1. Al lidadeg
O paouez dimeziñ emañ Ifig hag e c'houlenn digant an Aotrou Person :
"Pegement eo an oferenn eured-mañ ?"
Mui pe vui eme ar person, seul vui 'vez koant ar wreg-nevez, seul vui e koust an oferenn...
Setu, Ifig a sell ouzh e wreg. Un euro nemetken e ro d'ar beleg.
Hag ar person a lavar : "gortoz un tammig, Ifig, 'h'an da gerc 'hat ar moneiz !
Gislaine M.
2. Ma gwezenn lignez
E korn an tan, e korn ar c’hoad
Oc’h adtomman a ran ma bizied-troad
Soñjal a ran ouzh ma zadou-kozh
Ma gwezenn lignez ken tost henozh
Ur wezenn dibar forzh delioù a-varr
Astennet he brankoù ha don he gwrizioù
Gant skourroù a-istribilh ha skourroù war-bign
Ur wezenn hec’h-unan ‘ba’r forest orin
Ha hi plom war he zreid, he c’hef solut
Gouest da stourm ouzh avelioù-put
Ur wezenn-avank boc’hruziged war he brank
Ha bleunioù roz niverus-stank
Marv eo ma moereb, aet g’an Ankoù
Ha ma ‘vel pa’m bije troc’het unan eus ma skourroù
Ar vuhez a ya war-raok koulskoude
Hag ur rumm-tud nevez a savo a-c’houde
‘Ba ‘r c’hoad e kavan galloud ha nerzh
‘Ba e zidrouz e klevan mouskomz ur werz
Meurdezus ar gwezennoù ha ramzek o ment
Brav eo ar vuhez ha hir eo an hent.
Sarac’h V.
3.
Klaod P.
4. Ti ar re gozh
Klaod P.
5. Nijal adarre
Klaod P.
6. Ro da zorn din
Ro da zorn din, va fried kozh, hag ez eomp ni hon daou, goustadig,
war ar wenojenn dirak an ti
da welet m’emañ c’hoazh ar voc’h-ruzig
o tarnijal tro-dro d’ar bod-kelenn.
Ro da zorn din, ma fried kozh ma 'z afemp da saludiñ al labous
En neus war e vruched
Liv da vlev p’am boa te anavezet.
Setu ma dorn, va fried kozh, deomp da welet
A-dreñv d’ar c’hleuz az poa savet pell 'zo, pell 'zo
ar c’huzh-heol
o skuilhañ gwad en oabl war hon devezhioù diwezhañ.
Deomp da welet ma gren ar wezenn fav
E vezemp kustum da azezañ harp outi
Da vare ar sec’hor.
Setu va dorn, sanket en da hini
Evel ma vije ar wech kentañ,
Pa oamp deuet amañ da neizhañ.
Ro din da zorn, va muiañ-karet.
Da serr-noz ne welan na roudennoù da zremm
Na liv gwenn da vlev a oa ken brun gwechall
Ha bruched ar voc’h-ruzig
Ne welan nemet lugern da zaoulagad
A zo chomet yaouank ha leun a garantez.
Setu va dorn, ken munut en da hini
Setu va dorn en doa flouret da gorf brevet
Flouret hor bugale, hag int nijet ken pell
Ha laosket ac’hanomp, ni hon daou
War ziribin hor buhez .
Ha setu me, ha setu te,
O sellet ouzh tremenvan an deiz.
Laurence
![]() 02 98 63 98 79 - 06 82 77 10 10 - klt@wanadoo.fr Digor e vez ar burev eus al Lun betek ar Gwener 9e15 / 12e15 – 1e45 / 5e45 g.l. |
|
![]() |
![]() |
![]() |