Kuzulier-rannvro eo Nil Caouissin, ezel eus UDB, bet mouezh-aotreet ar strollad. E Kawan emañ o chom. Kelenner war an istor-geografiezh hag ar brezhoneg eo bet a-raok bezañ dilennet.
E 2021 e oa bet embannet gantañ al levr "Manifeste pour un statut de résident en Bretagne", ur galv da reolenniñ marc'had an tiez a-benn lojañ poblañs Breizh hep distruj douaroù ar vro. Dibaoe en deus dalc'het un ugent bennak a emvodoù foran e Breizh, en Euskadi hag e Provañs, evit brudañ e ginnigoù hag eskemm gant an dud. Ul levr all a oa bet embannet gantañ e 2018 : "Rennes saturée? Une croissance à partager".
Kinniget e vo deoc'h ur sell dre vras war kudenn al lojañ e Breizh, ha kinnigoù resis evit talañ ouzh an diaesterioù, en o zouez ar statud a annezad pennañ.
Da c'houde e kaozeo Nil gant ar sellerien.
![]() 02 98 63 98 79 - 06 82 77 10 10 - klt@wanadoo.fr Digor e vez ar burev eus al Lun betek ar Gwener 9e15 / 12e15 – 1e45 / 5e45 g.l. |
|
![]() |
![]() |
![]() |