Ganet e Brest 40 vloaz zo, eo bet desavet Glen Dissaux etre ar porzh, Sant-Mark ha kreiz-kêr. Goude al lise hag ur stummadur prientiñ HEC ez eas da Roazhon, ma voe diplomet e Sciences Po Roazhon, gant ur prantad plijus o studidañ e Bro Chile. Da heul e heulias ur Master merañ an ONGoù e Pariz. Goude bezañ labouret e-pad un nebeud bloavezhioù war dachenn an denelezh hag ar c’hengred etrevroadel, er C’haokaz hag e Pariz, e tistroas da Vreizh, degaset da soñj dic’hortoz eus e orinoù hag eus e c’hoant da vont don en e wrizioù sevenadurel ha yezhel.
Goude ur stummadur 9 miz war ar brezhoneg, un dra a sell outañ evel intim ha fromus, e voe e-pad ur pennadig peizant bio, kelenner war ar brezhoneg ha sevenadur Breizh, ha goude-se implijad kevredigezhel er Resam, e Montroulez, a-raok kemer e karg post rener Sked, ti ar yezh ha sevenadur Breizh bro Vrest e 2017.
Mont a reas e-barzh ar politikerezh e-kerzh dilennadegoù-kêr 2020 e Brest, deuet da vezañ rener koulzad listenn Brest ekologiezh kengred. Dont a reas neuze da vezañ kuzulier-kêr Brest, dileuriad evit an Diorren Padus, ha Besprezidant Brest meurgêr e karg eus ar steuñv hin. Prezidant Ener’gence, ajañs lec’hel an energiezh hag an hin e bro Vrest eo bremañ, ha prezidant strollad dilennidi ekologourien Brest.
Da-geñver ar gaozeadenn-mañ e komzo ivez Glen Dissaux eus e entan evit ar Stade Brestois (kaoz zo eus football amañ!) mes ivez eus e enebiezh evit sevel ur stad nevez pa sav ar raktres-se goulennoù diwar-benn al laz hollek.
![]() 06 82 77 10 10 - klt@wanadoo.fr Digor e vez ar burev eus al Lun betek ar Gwener 9e15 / 12e15 – 1e45 / 5e45 g.l. |
|
![]() |
![]() |
![]() |