Miz Meurzh eo Mizvezh ar brezhoneg. Douget gant Rannvro Breizh abaoe meur a vloaz, pal K.L.T. - Ti ar Vro Montroulez ar miz-mañ eo lakaat war wel pinvidigezh ha liesseurted ar brezhoneg er vro. Amañ dindan grit anaoudegezh gant nevezentioù 2025 (baleadennoù natur, c’hoari radio, staj skrivañ, sinema e brezhoneg...) !
Sadorn 1añ a viz Meurzh
* Kafe brezhoneg e ostaleri Le cheval blanc e Plourin-Montroulez – 4e30 g.k. – Digoust.
Sul 2 a viz Meurzh
* Abadenn natur Kregin ha kresteneged, sekredoù an izel-vor – 1e30 - 3e30 g.k. – 5 € dre zen (digoust – 12 vloaz) – Barnenez –
Kinniget gant Ulamir Lanneur – Lakaat e anv : 02 98 67 51 54 / https://ulamir-cpie.bzh/cpie/Content.aspx?ID=224578
Sul 2 a viz Meurzh
* Endervezh e brezhoneg (konterien, kanerien, teatr) – Sal Marie Jacq e Henvig – 2e g.k. – 7 € – Aozet gant Kafe brezhoneg Henvig & Taole
Lunvezhioù 3, 10, 17, 24, 31 a viz Meurzh
* stal-labour e brezhoneg (skrabeul, studiañ skridoù, treiñ, skrivadegoù) – Sal MAJ e Montroulez – 10e – Aozet gant Kelc’h Sevenadurel
Brezhonek Montroulez.
Meurzh 4 a viz Meurzh
* stal-labour brezhoneg – 5e g.k. – Sal le Patro e Taole.
Yaou 6 a viz Meurzh
* Klakenniñ e ostaleri an Ty Coz e Montroulez – 6e – Emgav gant izili Dibistig (Ospital Montroulez).
Gwener 7 a viz Meurzh
* Brezhoneg e Pleiber, emgav e brezhoneg – 2e30 g.k. – Sal Louise Michel er Porzh Ruz – Digoust.
* Devezh digor skol Diwan Kastell-Paol – 3e - 6e g.k.
Sadorn 8 a viz Meurzh
* Staj brezhoneg evit brezhonegerien ha damvrezhonegerien (da lâret eo evit tud gouest da heuliañ displegadennoù aes e brezhoneg) gant Brieg
ar Menn, stummer gant Stumdi – E ti K.L.T. – Skol Vreizh – 9e30 - 12e30 & 2e - 5e g.k. – 25 €.
* Devezh digor skol ar Boan Benn e Montroulez – 10e - 12e30
* Devezh digor skol Diwan Kastell-Paol – 9e - 12e
* Devezh digor skol Diwan Montroulez – 9e30 - 12e
* Devezh digor skol Diwan Kommanna – 9e30 - 12e
Merc'her 12 a viz Meurzh
* Abadenn natur Deomp da welet laboused-mor Bae Montroulez – 2e - 4e30 g.k. – 5 € dre zen (digoust – 12 vloaz) – An Treizh –
Abadenn kinniget gant Ulamir Lanneur – Lakaat e anv : 02 98 67 51 54 / http://https://ulamir-cpie.bzh/cpie/Content.aspx?ID=224578
Sadorn 15 a viz Meurzh
* Staj evit tud ar vugale (lodenn gentañ) – 9e30 - 12e30 – Skol ar Boan Benn e Montroulez – 10 €.
* Brezhoneg war don, yezhadur & yezhoniezh evit brezhonegerien ampart – 3e g.k. – Er Stal café e Plouneour-Menez
* Staj keginañ er Friko e Gwimaeg – 5e g.k. – 35 €.
Meurzh 14 a viz Meurzh
* stal-labour brezhoneg – 5e g.k. – Sal le Patro e Taole.
Lun 17 a viz Meurzh
* Film Nous serons toujours là ! Plogoff 1980 e sinema La Salamandre e Montroulez – da 1e30 g.k. (evit ar skolajidi hag al liseidi) & da 8e30
noz evit an holl – 8 € (priz digresket 6 €). Tre dirak Yann-Edern Jourdan & Nicolas Guillou, realizatour.
Da-heul ur raktres kreizenn nukleel war he c’humun e tiviz Jeanne mont e-barzh ar stourm. Gant he familh hag he mignoned e stourm e-pad mizioù
evit enebiñ ha mirout ouzh ar staliadur-se. Ha dont a raint a-benn da lakaat ar raktres da cheñch diouzh o zu ? Ur stourm fonnus hag a zeuy da
vezañ test eus ur stourm istorel.
Merc'her 19 a viz Meurzh
* Stal-labour komz & lenn – 2e g.k. – Sal Amzer vat e Plouigno – Digoust – Aozet gant Strollad brezhoneg e Plouigno.
Yaou 20 a viz Meurzh
* C'hoari radio lusket gant Maëlys ha Pauline (Arvorig FM) – Er Friko e Gwimaeg – 6e – Abadenn enrollet, digoust ha digor d'an holl.
Gwener 21 a viz Meurzh
* Brezhoneg e Pleiber, emgav e brezhoneg – 2e30 g.k. – Sal Louise Michel er Porzh Ruz – Digoust.
Sadorn 22 a viz Meurzh
* Staj evit tud ar vugale (eilvet lodenn) – 9e30 - 12e30 – Skol ar Boan Benn e Montroulez – 10 €.
* Staj skrivañ gant Klariz Bailleul – E ti K.L.T. - Skol Vreizh – 9e30 - 11e30 – 15 €.
Burzhudouigoù ar vuhez *** Les petits miracles de la vie
Penaos skrivañ « war un ton munud » teñzorioù ar vuhez ?
Bemdez e vez bevet ganimp darvoudoù munud. Pa vefent darvoudoù prevez bevet ennomp pe sennenoù sellet ganimp a-bell, int kaer. Enne e vez douget talvoudegezh ar vuhez. Asambles ‘vo labouret war ar mod da skrivañ ha deskrivañ anezhe, da reiñ dezhe un nerzh hag ul liv barzhoniel.
Ne vo ket difennet c’hoari gant an div yezh !
Merc'her 26 a viz Meurzh
* Kaozeadeg vrezhoneg – 6e – Sal ar c'hevredigezhioù e Plouganoù – Digoust.
* Kaozeadenn vrezhoneg gant Klariz Bailleul – Ostaleri An Tempo e Montroulez – 8e30 noz – Digoust.
Ganet eo bet Klariz Bailleul ‘ba Laval. Deuet eo dezhi ar c’hoant deskiñ brezhoneg diwezhat a-walc’h, pa he doa komañset da labourat war un dezenn e lennegezh c’hallek. E-pad 7 vloaz he deus kaset enklaskoù da benn war skridoù al livourien deuet da Vreizh da livañ. Un nebeud reoù en-o-zouez o devoa skrivet en brezhoneg ivez. Kurius evel ma oa he deus lakaet hec’h anv ‘ba kentelioù-noz brezhoneg ‘ba Skol an Emsav. Pevar bloaz goude eo bet paket ar C’HAPES ganti. Dre se eo degouezhet ‘ba Montroulez, ha soutenet he zezenn e 2021 a-benn ar fin. E 2022 eo bet komiserez an diskouezadeg Pluennoù al livourien gant mirdi an arzoù kaer e Brest, ha buheziñ a ra un abadenn dindan ar memes anv gant Karolina Rufflé war Arvorig FM.
Barzhez eo ivez, fotografourez a-wechoù, ha furcherez bemdez. He levr kentañ « fotobarzhoniezh », zo deuet er-maez e 2023, embannet gant ti embann Goater, titlet La Pluie que tu as oubliée dans ma chambre, testennoù e galleg hag e brezhoneg ennañ. Tro d’he zestennoù he deus krouet div abadenn gant arzourien all (La Belle Vie, ha Miracles, chignole et marguerite).
Gwener 28 ha sadorn 29 a viz Meurzh
* Kendiviz aozet gant Montroulez Kumuniezh Eus an deñvalijenn d'ar sklêrijenn : pemp kant vloaz a vrezhoneg skrivet e Bro Montroulez.
• Le moyen breton dans le pays de Morlaix avec un focus sur « Le Catholicon » et « Le Mirouer de la mort ».
• Le breton prémoderne dans le pays de Morlaix. Focus autour Ledan Alexandre et de ses publications de vulgarisation scientifique.
• Le breton dans le pays de Morlaix au 20e siècle. Autour de deux auteurs : Charles Rolland le barde de Guerlesquin et Fañch Gourvil (entre
littérature populaire, les feuilles volantes, la vie politique, les chansons…)
Gant klaskerien ha skolveuridi : Hervé Le Bihan, kelenner emerit war ar brezhoneg hag ar geltieg (Skol-veur Roazhon 2) hag aozer, Erwan
Hupel, rener departamant Breizh ha keltieg (skol-veur Roazhon 2), Herve Peaudecerf, doktor war ar brezhoneg hag ar geltieg (Skol-veur
Roazhon 2), kargad evit heuliañ ar pennadoù-stur e brezhoneg (TES) hag aozer, Tudi Crequer, prezour amzeriat kelenn ha klas, loread yalc'had
Poellgor istor ar BnF (Paul Leclerc 2023), kazetenner ha teulfilmour, Francis Favereau, kelenner emerit eus Skol-veur Roazhon 2 hag aozer.
5 prezegenn d'ar gwener 28 ha d'ar sadorn 29 viz Meurzh e ti Skol Vreizh ha levraoueg Les Amours jaunes e ti-kêr Montroulez. Teulioù klewelet ha dielloù filmet dianav pe nebeut anavezet a vo skignet.
Roll an abadennoù da vezañ peurechuet. Digoust. Titouroù ha lakaat e anv : brezhoneg@agglo.morlaix.fr
Sadorn 29 a viz Meurzh
* Baleadenn glad, kanet & dañset / Ar Montroulez kozh davet karter Sant Vazhe – Emgav da 5e30 g.k. dirak lez-varn Montroulez, ru ar Boan
Benn – Lakaat e anv : 06 82 77 10 10 – Kemer perzh : ur pezh moneiz pe zaou.
Sul 30 a viz Meurzh
![]() 06 82 77 10 10 - klt@wanadoo.fr Digor e vez ar burev eus al Lun betek ar Gwener 9e15 / 12e15 – 1e45 / 5e45 g.l. |
|
![]() |
![]() |
![]() |