Lakaat e anv : Ti an holl, 02 96 35 06 28, tianholl@plestinlesgreves.com
            Aozañ : Dañs Treger

             

            Baleadenn diouzh ar mintin abred, kerkent hag an deiz, war leinoù ar Menez Are. 8,5 kilometr, evit an holl
            Sul 03 a viz Du da 7e40 diouzh ar mintin – Prizioù : 15 €, 10 € evit ar re 7-14 vloaz
            Loc'hañ : Ti Menez Are e Brasparzh da-geñver festival luc'hskeudennoù loened
            Aozañ : ADDES – Mirout e blas : 02 98 99 66 58

             

            Devezh an dañs Treger
            Sul 03 a viz Du eus 11e betek 6e30 d'abardaez

            - 11e
            Koñkour muzik a Vro Dreger, tonioù da vale ha tonioù a-boz – Diouzh ho c'hoant da vont e-barzh

            - 12e
            Pred kanet : 12 € (6 € evit bugale dindan 12 vloaz)
            Pred kanet + fest-deiz : 15 €
            Mirout e bred betek an 31 a viz Here, Ti an holl : 02 96 35 06 28 pe tianholl@plestinlesgreves.com

            - 2e g.k.
            Abadenn muzik da zañsal
            Koñkour Dañs Treger, evit gellet kemer perzh e-barzh final kampionad Breizh dañsoù hengounel
            Fest-deiz
            Priz : 5 €
            Aozañ : Dañs Treger

             

            Baleadenn War roudoù ar bleiz, drougoberius evit darn, fentus evit darn all, boemus evit an holl, ar bleiz zo ul lodenn eus istor ha faltazi ar vro. 3 c'hilometr, bugale adalek 6 vloaz
            Sul 03 a viz Du da 2e30 g.k. – Prizioù : 8 € (7 € adalek 5 den)
            Loc'hañ : Ti Menez Are e Brasparzh da-geñver festival luc'hskeudennoù loened

            Aozañ : ADDES – Mirout e blas : 02 98 99 66 58

             

            War hent Youenn Gwernig, pezh-c'hoari gant Ar Vro Bagan gant kan, sonerezh ha video
            Sul 03 a viz Du da 3e g.k.
            E sal L’Atelier e Ploueskad
            Prizioù : 5, 10, 11 pe 13 €
            Aozañ : Association Ploueskadiz

            Ar Vro Bagan

             

            Abadenn vuzik a Vro Iwerzhon
            Sul 03 a viz Du adalek 6e30 d'abardaez
            E ostaleri An Ty Coz e Montroulez – Digoust
            Aozañ : Le Ty Coz

             

            Skrivadeg e brezhoneg
            Lun 04 a viz Du da 10e diouzh ar mintin
            E ti MAJ (Morlaix Animation Jeunesse) e Montroulez
            Aozañ : Kelc’h Sevenadurel bro Montroulez

             

            Sinema e brezhoneg
            Filmoù Sébastien Le Guillou (Gwallzarvoud ar Fisel, Koad ar skeulioù)

            Lun 04 a viz Du da 8e30 noz
            E sinema Le Douron e Plistin – Priz : 4,5 €
            Aozañ : Dañs Treger

            Gwallzarvoud ar Fisel

             

            Prezegenn Christian Morvan diwar-benn Jean Guillerm, lavaret Sac’h biniou
            soner kentañ binioù-bras skosat e Breizh

            Merc'her 06 a viz Du da 8e30 noz
            E Ti an holl – Diouzh ho c'hoant da vont e-barzh
            Aozañ : Dañs Treger

             

            Klakenniñ, emgav etre brezhonegerien ha tud o teskiñ
            Yaou 07 a viz Du adalek 6e d'abardaez
            E ostaleri An Tempo e Montroulez – Digoust


            Aozañ : K.L.T.

             

            Teatr brezhoneg gant Strollad Kallag & Strollad Gwerliskin
            Piv ? Penaos ? Ha petra ? Komedienn bolis

            Gwener 08 a viz Du da 8e30 noz
            E kreizenn an Dour Meur e Plistin – Prizioù : 8 € pe 7 €
            Aozañ : Dañs Treger

             

            Ar brezhoneg, er skolioù... hag er gêr !
            Staj evit ar gerent (lodenn gentañ)

            Sadorn 09 a viz Du eus 9e30 betek 12e
            E skol bublik Lanneur (Les 4 vents) – Priz : 10 €
            Aozañ : K.L.T.

              

             

            Staj kan hengounel ha kan-plaen, gant Violaine Mayor
            Gwerz & kan-ha-diskan terrouer menezioù, kan-plaen diwar skridoù kelt ar C'Hrennamzer
            Holl liveoù. Titouroù & lakaat e anv : 02 98 78 93 25

            Sadorn 09 a viz Du eus 2e betek 6e d'abardaez
            E sal liesimplij Plouneour-Menez – Prizioù : 30 € (25 € evit ar re dindan 18 vloaz)
            Aozañ : Hent Telenn Breizh

             

            Gouel Bro Plistin, saloñs al levrioù
            Stal-labour bandennoù-treset, kaozeadennoù-tabutoù, diskouezadeg

            Sul 10 a viz Du eus 10e betek 6e d'abardaez
            E kreizenn an Dour Meur e Plistin – Digoust
            Aozañ : Dañs Treger

             

            Fest-noz kanet
            Geffroy/Quéré, Boderiou/Salaün/Calvez, Bordas/Baud, Bouthillier/Lemoine, Dabo/Stervinou, David/Huguel, Le Gall/Guizouarn, Les copines à Fañch

            Sul 10 a viz Du da 8e30 noz
            E sal ar gouelioù e Plufur – Priz : 6 €
            Aozañ : L’assoc’ Kipik

             

            Mon costume Glazik


             

            Teul-film sevenet gant Maud Calvet & Joachim Bouyjou
            War spluj e ti Eostiged ar Stangala
            Tre dirak Maud Calvet

            Meurzh 12 a viz Du da 8e30 noz
            E sinema La Salamandre e Montroulez – Priz : 5,5 €
            Aozañ : La Salamandre & K.L.T.

             

            Kafe brezhoneg, kaozeadeg vrezhoneg
            Testenioù diwar-benn ar SICA gant labourerien-douar hag obererien ar c'houlz-se

            Merc'her 13 a viz Du da 3e g.k.
            E sal Marie Jacq e Henvig – Digoust
            Aozañ : Kafe brezhoneg

             

            Kan b'an dañs
            Yaou 14 a viz Du da 8e noz
            E sal ar Mille Club e Plouenan – Digoust
            Aozañ : Tud ar Vro

             

            Prezegenn Yvon Ollivier, oberour
            Diwar-benn e skrid-arnod Lettre à ceux qui ont renoncé à la Bretagne

            Gwener 15 a viz Du da 6e d'abardaez
            E ti Skol Vreizh e Montroulez – Digoust
            Aozañ : Skol Vreizh

            Yvon Ollivier

            Pennad embannet e-barzh Ouest-France d'an 12 a viz Here 2019 dans Ouest-France : https://www.ouest-france.fr/pays-de-la-loire/loire-atlantique/bretagne-essai-le-brulot-de-l-auteur-nantais-yvon-ollivier-f488b140-ecf9-11e9-991b-f48272d53108

             

            Ar brezhoneg, er skolioù... hag er gêr !
            Staj evit ar gerent (lodenn gentañ)

            Sadorn 16 a viz Du eus 9e30 betek 12e
            E skol bublik Lanneur (Les 4 vents) – Priz : 10 €
            Aozañ : K.L.T.

              

             

            Lenn albomoù e brezhoneg hag e galleg, reoù an oberourien bet pedet da Foar levrioù ar re yaouank Sant-Martin 
            Sadorn 16 a viz Du da 11e
            E ti Dialogues e Montroulez, e Livres in room e Kastell-Paol, e L’ivresse des mots e Lambaol-Gwimilio hag e mediaeg Sant-Tegoneg – Digoust
            Aozañ : Stal levrioù bro Montroulez, mediaeg Sant-Tegoneg, La Baie des Livres

             

            Ober anaoudegezh gant Open street map e brezhoneg gant Herve Kere
            Raktres kartennouriezh

            Sadorn 16 a viz Du eus 2e betek 5e g.k.
            E sal Frédéric Le Guyader e Brasparzh – Digoust
            Lakaat e anv dre ret, 10 plas bennak : orlibare@laposte.net
            Aozañ :  association ORLIBARE

             

            Baleadenn Dindan al loar, baleadenn tro-dro da Voneur etre kribennoù ar Menez Are ha geunioù ar Yeun-Elez. 4 c'hilometr, 2e45 pe war-dro, tud deuet ha bugale adalek 7 vloaz
            Sadorn 16 a viz Du da 8e noz – Prizioù : 13 € (9 € evit ar vugale 7-14 vloaz)
            Loc'hañ : Skol gozh Boneur
            Aozañ : ADDES – Mirout e blas : 02 98 99 66 58

             

            Marc’had Nedeleg, gant 40 diskouezer bennak
            Sul 17 a viz Du eus 9e betek 5e g.k.
            E sal ar Roudour e Sant-Martin-war-ar-Maez – Diouzh ho c'hoant da vont e-barzh (ar gounidoù a vo evit Skol Diwan Montroulez)
            Aozañ : Kuzul Skoazell Diwan Montroulez

             

            Baleadennoù ar bleinoù evit tud deuet ha bugale ouzhpenn 7 vloaz
            Etre lanneier ha kribennoù, eus mammennoù an Elorn betek an Tuchenn Gador.

            Sul 18 a viz Du da 2e g.k.
            E skol gozh Boneur – Prizioù : 6 € (dindan 14 vloaz) & 8 €
            Aozañ : ADDES

             

            Baleadenn ar bleinoù, etre lanneier ha kribennoù, eus mammennoù an Elorn betek an Tuchenn Gador, a-us lenn Brenniliz

            Sul 17 a viz Du da 2e g.k. – Priz : 8 €
            Loc'hañ : skol gozh Boneur
            Aozañ : ADDES – Mirout e blas : 02 98 99 66 58

             

            Kontadenn Luduennig, abadenn margodennoù e brezhoneg gant Strollad Kallag
            Meurzh 19 a viz Du da 10e30 ha da 2e30 g.k.
            E sal ar c'hevredigezhioù e Sant-Tegoneg – Priz : 3 €
            Aozañ : K.L.T.

             

            Stal-labour deskiñ kontañ istorioù e brezhoneg
            Merc'her 20 a viz Du eus 10e betek 12e
            E sal Marie Jacq e Henvig – Digoust
            Aozañ : Kafe brezhoneg

             

            Kaozeadenn vrezhoneg, gant Jakez Erwan Mouton
            Merc'her 20 a viz Du da 8e30 noz
            E ostaleri An Tempo e Montroulez – Digoust
            Aozañ : K.L.T. & La Baie des Livres

            Jakez Erwan Mouton

             

            La Baie des livres, foar levrioù ar re yaouank
            Dodenn : melezour

            Sadorn 23 ha sul 24 a viz Du eus 10e betek 6e d'abardaez

            Sadorn 23 da 4e30 g.k. : KANevedenn o pourmen
            Gant ar strollad La Quincaille & skolioù brezhoneg-galleg Sant-Tegoneg, Pleiber-Krist & Sant-Martin-war-ar-Maez. Abadenn diwar-benn ar fromoù hag al livioù dre rimadelloù ha kanaouennoù (betek 8 vloaz)
            E sal ar Roudour e Sant-Martin-war-ar-Maez – Digoust
            Aozañ : La Baie des Livres

            Lakaet zo bet loc’h e 8vet saloñs levrioù yaouankiz bro Montroulez. Ar skrivagnerien pedet a c’hallit ober anaoudegezh gante hag en em deurel en o levrioù…
            Dibenn-sizhunvezh an 23 hag ar 24 a viz Du e vo kinniget deoc’h ur prantad plijus rannet er Roudour tro-dro d’al levrioù ha d’ar skeudennaouiñ. Evit an holl e vo, koulz ar re vihan hag ar re vras. Dont a ra an nen di da dibab e romant kentañ (hag ur bern vez prenet gant ar gerent). Dre zegouezh emeur aze (ha bout e chomer dirak ar skeudennaouerien o tediañ o oberennoù). Komz brezhoneg e teu an nen d’ober ivez (hag e kazetenn La Baie Délire en em adkaver). Diskouez d’ar gerent oberennoù ar skolidi graet er c’hlas (ha dremmlivet brav e loc’her). A-benn ar fin hon eus amzer da flapat gant al levraouegerien hag al levrierien kroazhet kouezhet war o hent a-hed ar bloaz (ha zoken e soñjer reiñ levrioù da Skoazell ar Bobl). An deiz war-lerc’h e teuer en-dro di, mar bez brav an amzer zoken (abalamour ma vo hud an arvest kontet gant Yann Quéré ha kaerskrivet gant Mohammed Idali).
            Ha ne vezer ket o-unan eno james…. MELEZOUR eo dodenn 2019. Chañsoù bras ho po tro da gejañ ouzh ho asked, cheñch savboent, kavout ho ahel simetriezh pe ur bern traoù all c’hoazh !
            GS :Ur souezhadenn vrav a viromp deoc’h gant kenlabour krouerez tudennoù o deus arroudennet hor bugaleaj ( detour : 2×2 sillbenn).

             

            Stage telenn geltiek, gant Violaine Mayor & MiKaël Herrou
            Telenn geltiek hengounel gant kerdin arem, hensonerezh Breizh
            Holl liveoù. Telenn prestet evit ar staj kentañ. Titouroù ha lakaat e anv : 02 98 78 93 25

            Sadorn 23 a viz Du eus 2e betek 6e d'abardaez
            E sal liesimplij Plouneour-Menez – Prizioù : 50 € (30 € evit ar re dindan 18 vloaz)
            Organisation : Hent Telenn Breizh

             

            Kan b'an dañs
            Yaou 28 a viz Du da 8e noz
            E sal ar Mille Club e Plouenan – Digoust
            Aozañ : Tud ar Vro

             

            Aneirin Karadog, barzh e douar ar varzhed
            Film sevenet gant Ronan Hirrien, istitlet e galleg

            Gwener 29 a viz Du da 6e d'abardaez, tre dirak ar sevener
            E mediaeg Plourin-Montroulez – Digoust
            Aozañ : Mediaeg Plourin-Montroulez & K.L.T.

             

            Mintinvezh c'hoarioù Breizh, Toull ar c'hazh, ar Birinig...
            Sadorn 30 a viz Du eus 10e betek 1e g.k.
            E mediaeg Saint-Martin-war-ar-Maez – Digoust
            Aozañ : Mediaeg Sant-Martin-war-ar-Maez

            Ar birinig                                                        Toull ar c'hazh

             

            Foar levrioù Skol Vreizh, tre dirak kalzig a oberourien
            Sadorn 30 a viz Du eus 10e betek 5e g.k.
            E ti Skol Vreizh e Montroulez – Digoust
            Aozañ : Skol Vreizh

             

            Pred Strollad Bro Landi, gant leurenn digor d'ar ganerien, sonerien ha konterien
            Sadorn 30 a viz Du da 7e noz
            E sal ar Gapusined e Landivizio – Mirout e blas : 02 98 68 29 64
            Aozañ : Strollad Bro Landi

             

            Baleadenn diouzh ar mintin abred, kerkent hag an deiz, war leinoù ar Menez Are. 8,5 kilometr, evit an holl
            Sul 1añ a viz Kerzhu da 8e20 diouzh ar mintin – Prizioù : 15 €, 10 € evit ar re 7-14 vloaz
            Loc'hañ : Ti Menez Are e Brasparzh da-geñver festival luc'hskeudennoù loened
            Aozañ : ADDES – Mirout e blas : 02 98 99 66 58

             

            Baleadenn Un hunvre aerouant, Abaoe ouzhpen 1 000 bloaz e vez un aerouant o kousket dindan ar Menez Are gwarezet gant pobl vihan ar c'hoadoù. 3 c'hilometr, bugale adalek 5 bloaz
            Sul 1añ a viz Kerzu da 2e30 g.k. – Prizioù : 8 € (7 € adalek 5 den)
            Loc'hañ : skol gozh Boneur
            Aozañ : ADDES – Mirout e blas : 02 98 99 66 58

             

            Nask gant Eostiged ar Stangala                                                                                                                                                                

            Ar strollad-mañ a oar mat-tre meskiñ an hengoun ha glad Breizh lakaet war-wel, hag ivez klask bepred krouiñ traoù nevez, modern, gant doareoù micherel ha leun a yaouankiz.
            Sul 1añ a viz Kerzu da 4e g.k.
            E kreizenn sevenadurel ar Roudour e Sant-Martin-war-ar-Maez – Prizioù : 7, 13 pe 17 €
            Hag evit klozañ gant Tan Miz Du 2019 : un abadennig sonerezh dic'hortoz !
            Aozañ : K.L.T.

             

            Ha titouroù ouzhpenn war al lec'hiennoù internet-mañ :

            Kevredigezh Dañs Treger : danstreger.wordpress.com

            Kevredigezh ADDES : arree-randos.com

            Foar levrioù ar re yaouank : labaiedeslivres.com 

          • Tan Miz Du 2019   4.jpg
Logo KLT41 Kae Leon 29600 MONTROULEZ
02 98 63 98 79 - 06 82 77 10 10 - klt@wanadoo.fr
Digor e vez ar burev eus al Lun betek ar Gwener
9e15 / 12e15 – 1e45 / 5e45 g.l.
 
Adkavit K.L.T. war Icon twitter Icon facebook   Koumanantiñ d'al lizher-kelaouiñ
Région Bretagne Région Bretagne Communauté de communes de Morlaix

 

 
Lakaet da dreiñ gant diasite
Savet gant Diateam