Eus bro Dreger eo Hélène Bonniec desavet en ur familh brezhonegerien n’he deus ket treuzkaset ar brehzoneg dezhi. En em gavet eo bremañ renerez Stumdi, ar greizenn stummañ he doa kelennet ar yezh dezhi. Goude ur bloavezh e bro Iwerzhon, kejadennoù lieseurt e Conradh Na Gaeilge e Dulenn, ha festoù-noz gant ar gevredigezh BreizhEire he deus dizoloet pegen pouezus eo anavezout he bro hag he yezh evit mont da gejañ gant sevenadurioù disheñvel.
Mil micher eo bet a-drugarez d’ar brezhoneg, gwerzourez ostilhoù evit ar surjianed, skolaerez divyezhek, stummerez evit an dud deuet ha renerez ur greizenn stummañ. Dilennet eo bet e-pad 4 bloaz e Festival Etrekeltiek an Oriant, e-karg eus ar c’homision gouestlet d’ar brezhoneg. « Dre ar brezhoneg e c’heller digeriñ dorioù lieseurt. » a vez lavaret ganti.
Er brezegenn e embanno deoc’h penaos eo aet war-zu ar brezhoneg ha penaos eo bet roet lusk d’he buhez ganti.
![]() 02 98 63 98 79 - 06 82 77 10 10 - klt@wanadoo.fr Digor e vez ar burev eus al Lun betek ar Gwener 9e15 / 12e15 – 1e45 / 5e45 g.l. |
|
![]() |
![]() |
![]() |