Ur c'hevredad kevredigezhioù eo K.L.T. da gentañ penn gant ar soñj kas war-raok yezh ha kultur Breizh e bro Montroulez. Ditouriñ a reomp ivez, par mar c'hellomp, an holl re a faot dezhe gouzout hiroc'h diwar-benn ar pezh a vez graet er vro hag e Breizh a-bezh.
          • Eus an deñvalijenn d'ar sklerijenn, pemp kant vloaz a vrezhoneg skrivet e Bro Montroulez

          • Gwener 28 a viz Meurzh & sadorn 29 a viz Meurzh 2025
            6 kendiviz
            1 arvest
            Aozet gant Montroulez Kumuniezh - Digoust
            Levraoueg Les Amours jaunes e ti-kêr Montroulez & e ti Skol Vreizh er Manu
          •  

            Gwener 28 a viz Meurzh
            Skol Vreizh, Kae Leon - Er Manu

             

            3e g.k. - Lennegezh krennvrezhoneg ha kevredigezh : ur sell a-dreuz produerezh ar moullañ en Montroulez e-tro ar XVIvet kantved gant  Herve Bihan, kelenner  emerit ( Skol-Veur Roazhon 2 ) brezhonek-keltiek ha skrivagner.

            Ar moullañ en deus c’hoariet ur roll pouezus evit a sell al lennegezh krennvrezhoneg. Adalek fin ar XVvet kantved zo bet produet levrioù hag a verko ar vro, evel ar C’hatolikon, moullet en Landreger en 1499. Met ne chomo ket ar moullañ en Brezih-Izel pelloc’h. Daoust da se e welfomp ur broduerezh heverk en Montroulez. Ha n’eo ket oberennoù dister a deuio er gouloù : un hir a varzhoneg, Melezour ar Marv en 1575 gant stal Kuburien, a-raok se ur pezh-c’hoari, Buhez Barba embannet en 1557 en Pariz met evit kont ur Montroulezad, hag all, hag all.

             

            4e45 g.k. - Conferançou curius, util hac interessant evit amusamant an dud divar ar meaz : preder war un holloueziadur e brezhoneg gant Erwan Hupel, mestr-prezeger yezh ha sevenadur Breizh, rener an departamant brezhonek-keltiek e skol-veur Roazhon 2

            Tost da 150 vloaz a-raok krouidigezh ar skolioù Diwan, ur mouller a vontroulez,  Alexandre-Louis-Marie Lédan, a blije dezhañ klask skignañ gouziegezhioù e brezhoneg. E un nebeud oberennoù uvel, da vezañ skignet e-touez ar labourerien-douar, e lakae ar gaoz war an istor, an douaroniezh, ar skiantoù koulz hag an teknikoù en ur yezh hag a soñje da dud all e oa kondaonet dija.

             

             

            Sadorn 29 a viz Meurzh  
            Levraoueg Les Amours jaunes e ti-kêr Montroulez - Kendiviz ha sonerezh !

             

            9e30 -  Ur sell a-dost war Alexandre Ledan hag e embannadurioù skiantel evit deskadurezh ar bobl evel « Tro-Breizh Simon a Vontroulez » e 1834, hep ankouaat e ganaouennoù. Gant Herve Peaudecerf Doktor brezhonek-keltiek ( Skol-Veir Roazhon 2 ) atebeg war an embann e brezhoneg e Ti Embann ar Skolioù, skrivagner.

            E-kreiz ar brezegenn e vo sonet ha kanet ur 15 kanaouenn bennak kompozet gant Alexandre Ledan bet kempennet gant Olivier Depoix, Marthe Vassallo hag Emmanuelle Huteau. Skignet e vo ivez dielloù da glevet, en o mesk mennegomp ur ganaouenn skrivet gant Alexandre Marie Ledan, kanet gant Bastian ar Bod, paotr Ploudiri enrollet e 1900 e Pariz da geñver an diskouezadeg hollvedel hag a ra perzh eus dastumad Leon Azoulay.

             

            2e g.k. -  Francis Gourvil : deus ar roll-koar d'ar vandenn vagnetek. Gant Tudi Crequer prezour amzeriat kelenn ha klask, bet loreet gant yalc’had Bodad an istor BnF-Paul Leclerc 2023, kazetenner ha diellour.

            Ur vuhez hed-a-hed istor teknologiezhioù  nevez an 20vet kantved. Ganet e oa bet Francis Gourvil e 1889 ha marvet e oa kazi ur c'hantved goude. Birvidik e oa bet al labour hag ar studioù bet kaset da benn gantañ war istor Breizh, ar brezhoneg hag ar c'hanaouennoù pobl. Souezhusat tra, enrollet e oa bet e vouezh war kement benveg enrollañ a zo bet : ar rolloù koar Edison, ar bandennoù magnetek, ar pladennoù kenwerzhel, pe c'hoazh an abadennoù radio ha skinwel. Klevet ha gwelet e vo dielloù dianav gant mouezh ha skeudennoù Fañch Gourvil.

             

            4e g.k. - Barzh Ruz Gwerliskin, gant Frañsez Favereau, kelenner emerit Skol-Veur  Roazhon 2, yezh ha lennegezh Breizh.

            E-mesk ar skrivagnerien bet damankouaet o doa skrivet  ha lakaet ar brezhoneg da glotañ, e bro Montroulez etre Kerne, Leon ha Treger, dalc’het zo bet soñj eus Charles Rolland, lezanvet Roll-diroll. Gwelet mat gant Anatol ar Braz, roet en doa lañs d’ar c’houlzad evit « ar brezhoneg er skol » e 1935 ( ar mennad kentañ a oa bet votet e Gwerliskin ), kemer en doa perzh e emgannou politikel e vare evel « Republikan » ha « Dispac’hour ».

             

            5e g.k. - Tristan Corbière hag an albom Louis Noir. Ha kuzhet e vije ar brezhoneg en oberenn se ?, gant Klariz Bailleul, doktorez war al lennegezh c’hall ( arbennik war skridoù livourien Breizh ), Skol-Veur Rozhon 2.

            Albom  ffoscoR [Roscoff] Tristan Corbière, lesanvet albom Louis Noir ennañ testennoù ha  livadurioù a voe chomet diembann betek ma voe adkavet e 2013. Ar barzh en doa savet ennañ poltred lennegel ha skeudennoù e gempredidi war an aod : maltouter, archerien, klaskerien-bara, koñversanted ha kement zo…dindan e bluenn hag e varr-livañ e ro dezho ur vuhez war ar paper. Peseurt roudou eus ar brezhoneg zo chomet kuzhet er poltredoù-se ? Ha dont a rafe ar brezhoneg dre varsoñjoù en albom se , evel elfennoù talvoudus a deufe da vezañ ur poltred eus Rosko a dennfe d’e annezidi ?

             

          • ooapin.jpeg
      • Embannet gant ar gevredigezh K.L.T.
      • 06/03/2025
Logo KLT41 Kae Leon 29600 MONTROULEZ
06 82 77 10 10 - klt@wanadoo.fr
Digor e vez ar burev eus al Lun betek ar Gwener
9e15 / 12e15 – 1e45 / 5e45 g.l.
 
Adkavit K.L.T. war Icon twitter Icon facebook Icon Instagram   Koumanantiñ d'al lizher-kelaouiñ
Région Bretagne Communauté de communes de Morlaix

 

 
Lakaet da dreiñ gant diasite
Savet gant Diateam