Ur c'hevredad kevredigezhioù eo K.L.T. da gentañ penn gant ar soñj kas war-raok yezh ha kultur Breizh e bro Montroulez. Ditouriñ a reomp ivez, par mar c'hellomp, an holl re a faot dezhe gouzout hiroc'h diwar-benn ar pezh a vez graet er vro hag e Breizh a-bezh.
          • 2 - Difi : ar skridoù kaset da g/K.L.T.

          • 2 - Difi : ar skridoù kaset da g/K.L.T.

            N'omp ket deuet a-benn da gaout 100 skrid ! N'eo ket sañsubl ! En holl hon eus bet un tammig ouzhpenn a 40 skrid, skridoù bihan, skridoù hiroc'h, skridoù a vefe da wellaat, skridoù fromus, perlezennoù...
            Tapit plijadur o lenn anezhe hag emgav a-benn bloaz evit ober gwelloc'h !
            Gourc'hemennoù d'an holl re o deus kemeret perzh !
          •  

            16. Nola hag ar Voul-Erc'h gant Loeiza An Duigou

            E traoñ ar bajenn-mañ dindan ar stumm .pdf rak un hir a danevelloù 'ni eo. Gourc'hemennoù Loeiza !

             

            17. Porzh Moger - Gwin Zegal

            Ur wech e oa, ur wech ne oa ket
            Div draezhenn am eus gwelet

            Ac’hann an hent a wez
            Ul lec’h splann ha magerezh

            Unan a denn eus un neizh
            Gwechall e karged an heiz

            Deus an tu all emañ ur ragenez
            Eno e glasked ar feiz

            Etrezo n’eus ket speurennoù
            Me a wel ur plac’h o kerzhout

            Leuskel a ra e roudenn
            Bravoc’h e vo an draezhenn

            An hini a garan zo aet kuit
            Ma c’has a rit lec’h ma karit 

            Me a wel e vlev, saezhoù
            O tañsal evel fulennoù

            En em santout a ran kollet
            An amzer zo tremenet

            Teñval eo an oabl
            War-zu Gwin zegal
            Beuzet on gant daeroù
            O sevel emañ ar gouloù

            Ne oa nemet un hunvre
            Met e vizaj a zeu adarre

            Bleiz - Stajiad Roudour Montroulez

             

            18.

            Un deiz e tegouezhas un dra ha ne oa ket an dud evit krediñ.
            C'hoarvezet a daol-trumm !
            Hep lavar grik !

            En em ziwriziennet e oa ar gwez ha cheñchet bro o doa da c’houde !
            D'an dud da gompren, e fellas dezhe lavaret :
            ''Diwallit , an Douar zo kreñv ! ha ni ivez !''

            Ar mor a oa diroll !
            Tapout a rae krog e-barzh ar tornaodoù, o klask war-lerc’h an dud.
            Da lavaret dezhe :
            ''Diwallit , an Douar zo kreñv ! Ha me ivez ! ''

            An avel a c'hwezhe hardizh ouzh ar mogerioù, ouzh toennoù an tiez !
            Bouboual a reas dre ar siminal :
            ''Diwaaaaaallit ! An Douar zo kreñv! ha me ivez ! ''

            E-barzh an oaled e traske an tan, adtommet en doa divskouarn an dud.
            Lavaret a reas dezhe :
            ''Diwallit ! An Douar zo kreñv, met me ivez ! ''

            En em lakaet e oa al loened da gaozeal !
            Ar c'hizhier, ar chas, ar c'hezeg, al laboused!
            An holl anezhe !
            Ar pesked ivez, na petra ‘ta ! Da lavaret :
            « Amañ e vo kontet kalz istorioù deoc’h, farsus koulz ha kevrinus !
            Ken leun a faltazi ken pell o broioù orin ! »

            Ken ar c'hentañ a lâran deoc’h...
            Ma vanka deoc’h gouzout hiroc’h !

            Erell - Stajiadez Roudour Montroulez

             

            19. An Nevez-amzer

            An nevez-amzer zo ur ganedigezh
            E-touez al leton e tispak ar vleunienn
            O kanañ, al lapoused e nec'h ar gwez
            Eus ar ruskenn e tifourk ar wenanenn

            Bugale o c'hoari, leun a levenez
            En ur redek, dirollet-mik, er jardin
            Ni a zebr war un doubier flour, er-maez
            Evañ a reer ur banne, o c'hoarzhin

            Pegen skañv nijadenn an div valafenn
            Dindan an heol, o tommañ ar bradenn

            War-c'horre ar stang, e luc'h an nadoz-aer
            Ha koagal a ra a-bouez-penn, ar glesker

            Kaoura - Stajiadez Roudour Montroulez

             

            20. Ur vugaleaj e Breizh izel 90's

            An tantadoù, ar vreudeur,
            Karreg an tan, ar fru-mor,
            Ar c'hrampouezh, an amann,
            Ar gorriganed, an divinerezed,
            Al lochennoù, ar madigoù...
            Menez Mikael, Sant Riwal,
            Gwern an dour, ar Yeun Elez...
            Huelgoad, e ti Byn,
            Guinness, Ceili,
            Kerradeneg, Liorzoù,
            Gouezek, Toull an diaoul,
            Ar festoù-noz, al lambig,
            Ar beizanted, ar vartoloded…
            An arzourien...Ar barr-avel.
            An tornaodoù.....Al loar rouzik,
            An Ankoù…

            Morwenn - Stajiadez Roudour Montroulez

             

            21. Kuzulig an hañv

            Heol gwenn a zo sin glav
            Ha heol ruz, amzer vrav
            Pa vez mac’h an amzer, glav touseg
            Barrad arnev, an neñv koumoulek
            Kuzulig an hañv
            Aezhenn skañv
            An oabl digoumoul
            Amzer evit chom sioul
            Ar mor zo o stergannañ
            An heol o flourañ anezhañ
            Al lapoused o c'hoari
            Hor strobinellañ a reont gant o faltazi
            Dañs an delioù er gwez
            Met petra 'ta o deus c’hoant hor diskouez ?

            Morwenn - Stajiadez Roudour Montroulez

             

            22. Paourkaezh bleiz
            (da vezañ kanet war don « Get Back » gant The Beatles)
            Pozioù gant Yann des Cognets

            Pêrig 'neva ket selaouet mat e dad-kozh
            Hemañ 'oa ur paotr hep aon
            Chomet 'oa ar bleiz marnaoniet 'baoe devezhioù
            Hemañ 'oa du gant an naon

            Paourkaezh bleiz, paourkaezh bleiz
            Tapet eo bet 'bouez e lost

            Kabellig Ruz  'zo 'r plac'h dibreder ha disoursi
            Homañ 'selaouas al loen
            Ar bleiz  al loen vil, un tamm re digourdi
            Hemañ zo 'n em gât abred

            Paourkaezh bleiz, paourkaezh bleiz
            Di'oret eo bet dezhañ e gof

            An tri forc'hell bihan, noant savet bep a di bihan
            Un plouz, un koad hag un brik
            Ar bleiz loen lontek, 'n doa c'hoant da debriñ 'nê tout
            Hemañ 'n hin(i) 'n em gavo poazh

            Paourkaezh bleiz, paourkaezh bleiz
            Laket eo bet  'barzh ar pod

            Yann des Cognets

             

            23.

            Tud an Argoad ha tud an Arvor
            Avel an trec’h a zo a du ganeoc’h
            War-sav evit kanañ
            Asambles o kengejañ

            Ur wech n’eo ket kustum
            Ober hor seizh posubl
            Melchon a c’hallit dastum
            ‘Dalc’hit soñj ‘ta, chomit humbl

            ‘Rit ket biloù ‘vit an disoc’h
            Ar pep pouezusañ a vo kentoc’h
            Petra ‘vo choazet pa deuy ho tro deoc’h
            Forzh penaos e vo gwelloc’h

            An douar zo bet prestet deoc’h gant ho pugel
            Diwallit anezhañ, hemañ zo bresk
            Diwallit, int a za war gresk
            Forzh penaos hemañ zo padell

            Soig - Stajiad Roudour Montroulez

             

            24. Ma dour-tan !

            C'hoant ' teus da vont pelloc'h ?
            Arabat mont re-bell ganti!
            Me da gar ma dour-tan.
            Karget-tout eo ma c'harr-tan hep arc'hant.

            C'hoant 'teus da chom sac’het war an hent ?
            Arabat c'hoari biz-meud ganti!
            Me a gar ma dour-tan!
            Karget-tout eo ma c'harr-tan hep arc'hant.

            C'hoant 'teus da analiñ ha dianaliñ c'hoazh ?
            Arabat divogediñ, mont a rez re bell ganti !
            Da garout a ran ma dour-tan!
            Karget-tout eo ma c'harr-tan hep arc'hant.

            Tremen dirakomp pe ober vann da vezañ sac’het ?
            Arabat c’hoari Bla Bla Karr ganti!
            Karout a ran ma dour-tan.
            Karget-tout eo ma c'harr-tan hep arc'hant.

            C'hoant eus da redek ar metradoù diwezhañ ?
            Arabat mont dreist al linenn wenn ganti!
            Te (ma dour-tan) a garan!
            Karget tout eo ma c'harr-tan hep arc'hant.

            Ali ar bleiner :
            "Ma soñjez out-te mestr war an traoù eo ‘blam n’ez ket buan ‘walc’h."

            Taran - Stajiad Roudour Montroulez

             

            25. SP95

            A-benn ar fin
            Ma faotr ‘zo fin
            D’an ode ez aio
            da chom a-sav

                    Ma ! Hast afo !

                            Dre e faot ez in
                            Don er ribin
                            Donoc’h donañ
                            E fank ar goañv

                                    Ma ! Hast afo !

                                            Dour a blij din    
                                            Gant tan hepken
                                            ‘Blam ur sac’h gollo
                                            ‘Chom ket ‘n e sav

            Treveur - Stajiad Roudour Montroulez

             

            26. War e stlejell 'teuio 'n tad Nedeleg
            (da vezañ kanet war  don « Come together » gant The Beatles)
            Pozioù gant Yann des Cognets

            Bloaz 'zo omp-nim o c'hortoz
            P'ra oas oc'h ober keit-se
            Lâret zo bet demp chom fur
            Aze nim 'lâr « re zo re »
                nag al lutuned
                Ka'î zur gante vez c'hoariet las ha plantet reuz

            War e stlejell, 'teuio.... 'n Tad Nedeleg

            Bop bloaz 'vez ar momes jeu
            Nim zo a'ï skuizh o c'hortoz
            Ha ma  'deuez ket 'vo reuz
            Ya, klask 'refomp war da lerc'h
                Aze, me 'lâr dit
                Pa 'vi paket ganemp sur vo graet da stal dit

            War e stlejell, 'teuio... 'n Tad Nedeleg

            Lamponed vihan omp-ni
            Ya, bugale digourdi
            Ne rafemp ket drouk da zen
            Met pa vez kaoz deus hem' all
                Ar paotr gwisket en ruz
                koulz deoc'h lakaat ur wespedenn 'barzh hom bragoù

            War e stlejell, 'teuio... 'n Tad Nedeleg.

            Yann des Cognets

             

            27. Fablenn ar maligorn

            Ur wech e oa, ur wech ne oa ket, ur wech e oa memestra,
            Dindan ur vruluenn e oa o chom ur maligorn.
            Kuzhet e veze atav abalamour d’e grogenn
            Dre ma oa disheñvel : e stumm un tric’horn.
            An amprevaned a rae goap diwar e benn.
            N’o doa ket komprenet netra ...

             

            Kavout a reas ar maligorn un diskoulm da gentañ.
            Gant un delienn vras e kuzhas e grogenn.
            Bep mintin e veze gwisket gant un tok
            Savet gant linad, drez pe radenn.
            O vale tro dro ul lenn e kejas ouzh ur penndolog.
            « Perak out treuzwisket ? A c’houlennas outañ.

             

            « Chalet on peogwir on disheñvel ! »
            A respontas ar maligorn bihan.
            « En em silañ a ran dre blantoù goustadig
            Da chom kuzhet diouzh un amprevan.
            Ma c’hrogenn a zo tric’hornek un tammig.
            Ha n’on ket bet gwelet abaoe pell. »

             

            « Paouez leñvañ, mignon bihan,
            Ne’z eus ket ezhomm da gaout mouezh
            Eus da zisheñvelder, alato !
            Tenn gounid eus da c’horregezh
            Da vamañ ouzh an natur tro dro.
            Un doare vat eo d’ober un ehan. »

             

            « Pa welez mat : an holl traoù tro dro dit
            A zo brav e liested e pep-lec’h
            A-drugarez da stummoù, mentoù ha livioù.
            Diouzh da grogenn e c’hallez bezañ fier ! »
            O klevout an ali-se e tennas e dok kuit.

             

            Hep aon na ziaester ne oa ket ken gant ar maligorn.
            Pa ez oc’h da v/Menez Are
            Kerzit goustadig ha sellit ouzh an amprevaned.
            Gwelout a riot marteze
            Ar maligorn laouen ha fier diouzh e grogenn stumm un tric’horn.

            Morgann Ar Goujard - Stajiadez Roudour Lesneven

             

            28. Krampouezh lardet ha bonbon kredañs

            Bonbon kredañs
            Ha pa zae amzer ar c'heriz e veze dastumet kignez, keriz gouez ha sur. Ha lakaet ‘barzh ur pod-gwer gant sukr, leuniet hanter-zour hag hanter-lagout chistr. Gouarnet ‘barzh ar gredañs e-kichen ar bern linserioù hag ar paperioù noter evit   bezañ debret e-pad ar goañv, c’hwec’h miz àr-lerc’h. Ha pa ne veze ket a-walc’h a geriz e veze graet memestra gant   prunoz. Se a oa anvet « Bonbon kredañs », hag ar vugale a veze roet dezhe nemet ar frouezh kar ar peurest a oa re a   alkool e-barzh, a lâre an    tad-kozh…

            Krampouezh
            Krampouezh a veze graet er gêr gant ar vamm-gozh ‘barzh ar siminal, war an tan. Abred a-walc’h e veze prientet an   traoù, diouzhtu àr-lerc’h lein. Graet e veze an toaz, da gentañ-penn, evit laoskel dezhañ amzer da baouez, en ur vasin-gouevr vras, ar billig. Hag a-walc’h evit magañ ar familh en he fezh hag an amezeien dostañ. An tad-kozh a zigase    keuneud e-tal ar siminal, brankoù lann sec’h a oa bet troet gantañ ‘bloaz a-raok gant ar vouc’hal. Ar re-se a groge buan-tre pa oa ezhomm eus ur gaouad-tan, hag aes e oant da dennañ eus a-zindan an trebez ma tae an baelon da vezañ re-domm.
            War-dro 11eur – 11eur hanter e kroge an traoù, follennoù paper journal ha briñsoù, briñsoù derv pe gwelloc’h briñsoù   fav, ha diouzhtu al lann, hag ar baelon war an trebez. Nompas laoskel an trebez hep ar baelon, a-hend-all e taio an diaoul   da dommañ e revr warnañ…
            Pa veze tomm a-walc’h ar baelon e kroge da vat an traoù : ar grampouezhenn gentañ evit ar c’hi, hag evit ar re vihan   diouzhtu àr-lerc’h, rak ar re-se o doa afer da leuniañ o c’hof, ha ne oant ket degemeret mat tro-dro d’an tan. Lakaet e oa   bet war an daol asiedoù, gwer, skudelloù, loaioù, ha laezh ribot ha chistr. Fourchetezenn ebet, na kountell ebet. Kroget e   veze gant un pe div grampouezhenn sec’h ha moan, a veze soubet ‘b’al laezh ribot er skudell, ha debret evel ar soubenn   gant al loa. Un digor-pred ma fell deoc’h. Ar c’hrampouezh sec’h a oa ken fin hag ur follenn baper. Ar-lerc’h e tae ar   c’hrampouezh lardet, un tammig tevoc’h, un tamm mat a amonenn warne, ha ma veze, ur vi evit ar re a laboure. Ha setu   tout. Debret gant ar bizied. E fin ar pred, pa chome toaz, e veze graet galetez, krampouezh bihan tev hag a veze    gouarnet evit koan pe lein.

            Yvonne Olivier

             

            29. Serr-noz da fin an hañv

            Deuet fin an hañv, an devezhioù o verraat, hag an holl oc’h en em brientiñ da zegemer an diskar-amzer en-dro, da zistreiñ tamm ha tamm ouzh korn an oaled. Ha me, plac’h bihan, a blij din ar mare-se, etre daou, fin an devezh ha pas c’hoazh an noz, fin un amzer a-raok penn-kentañ unan all.

            Achu gant ar mediñ. Kuit ar vakañsourien d’o c’hêrioù bras. Ne chom mui met tud ar vilajenn hag ar c’hêriadennoù tro-dro, ar re o do d’ober gant ur gumuniezh strizh, anavezet a-grenn gante, perzhioù mat kenkoulz ha sioù fall. Tremen a raint an eil diouzh egile, ha kavet e vo gante un hent evit bevañ asamblez dinec’h e-pad ar mizioù du da zont. Kengred ret, degemeret mat pe get, mar-a-wezh klasket.

            Achu gant ar pardonioù dindan an heol ha festoù sul er c’hêriadennoù.

            Achu gant an hir a zevezhioù war dreuzoù atalier ma zad.

            Achu gant ar goubanneloù-noz klouar e kreiz ar porzh adreñv an ti, en ur sellout ouzh lagad an heol o ruzellat. War evezh emaon neuze, ma divskouarn o klask tapout trouzoù tanav ar serr-noz ha kentañ grigoñs an noz o  tostaat. Skouadrennoù gwennilied a nij a-us ar vilajenn, o troidellat en aer, o plavañ a-rez an douar evit sevel goude, uhel en oabl, gant trouz o eskell o rogiñ an aer. Ha da chintal dizehan a-benn lâret kenô da annezidi ar vro-mañ a-raok o beaj direpoz sa broioù dianavez.

            Aze emaomp : me, ar plac’h bihan, gant ma zad, e-kreiz ar porzh, evel kustum. Mar-a-wezh ma zad-kozh a za davedomp. Ur bed a beoc’h. Trawalc’h gant un nebeut gerioù etrezomp : penaos e oa tremenet an devezh, amzer an devezh da zont, ur frasenn a-ziàr ur paotr deuet d’an atalier un tammig abretoc’h, al labour da zont a-benn nebeut, ur benveg pe ur mekanik da gempenn. Traoù plaen, didro, evit ma vehemp prest da vont da gousket seder ha tremen un nozvezh sioul. A-dammigoù e teñvala ar gwez hag treiñ a reont en ramzed du o c’hedal e pep korn eus ar porzh.

            Spontañ a reont ar plac’hig ma’z on, hag e tostaan neuze ouzh ma zad pe ma zad-kozh a-benn santout o bezañs dinec’h. Anoued zo daet warnon ; poent eo mont da gousket ; pep hini a glask ul lec’h bennak er porzh evit ober an titich diwezhañ araok an noz, ha pignat gant ar skalier maen d’ober ur c’housked distanus, diskuizhus.

            Yvonne Olivier 

             

            30. Soubenn an tri zraig mod Mamm Katrin : bouilhoñs, vi ha patatezig.

            Alies, pa vez graet soubenn kig bevin, pe kig ha fars, e chom kalz a vouilhoñs ha ne vez ket gouiet petra ober gantañ. Setu amañ un doare aes ha buan da implij anezhañ, ha tommañ kof ar vugale e-pad ar goañv.

            Evit 4 pe 5, pe war-dro ho po ezhomm da gaout :

            - ur vi,

            - un aval-douar a vent etre,

            - ul litrad hanter a vouilhoñs kig-bevin.

            Ma n’eus ket, bremañ e c’heller kavout poultrenn sec’h da lakaat ‘barzh an dour tomm, ha prest-kaer e vo ar bouilhoñs kig-bevin.

            Penaos ober :

            - Lakait ar bouilhoñs da dommañ.

            - Diskroc’hennit ha rasklit tev an aval-douar en ur skudell vras (rasklit tevoc’h eget karotez).

            - Er memes skudell torrit ha basit ar vi.

            - Mesklit mat ar patatez rasklet gant ar vi.

            - Pa grog ar bouilhoñs da verviñ skuilhit ar mesklaj ennañ.

            - Lezit ar bervadur adgrog ha lazhit diouzhtu an tan. Prest eo !

            Servij : lakait parisilh drailhet war c’horre pep pladad, ha kalon vat deoc’h !

            Yvonne Olivier 

             

            31. Hag e welin ar sklêrijenn en-dro ?

            Ankaouet ‘meus ar pezh a zo c’hoarvezet din… Ma c’horf a oar, poan ‘meus. Ur pouez bras a chom sanket barzh ma foull kalon. Poan pe glac’har an hini eo ? N’ouzon ket, ma c’horf a oar... N’on ket klañv, n’on ket gloazet, ne chom tamm kleizenn ebet.

            Pelec’h emaon ? Petra emaon o santout ? Petra emaon o klevout ?… En ma gourvez emaon, dihun on, met ne gredan ket digeriñ ma daoulagad gleb. O c’hortoz emaon… Petra emaon o c’hortoz ? Netra panavet mont gwelloc'h ma jeu.
            Distanet vo ma c’horf ? Ar boan ne zistano ket, ken na vo ket distanet ma spered, anat eo.

            Ne zihanan ket da valañ ma soñjoù. Didalvez on, ken ma on bet dilezet, ne vin ket kat d’ober seurt ebet, biken ken. Mod-se e tremen an traoù a noz da noz…

            « Glac’har » a vez graet deus ar pezh a santan. Ur ger ne c'hall ket bezañ a-walc'h da disklêriañ ma fromoù : n'on ket kat ken da vont er-maez, da vont e darempred gant tud all ha da ijinañ an amzer da zont. Ma daoulagad a chom entanet, 'vel ma c'horf, noz ha deiz.

            Hag e welin ar sklêrijenn en-dro ?

            N’ouzon ket. Michañs e teuin a-benn da sevel en-dro ha da vale sonn, dre ar bed… Emichañs…

            Bastian - Stajiad Roudour Montroulez

             

          • Difi v2.png
Logo KLT41 Kae Leon 29600 MONTROULEZ
02 98 63 98 79 - 06 82 77 10 10 - klt@wanadoo.fr
Digor e vez ar burev eus al Lun betek ar Gwener
9e15 / 12e15 – 1e45 / 5e45 g.l.
 
Adkavit K.L.T. war Icon twitter Icon facebook Icon Instagram   Koumanantiñ d'al lizher-kelaouiñ
Région Bretagne Région Bretagne Communauté de communes de Morlaix

 

 
Lakaet da dreiñ gant diasite
Savet gant Diateam