Ganet eo Azenor Kallag e 1997 e Lannuon. Brezhonegerez a-vihanik eo ha bet eo skoliataet e skol Diwan Lannuon, skolaj Diwan Plijidi ha lise Diwan Karaez. Ur Master enklask he deus kaset da benn e skol-veur Roazhon 2 er rann yezhoù keltiek, diwar-benn "Argerzh adperc'hennañ ar yezh e Kembre gant skouer kevredigezh Cymdeithas yr iaith Gymraeg".
Hirie an deiz eo kenkadoriadez ar Redadeg, advouezhiañ a ra tresadennoù-bev ha heuliadoù gant Dizale. Bet he deus studiet c'hoariva, sinema ha kembraeg e skol-veur Aberystwyth Bro-Gembre. Luskañ a ra ivez abadenn skinwel sizhuniek Na Petra 'ta !
He labour gant Dizale eo reiñ danvez d'an dud evit gwelet, sellet ha selaou oberennoù e brezhoneg. Ul labour a-stroll eo, gant komedianezed ha komedianed, teknikourien ar son, ar rener arzel. Lakaet e vez war-wel (Breizh Vod, Troiad Sinema ar skolioù, Sinemarvailh e diavaez ar prantadoù skol) ar pezh a vez krouet da reiñ c'hoant d'an dud da implijout ar yezh e-pad degouezhioù personel pe micherel liesseurt.
O vezañ bet o vevañ e Bro Gembre e-pad bloaz hanter, eo bet frouezhus an eskemmoù gant tud ar vro. Hirie an deiz ec'h a alies da Gembre en-dro evit kemer perzh e dibenn-sizhunvezhioù yezhel (reiñ kentelioù brezhoneg dre ar c'hembraeg), krouiñ liammoù etre ar gouelioù a vez aozet e Kembre hag e Breizh (Tafŵyl / Gouel Broadel ar Brezhoneg), pe c'hoazh kreñvaat an eskemmoù diwar-benn danvezioù micherel e brezhoneg hag e kembraeg.
Startijenn forzh pegement he deus Azenor evit kenderc'hel da grouiñ ha da gemer perzh war tachennoù liesseurt e Breizh, da normalizañ he yezh.
![]() 02 98 63 98 79 - 06 82 77 10 10 - klt@wanadoo.fr Digor e vez ar burev eus al Lun betek ar Gwener 9e15 / 12e15 – 1e45 / 5e45 g.l. |
|
![]() |
![]() |
![]() |