Seongwoo KANG anezhañ, n’eo ket un anv deus ar vro an hini eo. Bet ganet er bloaz 1998 e Korea (diouzh tu ar C’hreisteiz, a-dra-sur). Bremañ emañ o vevañ e Brest evit e studioù abaoe pevar bloaz zo dija. Na bezañ m’emañ studier war e baper, e vez o reiñ kentelioù brezhoneg er Skol-veur evit ar re o komañs gant ar yezh hag e Stumdi pe e Ti ar Vro Landerne Daoulas. Koulskoude n’eo ket brezhoneger a-vihanik anezhañ, na pa vefe desket dezhañ gant tud a-gozh deus ar vro. Hag a zo c’hoazh, e vez o sevel barzhonegoù, koulz romantel, koulz lourennek, e amzer vak a vez aet gantañ evit duañ tammoù paperioù evit lakaat e bluenn da ouelañ.
Goude bet tapet gantañ e aotreegezh war ar brezhoneg hag e gentañ bloavezh deus ar Master brezhoneg (m’en doa gouestlet ennañ e gounskrid war sujed “urzh ar gerioù e brezhoneg Bro Gwened Izel hed-ha-hed an 20vet kantved, dindan renerezh Erwan Le Pipec) emañ o kenderc’hel gant e eil bloavezh hag ur c’hounskrid all diwar-benn ur sujed hag a blij dezhañ ken-ha-ken: ar brozodiezh. Gant ar sujed-mañ e kendalc’ho en e zoktorelezh dindan renerezh Erwan Le Pipec ha Nelly Blanchard. Tomm eo e galon ouzh enklaskoù. Graet e vo e seizh gwellañ gantañ evit ar brezhoneg, anavet gantañ dre zegouezh e-serr ma oa o lenn ul levr diwar-benn ar rannyezhouriezh c’hallek. Ouzhpenn eo ret lavaret ez eo a-drugarez d’e vamm – a blij ar sonerezh klasik dezhi, sonerez anezhi ivez – p’emañ aet e-barzh bed ar studioù war sevenadur ar C’hornôg.
![]() 02 98 63 98 79 - 06 82 77 10 10 - klt@wanadoo.fr Digor e vez ar burev eus al Lun betek ar Gwener 9e15 / 12e15 – 1e45 / 5e45 g.l. |
|
![]() |
![]() |
![]() |