Ur c'hevredad kevredigezhioù eo K.L.T. da gentañ penn gant ar soñj kas war-raok yezh ha kultur Breizh e bro Montroulez. Ditouriñ a reomp ivez, par mar c'hellomp, an holl re a faot dezhe gouzout hiroc'h diwar-benn ar pezh a vez graet er vro hag e Breizh a-bezh.
          • Dilennadegoù kannaded e pevare pastell-vro Penn-ar-Bed

          • Lizher-goulennaoueg d'an dud war ar renk
          •  

            Itron, Aotroù,

            KLT – Ti ar Vro Montroulez eo kevread kevredigezhioù Bro Montroulez, a labour evit difenn ha kas war-raok ar brezhoneg ha sevenadur Breizh. Bemdez, a-hed ar bloaz, e seven hon aozadur a laz hollek ur wir gefridi servij publik evit ma vefe gwarezet ha miret glad sevenadurel hon bro.

            War ar renk emaoc’h evit an dilennadegoù kannaded e 4re pastell-vro Penn-ar-Bed d’an 12 ha d’an 19 a viz Mezheven a zeu. Ma tegouezh deoc’h bezañ dilennet ho po da votiñ, da c’houde, lezennoù ar Republik ha da gontroliñ oberoù ar galloud seveniñ. Goude ma viot kannad/kannadez ar Vroad ne viot ket evit ankouaat pelec’h e viot bet dilennet, setu ma kavomp eo reizh sevel goulennoù ouzhoc’h, ha plijet-kaer e vefemp ma teurvezfec’h respont oute.

            Ar pezh a garfemp gouzout dre vras eo petra emaoc’h en sell d’ober a-fet kelenn ar yezhoù rannvroel pe vinorel, ha kelenn ar brezhoneg peurgetket.

            - Hag a-du emaoc’h evit ma vefe lakaet ar brezhoneg da yezh kenofisiel, a-gevret gant ar galleg (pennad 2 ar Vonreizh) ?

            - Hag a-du emaoc’h evit ma vefe anzavet ar c’helenn brezhonek dre soubidigezh ha lakaet dre-holl e sistem an deskadurezh 

               publik ha privez ?

            - Hag a-du emaoc’h evit ma vefe deroet budjedoù brasoc’h gant ar Stad da rannvro Breizh evit ar c’helenn brezhonek hag evit

               stummadur ar skolaerien peurgetket ?

            - Hag a-du emaoc’h evit ma vefe savet ur servij kleweled publik a rofe ar plas brasañ d’ar brezhoneg ?

            - Hag a-du emaoc’h evit ma teufe an traoù da vezañ divyezhek dre-holl el lec’hioù foran e Breizh ?

            Lakaet eo bet ar brezhoneg gant an UNESCO e rumm ar yezhoù en arvar bras da vont da get, setu ma n’hall ket ken chom gant hanter divizoù. Erru eo mallus respont da gantadoù a viliadoù a Vretoned ha Bretonezed nec’het. 

            Kas a raimp al lizher-mañ d’ar c’hazetennoù, hag ho respontoù ivez goude. Rak pouezus eo e vefe kelaouet hor c’henvroidi war ar pezh a soñj ar re zo o vont d’en em ginnig evit ar votadegoù diwar-benn ur sujed ken tomm d’o c’halon : dazont o yezh.

            A-wir-galon ho trugarekaomp evit bezañ hor lennet gant evezh, ha bezit sur Itron, Aotroù, emañ hor gwellañ soñjoù ganeoc’h. 

            Hervé LAUTROU

            Prezidant K.L.T. - Ti ar Vro Montroulez

          • logo elections legislatives 2022.jpg
Logo KLT41 Kae Leon 29600 MONTROULEZ
02 98 63 98 79 - 06 82 77 10 10 - klt@wanadoo.fr
Digor e vez ar burev eus al Lun betek ar Gwener
9e15 / 12e15 – 1e45 / 5e45 g.l.
 
Adkavit K.L.T. war Icon twitter Icon facebook Icon Instagram   Koumanantiñ d'al lizher-kelaouiñ
Région Bretagne Région Bretagne Communauté de communes de Morlaix

 

 
Lakaet da dreiñ gant diasite
Savet gant Diateam