Itron, Aotroù,
KLT – Ti ar Vro Montroulez eo kevread kevredigezhioù Bro Montroulez, a labour evit difenn ha kas war-raok ar brezhoneg ha sevenadur Breizh. Bemdez, a-hed ar bloaz, e seven hon aozadur a laz hollek ur wir gefridi servij publik evit ma vefe gwarezet ha miret glad sevenadurel hon bro.
War ar renk emaoc’h evit an dilennadegoù kannaded e 4re pastell-vro Penn-ar-Bed d’an 12 ha d’an 19 a viz Mezheven a zeu. Ma tegouezh deoc’h bezañ dilennet ho po da votiñ, da c’houde, lezennoù ar Republik ha da gontroliñ oberoù ar galloud seveniñ. Goude ma viot kannad/kannadez ar Vroad ne viot ket evit ankouaat pelec’h e viot bet dilennet, setu ma kavomp eo reizh sevel goulennoù ouzhoc’h, ha plijet-kaer e vefemp ma teurvezfec’h respont oute.
Ar pezh a garfemp gouzout dre vras eo petra emaoc’h en sell d’ober a-fet kelenn ar yezhoù rannvroel pe vinorel, ha kelenn ar brezhoneg peurgetket.
- Hag a-du emaoc’h evit ma vefe lakaet ar brezhoneg da yezh kenofisiel, a-gevret gant ar galleg (pennad 2 ar Vonreizh) ?
- Hag a-du emaoc’h evit ma vefe anzavet ar c’helenn brezhonek dre soubidigezh ha lakaet dre-holl e sistem an deskadurezh
publik ha privez ?
- Hag a-du emaoc’h evit ma vefe deroet budjedoù brasoc’h gant ar Stad da rannvro Breizh evit ar c’helenn brezhonek hag evit
stummadur ar skolaerien peurgetket ?
- Hag a-du emaoc’h evit ma vefe savet ur servij kleweled publik a rofe ar plas brasañ d’ar brezhoneg ?
- Hag a-du emaoc’h evit ma teufe an traoù da vezañ divyezhek dre-holl el lec’hioù foran e Breizh ?
Lakaet eo bet ar brezhoneg gant an UNESCO e rumm ar yezhoù en arvar bras da vont da get, setu ma n’hall ket ken chom gant hanter divizoù. Erru eo mallus respont da gantadoù a viliadoù a Vretoned ha Bretonezed nec’het.
Kas a raimp al lizher-mañ d’ar c’hazetennoù, hag ho respontoù ivez goude. Rak pouezus eo e vefe kelaouet hor c’henvroidi war ar pezh a soñj ar re zo o vont d’en em ginnig evit ar votadegoù diwar-benn ur sujed ken tomm d’o c’halon : dazont o yezh.
A-wir-galon ho trugarekaomp evit bezañ hor lennet gant evezh, ha bezit sur Itron, Aotroù, emañ hor gwellañ soñjoù ganeoc’h.
Hervé LAUTROU
Prezidant K.L.T. - Ti ar Vro Montroulez
Réponses de Sandrine Le Feur - Renaissancepdf - 78 Ko
Réponses de Sylvaine Vulpiani - Nupespdf - 61 Ko
![]() 02 98 63 98 79 - 06 82 77 10 10 - klt@wanadoo.fr Digor e vez ar burev eus al Lun betek ar Gwener 9e15 / 12e15 – 1e45 / 5e45 g.l. |
|
![]() |
![]() |
![]() |