Ur c'hevredad kevredigezhioù eo K.L.T. da gentañ penn gant ar soñj kas war-raok yezh ha kultur Breizh e bro Montroulez. Ditouriñ a reomp ivez, par mar c'hellomp, an holl re a faot dezhe gouzout hiroc'h diwar-benn ar pezh a vez graet er vro hag e Breizh a-bezh.
          • Kaozeadenn vrezhoneg gant Tangi an Dreo

          • Merc'her 25 a viz Mae 2024
            Ostaleri an Tempo e Montroulez
            8e30 noz
            Digoust
          •  

            Ganet ha savet eo bet Tangi An Dreo er Menez Are. War-lerc'h e studioù en deus labouret evel ijinour mekanik e bro Brest. Goude bloavezhioù en deus cheñchet hent ha kelennet en deus ar fizik-kimiezh e lise Diwan Karaez.

            Atao eo bet soubet Tangi er sonerezh. Kresket eo en ur familh a ganerien ha kanet en deus el laz-kanañ Allah's Kana. Gouestlañ a ra e amzer bremañ d’ar sonerezh ha gant strolladou disheñvel e labour hirio-an-deiz.

            N’eus ket keit-se en deus bet ar chañs da skrivañ gant e familh an destenn (amañ dindan) a oa e-barzh bazh-test ar Redadeg 2024, bet lennet e Montroulez d’ar sadorn 25 a viz Mae 2024 da-geñver an degouezh.

             

          • poltred Tangi An Dreo allégée.jpg
Logo KLT41 Kae Leon 29600 MONTROULEZ
06 82 77 10 10 - klt@wanadoo.fr
Digor e vez ar burev eus al Lun betek ar Gwener
9e15 / 12e15 – 1e45 / 5e45 g.l.
 
Adkavit K.L.T. war Icon twitter Icon facebook Icon Instagram   Koumanantiñ d'al lizher-kelaouiñ
Région Bretagne Communauté de communes de Morlaix

 

 
Lakaet da dreiñ gant diasite
Savet gant Diateam