Ur c'hevredad kevredigezhioù eo K.L.T. da gentañ penn gant ar soñj kas war-raok yezh ha kultur Breizh e bro Montroulez. Ditouriñ a reomp ivez, par mar c'hellomp, an holl re a faot dezhe gouzout hiroc'h diwar-benn ar pezh a vez graet er vro hag e Breizh a-bezh.
          • Difi : kas 100 skrid da g/K.L.T.

          • Betek ar sadorn 6 a viz Ebrel 2024
          •  

            Pell diouzh hor broioù gant Aññe SALAÜÑ

            Pell zo e oan boaz da vale pep Sul da noz e trepas hir ar metro a gase betek ti-gar Montparnasse e Pariz. Ur strollad sonerien tam-tam afrikan a veze staliet en tu all d’an trepas. Levenez a yae er maez eus kalon o binvioù. Evel un heol e oant evit an holl veajourien, kumuniezh  harluidi anezho er gêr vras.

            Distroet on abaoe pell er vro, Breizh ! Hag e selaouan c'hoazh sonerezh afrikan o soñjal en holl dud rediet da guitaat o broioù.

             

            PARIZ - ROSKO gant Fulup Plouzane

            Adserriñ a reas dorioù an tren. Fuuuu-vlammm, trouz an nor tostañ. N'eo ket ar metro amañ ! Tamm c'hwitell ebet. Un taol sutell gant mestr an ti-gar ? N'en deus ket taolet pled Erwan. Disheñvel a-grenn trouz an hent-houarn-mañ ouzh hini an tren-buzhug. Ha n'eo ket kroz boud ar marc'h du evel
            gwechall, met ur frapad dilec'hiañ sioul o riklañ a-us d'an douar.

            Emañ Erwan harp ouzh ar prenestr ledanañ, e-kreiz ar c'hombod. N'eo ket an eur ma vez ar stankañ an dud war al linenn-mañ. Ur vaouez hepken zo en tu all d'an trepas. N'eo ket Bilzig emañ o lenn ?Loc'het war-zu ar mor, neuze. Ha brav an amzer. Pegen plijus bezañ war hent Rosko en-dro, ha gant an tren, mar plij ganeoc'h !

            Laouen eo Erwan o vont gant an tren, ha n'eo ket gant an oto, peogwir en deus kollet boazioù ar blenier, o vont atav gant transportoù boutin, pe war droad... E gwirionez 'noa bet rod-stur oto 'bet etre e zaouarn abaoe daou vloaz hanter. Ar wech diwezhañ ma oa deuet da welet e dad, avat.
            Kemeret 'noa al Lugan da vont d'ar marc'had e Montroulez. Hag graet un droiad e Menez Are, ur wech, kement ha pourmen e kreiz an douaroù. Glaz e oa ar vro d'ar mare-se ha n'eo ket rouz ha du... Evit poent eo gant ar mor eo desachet da vat... Ar glaz, ya, pe vezer o tont eus ar griz. Griz ha kriz ar vro-se. Amañ eo glaz-griz an hent houarn, un hent a denn d'ur wenojenn, a-wechoù, sanket etre roz ha torgenn, en ur seurt traonienn toullet a-hed ar mor. Hag digor ar gwelet war ar parkeier pe an aod a bep eil.

            Distro Erwan er vro. Distroet eo eus a Bariz a-drugarez d'ur post sekretour kinniget amañ gant ar CNRS. Chañs 'neus bet da gavout ul lojeiz da feurmiñ e Rosko, un ti bihan chomet war-lerc'h un dintin gozh. Divroet e oa bet e-pad pell. Re bell. Hag hir, ha trist, melkonius e oa bet e harlu, mareoù zo. Er gêrbenn n'eus tamm mare ebet, just-awalc'h. Lanv ha tre an otoioù, marteze.

            Hiviziken ez aio da labourat war vale. Ur blijadur ouzhpenn hag un disamm e-keñver saotradur. Griz pe c'hlaz e vo, met brav atav, yac'h an aer atav.
            Hag an tren a gendalc'ho da gas anezhañ da Vontroulez. D'ar marc'had bep Sadorn, hag amzer da straniñ e kêr, ouzhpenn !

            Levraoueg-kêr « Ar c'harantezioù melen », leun a deñzorioù... Un dro er stalioù-levrioù : « Divizoù» e kreiz-kêr, ti Skol Vreizh er Manu... hag er « SIOUL » nevez staliet e savadur bras al labouradeg butun kozh. Ha pa vez re a dud e lec'hioù zo, e kaver aes er gêr-se un toull en aode, ul lec'h blot doare un neizh. Ar Manu, ar porzh, pe un davarn bennak...

            Gant ar veaj eo ac'houbet e spered, gant ar beajoù bet, gant ar beajoù da zont, gant ar veaj bihan emañ oc'h ober hiziv. A rafe, hervez e c'hoant, ur wech, div wech, teir gwech ar sizhun. Pe hini ebet.

            Dieub e spered ha disammet eus pouezh an transportoù, eo digollet gant ar vro en deus da dreuziñ. N'eo ket ar wech kentañ e wel anezhi, avat, hogen ez eo evel pa vefe oc'h adkavout anezhi... O tizoloiñ, da vat, e vro. Da lavaret eo teurel ur sell nevez ha don warni. N'eo ket o kas un oto e
            c'heller gwelet mat ar pezh zo tro-dro. Digor bras e zaoulagad gantañ e par e selloù war ar maezioù o tremen dirazañ, gant o livioù burzhudus ha liesseurt. A-boan ma taol ur sell, a-wechoù, ouzh ar vaouez en tu all d'an trepas a zo bremañ o sellet ivez dre he frenestr. Soñj a oa deuet dezhañ
            memestra penaos e tenne-hi d'ur studierez a oa bet er memes bloavezhioù hag eñ er skol-veur e Brest. Gant an tren e vez kemeret un hent boutin gant tud zo, a vez disheñvel red o buhez mod all, ha rannet 'vez ur veaj, evit ar wech kentañ pe evit ur wech all, a-nevez.

            Sachet e oa Erwan gant an douaroniezh, da gentañ, ha koulskoude en doa graet studioù war ar yezhoù. Ha lenn anvioù brezhonek ar vro a domme e galon. Komz brezhoneg a rafe gant tud all, e vignoned kozh ha nevez, komz ha n'eo chom da ragachiñ pe da raouenniñ e-unan evel ma rae e
            Pariz.

            Griz, gwenn, rouz, du... livioù kêr Rosko o tostaat. Glaz an douar o reiñ plas da c'hlaz ar mor. Setu perak e oa distro. Etrezek ar mor ez ae. Pa oa bet kinniget ur post lec'hiet e kevrenn Skiantoù ar mor Rosko, gant Skol-veur Pariz, ne oa ket chomet Erwan da dortal. Chañs e vuhez ! Ober ul labour plijus en un en-dro plijusoc'h c'hoazh. Dindan un daolenn vras bet livet kant vloaz zo gant Mathurin Meheut. Kaout an digarez da veajiñ betek Breizh Veur pe Bro Iwerzhon a-wechoù, gant Breizh Feri o loc'hañ eus porzh ar Blosko, evit al labour pe evit ar blijadur. Mont war vor gant mignoned a rafe ivez, a-hed an aod, etre Baz ha Lokireg. Lec'hioù degemerus zo er porzhioù bihan. Plasoù da gaozeal gant an dud a vez kavet. Ha troioù da glevet tud o komz brezhoneg c'hwek ar vro-mañ, etre Leon ha Treger... ouzhpenn da drouzioù ar mor, ken disheñvel eus re kêr, anat.

            Ha marteze en defe tro da zaremprediñ e dad adarre. Deuet e oa ar c'hoant dezhañ en-dro, prest e oa.

            Dispourbellet e zaoulagad a-drugarez d'ar veaj. Dibikouzet e oant, gant al livioù na gaver nemet war an aod, peadra da vezañ dallet a-wechoù. Setu eñ loc'het gant ur vuhez nevez ! Goude bezañ heuliet un hent borodus, ez aio azalek bremañ skañv ha lijer, evel gant an hent-houarn-mañ. Unan troidellek a-frapadoù ! Ha gant hent-bale an aod, ur wenojenn ha n'eo ket ken kompez ha se a-benn ar fin ; oc'h heuliañ krommoù ar vro, o vont gant troioù ar vuhez, ne lavaran ket !

            Digeriñ a reas dorioù an tren. Lezel a reas ar vaouez mousc'hoarzhus, kollet en he soñjoù, da dremen dirazañ, en he dorn he sac'h-labour gant ardremez kreizenn skiantel Rosko. War ar memes tu e oant o vont.

             

            Ar plac'h hag ar vaouez gant Marie Le Scanve (o teskiñ brezhoneg e Lannuon gant Roudour)

            Setu ur plac’h. Azezet eo a-dal ur porzh bageal e Breizh. Kreisteiz a vo e-benn nebeud. Hiviz ez eus kalz a dud war marc’had Pouldu. War ur gador dirak ur boc’h kafe emañ-he trankilik. Al leurenn zo damleun gant ar c’hoaririerien PMU. He mignonez a zo paouez mont kuit. Re dillo adarre, soñj ar plac’h. Ret eo dezhi kemer muioc’h amzer ma ne ‘deus c’hoant ket da gouezhañ diwar ur burn-out. Evelti he mignonez e sant ar plac’h peurlieusañ met klask a ra mont goustadigoc’h goustadigañ.

            An heol goañv a flour he divjod, klevet e vez c’hwezh distro ar pesketa. Ne glever trouz ebet. Aet eo ar vaouez a oa en he c'hichen diwar wel. Ne baoueze ket da gas kemmenadennoù d’an tud. Kollet en he hunvreoù ha sioul eo ar plac’h en ur sellout ouzh ar vugale zo o c’hoari war ar c’hae.

            Merzout a ra a doal drumm un hezoug war an daol e-lec'h ma oa staliet ar vaouez bremaik. Ma ne gemeran ket anezhañ ar servijour a raio, a soñj dezhi. Tapout a ra an dra buan ha musañ anezhañ. C’hwezh lêr kozh a vez klevet. Pounner eo an hezoug. Digeriñ a ra ar c’hlaouier. A-gleiz emañ skramm ar pellgomz – unan kozh deus bro Kore- ur film gwareziñ uzet outañ. A-zehoù ez eus un doug-kartoù leun chouk. Krog eo da zispakañ traoù dioutañ. Birvilhet eo.

            Istorioù an dud a blij dezhi kalz. Dizoleiñ an dud dre o aferioù, o faperioù, ijinañ o buhez. Lakaat he fri e-barzh ar c'harrigoù a vez kavet dirak kefoù ar supermarc'hadoù a blij dezhi a-viskoazh.

            Kavet ‘deus kartoù fealded a bep seurt : eus stal boued loened, eus stal fotokopioù, eus frotourez shiatsu. Ur mat-da-gas-karr tapet e 1959 en Naoned a zo hag un nebeud bilhedoù dek hag ugent euro a zo. Kavet ‘deus c’hoazh ivez ur gartenn gemmadurioù e brezhoneg hag kartenn ur «mezeg al lavar» eus Kemperle. A benn-a-finn ez eus ur c’harnedig kozh tre gant degaoù a niverennoù pellgomz. Lod anezho zo bet skrivet gant liv, lod all zo bet uslinnet. War ar bajenn gentañ e c’heller lenn :

            «ma gwaz 06.........................., ma merc’h 06.........................., ma mab 06..........................»
            Piv eo honnezh? Pellec’h emañ hi o chom? Perak ‘deus lezet he hezoug war he lerc'h ? Ha dalc’het eo gant un dra bennak?

            Bremañ en em c’houlenn ar plac’h petra a rae ar vaouez un nebeud munuten? Kozeal a rae e brezhoneg dre bellgomz, sur eo ar plac’h. Anavezet ‘deus taol mouez Kreiz Breizh ouzhpenn. Memes sonnerezh he doa klevet ba he familh a zo o chom er c’hoad ar Frankiz.

            Kalz a dud zo war leurenn Kafe ar porzh. Debriñ a raer tapas da verenn amañ. Pellgomz ar vaouez a grog da seniñ. An anv Les bijoux d’Aline a zeu war wel ouzh ar skramm. N'he deus ket c'hoant da ziskregiñ. Bremañ e c’hall implijout anezhañ. Klask a ra pellgomz da gwaz ar vaouez. Respont ebet. D’ar verc’h. Respont ebet. D’ar mab. Respont ebet. Ne vez ket diouzh ar c’hiz respont d’ar pellgomzer er mare-mañ, torr-penn eo! Les
            bijoux d’Aline a glask pellgomz ur wech all. Respont ar ra ar plac’h diouzhtu.
            « Itron Nedeleg?
            - N’on ket, met kavet ‘meus he hezoug
            - Prest eo gant he gwalenn. Gallout a rit lavarout dezhi dont da gerc’hat anezhi. Lezet ‘meus dezhi teir c’hemmenadenn c’hoazh !
            - Digarez, disoñjet ‘deus sur a-wac’h, lavarout a rin dezhi, kenavo !
            - Trugarez deoc’h, kenavo»

            Un dra bennak ne ya ket mat gant ar vaouez-mañ soñj ar plac’h.

            Divizout a ra ar plac’h bellgomz da «mezeg al lavar» Kimperle.
            «Adkavet ‘meus bellgomzer hezoug Itron Nedeleg gant ho niverenn e-barzh. Pelec’h e c’hellfen kavout anezhi evit reiñ anezañ dezhi ?
            - Boñ, Itron Nedeleg zo un tamm kollet ar mare-mañ. Chomet eo er c’hlinik abaoe a meur a viz bremañ. Gallout a rit klask gweladenniñ anezhi
            - Trugarez deoc’h. Emaon o vont d’ober e giz-se
            - Chañs vat !
            - Kenavo »

            C’hoant bras en enni da gavout ar vaouez. Ne oar na penaos na perak eo fromet gant an istor-se.

            Div eur eo. Ne wel ket an amzer o treiñ. Kas a ra SMSoù d’ar familh, paeañ he c’hafe, mont kuit eus al leurenn ha skeiñ war he marc’houarn war zu ar c’hlinik, eizh kilometr alese. Netra pouezusoc’h hiviz e devezh ar plac’h. Ne oar ket ken petra a zlee ober hiviz. Diroll-mik eo hag aonig war ar memes tro. Ma ne zigorfe ket din he dor... Ma ne lârfe netra... Ma ne vefe ket eno... a soñj ar plac’h.

            Azezet eo ar vaouez war ur gador-vrec’h en he c’hambr er c’hlinik. Damzigor eo an nor, ouzh an heol e sell, sioul eo. Ouzh an nor e stok ar palc’h. Mousc’hoarzin a reont an eil ouzh eben. Kregiñ a ra ar palc’h da gontañ d’ar vaouez ar c’hafe, ar pellgomzer hag ar c’hlaouier.

            E galleg e komz ar palc’h met e brezhoneg e respont ar vaouez. Gant un taol mouez kreñv. «Brezhoneg diouzh beure ha diouzh noz, brezhoneg atav» emezi-u. Abaoe he ‘deus tapet ul lamm e-barzh an dirri ne teu gêr ebet e gallek eus he genoù. Klask a ra bemdez bellgomz d’he
            mignoned, d’he familh met ne gomprenont grik eus ar pezh a lâr.

            Skuizh eo ar vaouez bremañ. N’he deus ket ankouet he hezoug war he lerc'h... dilezet ‘deus anezhañ war daol al leurenn. «Gant piv e c’hoarzin bremañ? Gant piv e c’hoarin kartoù? Gant piv e klakennin en ur evañ ur banne bier breizh fresk war leurenn ar porzh?» emezi.

            Fromet eo ar plac’h. Biskoaz kement all. Fidamdoue, damnet vo ma ene ! N’e deus ket klevet an istor ken tristig ha ken iskiz.
            «Kaozeal a rit brezhonek? Eme ar vaouez
            - Ya, o teskiñ emaon ar yezh er mare-mañ.»

            Kemer a ra gwennien ganti. «Deomp dezhi !»

             

            Noz al loar-nevez gant Quentin Maricourt

              Gwelet 'm eus gouloù, ha me o vont tre. Gouloù splann o troc'hañ teñvalijenn an noz. N'em eus ket soñj perak em eus heuliet anezhañ. Kuriusted? Un nerzh diwelus ? Aon ? N'eus tu ebet da lâr... marteze an tri, pe un dra all pe, c'hoazh, eo gwelloc'h da chom hep displegadur.

              O kerzhout ma-unan e oan, kollet en noz, e-giz e karan ober evit sioulaat hag aveliñ ma fenn pa zeu da vezañ klouaroc'h e penn-kentañ an nevez amzer. Sioul e oa an noz-mañ. Digoumoul ha glas teñval a oa an oabl, tost da zu zoken abalamour d'al loar nevez. Ne glever nemet ar c'haouenned er gwez ha c'hwezh an avel flour. Plijet e oan gant ar valeadenn-noz mañ, unan e-touez ar re vravañ am eus graet. Siwazh, diwezhat tre e oa dija hag e ranken distreiñ d'ar gêr.

              War-nes mont war ma c'hiz e oan pa darzhas ar gouloù. A-daol-trumm, e-giz ma c'hoarvez pa dremener hebioù d'un detektour emgefreek. Koulskoude e oan pell a-walc'h ha ne oa den ebet tro-war-dro. Pa soñjan en-dro ne oan ket chalet tamm ebet gant an aergelc'h kevrinus. Evit gwir e teue ar gouloù eus ur gabanenn n'em eus ket gwelet biskoazh.

              Sur a-walc'h ne oa ket honnezh aze a-raok. Anavezout a ran mat al lec'h abaoe pell. C'hoariet em boa gant mignoned er parkeier pa oan bugel. E-lec'h m'emañ ar gabanenn ez eus sañset ur c'hozh spontailh plouz hag a rae aon deomp. Gwelet em boa anezhañ an deiz a-raok a-dra-sur peogwir em eus soñjet en-dro en eñvorioù bugaleaj. Kaset e oa bet din ur vousc'hoarzh o soñjal on un den deuet o simudiñ c'hoazh dirak ur bolomig graet gant plouz. Daoust d'ar souezhadenn e tostaen ouzh ar gabanenn.

              Ne gomprenen ket ar pezh a c'hoarveze. Ar gabanenn-mañ a seblante bezañ atav amañ. Dirapar e oa, savet rust gant plankennoù staget an eil ouzh egile a-drugarez da dachoù hanter-blantet enno. Ar pezhioù koad a zeue da vezañ preñvedet hag an tachoù merglet. Ar savadur a c'hellje bezañ kouezhet en e boull abaoe bloavezhioù ha n'eus tu ebet da c'houzout penaos e chome sonn c'hoazh. Gwelet e vez ar gouloù dre doulloù niverus ar plankennoù. Seul vuioc'h e tostaen seul drellusoc'h e oa anezhañ. Ret e oa din mont war-raok gant ur vrec'h dirak an daoulagad evit tizhout ar savadur. Un trouz skañv met dianavezet a save dezhañ ivez.

              Ur wech erruet em boa gwelet dre laer ur sal vras ha gwenn-kann. Kinkladur ha pezhioù arrebeuri a oa e-barzh a seblante dont eus un amzer dazont. A-daol-trumm e oa luc'hed pe un dra e-giz-se ha n'em eus ket soñj netra war-lerc'h.

              Dihunet e oan em gwele antronoz goude bezañ kousket kalz ha don. N'on ket evit displegañ ar pezh am eus bevet d'an noz-se. Distreiñ a ran war al lec'h bep noz al loar-nevez met n'eus roudoù ebet eus ar gabanenn. Aze emañ c'hoazh ar spontailh plouz met e simudan bremañ evit un abeg all.

             

            War an dachenn, war an duchenn gant Steven Maudire

            War an dachenn, war an duchenn,  
            Me 'blin' din sell ouzh ar sterenn
            Pa grog al lapous da ganañ
            Ez an buan da welout an hañv

            Un ton fisel pe un ton plinn
            Me 'blij din dañsal er vilin
            Pa'z eo krog ar gorventenn
            Redeg an ran diwall al lenn

            Ma z a tout an traoù da goll
            Me 'blij din seniñ treujeunn-gaol
            Pa glevan c'hoazh ur sonn vrav
            Ne c'hoant 'm eus ket ober an tav

            Dourlivour e oan abaoe pell
            Me 'blij din kalz Menez Mikel
            Pa grog da weñviñ ar bleunioù
            En em dennañ gant ma biniou

            An traoù zo mat, tout zo war well
            Me' blij din sell ouzh an dremwell
            Pa klask a ran renkañ ma foen
            Tout an douar zo dija gwenn

             

             

            Ifig... gant Gislaine Moulin

            Ifig zo hanter-kant vloaz ha peuzmoal dija.

            Heman a gas keloù d'e bried, Soizic :
            - Da ziv EUR goude lein, ez in da lakaat trochañ ma blev.
            Ha Soizic da respont:
            - Ha da ziv EUR dek, petra 'ri?

             

             

             

          • 16968291854f6cfd3f9d4d0250475c4bb61f906671 thumbnail 720x.jpg
      • Embannet gant ar gevredigezh K.L.T.
      • 26/02/2024
Logo KLT41 Kae Leon 29600 MONTROULEZ
06 82 77 10 10 - klt@wanadoo.fr
Digor e vez ar burev eus al Lun betek ar Gwener
9e15 / 12e15 – 1e45 / 5e45 g.l.
 
Adkavit K.L.T. war Icon twitter Icon facebook Icon Instagram   Koumanantiñ d'al lizher-kelaouiñ
Région Bretagne Communauté de communes de Morlaix

 

 
Lakaet da dreiñ gant diasite
Savet gant Diateam