Ur c'hevredad kevredigezhioù eo K.L.T. da gentañ penn gant ar soñj kas war-raok yezh ha kultur Breizh e bro Montroulez. Ditouriñ a reomp ivez, par mar c'hellomp, an holl re a faot dezhe gouzout hiroc'h diwar-benn ar pezh a vez graet er vro hag e Breizh a-bezh.
          • Kaozeadenn vrezhoneg gant Jean Lou Lintanf - Liamm an douar Breizh

          • Merc'her 1añ a viz C'Hwevrer 2023
            Ostaleri An Tempo
            Montroulez
            8e30 noz
            Digoust da vont e-barzh
          •  

            E 2006 eo  bet krouet ar grevredigezh «Terre de Liens Bretagne – Liamm an Douar» gant un dornad tud prederiet gant stad al labour-douar er vro ha dazont al labourerien-douar: niver ar menajoù o tigreskiñ buan ha ment ar menajoù a chom o kreskiñ ken buan all, ur bern douar mat kollet bep bloaz gant ar c'herioù oc'h en em ledanaat,  skoilhoù spontus evit an hini hag a glask en em staliañ, dreist-holl evit kaout douaroù hep bezañ staget ouzh an tiez-bank e-pad bloavezhioù ha bloavezhioù, a-raok gellout bevañ en un doare dereat diouzh e labour.

            War ar poent diwezhañ-se an hini a labour kalz ar gevredigezh, en ur ginnig d'an danvez-menajerien feurmiñ menajoù, e-lec'h prenañ anezho, en ur c'houlenn gant tud ar vro gouestlañ un tamm diouzh o moneiz da brenañ an douar hag a vo labouret en un  doare yac'hus evit pourchas dezho ul lodenn diouzh o boued.

            Jean Lou LINTANF, bet merour Terre de Liens Bretagne, a zeuio da zisplegañ deoc'h penaos e labour ar gevredigezh ha kontañ a raio deoc'h istor an S.C.I hag a zo bet savet e Bro Dreger, e 2017, evit prenañ ur menaj a-bezh, dalc'het bremañ gant tri menajer yaouank.

          • Jean Lou Lintanf.jpg
      • Embannet gant ar gevredigezh K.L.T.
      • 18/01/2023
      • En savoir Plus
        Terre de liens Bretagne

        Terre de liens Bretagne

Logo KLT41 Kae Leon 29600 MONTROULEZ
02 98 63 98 79 - 06 82 77 10 10 - klt@wanadoo.fr
Digor e vez ar burev eus al Lun betek ar Gwener
9e15 / 12e15 – 1e45 / 5e45 g.l.
 
Adkavit K.L.T. war Icon twitter Icon facebook Icon Instagram   Koumanantiñ d'al lizher-kelaouiñ
Région Bretagne Région Bretagne Communauté de communes de Morlaix

 

 
Lakaet da dreiñ gant diasite
Savet gant Diateam