E 2006 eo bet krouet ar grevredigezh «Terre de Liens Bretagne – Liamm an Douar» gant un dornad tud prederiet gant stad al labour-douar er vro ha dazont al labourerien-douar: niver ar menajoù o tigreskiñ buan ha ment ar menajoù a chom o kreskiñ ken buan all, ur bern douar mat kollet bep bloaz gant ar c'herioù oc'h en em ledanaat, skoilhoù spontus evit an hini hag a glask en em staliañ, dreist-holl evit kaout douaroù hep bezañ staget ouzh an tiez-bank e-pad bloavezhioù ha bloavezhioù, a-raok gellout bevañ en un doare dereat diouzh e labour.
War ar poent diwezhañ-se an hini a labour kalz ar gevredigezh, en ur ginnig d'an danvez-menajerien feurmiñ menajoù, e-lec'h prenañ anezho, en ur c'houlenn gant tud ar vro gouestlañ un tamm diouzh o moneiz da brenañ an douar hag a vo labouret en un doare yac'hus evit pourchas dezho ul lodenn diouzh o boued.
Jean Lou LINTANF, bet merour Terre de Liens Bretagne, a zeuio da zisplegañ deoc'h penaos e labour ar gevredigezh ha kontañ a raio deoc'h istor an S.C.I hag a zo bet savet e Bro Dreger, e 2017, evit prenañ ur menaj a-bezh, dalc'het bremañ gant tri menajer yaouank.
![]() 02 98 63 98 79 - 06 82 77 10 10 - klt@wanadoo.fr Digor e vez ar burev eus al Lun betek ar Gwener 9e15 / 12e15 – 1e45 / 5e45 g.l. |
|
![]() |
![]() |
![]() |