Al loreidi
1. Paskal an Intañf evit Kontadreuz
2. Yann des Cognets evit Meuriad Mila
3. Goulc'han Kervella evit Kont warnon, Loeiz !
Da lenn amañ dindan
Reolennoù kenstrivadeg danevelloù evit lennerien-krennarded 11-15 vloaz
1. Aozet eo ar genstrivadeg-mañ gant ar gevredigezh La Baie des Livres
(www.labaiedeslivres.com) hag ar c'hevread K.L.T. (www.klt.bzh) hag e gevredigezhioù ezel.
2. Digor eo ar genstrivadeg d'an holl dud.
3. Danvez an danevelloù a rank bezañ da gentañ penn evit lennerien / krennarded etre 11 ha 15
vloaz.
4. Ar skridoù a vo savet e brezhoneg peurunvan.
5. Ar skridoù a rank bezañ krouidigezhioù gwirion ha bet diembann betek-hen.
6. Ne vo kaset nemet un danevell dre genstriver.
7. Skriverezet e vo ar skrid.
8. Niver a arouezennoù en destenn : etre 15 000 ha 20 000 arouezenn d'ar muiañ hep kontañ an
esaouennoù.
9. Dodenn : "Kont warnon / Conte sur moi".
10. N'hell ket izili ar juri kemer perzh er genstrivadeg.
11. 500 € a vo roet d'an hini a yelo ar maout gantañ, 300 € d'an eilvet ha 200 € d'an trivet.
Bez' e c'hell ar juri chom hep reiñ ar prizioù ha/pe reiñ prizioù kalonekaat.
12. Roet e vo ar prizioù da-geñver Foar levrioù ar re yaouank Bro Montrouez e Sant-
Martin-war-ar-Maez d'ar sadorn 20 a viz Du 2021. Bez' e ranko al loreidi bezañ e Sant-
Martin-war-ar-Maez da resev ar prizioù.
13. Ar gwirioù war ar skrid a chom gant an oberourien.
14. Embannet e vo an teir danevell loreet e-barzh ar gelaouenn Al Liamm.
15. Ar skridoù a rank bezañ kaset da g/KLT a-benn ar sul 31 a viz Here 2021 :
KLT 41 Kae Bro Leon 29600 Montroulez pe klt@wanadoo.fr. Titouroù ouzhpenn :
02 98 63 98 79 – 06 82 77 10 10
16. Dre gemer perzh er genstrivadeg-mañ e tisklêr ar perzhiad asantiñ d'ar reolennoù ha da zivizoù
ar juri.
Kontadreuz gant Paskal an Intañvpdf - 78 Ko
Meuriad Mila gant Yann des Cognetspdf - 57 Ko
Kont warnon, Loeiz ! gant Goulc'han Kervellapdf - 96 Ko
![]() 02 98 63 98 79 - 06 82 77 10 10 - klt@wanadoo.fr Digor e vez ar burev eus al Lun betek ar Gwener 9e15 / 12e15 – 1e45 / 5e45 g.l. |
|
![]() |
![]() |
![]() |