Ur c'hevredad kevredigezhioù eo K.L.T. da gentañ penn gant ar soñj kas war-raok yezh ha kultur Breizh e bro Montroulez. Ditouriñ a reomp ivez, par mar c'hellomp, an holl re a faot dezhe gouzout hiroc'h diwar-benn ar pezh a vez graet er vro hag e Breizh a-bezh.
          • 1 - Difi : ar skridoù kaset da g/K.L.T.

          • 1 - Difi : ar skridoù kaset da g/K.L.T.

            N'omp ket deuet a-benn da gaout 100 skrid ! N'eo ket sañsubl ! En holl hon eus bet un tammig ouzhpenn a 40 skrid, skridoù bihan, skridoù hiroc'h, skridoù a vefe da wellaat, skridoù fromus, perlezennoù...
            Tapit plijadur o lenn anezhe hag emgav a-benn bloaz evit ober gwelloc'h !
            Gourc'hemennoù d'an holl re o deus kemeret perzh !
          •  

             

            1. Me da gar

            Me da gar ô Douar a zroenn evel delioù.
            Me da gar ô delienn linad a flemm evel ur fubuenn-flemm
            Me da gar ô fubuenn-flemm a fraoñv evel ur wazh dour

            Me da gar ô glav a gouezh evel kerdin
            Me da gar ô kordenn rodellet evel un naer
            Me da gar ô naer a zant evel ar yenijenn
            Me da gar ô yenijenn a wenn evel morskorneg
            Me da gar ô morskorneg a strak evel delioù marv
            Me da gar delioù marv a nij en avel
            Me da gar ô avel a sut evel un tren
            Me da gar ô tren prim evel ul luc'hedenn !

            Me da gar ô tristidigezh a leñv evel ar glav
            Me da gar ô glav a ver evel al livaj
            Me da gar ô livaj lieslivet evel ur wareg-ar-glav
            Me da gar ô gwareg ar glav a c'houlaou evel an heol
            Me da gar ô heol a sked evel ar goulou

            Me da gar ô bleunienn a sked evel an heol
            Me da gar ô heol a c'houlaou evel pailhour
            Me da gar ô pailhour a zrask eveldout
            Me da gar ô te a gan evel ul labous
            Me da gar ô labous a nij evel ur valafenn
            Me da gar ô balafenn a zañs evel delioù
            Me da gar ô delienn a zroenn evel un avel-dro

            Me da gar ô tan a zev evel an heol
            Me da gar ô heol a zomm evel ar maen-teuz
            Me da gar ô maen-teuz a ver evel ur stêr.

            Bugale klas CM1, skol Jean Piaget Montroulez

            Diwar skouer Yann-Bêr Kalloc'h 'barzh Ar mor
            « Me da gar ô mor don a yud evel ul lon ».

            2. Me 'meus un ti bihan

            Yana 'neus un ti bihan a zo du, a zo du
            Yana 'neus un ti bihan a zo du ha melen

            Tia 'neus un ti bihan a zo roz, a zo roz
            Tia 'neus un ti bihan a zo roz ha ruz

            Saïd 'neus un ti bihan a zo roz, a zo roz
            Saïd 'neus un ti bihan a zo roz ha melen

            Nassim 'neus un ti bihan a zo glas, a zo glas
            Nassim 'neus un ti bihan a zo glas ha ruz

            Camille 'neus un ti bihan a zo roz, a zo roz
            Camille 'neus un ti bihan a zo roz hag orañjez

            Théo 'neus un ti bihan a zo melen, a zo melen
            Théo 'neus un ti bihan a zo melen ha ruz

            Taïna 'neus un ti bihan a zo roz, a zo roz
            Taïna 'neus un ti bihan a zo roz ha melen

            Amar 'neus un ti bihan a zo du, a zo du
            Amar 'neus un ti bihan a zo du ha glas

            Lucas 'neus un ti bihan a zo melen, a zo melen
            Lucas 'neus un ti bihan a zo melen ha ruz

            Malek 'neus un ti bihan a zo gwer, a zo gwer
            Malek 'neus un ti bihan a zo gwer ha melen

            Meriem 'neus un ti bihan a zo roz, a zo roz
            Meriem 'neus un ti bihan a zo roz ha mouk

            Idrissa 'neus un ti bihan a zo ruz, a zo ruz
            Idrissa 'neus un ti bihan a zo ruz ha gell

            Valeria 'neus un ti bihan a zo roz, a zo roz
            Valeria 'neus un ti bihan a zo roz ha mouk

            Aïssa 'neus un ti bihan a zo mouk, a zo mouk
            Aïssa 'neus un ti bihan a zo mouk ha roz

            Mathéo 'neus un ti bihan a zo ruz, a zo ruz
            Mathéo 'neus un ti bihan a zo ruz ha melen

            Haoulati 'neus un ti bihan a zo du, a zo du
            Haoulati 'neus un ti bihan a zo du ha melen

            Nawal 'neus un ti bihan a zo roz, a zo roz
            Nawal 'neus un ti bihan a zo roz ha mouk

            Sanio 'neus un ti bihan a zo glas, a zo glas.
            Sanio 'neus un ti bihan a zo glas ha gwenn.

            Bugale klas CP, skol Jean Jaurès Montroulez

            3. Barzhonegoù savet dre urzh ar Baron Robin a Gêrhun.

            3.1 Glukupikron

            Che aet eo kuit an arneñv kreñv
            Hag oll an dud kuit d’um gavouid
            O-hunan ‘kreis-nos, pos bed ‘glewer
            Loar ha Sappho ‘gousko, me ‘we.

            3.2 Va liwioù

            Brun, ma’z eo he blew ‘oa em hun
            Hag em eus o gwelet dilun
            Du, ‘vel he diwabrant beb tu
            Kouls hag he daoulagad « ludu »
            Gell, pa vezañ-me douzhti pell
            Ha ma ‘mije bet ur marc’h-gell
            Glas, ha pa chañcho penn d’ar vazh
            Vel he bro, em c’halon he flass
            Gwenn, ha pa riñ warni tro wenn
            Da vewañ deuiñ ked a-benn
            Gwer, a yelo ganti kàer
            Med james warni ne lakaer
            Loued, koshoc’h ‘garfen kaved
            Va blew pa viñ ganti koshaet
            Melen, blew melen glasker kén
            Ganti ne glaskor da viken
            Moug, a roiñ dehi, tro-gouzoug
            Ur walenn lifrus a liw moug
            Ros, en ur zegass dehi ros
            Me ne c’hellañ ked rannañ pos
            Rous, ne selliñ ked douzhti rous
            Daoust ma vo-hi er gêr lous
            Ruz, va dremm a deuio da ruz
            Ma sell douzhiñ karantezus

            3.3 Kimiad d’ar garantez

            Me viñ ked emsav kén da gariñ da viken
            Ken hardizh ma oan-me ‘tispako santimant
            Mann ebed da lâred pendeogwir ‘ma ‘heskiñ
            Skontussed ‘klewed-heñv, ‘h añ d’lâred ba bremañ:

            N’eus ked med ar boc’hed ‘c’hounïiñ kalon o faresed
            ‘Sellehe braw douzhte, tudchentil po ked ‘plass
            Añseet ked-hu memb diàr goust poan kollet
            Leset-hè ‘voned kuit, ar re-sen deoc’h ‘plijas

            Kimiad de’i ‘lâreet, mall eo deoc’h partïo
            Pado ‘ray klemm, glac’har, mar dalc’het ged ho c’hoant
            C’hoari ne reet ked kehed-se rann-galon na ne po

            Êl lâre ho c’hoar gaezh, karantez berwidant
            ‘Widoc’h-hu ne vo ked, kement ha faote deoc’h
            Duazh n’oc’h ked, tan ‘po ked, hani ebed joa douzhoc’h.

            4. Sinagot

            Ma c'houc'h ' zo du get ur linenn ruz,  glas pe gwer,

            è heuliñ eh on get ar plat staget a-liv genin,

            div c'houel orañjez ' ya da c'hober ma lien-gouel

            gwezhall ' oa kant hanter-kant bag bennak èldin

             

            ur vag dre lien bihanik ha brav-meurbet on

            da besketa a-drugarez ma c'houc'h plat-tre

            e vezen é verdeiñ buan  àr ar mor bihan

            kemeret em eus perzh e regataoù ivez

             

            ne servijan ket ken d'an besketaerion 'las

            N'on ket aet d’an Anaon get ar modernadur

            Bageal a c'hellit-c'hwi àrnin koulskoude

            e-pad ar c'houlz-blez brav evit ho plijadur

             

            get ur strolladig tud e oan bet gwarezet

            'mañ  é kempenn hag é vont àr vor genin

            Perc'henned bigi plezañs bodet a-gevret

            evit krouiñ ur gevredigezh nevez-flamm

             

            Lodenn a c'hlad ar mor on bremañ da viken

            E porzh Anna e Sene e-tal gwened on

            a-holl-viskoazh pa n'on ket àr ar mor bihan

            Graet ' vez él annezidi Sene ac'hanin

            Mab er Guip pe an tri breur pe avel brav on

            Anne Rochefort - Gouzout hiroc'h : https://sinagot.bzh/?page_id=1067

            5. Ma c'hentañ levr

            Arruet e oen àr ma c'hoar, a-ziadreñv, àr-lerc'h bout treuzet genin ur park. E goudor ur bod-erv e oan, sonn, kuzhet, é sellout doc'h flammouigoù an tan  é strakal du-se. Boemet e oan getoñ. Ur seurt tantad, evel hini a veze graet da zeiz ar pardon, nemet e oa dija peurvarvet, a oa dirazon.

            Difiñv ha digomz e chomis aon ennon bout dizoloet get hini a rae àr-dro an tan.

            N'em boa ket droed bout e-lec’h ma oan ha me a ouie c'hoazh an dra-se. Koulskoude e oen deuet, ma-unan-penn, hag hep goût doc'h hani. Ma labour-me e oa, evit ar poent, gedal ha chom mut.

            An Aotroù e forc'h vras a yae, ur wezh an amzer, d’ober un tamm kempenn d'an tan en ur dreiñ tro-war-dro dezhañ hag en ur lakaat ar glaou a virvilhe ha restajoù levrioù damlosket a zivogede en e greiz.

            Goude un herrad e yeas kuit an den. A-vec'h ma oa aet hennezh ma  c'hwezhas ur bountad avel àr ar park. Elfennoù tan en em lakaas da gildreiñ en aer. Ha me, neuze, é vonet a-barzh ar goumoulenn-se da gaout ma lod.

            Arruet tostik-tre d'an tan en em lakais da furchal evel unan sot. Ur sot ha ne faote ket dezhoñ bout gwelet. Unan  na c'helle ket mirout a vonet betek an tan. Ne oe ket evit en em dommañ, da glask ur levr bennak ne lavaran ket. Ha daet e oa unan genin, aes a-walc'h a-benn ar fin, hag hep din bout bet devet ma dorn. D'e sachiñ er-maez doc'h toull ar menier menez-tan-se e oan deuet a-benn. O, ne oa nemet un tamm paour-kaezh levrig, tortet e c’holo get an tommder.

            "Crackville"e oa e ditl, get unan a veze graet Pierre Legendre doc’htoñ e oa bet skrivet evit ar re yaouank rak"Jeunesse" a oa bet lakaet war e droc'h, embannet e oa bet e Paris e ti Boivin et Cie Editeurs, 3,5Rue Palatine!

            Ret mont kuit a-benn get ma zrezol peogwir ne faote ket din bout tapet get an hini-arall petroamant e vehe klevet genin ma fegement.

            An diaoul-se a lakae tan a-barzh levrioù kozh ar skol, levrioù ne servijent mui sur-walc'h da netra abaoe pell'zo, e oa ma skolaer-me. Fellout a rae dezhoñ lezel solier ar skol naet a-raok e zisparti.

            Dre laeroñsi em boa gounezet, hep goût d'am skolaer, ma c'hentañ levr din-me.

            Echuet e oa a bloaz-skol. E vakansoù e oan bremañ ha lorc'h a oa ennañ pa oen o tistreiñ d'ar gêr, ma levrig nemetañ em dorn.

            Bruno Pierre

            6. An nevezamzer

            Kanañ a ra al laboused
            Dañsal a ra ar vignoned
            Dindañ an heol lufrus
            Ar vuhez a zo prizius
            Ar bleunioù lesliv er maezioù
            Ar merc'hed gant o brozhioù
            Echu eo gant ar goañv
            Gouel an natur eo bremañ
            Selaoump an aer, an douar, an dour hag an tan
            Tenzorioù talvoudus o c'henel tamm-ha-tamm
            Sellomp dirazomp
            Ar gwellañ a zo o tont
             

            Marie Guégan

             

            7. Haiku skrivet gant deskarded Roudour Karaez.

            Sioul eo an amzer
            an avel 'zistan ma fenn
            er maez emaon

            Ael

            Deñved zo er maez
            o blev zo du ha gwenn
            ha glaz eo ar geot

            Ael

            Marvailh an natur
            An ampoent un didrouz ha
            Daou yourc'h er prad

            Erell

            Ur volenn laezh
            Ur c'hazh war ar prenestr
            Ur gwir lip e-bav

            Erell

            Ma c’hreion nevez
            a skriv gerioù buan tre
            ha kont an istor

            Koupaia

            O redek emañ
            Ar vuoc’h er parkeier
            he leue war-lerc’h

            Koupaia

            Gant ar barr-avel
            Hejet eo an delioù
            sonerezh vrav eo

            Koupaia

            O ! Gant plijadur
            Ma zreid a-hed an hentoù
            a zo o pourmen

            Glep ha klouar an douar-teil
            Hiziv ur burzhud
            Bazilik o tiwanañ

            Eflamm

            Kuzhet b’ar palennoù
            Nepell an oaled
            Ar bisig o rouzmousat

            Eflamm

            Deuet eo boued nevez
            Penndued o c’houren
            evit al lodenn brasañ

            Eflamm

            Kejadenn dic’hortoz-mik
            yourc’hed fur ha fin
            e-kreiz glizh mintin ar goañv

            Eflamm

            8. Diskleriadur karantez Mamm

            Kaer Mamm,

            C'hoant em boa lavarout dit trugarez da vezañ bet ha bezañ hiziv c'hoazh ar skouer gwelloc'h e c'halle huñvreal forzh peseurt bugel. Klemmet em boa meur a wech ha trugarez vras da vezañ lakaet ac'hanon war an hent mat ha da vezañ lâret din ez poa c'hoant ar gwelloc'h evidon nemetken. Kollet e vefen hepdout. Da guzulioù o deus desket din kalz traoù e-pad bloavezhioù. Ar vag na sent ket doc'h ar stur, doc'h ar garreg e ray sur ! N'em befe morse gouezet ober an difoc'h etre traoù droug ha mat hepdout. Un heñcherez a-feson out bet evidon. Santout a rez pa ‘z on trist hag e pellgomzez din bewech. Ur bugel diaes a oan ha ' poa klasket penaos sikour ac'hanon gant kalz doareoù disheñvel. Kemeret 'poa da amzer evit kompren ma c'hudennoù. Da vadelezh he doa distanet ac'hanon. Ur vaouez dreistreol out ha n'e oan ket ma-unan da lavarout se. Labourat a raes gant bugale ha grennarded. Ar re-mañ a oa frealzet ganit ivez. Un den speredek out gant ur galon vras. Da vouezh a lak ac'hanon e surentez. Un den deuet on bremañ ha ne cheñch netra da-geñver hol liamm. Gouzout a ran penaos e c'hallez bezañ skuizh a-wechoù ha penaos out gwasket ivez. N'ez poa ket bet chañs gant da vuhez familh. Da zad a zo aet kuit etrezek an oabl pa oas ugent bloaz. Da vamm n'a oa ket bet jentil ganit bemdez. Kollet 'poa da vreur a-daol trumm ha n'ez peus ket liamm gant da c'hoar tra-ma se. Kavet ' peus da familh ganeomp hag hon tad. Entanet out bet evit dont a-benn d'ober ur familh brav kenañ ganeomp. Da liamm gant ma zad a zo dizistruj. Dimezet oc'h n'eus ket pell zo, goude pemp bloaz ha tregont tremenet asambles. Feal out ganeomp hag en tu all out dieub da vezañ piv out e gwir. Ur vaouez a-du ar merc'hed out ivez ha gouest d'ober pep seurt traoù. Brokus ha prest out d'arbezhiñ d'az amzer evit sikour ac'hanomp. C'hoant 'm eus bezañ ur vamm eveldout evit ma merc'h Bleuenn. Ober a rin ma seizh gwellañ evit dont a-benn. Peogwir out ken barrek gant an deskadurezh digor-spered un daeadenn vras eo met a-drugarez d'an deskadurezh resevet ganit, sur eo ha n'eo ket marteze e c'hallin ober memestra. Met pep hini en deus e di, an hini n’eus ket ur si en deus daou pe tri. Micher mamm a zo an hini diaesañ er bed. Micher tad ivez. Ne ran ket un difoc'h. C'hoant ' meus da lavarout dit bremañ : chom dieub ha dibres dreistholl peogwir 'peus kavet berzh gant da vuhez. Donet out a-benn.

            Da garout a ran Mammig.

            Nina An Arvor - Stajiadez Roudour Lesneven

            9. En enor pobl Ukrenia

            Deuet eo din ar soñj da skrivañ ur son nevez
            Evit ma vefe ganeoc'h an'vet
            An amzer kriz zo arruet e Kiev
            Ar ganaouenn-se bet savet


            Un arzour a oa e penn ar vro
            Dilennet n'eus ket pell zo
            Un den dereat hag a youl vat
            Disoursi e oa pobl Ukrenia


            'Pad ouzhpenn tregont vloaz
            Dieub ha frank oa an Ukreniz
            Nemet abaoe un nebeut miz
            Int dindan ar wask, hep skoaz


            Rak un den galloudus en deus divizet
            Lakaat e grabanoù skilfek
            'Barzh ar vro merzheriet
            Gant ur maread a soudardet


            Eus an norzh, eus ar reter
            O tont ar c'hirri houarnet
            E pep lec'h tan ha dir
            Dismantroù e-leizh, dir ha tan


            Setu ar bobl o sevel harzerezh
            Ouzh an alouberien milliget
            Bec'h dezho e pep korn ar vro
            Evit ma vefe levenez en-dro


            Ret eo deomp kas sikour dezho
            Hep mac'hatadenn na pizhoni
            Piv a oar betek pelec'h ez aio
            an arz en ur lonkañ tout hardizh


            Amañ e vez degemeret tud
            Divroidi o tec'hout kuit dirak ar marv
            O ziez kouezhet en o zoull
            Dindan bombezennoù an hini garv


            Dek ha pevar ugent vloaz zo
            Millionoù a dud Ukreniz
            Bet marvet dre an naonegezh
            En abeg follentez an hini anvet Staline


            Setu ur walleur all zo erruet
            En abeg krizder an hini anvet Poutine
            Tonkadur Bro Ukrenia zo start
            Met e bobl a zo ampart.

            Fulup Ar Roue - Stajiad Roudour Lesneven

             

            10. Dont a rez er bed. Bevañ a rez. Mervel a rez.

            Etre ar penn-kentañ hag ar fin, petra? Petra 'zo?

            Petra eo ar vuhez? O labourat tout da vuhez? O servijout ur sistem diazezet war an arc'hant, war ar broduiñ? En em zifretañ evit bevañ diwar-goust an dud all, diwar-goust an natur?

            Petra eo ar ster?

            Daoust hag ez eus ur vuhez diavaez ar sistem?

            Penaos ober evit kavout ur ster?

             

            Ar fromoù. Ar fromoù a zo livioù an ene. Livioù ar vuhez.

            A-wechoù kreñv, a-wechoù bresk, alies trist, laouen... hervez pep hini. Pep hini en deus e istor, e hent, e wanderioù, e nerzhioù.

            Hep from : diboell, dibal.

            Ar fromoù eo nadoz-vor ar vuhez.

            Ma'z out trist, fuloret, ma n'out ket mat, amañ ar sin.

            Kompren a rez neuze n'out ket a-unan kaer ganit.

            Bez a-evezh war da fromoù. Cheris anezho. Da binvidigezh int. Da zanvez int.

            Da nadoz-vor evit gouzout petra 'zo reizh evidout-te. Cheris anezho.

             

            Da gorf. Diwaskañ a ra da gorf. Da garr er vuhez eo da gorf. Heptañ, netra. Enor anezhañ.

            Alies e gomz da gorf dit. Displegañ a ra dit ar pezh 'zo fall evidout. Diskouez a ra ac'hanout an hent da heuliañ, pe da ziwall. Selaou anezhañ. Taol pled dioutañ. Cheris anezhañ.

             

            Un den out, gant fromoù, gant ur c'horf. Ken bihan out er bed! Lârout a rez «ken dister out»!

            Penaos ober evit bevañ er bed en un doare brav, en da zoare dit-te.

            Enskrivañ da bazoù war hent ar vuhez. N'ankoua ket n'eo ket ar vuhez ar memes tra eget ar sistem.

            Brav eo ar vuhez. Leun a loened, leun a natur, leun a heol, leun a dud eveldout, o klask sevel o hent. Ar sistem, arc'hant, produiñ, kevezerezh : n'eo ket ar vuhez. Ar sistem n'eo ket ar vuhez.

            Ar sistem a zo an doare 'n eus bet ar bed da vezañ. Setu tout.

            Ankoua ar sistem. Taol da evezh war ar vuhez. Toud a vo simploc'h goude neuze.

             

            Al loened, an avel war da groc'hen, ar glav er-maez o kouezhañ, an heol o tommañ da zremm, ur mousc'hoarzh, livioù ar bleuñv, c'hoarzhadegoù ar vugale, ar gwez, ar mor, da familh o vriataat ac'hanout, sonerezh mat, legumaj brav deus an douar, tan e-barzh an oaled, genel...

            Ar wir vuhez eo an dra-se. Cheris ar vuhez, cheris anezhi.

            Ro dit karantez, doujañs, douster, habaskter. Un den out o klask e hent.

            Peoc'h. Karantez. Levenez.

            Coralie / Riwanon - Stajiadez Roudour

             

            11. Sant-Pêr a oar ober kafe mat

            An deiz-se e krouas Sant-Pêr un c'hoari nevez-flamm.
            Ret eo lavar n'eo ket fentus-tre buhez ar sul er baradoz.
            Ur milin-gafe war e zaoulin en em lakas da dreiñ gant e zorn.
            Gant aotre rener ar baradoz reolenn ar c'hoari a oa an hini da heul :
            Bep kreunenn moullet a skeudenne dek mil den a oa o vont da vervel.
            E-pad meur a zeiz e troas da c'hoarzhin.
            A-benn ur pennad mat a amzer ne chomas ken kreunenn ebet.
            Poblañs a-leizh eus Ukraina a veuas diwar-wel a-drugarez Doue.
            Kudenn ebet, en em lavaras Sant-Pêr :
            "Mat eo evit ar blanedenn. Mui a blas a vo".

            Jakez Segalen

             

            12.

            E-barzh reter ar vro emañ an diadaverezh.
            An Aotroù 'anavezez, n'eo ket ed a skoio.
            Bara du a zebrez, ha fank ha dour lous 'po.
            E-pelec'h 'maoc'h Barban, d'an tan oc'h patronez?

            Dismantroù ha fulor, bombezennoù e-leizh!
            Grit Ukrenianiz kaezh, ur gentell a enor.
            Athena gant e furnez a sell an dud a gouezh.
            Europa 'tal an arzh, ar poblañs lakaet diaes.

            Aleksi Hie

             

            13. Demat ma lellig!

            « Maaaaaaaaaaaaamig ! »

             

            « Demat ma lellig,
            Kousket mat 'peus ?


            -Ya, un huñvre spontus 'meus graet.


            -Lâr din tà !


            -Setu, un daolenn 'oa.


            -Mah ! Ha petra zo c'hoarvezet ?


            -A daol-trumm zo deuet ur c'hazh….
            ...Oa ket 'oa ket ! Ne oa ket ur c'hazh…
            Ur c'hazh-koad 'oa !


            -Opala! Ha petra zo c'hoarvezet neuze ?
            -A daol-trumm zo deuet ur c'hi….
            ...Oa ket 'oa ket ! Ne oa ket ur c'hi…
            Ur c'hi-dour 'oa !


            -Opala! Ha petra zo c'hoarvezet neuze ?
            -A daol-trumm zo deuet ul logodenn….
            ...Oa ket 'oa ket ! Ne oa ket ul logodenn…
            Ul logodenn dall 'oa !


            -Opala! Ha petra zo c'hoarvezet neuze ?
            -A daol-trumm zo deuet ur gazeg….
            ...Oa ket 'oa ket ! Ne oa ket ur gazeg…
            Ur gazeg-koad 'oa !


            -Opala! Ha petra zo c'hoarvezet neuze ?
            -A daol-trumm zo deuet ur vuoc'hig….
            ...Oa ket 'oa ket ! Ne oa ket ur vuoc'hig…
            Ur vuoc·hig-doue 'oa !


            -Opala! Ha petra zo c'hoarvezet neuze ?
            -A daol-trumm zo deuet ur pemoc'h….
            ...Oa ket 'oa ket ! Ne oa ket ur pemoc'h…
            Ur pemoc'h-gouez 'oa !


            -Opala! Ha petra zo c'hoarvezet neuze ?
            -A daol-trumm zo deuet ur voest….
            ...Oa ket 'oa ket ! Ne oa ket ur voest…
            Ur voest-an-diaoul 'oa !


            -Opala! Ha petra zo c'hoarvezet neuze ?
            -A daol-trumm zo deuet ur bern marmoused….
            ...Oa ket 'oa ket ! Ne oa ket ur bern marmoused…
            Ur bern kraoñ-marmoused 'oa !


            -Fidamdoue ! Sapre hunvre !
            -Ha petra zo c'hoarvezet gant tout al loened-se ?
            -Mann ebet, o c'hoari las asambles e oant,
            ha neunt graet ur pezh friko !

            Kamilh Mufraggi

             

            14. Ma c’harantez

            Mil brudet out gant meur a 8 000 bloaz an istor
            E-pad an izelvor
            En deus welet ar voger ar milinoù mor
            Da di gward savet gant Kolbert
            Dao-ugentad bigi zo en da borzh bihan en kildro Leger
            Me a bourmenan a-hed da voger
            Dro roman betek ar Ti ar valtouterien
            Da borzh kelt hag an nor-vor roman.
            Da feunteun gozh
            Da maen plaƩ
            Da c’harreg Vras
            Pelec’h a lakae ar gnomon Pytheas
            Da chapel brudet Itron Varia
            Gwelout a rin merdeiñ bremaik ar c’hurragh Enora
            Da draezhenn ar werc’hez da pelec’h e kosteazeas hinni e 5ved c’hantved
            Ma Yeoded ma Yeoded.

            Frederik Veny

             

            15.  Piv oa Lucienne Cloarec ?

            E levr Anne Berest « La Carte Postale » eo em boa lennet he anv « Lucienne Cloarec, résistante de Morlaix », bizkoazh n’em boa bet klevet an anv-se hag em boa bet c’hoant gouzout hiroc’h diwar he fenn.

            Ganet e oa e Toulon e 1915 met he familh a oa eus Breizh, he mamm Marie-Anne Saint-Eloi a oa ganet en Ospital hag he zad Jean-François Cloarec en Trehou, ofiser-a-vor oa met marvet er brezel e 1916.

            Ne vez ket kavet kalz a dra diwar-benn yaouankiz Lucienne. Ur breur tri bloaz koshoc’h egeti he doa ha deuet e oant en-dro da Vreizh goude marv o zad.

            E 1942 Lucienne a oa o chom gant he mamm e Montroulez, 7, Kae Bro Leon. He breur nemetañ, Robert, a oa bet harzhet gant an Alamanted e miz Mae abalamour ma oa stourmer er Rezistans ha fuzuilhet e oa bet e miz Eost e Grand Quevilly, 29 bloaz oa.

            An dra-se ne zigalonekeas ket Lucienne : er memes bloavezh e  kuzhas e Montroulez, en he ranndi, hag a oa e-kichen ar feldjañdarmiri, tri faotr yaouank a oa o c’hedal kaout tro da vont da Vro-Saoz. Gant tud ar chanter Sibiril e Karanteg e veze aozet an treizhadennoù, dre guzh.

            E 1943 e roas bod da dri zen all ha d’ul levier amerikan, e garr-nij a oa bet diskaret gant an Alamanted. E-pad teir sizhun e chomjont en he ranndi e Montroulez ha d’an 30 a viz Meurzh da hanternoz, Lucienne, gant 17 den all, gwazet nemet ken, en o-zouesk ar pevar he doa kuzhet, a savas e bourzh ar « Jean » e Karanteg, ur vag vezhina dre lien a 6,50 metrad : ur gwall veaj  hag a badas 24 eurvezh abalamour d’ur barr-amzer.

            Douarañ a rejont e Salcombe, e Devon.

            D’an deiz kentañ a viz Eost ec’h en em gavas Lucienne e Londrez. Da gentañ e voe goulennataet gant an Intelligence Service ha goude e voe degemeret gant Maurice Schuman. D’ar 15 a viz Ebrel e kontas he istor er BBC ha meur a bennad a voe skrivet diwar he fenn er c’hazetennoù gant he foltred. D’ar 16 e voe degemeret gant De Gaulle hag a roas dezhi medalenn ar Rezistañs.

            Diouzhtu en em lakaas da labourat e-giz klañvdiourez er « Forces Françaises Libres ». Aze e reas anaoudegezh gant André Verrier, ginidik eus Reims, ha dimeziñ a rejont e miz Genver 1944.

            Mont a rejont goude ar brezel da chom da Reims, marvet oa eno e 2013, 98 bloaz oa.

            Lucienne Cloarec ne oa na ganet na marvet e Montroulez, met amañ eo e tiskouezas pegen kalonek e oa ha mat e vefe derc’hel soñj outi ! 

            Marguerite Noël

             

             

             

             

          • Difi.png
      • Embannet gant ar gevredigezh K.L.T.
      • 07/04/2022
Logo KLT41 Kae Leon 29600 MONTROULEZ
02 98 63 98 79 - 06 82 77 10 10 - klt@wanadoo.fr
Digor e vez ar burev eus al Lun betek ar Gwener
9e15 / 12e15 – 1e45 / 5e45 g.l.
 
Adkavit K.L.T. war Icon twitter Icon facebook Icon Instagram   Koumanantiñ d'al lizher-kelaouiñ
Région Bretagne Région Bretagne Communauté de communes de Morlaix

 

 
Lakaet da dreiñ gant diasite
Savet gant Diateam