Savet ag un tiegezh lec’h e veze ar brezhoneg é vonet da goll a rummad da rummad, Erwan Pipeg en doa lakaet en e benn deskiñ ha derc’hel ar yezh bev ken e-koulz hag ar blezioù 90. E Skol-Veur Roazhon 2 en doa difennet un dezenn a zeskrive fonologiezh ha techoù sosioyezhoniel ar brezhoneg komzet e Margeneg. War-un-dro sevel al labour-se ema bet skolaer e klasoù divyezhek e-pad dek vlezad a-dal ar blez 2000, a-hed ar skol-vamm betek ar CM2.
A-c’houde 2011 ema Mestr-prezegenner war ar brezhoneg e Skol-Veur Breizh Izel e Brest, ha kemer a ra perzh e stummadurioù an danvez-kelennerion e EBUKD Breizh. Ouzhpenn kelenn an troiñ, e labourioù klaskerezh a zo durc’haet douzh istor ar brezhoneg, ar rannyezhouriezh, ar sosioyezhoniezh ha treuskaz ar brezhoneg.
Gant a rae klevout prezegoù a zislavare ar wirionez diwar-benn ar brezhoneg a vez komzet er skolioù hiriv-an-deiz e oa bet ganet ar soñj d’ober an enklask a zo bet mamenn ul levr nevez embannet (Quel breton parle-t-on à l'école ? - Enquête dans une classe bilingue de cycle 3). Daoust ma klever alies e vehe brezhoneg ar vugale ur yezh savet a-netra, divlaz ha digompren d’ar re goshañ, ar studiadenn bet meret e 2017 en ur c’hlas er Mor-Bihan a ziskouez ema luzietoc’h an traoù. Diouzh ma vez komzet oute gant ar skolaerien e komzo ar vugale, pa ne vez klevet hini arall ebet é kaozeal brezhoneg a-hent-arall. Ha gant an dra-se ema brezhoneg ar rummadoù nevez-se é veskiñ livoù a bep sort, etre ar yezh lennekañ hag ar stummoù pobl, hervez un hent a vez heuliet gant an holl yezhoù a-vremañ.
41 Kae Leon 29600 MONTROULEZ 06 82 77 10 10 - klt@wanadoo.fr Digor e vez ar burev eus al Lun betek ar Gwener 9e15 / 12e15 – 1e45 / 5e45 g.l. |
|